Kinnig ur pij

260712 Couverture Page Propositions Piges Bzhg (1920x1080)

Splann ! zo ur media enklask dizalc’h krouet e 2020 e Breizh gant kazetennerien mennet da zifenn ar frankiz kelaouiñ rak a bep seurt moustradurioù. Hep kevranneien, hep bruderezh na skoaziadennoù eus ar strollegezhioù lec’hel, e vez diazezet e arc’hantaouiñ war donezonoù e lennerien.

Labourat a ra hor skipailh skridaozañ war sujedoù kizidik evit kelaouiñ an dud diwar-benn mont en-dro reizhiad an agro-industriezh, raktresoù kempenn an tiriad, doujañs frankiz an dud, ha c’hoazh diwar-benn mont en-dro an demokratelezh lec’hel.

War an hir dermen eo gwell deomp labourat, hep paouez embann keleier liammet gant ar c’heleier nevez-flamm, dreist-holl pa vez breutadegoù er parlamant, dilennadegoù pe luskadoù sokial.

Mont en-dro meret a-stroll

A-stroll e vez meret Splann !. Ur gevredigezh lezenn 1901 eo, kazetennerien dreist-holl oc’h ober anezhi, ha bez’ e c’hell hec’h izili kemer perzh d’ar skipailh skridaozañ. Gant ar bodad-se e vez dibabet pep bloaz tri pe pevar sujed evit sevel doserioù enklask. Fiziet int peurliesañ d’un daouad a gazetennerien, unan implijad.ez pad, hag egile.eben dizalc’h (gopret diouzh an oeñsat).

Gant ar skipailh skridaozañ pad, pemp kazetenner.ez bennak oc’h ober anezhañ, e vez breujataet a-hed ar bloaz, ha dibabet e vez etre dek hag ugent kinnig enklask berr da sevel. Studiañ ar c’hinnigoù a c’hell padout ur sizhunvezh bennak.

A-benn sevel keloù strizh hag a-unan gant an dleadouriezh vicherel, e vez lakaet kazetennerien e-karg a wiriekaat ar fedoù hag ur gwiraour.ez arbennik war gwirioù ar mediaoù da labourat asambles. Evit se e rank bezañ start al liammoù etre ar gazetennerien gopret diouzh an oeñsat hag ar skipailh skridaozañ.

Furmadoù diseurt

Doserioù enklask

Meur a bennad (isprenestr) zo oc’h ober an doserioù enklask. Sevel anezho zo ul labour meur a viz. Listennet int er bajenn-mañ.

Kaset a vez an doserioù dre zaouad, peurliesañ asambles gant ur c’hazetenner.ez eus ar skipailh skridaozañ. Kenlabour zo gant kenurzhierezh ar skipailh skridaozañ, izili ar c’huzul embann hag ur gwiraour.ez.

Embann a ra Splann ! tri pe pevar enklask hir pep bloaz. Em en vodañ a ra ar skipailh skridaozañ div wech ar bloaz evit dibab ar sujedoù. Steuñvekaet e vez an embann un nebeud sizhunvezhioù en a-raok neuze.

Ne vez lañset da-vat un enklask nemet goude ur mizvezh “rakenklask”. Ur sammad treziadek a 1 120 euro e vez paeet an enklaskig-se. Gant ar guzulierien embann e vez lavaret talvoudegezh an danvezioù kinniget, ha choazet kenderc’hel gant al labour-se, pe get.

D’ober un doser ez a peurliesañ ur pennad-digeriñ (war-dro 3 000 sin), etre tri ha pemp pennad (etre 5 000 ha 15 000 sin enno) hag ur stlenngrafenn bennak. Bez’ e c’hell ar pennadoù-se bezañ embannet gant mediaoù keveler, ha moullet e stumm levrigoù.

Ur sammad treziadek a 3 359 euro e vez paeet an doserioù enklask-se.

Ar galvoù-diwall

Pal ar pennadoù-se eo diskoachañ titouroù nevez. Sellet a reont alies ouzh ar c’heleier nevez-flamm. Embannet e vezont en ul lizher-kelaouiñ arbennik, hag e c’hellont bezañ skignet gant mediaoù keveler. Lennit ur skouer amañ.

Gant ur c’hazetenner.ez e-unan e vez kaset da-benn ar galv-diwall. Evit sevel anezhañ ez eus kendivizoù gant kenurzhierezh ar skipailh skridaozañ hag ur gwiraour.ez.

Gant Splann ! e vez embannet etre 10 hag 20 galv-diwall bep bloaz.

