Produiñ muioc’h atav a vez desket e liseoù breizhat al labour-douar

11/25/2025
Faustine Sternberg, Chloé Richard
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 14 mn lenn
Mont war-zu an agroekologiezh a rank liseoù al labour-douar ober, skrivet eo anat e programmoù o ministrerezh. Met chomet eo liseoù prevez Breizh war-lerc’h. Atantoù a vez el liseoù evit kelenn d’al liseidi ha lakaat war-wel penaos e vez labouret ganto. Diskouez a reont ez eus bet dibabet produiñ muioc’h, ha stankoc’h atav. 

Mont a ra ar saout da vezañ goroet o-unan. Ur robot eo a raskl ar c’haoc’h-saout war al leur. Al lodennoù maiz ha soja a vez lakaet er milimetr resis ma rankont bezañ… A-us d’ar c’hraou ez eus un dek den bennak o sellet ouzh 150 buoc’h-laezh Holstein hag ouzh ar mekanikoù. Deuet int da weladenniñ al lise da vare dorioù digor an nevez-hañv 2025. Degemer mat deoc’h en atant laezh al lise labour-douar prevez La Touche (866 lisead), e Ploermael (56).

An atant-se a vez lakaet war-wel gant renerien al lise. Danvez pedagogel a vez roet gantañ d’al liseidi a vez eno bemdez evit pleustriñ hag evit sikour d’ar c’hopridi da vagañ al loened ha d’ober war o zro, hag evit labourat er parkeier. E mod-se e vez desket el lodenn vrasañ eus al liseoù labour-douar e Breizh, pa vefent publik pe brevez.

Al labour-douar o tont : stank ha gant robotoù

Fier a-walc’h eo penn an atant da ginnig e diegezh d’un nebeud kerent asambles gant o bugale a c’hellfe mont da liseidi : « 150 buoc’h-laezh a vez savet ganeomp, pa ‘z eo 80 ar geidenn e tiez-feurm Frañs. An hanter brasoc’h eget ar re all omp, kazimant. War-zu an dra-se ez eer dre vras, evit kaout un optimum ekonomikel, ha peurbaeañ an arc’hant postet gant kementadoù brasoc’h. Ma vije bet 60 buoc’h ganeomp nemetken, n’hon dije ket diskouezet ar pezh a c’hoarvez war an dachenn. »


Bezañ ampletus, diskouez penaos e vo « labour-douar an amzer-da-zont », desachañ ar re yaouank… sed aze arguzennoù al labourer-douar a zo e penn an atant el lise La Touche. Ar memes traoù ‘vez klevet eus tu al lise labour-douar prevez Pommerit (796 skoliad) e Peurid-ar-Roc’h (22, e kumun Roc’h-ar-Yeodi abaoe 2019).

Ur robot-goro a zo en atant-laezh eno ivez. An daou lise labour-douar brasañ eo e Breizh ha sklaer eo an traoù ganto. Moc’h a vez savet ezdouar en daou anezho ivez. Da Evel’up (lise La Touche), pe d’ar c’hCooperl (lise Pommerit) e vez gwerzhet ar moc’h-kig ganto, an div gevelouri saverien-moc’h vrasañ a zo e Frañs. Diaes e vefe soñjal emañ an agroekologiezh e programmoù liseoù al labour-douar.

Un dakennig agroekologiezh er programm

Ar c’hevredigezhioù n’o deus ket soñj anezhañ evit an diarbennoù bet kemeret gantañ evit an endro. Stéphane Le Foll, bet ministr al labour-douar pa oa prezidant François Hollande, en deus lakaet an traoù da cheñch er speredoù, avat, pa oa e penn ar ministrerezh. E 2012 en doa lañset ar Steuñv Kelenn penaos produiñ e mod all, a zo e bal lakaat an agroekologiezh da vezañ kelennet en holl liseoù a zo dindan kiriegezh e vinistrerezh.

