Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o mennozhioù

09/17/2026
Pierre-Yves Bulteau, Julien Meffre
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 13 mn lenn
D’ar Sadorn 19 a viz Gwengolo 2026 ez ay kuit ar birc’hirined vreizhat eus Santez-Anna-Wened evit an 9vet bloaz. Un darvoud gwriziennet er vro ha gouestlet d’ar familhoù a oa sañset bezañ hennezh. Met e Feiz e Breizh e vez bodet meur a zen o tont eus an tu dehoù pellañ, e-touez ar re daerañ e-touez ar gatoliked a c’hiz kozh.

Pedet e vint da vale da heul « Jezuz-Krist, roue ar broiadoù ». Pirc’hirined a viliadoù az aio gant hentoù ar Mor-Bihan e-pad dibenn-sizhun an 19 hag an 20 a viz Gwengolo, da vare Feiz e Breizh, kostez Santez-Anna-Wened.

En tu all da 2 000 den a oa bodet e-tal chapel Mangolerian e 2025 dija. E kumun Sterwenn emañ ar chapel, nepell eus Gwened. Aes e oa neuze da bep hini mont d’an oferenn lidet evit kregiñ gant ar birc’hirinded, a vez graet « pélé » anezhi e galleg gant ar gatoliked.

Familhoù gant meur a vugel, tud fidel oc’h azeuliñ Doue, skouted a vez kavet eno, evel bep bloaz abaoe 2018, pa oa bet krouet ar birc’hirinded vreizhat.

Treiñ kein d’ar fideled a ra ar veleien. Dibunañ an oferenn a reont e latin, evel ma veze graet a-raok sened Vatikan II, an hini en doa diskouezet e teue an Iliz da zigeriñ he dorioù d’ar vodernelezh.

Aozet mat eo al leurenniñ. Emañ pep hini en e blas. Kazulioù glas an aozerien a ro urzh da zañs an dud fidel. Emañ Korantin Denis en e sav e-kreiz an dud. Bras ha sec’h, un tog du gantañ war e benn, an den a servij da dour-kontrolliñ Feiz e Breizh (FeB).


Rener pirc’hirined FeB eo-eñ. Kelenner war an istor hag arbennik war istor Breizh eo, emezañ. E-touez seizh diazezour an darvoud emañ, asambles gant Bertrand de Tinténiac, prezidant Feiz e Breizh a ra war-dro ar birc’hirinded.

« Deuet eo Korantin Denis a-benn d’ober berzh gant e birc’hirinaj, gant kalz a dud yaouank. Abalamour da se e vez gwelet evel ur marzh a zen ». Setu ar pezh he deus displeget Alix*, ur vaouez a anavez mat mont-en-dro eskopti Gwened, da Splann !. Goulennet he deus chom dizanv.

« Un nebeud familhoù o doa c’hoant d’ober ur pirc’hirinaj na vefe ket mod-kozh da gentañ-penn », setu an istor a vez kontet gant diazezourien Feiz e Breizh, hervez ur vammenn en Iliz, a chomo dizanv ivez.

Nav bloaz a zo ez eus eus an darvoud-se bremañ, ha berzh a ra e-touez tud ar vro. Gwelet e vez diouzhtu gant an niver a chabistroù a zo ennañ. Eizh anezho a oa d’ar bloaz ma oa bet krouet Feiz e Breizh. 40 strollad pirc’hirined a oa o vont da vale war hentoù ar Mor-Bihan seizh vloaz goude. En o zouez, hini Academia Christiana (AC) e 2023 hag e 2024.

« Sevel un armead oberourien, evit brezel ar Groaz »

Un ensavadur stummañ katolik hag identelour a zo anezhañ. Prezeg a ra evit « an adc’hounit sevenadurel ».

« Ni, katoliked, hon eus resevet ur galv : evit brezel ar Groaz e savomp un armead oberourien ». Setu ar pezh a veze klevet en ur c’hlip graet ganto, ha meneget en ur pennad e lec’hienn France Info e miz C’hwevrer 2022.

Meur a gendiviz a zo bet aozet gant Academia Christiana, ha n’he deus ket respontet d’hor goulennoù. E renabl an dud bet pedet ganto e kaver fichenn Korantin Denis.

Liammet eo Feiz e Breizh ouzh an ensavadur. Gwelet e vez ivez pa gaver Victor Aubert in persona er birc’hirinded vreizhat.

Gantañ e oa bet krouet an aozadur identelour. Doareoù prop ha seven un tad a familh a zo gant an den-se, kelenner war ar brederouriezh en ul lise er-maez-kevrat (n’en deus ket a skoaziadennoù digant ar Stad) war e vicher.