Ur sammad unvan a 410 euro e vez paeet ar galvoù-diwall (etre 5 000 ha 8 000 sin enno).

Ur sammad a 517 pe 620 euro a c’hell bezañ paeet gant ar skipailh skridaozañ zoken, pa vez prizet hir-divoas an amzer labour da sevel anezho. An niver hirañ a sinoù a dizh neuze 9 000 ha 10 000.

A-benn diogeliñ ur gopr izek pa na c’hell ket ar galv-diwall bezañ kaset da-benn, e c’hell ar skipailh skridaozañ reiñ ur sammad a 250 euro evit al labour rakenklask, anat e vefe ar sammad-mañ enlakaet e-barzh treziad hollel ar galv-diwall.

Ar selloù a-dost (focus)

A-zalc’h ouzh ar c’heleier eo ar pennadoù-se. N’eo ket evit diskoachañ titourioù nevez dre ret e vezont savet. Embannet e vezont da gentañ en hol lizher-kelaouiñ miz.

Gant ur c’hazetenner.ez e-unan e vez kaset da-benn ar focus. Evit sevel anezhañ ez eus kendivizoù gant kenurzhierezh ar skipailh skridaozañ hag ur gwiraour.ez ma vez ezhomm.

Gant Splann ! e vez embannet etre 10 hag 20 focus bep bloaz. Savet e vezont gant ar skipailh diabarzh peurliesañ.

Ur sammad a 310 euro e vez paeet ar selloù a-dost (etre 4 000 ha 6 000 sin enno).

Kinnig ur sujed deomp

Rakrekis

Ne labour Splann ! nemet gant kazetennerien a-vicher. Bez’ e c’hellomp koulskoude sellet a-dost ouzh kinnigoù roet gant studierien war ar c’hazetennerezh.

A-hend-all e c’hellit koulskoude kas ho kinnigoù deomp evel kelaouer.ez, ha skrivañ da : redaction [@] splann.org.

Gant hor skipailh-skridaozañ e vo dibabet ar sujedoù a glot gant linenn stur Splann ! Ret e vo d’ho sujed respont d’ar goulennoù :

  • Hag e sell an enklask-se ouzh ur sujed a laz hollek ?
  • Ha komzet e vez eus ar sujed-se mui-pe-vui gant mediaoù all ?
  • Hag e sell ar sujed diouzh Breizh ? pe diouzh lazioù Breizh ?
  • Hag-eñ a tegaso an enklask-se titouroù nevez ?
  • Hag-eñ e c’hellfe an enklask-se degas cheñchamantoù mat evit ar gevredigezh ? (a-fed politikerezh, justis, ensavadur…)
  • Hag e c’hello an enklask-se bezañ liammet gant ur c’heloù bennak ?

Dont e daremped ganeomp

Kasit deomp ur berrskrid a 2 000 sin d’an hirañ.

Displegit deomp :

  • Perak e glot ho kinnig d’ar poentoù listennet amañ.
  • Da bep seurt stumm e klot ho kinnig hervezoc’h (doser, galv-diwall pe sell a-dost).

Skrivit deomp da : redaction [@] splann.org

Kasit deomp ho CV mar plij, ha daveoù eus ho oberennoù.

Divizoù gopr

Gant Splann ! e vez lakaet « emglev a-stroll ar gazetennerien » da dalvezout.

Ent kriz e vez roet ar goproù da c’houzout war ar bajenn-mañ, hep sellet kont nag eus an hended, nag eus an 13vet miz, nag eus an ehanoù gopret.

Evel ma vez graet gant ar c’hevatalder goproù strizh, e vez roet un arc’hopr hended a 20 % d’an holl gazetennerien.

Ar fredoù mont-ha-dont da c’hoarvezout a vez kemeret e karg betek 100 euro, d’an uhelañ, gant ma vo diskouezet prouennoù. Ar fredoù ouzhpenn a rank bezañ asantet en a-raok gant kenurzhierezh ar skipailh skridaozañ. Gwell e vez jediñ ur prizadur ha kinnig anezhañ en a-raok.

N’eo nemet an emglev labour diouzh an oeñsat savet gant Splann ! a desteni. Gant hennezh e vez roet da c’houzout ar sujed, ar c’hinnigadur, an niver a sinoù, an deiziad echu hag ar gopr.

Klask a ra Splann ! reiñ ar gwellañ goproù. Adprizet war ar memes tro e vez skeul goproù an implijidi dizalc’h evel hini ar gazetennerien all.

Mont e darempred ganeomp