Keleier
Buhez Splann !
-
[Pennad stur] Ur valsenn azrous gant Bollore
 | Splann !
Diwar ar mell stroñsadenn c’hoarvezet d’an 9 a viz Even e teu da vezañ splann emañ Bolloré o ren ar vuhez politikel e Bro C’hall, kalz donoc’h eget ar pezh a soñjemp betek-henn.
-
Enklaskoù leun e zivskouarn : dizoloit podkastoù « Splann ! »
 | Splann !
Setu Splann ! o vont war dachenn ar podkastoù ! Abadennoù ispisial e brezhoneg, enklaskoù lennet, reportajoù, atersadennoù ha kronikennoù... Pep tra da reiñ plijadur d'ho tivskouarn. Pevar heuliad a zo dija da selaou war hoc'h arloadoù podkast.
-
Ganet eo Arsellva Frañs ar gourdrouzoù war frankiz ar c’helaouiñ
 | La Rédaction
Setu en ofisiel krouet Arsellva Frañs ar gourdrouzoù war frankiz ar c’helaouiñ, pe Ofalp e galleg. Ar pal ? Enrollañ pep tra a c’hoarvez e Frañs a c’hallfe lakaat en arvar frankiz ar c’hazetenniñ. Gourdrouzoù, argadoù, gwask e diabarzh ar c’hazetennoù, pe c’hoazh ar prosezoù dirak ar justis : pep tra a vo notennet gant an arsellva.
-
Lennit hon danevell obererezh 2021-2023
 | Splann !
Aet eo war vrasaat Splann ! abaoe eo bet krouet e fin 2020. Kaset eo bet da benn ar raktres gant kazetennerien a-youl vat evit krouiñ ur media enklask lec'hel ha dizalc'h. Ha deuet omp a-benn ! Ur media gant ur skipailh gopred war ar bemdez omp bremañ, o tont da vezañ solutoc’h-solutañ a-hed an devezhioù. Setu deomp-ni da embann hon danevell obererezh kentañ !
-
War an dachenn e vezomp atav !
 | Splann !
Eskemm el linenn a zo mat, met eskemm er vuhez wir a zo gwelloc'h, dreist-holl evit ur media lec'hel. Setu perak e klask « Splann ! » mont en darempred ganeoc'h ar muiañ posubl.
-
Ur sell war-gil : penaos eo bet dispignet an arc’hant roet ganeoc’h ?
 | Splann !
Setu ur sell war-gil dre un nebeut posteloù evit displegañ deoc'h perak hon eus c'hoant kenderc'hel gant hol labour, ha ganeoc'h ! Hiziv e vo graet un tamm matematikoù evit displegañ deoc'h penaos e vez implijet an arc'hant a roit deomp ha pegement e koust ober un enklask.
-
Roet eo bet priz ar sacherien evezh da Splann ! evit an enklask diwar-benn an ensteudoù Essure
 | Splann !
Gant Ti ar sacherien evezh eo bet krouet ur priz ispisial da lakaat war-wel labour kazetennerien o deus diskoachet traoù pouezus gant sikour keodedourien o stourm. Aet eo ar maout gant Splann !. D’ar Gwener 1añ a viz Kerzu eo bet roet da Splann ! ar priz evit an enklask bet embannet diwar-benn an ensteudoù […]
-
Ur sell war-gil : eizh enklask bet arc’hantaouet ganeoc’h
 | Splann !
Ar pennadoù skrivet ganeomp a lak war-wel sujedoù pouezus war an hir dermen. Gellet a reont bezañ lennet pell goude bezañ bet embannet. C'hoant ho peus adlenn anezho ?
-
Harpit ac’hanomp en un doare digoust gant lusker enklask Lilo
 | Splann !
Lilo a zo ul lusker enklask kengred a vez implijet e-lec'h Google. Ha gallout a reer harpañ ac'hanomp en oc'h ober enklaskoù ! Digoust eo !
-
Na zisoñjit ket da dennañ ho tonezon eus ho tailhoù !
 | Splann !