Victor Aubert, en deus savet Academia Christiana (AC)

Er rouedadoù sokial e vez gwelet e-kichen Alain Soral, penn bras ar rouedadoù faskour enep-yuzev, bet kondaonet meur a wech evit « nac’helouriezh ha broudañ d’ar gasoni abalamour d’ar ouenn ». Victor Aubert a ra ar « boss » anezhañ zoken…

Victor Aubert a veze gwelet o veuliñ hag o vrudañ ar birc’hirinded en ur video bet rannet gant rouedadoù sokial Feiz e Breizh e miz Gouere 2024.

Matthieu Raffray a vez kavet ivez e-touez an dud a vez pedet da gendivizoù Academia Christiana. 200 000 follower en deus an abad en Instagram.

Kalz enebourien en deus ivez. Diskouez a ra kamaradiñ gant pennoù bras an tu dehoù pellañ : eus Alice Cordier, kasourez broadelourezed Némésis, betek Papacito, al levezoner gourelour en deus kudennoù gant ar justis. Lusker ur relijion gatolik o stourm eo Matthieu Raffray. An abad-se an hini en doa oferennet evit digeriñ ar birc’hirinded e 2024.

Academia Christiana a oa bet o tibunañ e-touez an daou-ugent chabistr bennak a vez er birc’hirinded bremañ. Met gwall chifoket e oa bet meur a zen a Iliz gant an dra-se en eskopti Gwened. Evel Jean-Baptiste Nadler.

Aotrou person parrez Itron-Varia Lourdez e Gwened a oa neuze. Er rouedad sokial X e lakaas an dud war evezh edo ar strolladig e Feiz e Breizh, o klask, hervezañ, « mont e-barzh evit abegoù politikel », emezañ. Ur wech m’en doa savet e vouezh e prometas renerezh ar pirc’hirinaj ne vefe ket mui a chabistr gant ar strolladig identelour.

Gwir en deus gwelet Splann ! n’en doa ket a chabistr Academia Christiana e FeB e 2025. Met izili eus ar strollad a veze gwelet o tibunañ memes tra, strewet e chabistroù all.

SOS Chrétiens d’Orient, « oberierez unvaniezh an tuioù dehoù »

Un digarez da vevañ er feiz kristen e-pad un darvoud digor d’ar familhoù ha da adkemer hent an hengoun a vefe Feiz e Breizh, hervez e aozerien. Met stourmerien eus ar gevredigezh « SOS Chrétiens d’Orient » a vez gwelet o tibunañ ivez.

An ONG-se ez eus bet digoret ur rag-enklask diwar he fenn gant justis Frañs, evit « bezañ lodek e torfedoù a-enep Mab-Den hag e torfedoù brezel ». « Oberierez unvaniezh an tuioù dehoù » eo ar gevredigezh hervez ar gazetennerien Nicolas Massol ha Marylou Magal en o levr « Enquête sur la génération Bardella ». « Gant SOS Chrétiens d’Orient e teu da wir ar brasañ c’hoant o deus kalz eus ar re yaouank-se : bodañ an holl duioù dehoù er memes ti », a skrivont c’hoazh.

Eskemm un nebeud gerioù gant ar vaouez a oa e penn chabistr SOS Chrétiens d’Orient hon oa gellet ober e Feiz e Breizh 2025. Evit ur pennad bet embannet er gazetenn Libération d’ar 21añ a viz Gwengolo 2025 e oa. Asuret he doa deomp ne oa « tu politikel ebet » gant ar gevredigezh. Pouezet he doa c’hoazh : « Difenn kristenien ar Sav-Heol eo hor pal nemetañ. »

Abaoe neuze en deus Splann ! gwelet un den anvet Remi G. o tibunañ dindan banniel he chabistr. Livour gwerennoù-iliz war e vicher eo an den-se.

Hervez kazetennerien StreetPress e vefe kustum ivez d’en em gannañ e fight-kluboù kuzh an tu dehoù pellañ e katakombennoù Pariz. Kemeret en defe perzh en oberennoù ar GUD meur a wech ivez. Ur strollad eus al luskad broadelour-dispac’hour eo ar GUD (Groupement Union Défense).

Kaset e oa bet Remi G. d’al lez-varn evit « kunujenn bublik abalamour d’an durc’hadur revel, nagenniñ un torfed a-enep Mab-Den » da heul tresadennoù bet embannet gantañ en e gont Instagram. Kondaonet e oa bet da bemp miz toull-bac’h gant goursez a-benn ar fin.

Enoriñ Jean-Marie Le Pen

« Aozañ pirc’hirindedoù e Breizh evit kanañ gloar da Zoue, santelaat an eneoù, gwriziennañ feiz ar birc’hirined » a oa unan eus kefridioù ar gevredigezh FeB hervez he statudoù kentañ, bet embannet e 2017. « Sikour da stummañ spered hag ene hec’h izili ha diskouez ar skouer-vat dezho. Kas da benn ha skoazell obererezhioù misioner, speredel ha sevenadurel, war-zu ar familhoù dreist-holl » a oa palioù all c’hoazh.

