En eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c'hiz kozh

Pierre-Yves Bulteau, Julien Meffre - 09/17/2026

Digoradur

Anv a oa d’en em akordiñ en-dro. Met e lec’hioù ‘zo en deus talvezet kement-se en em serriñ war un identelezh. Klask a rae eskob Gwened bodañ strolladoùigoù e Iliz en-dro. Daoust ha « dibaseet » eo bet gant tud a yae pelloc’h egetañ war an tu dehoù ? Setu ar pezh a soñj lod eus ar re o deus testeniekaet evit ar pennad-mañ. Splann ! en deus klasket kompren. Deskrivet e vo perzhioù dibar un eskopti lec’h ma kaver tud o deus hiraezh evit « Frañs gwenn ha kristen » gwechall hag a gav gwelloc’h talvoudegezhioù Renad kozh ar roueed eget reoù un Aviel republikan a vodfe an holl.

Dislavar eskopti Gwened a vez lennet er sifroù. Mont a ra niver e veleien war zigreskiñ (217 beleg, 167 o labourat c’hoazh, pa oa 245 e 2017), ha niver e barrezioù buanoc’h c’hoazh (129 hiziv pa oa 299 kazi dek vloaz a zo). 73 % eus annezidi an eskopti eo, avat, a embanne e oa katoliked anezho e 2024. 5 % muioc’h eget ma oa e 2017.

Hep e bar eo an eskopti-se e Frañs a-bezh, war a seblant. 46 % eus annezidi Frañs a lavare bezañ katolik e 2025, hervez ur pennad embannet er gazetenn La Croix e miz Kerzu ar bloaz-se. An niver-se a ziskouez ez eus « muioc’h-mui a dud a zo distag diouzh ar relijion » evel ma skrive ar gazetennerien.

Dibar e oa endro eskob Gwened, neuze, pa zisklêrias e pajennoù ar gelaouenn sizhunvezhiek France catholique : « N’haller ket distruj, n’haller ket diwriziennañ feiz ar Vretoned […] Gant se, n’eus forzh pehini ‘vefe stad an Iliz hag hini hor c’hevredigezh, ma ‘z aimp asambles gant bolontez Doue hiziv, neuze e c’hellaimp adsevel an dismantroù ! » (17 a viz Gouere 2025).

Stambouc’h ar frazenn ne glot ket gant komzoù al lodenn vrasañ eus an dud hon eus kejet outo evit an enklask-mañ. Evit komz eus darempredoù an dud ouzh an Iliz e reont gant skeudenn ur momeder o fiñval, kentoc’h. Ganto ez eus anv eus ur « relijion o vrañsellat » a zo un difi evit an Iliz pa ya da dostaat ouzh ar c’hlozañ war hec’h identelezh ha n’eo ket mui ouzh an araokaat bet digoret gant sened Vatikan II e 1965.

Ar « brañsellat » a zo bet termenet gant Olivier Roy, prederour hag arbennik war ar politikerezh. Diouzh an doare nevez-se e teu c’hoant da lod adkavout o « gwrizioù », ar pezh a vez taolennet gant an istorour Denis Pelletier alies. Eus eskopti Gwened e teufe lusk nevez ar momeder e Breizh.

Evel e Santez-Anna-Wened. Nav bloaz ‘zo e ya Feiz e Breizh kuit eus ar barrez-se. Ur birc’hirinded evit ar familhoù a oa anezhi da gentañ. Deuet eo bremañ da vezañ ul lec’h ma vez bodet meur a strolladig politikel eus tu dehoù pellañ Frañs.

Evel en Oriant, c’hoazh, lec’h m’en deus servijet ti an aluzenerezh da lec’h emvodoù evit un dornad tud eus luskad an identelezh, troet da arvellat ha da zornañ tud a-wechoù memes.

Un douar demokrat-kristen ez eus eus Breizh. Amañ, muioc’h eget e lec’h all, moarvat, ez eo deuet an dud-se a-benn d’ober rouedadoù ha da vont pelloc’h-pellañ, gant doareoù relijiel eus ar re galetañ, betek mont re bell. Kristenien an tu-kleiz o deus pourchaset kalz laiked engouestlet en Iliz ha kalz beleien ivez, e-pad pell amzer. Met e Breizh e ya al luskadoù araokaour da get en Iliz katolik tamm-ha-tamm, avat, pa vez peur-skuizh an dud a gase anezho.

Pennoù an eskopti a respont « e ranker sellet eus an eskopti en e bezh evit kaout ur sell klokoc’h ha tostoc’h ouzh ar wirionez : bras ha lies eo ar Mor-Bihan. Kristenien a bep seurt a gemer perzh e buhez an eskopti ha komz a ra ouzh an holl dud a vez gronnet gant karantez difin an Aotrou Doue ».

Eus an dra-se e vo kaoz en enklask-mañ. Klask a raimp kompren ha degemeret eo bet ar gristenien-se evit « adunaniñ ar strolladoùigoù » pe daoust ha « dibaseet » a-youl vat eo bet an Aotrou ‘n eskob Centène gant tud a yae pelloc’h egetañ war an tu dehoù. Kar setu ar pezh a soñj lod eus an dud hon eus aterset.

Boest du

Aterset ez eus bet ur pemzek den test bennak gant hor c’hazetennerien evit an enklask-mañ. Furchet o deus kontoù, foromoù ha rouedadoù sokial aozadurioù hag izili eus luskadoù an tu dehoù kristen pellañ. N’hellomp ket embann tout an danvez niverel bet kavet ganto evit abegoù surentez. Skoazellet eo bet an enklask-mañ gant an FPL (Fonds pour une Presse Libre) evit an arc’hant hag ar skrivañ, da heul ar galv da raktresoù « tu dehoù pellañ : enklask, diskuliañ, herzel ».

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Pierre-Yves Bulteau
Julien Meffre
Skoazellet gant :
Mersi bras da :

Hor c'hevelerien