« P’en doa divizet Le Foll lakaat ekologiezh er programmoù e voe freuz ha reuz er ministrerezh, eme André Quillivere, bet enseller e kelenn al labour-douar. Lod eus ar gargidi a glaske gorrekaat ar cheñchamant. Dalc’hus e oa bet penn ar c’habined. Pemp bloavezh en doa labouret evit ma vefe graet. En entremar e chome kalz a ijinourien evit ar cheñchamantoù ekologel, ha war an dachenn e oa tud a harze outañ, d’ar mare-hont dija. Er sindikad brasañ e oa ivez (an FNSEA, NGAS). »

Dek vloaz war-lerc’h eo cheñchet an doare da gelenn gant al lañs bet roet evit ma vefe anv eus « delc’her an danvezioù naturel » el labour-douar. Produiñ muioc’h atav a oa pal ar c’helenn betek-hen. Deuet eo an agroekologiezh d’ober e doull er programmoù. El liseoù publik, atantoù ‘zo o deus cheñchet o doareoù d’ober : nebeutoc’h a demz hag a louzoù kimiek a vez implijet gant lod. Lod all o deus plantet girzhier, pe kemeret diarbennoù labour-douar hag endro (MAE) all.

Broudet eo bet an atantoù da sevel atalieroù bio gant ar ministrerezh. « Biskoazh n’hon dije soñjet er bio a-raok », eme André Quillivere. 22 % eus gorread hollek atantoù al liseoù publik a oa bio e 2018.

Mont a ra an traoù war an tu mat, neuze… el liseoù publik. Rak chomet eo al liseoù labour-douar prevez war-lerc’h pa vez anv eus kelenn penaos produiñ e mod all. 2 600 kelenner eus al liseoù publik a zo bet stummet war ar cheñchamant doare da broduiñ hag an agroekologiezh abaoe 2020. An hanter nebeutoc’h e oa eus tu ar prevez. N’eo ket kalz, pa ouzer ez a 80 % eus 15 518 lisead breizhat ar c’helenn labour-douar d’ul lise prevez (distro-skol 2024).

Atantoù stank na roont ket ar skouer vat

E Kesoue (22) emeur e-kreiz un Diazad doureier bezhin glas, tost-tost eus bae Sant-Brieg. 524 lisead a studi en ur maner kozh deuet da lise labour-douar abaoe 1950. N’eus robot ebet evit goro saout al lise La Ville Davy. Met « en soñj robotekaat emaomp e penn-kentañ ar bloavezh 2026 », eme buan ar goprad a zo e penn an atant. N’eus nemet perzhioù mat d’ar robot, emezañ : « kavout ar c’hudennoù yec’hed abretoc’h gant an naouegezh artifisiel, aozañ al labour aesoc’h, tennañ bec’h a-ziwar hor c’horfoù... »

Ur choaz a-seurt-se a dalvez chom er sistem labour-douar stank ha kustum, gant louzoù kimiek, postañ kalz arc’hant ha produiñ kalz. Ar patrom ekonomikel-se n’eo ket an hini gwellañ, hervez ensellerezh ar c’helenn labour-douar.

En un danevell bet embannet e 2023 e skrive an ensellerezh ne oa nemet 54 diouzh an 228 atant e liseoù labour-douar Frañs a oa kempouez o c’hontoù. E Breizh ne oa nemet unan : kreizenn varc’hegezh al lise publik Kernilien e Gwengamp (22).

E-touez erbedoù pouezusañ an danevell e kaver : « mont war-zu an emrenerezh, par ma c’heller, evit ar produiñ kig dreist-holl, o tigreskiñ an temz hag al louzoù implijet evit paouez da vezañ e dalc’h diouto ». En un danevell all, bet embannet e 2017, an ensellerezh a ziskoueze gant sifroù e oa an atantoù ampletusañ ar re lec’h ma veze ar saout o peuriñ an aliesañ.


Bernard David, rener kozh al lise La Ville Davy, a zispleg en deus klasket cheñch an atant evit ma vije muioc’h emren ha padus. Pa voe rener e voe kaset labourioù modernaat da benn – gant sikour Rannvro Breizh – hag ar geot a oa deuet d’ober 70 % eus boued ar saout, pa oa 20 % a-raok.