Adskrivet eo bet ar statudoù e 2026. Er re nevez e vez kinniget « doujañ ouzh penn-reolennoù ar Republik ». Aozañ « obererezhioù digor da bep hini hep kemer e orin, e vroadelezh pe e relijion e kont » a brometont zoken.

Seurt komzoù flour a c’hellfe bezañ dislavaret gant identelezh oberourien bennañ Feiz e Breizh, pa seller pizh outo. Korantin Denis eo an hini kentañ anezho.

E penn ar birc’hirined emañ, ouzhpenn bezañ breur da Dugdual Denis, rener an embann er gazetenn Valeurs Actuelles. D’an 11 a viz Genver 2025 e oa en obidoù Jean-Marie Le Pen. E penn tud ar c’hañv edo, e-kichen lod eus sonerien ar bagad Feiz ha Sevenadur evit enoriñ diazezer ar Front national, bet kondaonet meur a wech.


Ar bagad-se a zo bet krouet da vare ar birc’hirinded. Gantañ e vez filmet skeudennoù brav p’en em gav ar chabistroù e Santez-Anna-Wened.

Izili all eus Feiz e Breizh ouzhpenn da Gorantin Denis a veze kavet en Drinded-Karnag (56) da zeiz obidoù levier kozh ar Front national.

Splann ! en deus gwelet daou ezel all eus ar bagad. Ar penn-soner, da gentañ, gant e wiskamant limestra disheñvel diouzh hini ar sonerien all. Jean Guimon, da heul, kaner war e vicher ha rener skout. En em ziskouez a ra gant ar strollad sevenadurel ha politikel An Tour-Tan. Ha seniñ a ra ar binioù bras er « Banquet des Vaillants » a-wechoù. Ur seurt friko identelour eo, heñvel a-walc’h ouzh ar re a vez aozet gant « Le canon français ».

Daoust da se e vez lakaet war wel e videoioù brudañ ar birc’hirinded.
Goulennet hon eus ouzh Bertrand de Tinténiac ha ne oa ket un dislavar etre statudoù ar gevredigezh a ra anv eus doujañ ouzh ar penn-reolennoù republikan, hag an degemer a vez graet da veur a aozadur eus an tu dehoù pellañ. Nac’het en deus respont deomp.

Hiraezh evit ar Renad kozh

E 2025 hon oa kejet ouzh Korantin Denis da vare Feiz e Breizh evit hor pennad e Libération. Lavaret en doa deomp e oa « dibolitik da vat ar pirc’hirinaj. Skrivet eo e karta ar birc’hirined, hag unan eus hon diazezoù eo. Gwelet hoc’h eus ar bannieloù, ar gitonioù a bep seurt a zo, n’heller ket mont a-du tout gant ar roueelourien. »


Nepell ouzhomp e urzhie da birc’hirined ‘zo kuzhat gitonioù roueelour a oa arabat deomp gwelout. Hag ar birc’hirined d’hen ober. Met kement-se ne c’hell ket kuzhat ouzhomp piv eo lod eus aozerien ar birc’hirinded vreizhat. Rak kalz anezho o deus hiraezh evit ar Renad kozh.

En o zouez emañ Alban Guillemois. Her ha taer an den, ha pik beg e vourrennoù. Dilhad Breizh en doa gwisket e 2024 evit kas gward a enor Feiz e Breizh pa oa oc’h en em gavout e leurenn santual Santez-Anna-Wened.

Priz ar « vandenn dreset gatolik » en doa bet e festival Angoulem e 2021 evit e levr « Bernadette et Lourdes, l’enquête ». Plaset mat e vez an tresour alies e videoioù brudañ ar birc’hirinded.

Kuñv e tiskouez an den bezañ, met ur stourmer politikel eus ar re daerañ a zo anezhañ e gwirionez. Tresañ a ra alies evit ar gelaouenn Vexilla Galliae, embannet gant ar Cercle d’action légitimiste. En e dresadennoù-lu e taol ar bec’h war ar Republik.

Alain Guillemois
Alban Guillemois, skeudennaouer breizhat

Katolik a c’hiz kozh, roueelour hag a-enep ar vaksinañ eo. Arzour pedet a oa bet er « Fête du pays réel » e 2022. Gant Civitas e veze aozet ar fest, un aozadur katolik eus an tu dehoù pellañ, bet divodet gant ministrerezh an diabarzh e miz Here 2023.