Roet ho peus un tamm arc'hant deomp e 2022 ? Na zisoñjit ket ez eus moaien tennañ 66 % eus ar sammad ho peus roet diwar ho tailhoù.
-
Video eus Morgan Large goude ma’z eo bet taget un eil gwech
 | Splann !
Divontet e oa bet adarre rod karr-tan Morgan Large, kazetennerez hag ezel eus Splann !, d'ar 25 a viz Meurzh, da lâret eo daou vloaz rik goude ar wech kentañ.
-
Mersi deoc’h 396 gwech !
 | Splann !
C'hoant 'neus skipailhad Splann ! trugarekaat an 396 den o deus roet ac'hant d'ar raktres e-pad hon frantad sevel arc'hant fin ar bloaz.
-
Peseurt efedoù o deus bet hon enklakoù ?
 | Splann !
Peseurt efedoù o deus bet hon enklaskoù ? Sellomp ouzh un nebeud skwerioù.
-
O tuta emañ « Splann ! » a-drugarez deoc’h
 | Splann !
Keloù vat eus tu « Splann ! » : emaomp o vont da dutañ div gazetennerez da verañ hon media, peadra 'vo da badout war an hir-dermen.
-
Pa vez roet arc’hant da « Splann ! » gant al labourerien-douar !
 | Splann !
A-drugarez d'ho arc'hant eo bet kaset da benn 4 enklask, mui an hini a oa bet embannet en 2021. Sed aze un tamm sel war-gil.
-
Sellit ouzh prezegenn Caroline Trouillet war an amoniak e festival Dérivages
 | Splann !
L'équipe de « Splann ! » était invitée par l'association Halte aux marées vertes pour la seconde édition de son salon Dérivages, le 24 septembre 2022, à Planguenoual, en baie de Saint-Brieuc. Caroline Trouillet a présenté son enquête sur la pollution de l'air à l'ammoniac, publiée en juin 2021, lors d'une conférence animée par Sylvain Ernault.
-
Ur garta evit ma vefe kelaouet mat war sujedoù endroel gant ar mediaoù
 | Splann !
Kinniget 'vo evit ar wech gentañ d'ar Merc’her 14 a viz Gwengolo ur garta a-benn ma vefe kelaouet mat war sujedoù a denn eus enkadenn an hin gant ar c'hazetennoù. Splann ! 'neus sinet anezhi e-touez 160 media all.
-
Pennad stur – Klañv eo an demokratelezh rak chom a ra mut ar pennoù bras
 | Splann !
Diaes eo sevel ar film « Ar bezin glas » e Bae Lannuon. Hag abalamour da seurt diaezamantoù eo bet krouet « Splann ! » ganeomp dav vloaz 'zo.
-
Lidet e vo hor bloavezh kentañ leun a enklaskoù d’an 21 a viz Mae 2022 !
 | Splann !
Ganet eo Splann ! ur bloaz 'zo ! Ar media enklask dizalc’h nevez e Breizh a ro lañs d’ur prantad da sevel arc’hant evit gellout mont en-dro. Roet e vo emgav deoc’h disadorn, d’an 21 a viz Mae, e Roazhon evit lakaat ar gaoz war ar c’hazetenniñ enklask.
-
Krouidigezh Splann ! er mediaoù
 | Juliette Cabaço Roger and Splann !
Lanset eo bet media Splann ! e miz Gwengolo 2020. Roet zo bet lans d’ar prantad sevel arc’hant kentañ e penn kentañ 2021. Un tamm trouz zo bet er mediaoù… An Taol Lagad, France 3, d'ar 16 a viz C'hwevrer 2021 Keleier Radio Breizh d'ar 15 a viz Chwevrer 2021 Pikous dibikous war ar radioioù […]
Koumanantit d'hon c'heleier
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo !
En ur lakaat ma anv evit lizher-kelaouiñ Splann ! e asant din e vo implijet ar roadennoù personel am eus pourchaset (chomlec'h postel) da-ge