Evit chom hep postañ kalz arc’hant er mekanikoù e oa deuet an atant da vezañ ezel eus ur c’hCUMA (ur gevredigezh a servij da meur a di-feurm da gaout mekanikoù labour-douar boutin). Met seurt strivoù ne badont ket atav. Nebeut goude ma voe aet kuit Bernard David eus al lise « e voe titlet un den all da vezañ e penn an atant. Kentañ tra en doa graet a voe postañ 500 000 € en un traktour », emezañ.

Levezonet e vez al liseidi gant an atantoù stank ha robotekaet a zeskont enno, a gav da vJeanne*, kelenner war ar merañ en ul lise labour-douar prevez eus kreiz Breizh. Hen gwelet en doa p’en doa lakaet liseidi da dremen arnodenn dre gomz ar vachelouriezh : « Pemp kinnig diwar-benn ar robotoù-goro ‘m oa klevet en un devezh [Al liseidi eo a zibab danvez o frezegenn, NGAS] ! Padal eo spontus efedoù an doareoù-se d’ober war an endro : ar saout n’ez eont ket er-maez ken, bouetaet ‘vezont gant maiz drailhet… »

Al labour-douar bio, mod ar beizanted : arabat mont re bell

« Ar sevel chatal stank eo an doare a vez kelennet ar muiañ memes tra, e kalz liseoù, publik ha prevez », eme André Quillivere. « E-touez an dud a-vicher e harzer kalz ouzh ar pezh a aliomp », eme an enseller kozh, a oa bet rener al lise Le Gros Chêne, e Pondi, e 2024 ivez. Al labour-douar biologel, eus e du, a zo bihan-tre e blas. Evel e lise an Nivot (29). Unan eus labourerien an atant a oa hegaset pa lavare didro : « Ar ruskennoù bio, amañ, n’eo nemet un draig ouzhpenn ! »

E lise publik Bréhoulou, e Fouenant (29), e vez gwerzhet pennoù-yar kig gant ar strollad produerien Les Fermiers de l’Argoat. Lakaet e oant bet da vezañ bio e 2017. Met abaoe 2021 n’int ket mui. « N’eo ket un dibab hon eus graet, met ar marc’had en deus cheñchet trumm », a zispleg renerien al lise. Gant al Label Rouge e vez gwerzhet ar c’hig bremañ.

E Breizh a-bezh ne gaver nemet daou lise o deus lakaet o atant da vezañ bio : al lise Sucinio e Montroulez (29) evit ar gounid legumaj, hag al lise Théodore-Monod, e Reuz (35), lec’h ma vez gounezet legumaj, savet saout-laezh ha moc’h. Liseoù publik int o-daou.

Ha memes el liseoù-se e chom ar sevel chatal gant ur sistem ma zepand diouzh embregerezhioù all. E lise Reuz e labour an atalier sevel moc’h gant ur gevelouri viologel a ra gant ur rouedad hir. « Prenet e vez boued ar moc’h, ne vez ket produet en atant. N’heller ket lavar emaomp gant an doareoù vertuziusañ a zo », eme zDominique Blivet, kelenner el lise ha mouezh aotreet ar sindikad Sud Rural Territoires.

Glasaat war-c'horre

Ne ra ket berzh al label « labour-douar biologel » rak unan all a zo bet savet gant ministrerezh al labour-douar. Al label HVE (talvoudegezh uhel evit an endro) a vez dibabet gant kalz tud a-vicher, ha 52 % eus an atantoù el liseoù, e 2022. « Touellus » e vefe, avat, hervez ar FNAB (kevredad broadel al labour-douar biologel) hag an UFC-Que Choisir.

« Greenwashing » e vefe, zoken, hervez Philippe Cousinie, animatour broadel evit « Mont war-zu an agroekologiezh er c’helenn labour-douar ». « N’eus redi ebet, n’eus striv ebet d’ober evit hon atantoù ». Gant al label e rank an tiez-feurm kaout 4 % a « zanframmoù ekologel » (girzhier, pradoù…). Un dregantad izel a vez tizhet e pep lec’h dija.