Kamaradiñ a ra gant Strollad Broadel Breizh (PNB) ivez, ur strollad a dosta e vennozhioù ouzh ar ouennelouriezh, hag a zeu e anv eus hini ar PNB en doa kenlabouret gant an nazied e-pad an Eil Brezel Bed. E 2025 e kemere perzh Alban Guillemois e kamp-hañv ar strolladig zoken.

Alies e vez lakaet ar stourmer eus an tu dehoù pellañ-se war wel gant servij kehentiñ FeB, ar pezh a ziskouez splann n’eus ket anv eus ur birc’hirinded dibolitik na troet war ar feiz nemetken.

Desachet gant hengoun Breizh

Kuzhat ar stourmerien bolitikel a zo gwelloc’h da bennoù Feiz e Breizh, neuze. Pouezañ war an hengoun a reont kentoc’h, o lavar ez eo gwriziennet don ar birc’hirinded e douar Breizh.

Gwir en deus desket brezhoneg Korantin Denis nevez-zo, ha lakaet al lizherenn « K » e penn-kentañ e anv-bihan, e plas ar « C » latin. Pedennoù brezhonek a vez lavaret gantañ war hentoù ar pirc’hirinaj, hag anavezet eo en emsav sevenadurel.

Arbennik eo Korantin Denis war ar glad bihan. Kronikennoù en deus bet skrivet er gelaouenn Bretons. Prezidant Dazont ar Glad eo bet ivez, ur gevredigezh a oa herberc’hiet e Ti ar Vro Gwened. Dilennidi ar gevredigezh o deus komprenet buan e oa ur stourmer eus an tu dehoù pellañ, neuz un emsaver sevenadurel dezhañ.

Ur veilhadeg a voe aozet gant Ti ar Vro e miz Du 2023. « Trumm hon eus gwelet ur pemzek den bennak gant bannieloù, ur person gant e soutanenn en o zouez », eme un ezel eus Ti ar Vro Gwened a oa eno d’an noz-se. « Tud Feiz e Breizh deuet d’ober un emvod a oa », eme hor mammenn, a fell dezhi chom dizanv.

Dazont ar Glad a guitaas Ti ar Vro Gwened nepell goude-se.

E videoioù brudañ ar birc’hirinded e weler mat int desachet gant hengoun Breizh. O banniel dezho o deus treset tud Feiz e Breizh zoken, Kroaz Feiz e anv. Ennañ e adkaver ar Gwenn ha du hag ur banniel a ra dave da zugelezh Breizh.

Gitonioù ispisial a gaver ouzhpenn d’ar banniel ivez. Gant Kalon-Sakr Jezuz e vezont kinklet peurvuiañ, evit kas soñj da vrezelioù ar Vande pe d’ar chouaned.

Hervez Jean-Eudes Fresneau, person Sarzhav : « Kas soñj d’ar Renad kozh a ra ar gitonioù-se, p’hen gouezfe an dud a zoug anezho pe get. »

Meuliñ an IIIde Reich en X

Ar skeudenn a grouont eus Breizh, a vefe kristen ha gwriziennet, a zesach pirc’hirined eus tout strolladoù tu dehoù pellañ ar vro.

Evel e 2023. Logan Gourenez, ezel brudetañ ar strolladig An Tour-Tan, a oa bet gwelet eno gant Splann ! neuze.

Meulet en doa an IIIde Reich en X e-pad ar memes bloavezh, hervez kazetennerien Mediapart : « An arouez vravañ er bed eo ar svastika, sur. »

Strolladoùigoù rannvroel all eus an tu dehoù pellañ o deus kaset tud da vale e Feiz e Breizh. Tud eus ar PNB a oa e-touez ar birc’hirined ivez, o fenn, Erwan Pradier, en o zouez.

Hep disoñjal Jean-Baptiste Akli, penn kevredad Bro-Leon, a zibune gant gward a enor ar birc’hirinded, e-kichen Alban Guillemois.

Kement a dud bet gwelet e-pad hon enklask, a ra o lod, sur a-walc’h, evit lakaat « spered ar birc’hirinded » da vevañ. Hag evit « kreñvaat ar vignoniezh » etrezo.

« Tu dehoù pellañ : enklask, diskuliañ, herzel »

Aterset ez eus bet ur pemzek den test bennak gant hor c’hazetennerien evit an enklask-mañ. Furchet o deus kontoù, foromoù ha rouedadoù sokial aozadurioù hag izili eus luskadoù an tu dehoù kristen pellañ. N’hellomp ket embann tout an danvez niverel bet kavet ganto evit abegoù surentez. Skoazellet eo bet an enklask-mañ gant an FPL (Fonds pour une Presse Libre) evit an arc’hant hag ar skrivañ, da heul ar galv da raktresoù « tu dehoù pellañ : enklask, diskuliañ, herzel ».

and
Skeudennoù gant Placide

Splann !, ur media hep NA/IA ennañ

Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da contact [@] splann.org evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →