180321 - Splann ! Panneaux solaires dans un champ Crédits Zbynek Burival by Unsplash-min
Aerborzh Kemper : daou linenn-nij nevez en desped da cheñchamant an hin

by | 21 06 2023

Ur bern aerborzhioù zo e Rannvro Breizh, re evit un dachenn ken bihan kredapl. Setu perak ez eus kaoz eus serriñ reoù zo. Met kentoc’h evit abegoù ekonomikel eget abegoù endroel. E Kemper (29) e lâr rannvro Breizh n’he deus ket c’hoant kenderc’hel da blantañ arc’hant en aerborzh. A-hend-all ez eus bet krouet daou hent beaj nevez gant an embregerezh a ra war o zro.

« N’eo ket padus an aerborzhioù a zegemer nebeutoc’h eget 700.000 den », eme Lez ar C’hontoù en un diell nevez embannet diwar-benn an doare-se da veajiñ e Bro Frañs. E Breizh ez eus kalzig a aerborzhioù : 19 e pevar departamant Breizh velestradurel. Pemp anezho a servij da zegemer tud. An darn vrasañ a zo nijvaoù bihan : an hini bihanañ zo e Golf ar Gerveur gant 660 metrad hirder. Daou aerborzh bras a zo memes tra : hini Gwipavaz, e-kichen Brest (801.854 den o tremen e 2022) hag hini Roazhon (643.231 den o tremen e 2022).

Dre vras n’ez a ket mat ar jeu gant aerborzhioù bihan Breizh abalamour ez eus nebeutoc’h-nebeutañ a dud, re ger int ha ret eo kemer e kont cheñchamant an hin. Reoù zo, evel Lannuon, n’o deus ket ken linenn nij ebet. Dav eo neuze adsoñjal penaos beajiñ er vro. Met n’eo ket aes atav, evel ma vez diskouezet gant skouer aerborzh Kemper. 

P’emañ 80 km diouzh aerborzh Brest ha da 73 km diouzh hini an Oriant, n’eus ket kalz a dud o tremen dre aerborzh Kemper. Ul linenn beaj a chom evit mont betek Pariz-Orly kinniget gant embregerezh Chalair adalek 2019, div wech bemdez eus al Lun betek ar Gwener.

Nebeutoc’h eget 15.000 den o deus implijet al linenn-se en 2022. 80.000 a veze gortozet… Ha setu ar Rannvro da lâret ne vo ket plantet arc’hant mui ganti en aerborzh-se : 3,4 M€ a arc’hant publik a vez roet bep bloaz evit ma chomfe bev, hervez Lez ar c’hontoù. « Gouzout a reomp ez a war-raok an embregerezhioù e Bro Gerne hep implijout al linenn nij da vont da Pariz », eme Loig Chenais-Girard, prezidant Rannvro Breizh

Kambr kenwerzh hag industriezh Breizh Kornôg (Cimbo), a zo e karg eus aerborzh Kemper, he deus c’hoant e chomfe bev memes tra gant an abeg da lakaat an dud da fiñval en un doare aes e Breizh a-bezh. Abalamour ne vez ket tud a-walc’h o vont da Pariz, ez eus bet dibabet digeriñ daou hent beaj nevez evit mont da vakañsin e Kerry (Bro-Iwerzhon) ha Pau (64) etre miz Even ha miz Gwengolo. Un diviz evit klask saveteiñ an aerborzh-se a ya a e-enep d’ar pezh a vefe dav ober e-keñver an endro.

3,4 M€

Setu an arc’hant publik a vez roet bep bloaz evit ma chomfe bev aerborzh Kemper hervez Lez ar c’hontoù.

« N’eo ket efedus tamm ebet al linenn beaj Kemper-Pariz : 33 % eus plasoù karr-nij a oa bet leuniet e 2021. Koustañ a ra 648 € a arc’hant publik pep den eno. » 

Setu ar pezh a vez lâret c’hoazh gant Lez ar c’hontoù diwar-benn aerborzh Kemper.

Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)