Pell ‘zo e c’houlenn ar FNAB e vije lakaet eurvezhioù evit kelenn al labour-douar biologel er programmoù. Ur c’hinnig evit mont war an tu-se a voe kinniget gant ar strollad « Insoumis » pa voe votet lezenn heñchañ al labour-douar, d’ar 24 a viz Meurzh 2025. Ne voe ket dalc’het o c’hinnig. Evit poent « ne vez ket resisaet [er programmoù] pegeit e ranker kelenn an agroekologiezh, ne vez ket termenet resis petra eo na peseurt doareoù d’ober a ya e-barzh. Se ‘zo kaoz e vez diaes-tre d’ar gelennerien ha d’ar c’helennerezed perc’hennañ ar mennozh-se », a skriv kevredigezh al labour-douar biologel.

« Distrempet » eo an agroekologiezh, pe ar cheñchamant doare d’ober, er programmoù dre vras. Gant se e c’heller chom hep ober anv anezho.

« Evidon-me n’heller ket cheñch sistem na mont war-zu an agroekologiezh ma ne vezer ket engouestlet, eme Philippe Cousinie. Ma sav ar gelennerien a-enep d’al labour-douar bio, ne lakint ket kalz a youl evit komz eus an tem-se ». Lod eus ar gelennerien hag eus ar skipailhoù n’int ket « engouestlet » evit komz eus an agroekologiezh. Met lod all a zo nec’het, dreist-holl.

Dans les lycées agricoles bretons, l’agriculture du futur est intensive

Kelennerien nec'het

« Lod eus ar gelennerien ne gredont ket mui. Klasket o deus, merzhet o deus e oa arvarus an tem ha ne fell ket dezho klask ken », eme c’hGaëtan Bourdon, kelenner war an aozañ hag an endro el lise prevez Kerlebost.

Emañ al liseidi o tont eus bed al labour-douar, barrek-tre int war an teknikoù labour-douar ha traoù resis a c’hortozont deskiñ diwar-benn al labour-douar stank. Lod eus ar gelennerien en em gav diaes dirazo. « Al liseidi a c’hortoze kaout traoù diwar-benn ul labour-douar modern-tre gant teknologiezhioù e-leizh, ha me, ispisializet ma ‘z on war an agroekologiezh kentoc’h, en em gaven pell eus an traoù ‘felle dezho », a zispleg Geneviève Sagare, kelennerez el lise Pommerit, ijinourez agronomour.

Lod eus al liseidi a sav a-enep d’an agroekologiezh. « Al lodenn vrasañ anezho a zo a-enep d’ar bio forzh penaos », eme vMarie Cadou, kelennerez e Kernilien (Gwengamp, 22). Kavout a ra dezho emañ al labour-douar bio e dalc’h al lobby ekologel, hag e vez maget an « agri-bashing ganto. »

Gant an FNSEA, sindikad pennañ al labourerien-douar, e vez graet gant teorienn an « agri-bashing ». Hervezo e vefe komzet fall eus al labourerien-douar dizehan. Degemeret e oa bet an deorienn-se dreist-holl gant Ministrerezh an Diabarzh pa oa bet krouet gantañ arsellvaoù an agri-bashing e 2019. Hervez ar gazetenn Le Monde eo bet diskouezet e oa « bevennet-tre, pe zoken dizoloet » an « argadennoù ideologel », war bed al labour-douar.

« Diouzhtu pa glevez ar ger ekologiezh e c’hellez klevout chouadennoù a bep tu. Teurel a ran evezh, klask a ran farsal hag atizañ anezho un tamm », eme zDominique Blivet. Matthieu* a gont deomp ivez e santer e vez soutenet industriezh ar boued gant al liseidi el lise prevez ma vez o labourat ennañ : « Pa reer anv eus ar bio e vez klevet lod o skrignal ». N’eus ket kalz a liseidi a gred lavar int dedennet gant al labour-douar biologel. « Ul liseadez a guzhe da vat e oa he zud e labour-douar bio hag oberiant-tre e rouedadoù ar beizanted ! »

 

*Chañchet eo bet an añv

Pelec'h emañ an DRAAF ?

Unan eus palioù nevez ar c’helenn labour-douar eo deskiñ d’ar skolidi penaos produiñ e mod all, avat. Termenet e vez el lezenn heñchañ al labour-douar bet votet e miz Meurzh 2025 : « Diorren ar gouiziegezhioù hag ar barregezhioù diwar-benn an treuzkemmoù hin hag endro ».

Dindan kiriegezh ministrerezh al labour-douar emañ al liseoù labour-douar. Er rannvroioù eo Renerezh-rannvro ar boued, al labour-douar hag ar c’hoadeier (DRAAF) a vez a-us dezho, neuze. Ar renerezh-se eo a zo karget da aozañ ha da heuliañ kelenn an agroekologiezh abaoe 2014.

Un ostilh da vezañ kensavet gant al liseoù en deus ar renerezh evit se : ar Steuñv rannvroel kelenn penaos produiñ e mod all. Gant an destenn-se e c’hell pep lise lakaat palioù da vezañ tizhet war 4 bloaz evit an treuzkemmoù hag an agroekologiezh.

E 2020 en doa goulennet ar ministrerezh lañsañ al labour evit ober ur steuñv nevez. An DRAAF Breizh n’he deus graet, avat. Ar renerezh en deus kelaouet ac’hanomp e oa chomet an destenn-se « er stad a raktres abaoe 2020 » ha « ne oa ket bet embannet ». Nac’het en deus an ensavadur respont d’hor goulennoù.

Padal e ranker kaout kalz a youl bolitikel evit kas al labour war-raok en ur chanter evel hennezh. Diaes e oa bet lakaat al liseoù prevez da gemer perzh kement hag en doa graet al liseoù publik evit ar steuñv a-raok, bet lañset e 2014, a skrive an DRAAF dija, d’ar mare-se.

Met n’eus ket anv eus un teul da skrivañ nemetken. Petra a zo e-barzh, ha penaos e teu da wir ? Penaos lakaat anezhañ war ober pa n’eus den ebet e karg eus an treuzkemmoù el lodenn vrasañ eus al liseoù prevez ? Pa n’eus eurvezh ebet gouestlet d’ar programm-se ? N’eus nemet el lise Kerlebost ez eus bet anvet un den e-karg, Gaëtan Bourdon, ha roet un hanter-devezh bep sizhun dezhañ da labourat. « Pa oan kroget ‘m boa lavaret : « A-walc’h gant an taolennoù Excel, bremañ ‘vo graet traoù » », eme ar c’helenner. Lañset en deus ur programm evit plantañ girzhier ha gwareziñ ar re a oa anezho dija. Meur a ober a zo deuet da wir gantañ diwar-benn ar vevliesseurted pe digreskiñ implij al louzoù kimiek.

Eilrener al lise La Touche e Ploermael a zo e karg eus ar C’helenn penaos produiñ e mod all. Goude dek vloaz a steuñvoù e anzav ez eo « cheñch ar c’hlogorennoù da lakaat LED » ha « kizidikaat al liseidi evit nompas foranañ boued er c’hantin » an traoù nevesañ bet graet ganto.

« Treiñ ul lodenn eus an douaroù war-zu al labour-douar biologel » a oa pal pennañ al lise hervez e steuñv Produiñ e mod all evit 2020-2024. En un daolenn rakselloù e kinnig an teul tizhout « 100 % e 2025 » zoken. Pemp bloavezh goude n’eus hini ebet eus atalieroù an atant e labour-douar biologel. « Kaout un atalier bio evit ober brav ne dalvez mann ebet, ha pa weler marc’had al labour-douar bio hiziv n’eo ket aes kempouezañ. Hor mod da broduiñ a glot gant ar pezh a vez graet hag ar pezh a vez gortozet gant an dud, d’hor soñj », eme an isrener.

and
Skeudennoù gant Atelier Lugus

Splann !, ur media hep NA/IA ennañ

Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da contact [@] splann.org evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →