E fin miz Ebrel e oa bet Emmanuel Macron war chanter ar mengleuz lithium emañ Imerys o toullañ e Echassières (Allier) evit embann e skoazell d’ar « raktres-skouerius meur-se », unan eus ar re vrasañ e Europa. Un tokarn gantañ war e benn ha gwisket gantañ ur jiletenn orañjez, e seblante Prezidant ar Republik bezañ unan eus gopridi nevez an embregerezh minoù. Da honnezh en deus prometaet ar fed e vo simploc’h dezhi kas he raktresoù da benn pa vo « skañvaet ar reolennoù e-keñver an endro ». Dre ar Bank publik postañ arc’hant (BPI) en deus lakaet ar Stad 50 milion a euroioù er raktres.
E bro Auvergne he deus prometaet Imerys ober ur mengleuz doujus gant nebeut a efedoù saotrus war an dour. Padal n’eo ket gwelet mat tamm ebet an embregerezh-mañ e Breizh abaoe ma oa bet diskuilhet gant Splann! ur saotradur a 3000 litrad produioù kimiek uheloc’h eget Mirva naturel rannvroel Groñvel hag uheloc’h ivezeget daoù lec’h puñsañ evit pourvezañ dour da evañ.
Pa oa a-du gant an embregerezh betek-hen, en deus votet ar c’huzul-kêr a-unvouezh evit teurel bec’h warni, kenkaz ma vefe kadarnaet ar saotradur gant enklask ar prokulerezh : « ma z’eus bet ur saotradur drastus evit an endro hag evit ar yec’hed, e vo dibleg ar gumun ». Dilennidi Groñvel a zo e fulor ivez ablam ma zo bet dilec’hiet a-daol trumm gant Imerys seizh post labour a gargad kenwerzhel. Kuzulioù-kêr all eus ar vro o deus lavaret o soñj : hini Melioneg (400 annezad) o tiskleriañ eo « fallidik mod mengleuziñ an andalouzit e Groñvel war a hañval », pe c’hoazh hini ar Faoued (2800 annezad) o c’houlenn groñs e vefe « evezhiet muioc’h al lec’hioù puñsañ dour » ha « kaset ensellerien en ur mod reoliek hag a-greiz holl » gant servijoù ar Stad en embregerezh.
Loïg Chesnais-Girard, prezidant Kuzul Rannvro Breizh hag Unvaniezh demokratel Breizh o deus goulennet gant ar Stad kregiñ e-barzh. Ar gannadez LFI eus Gwengamp, Murielle Lepvraud, he deus galvet war vinistr an Ekonomiezh er Vodadenn Vroadell : «Etre an andalouzit hag an dour, petra vez dibabet? »
15 milion litrad a zourioù trenk skuilhet

Setu avat penaos e oa ar blegenn d’ar 23 a viz Even pa oa en em vodet an dilenidi, tud e karg eus ar sindikadoù dour, eus komisionoù lec’hel an dour ha deus ar c’hevredigezhioù evit selaou bilañs bloaziek Imerys e Paoul (22). Hervez meur a zilennad a oa war al lec’h, ez eus bet trouz hag a-benn ar fin en deus anzavet rener nevez mengleuz Groñvel, Gilles Benveniste, e oa bet saotradurioù all, liammet hervezañ gant ar glav a zo bet e-pad ar goañv. O tileuniañ e oa ar poulloù e lec’h ma vez miret ar fank hag an dourioù lous o tont eus ar mengleuz ha boud e oa ar pompchoù. Ret eo bet dezho en em zisober buan eus « dourioù ne oant ket diouzh ar reoladoù », e miz kerzu 2025 hag e miz c’hwevrer 2026 adarre: 15 milion litrad en holl.
Eus petra zo kaoz ? « An dourioù n’int ket diouzh ar reoladur », e brizh yezh an embregerezh, a dalv dourioù trenk ha krignus o silañ eus ar mengleuz, ha leun a broduioù pistrius enno. Pa vez o ruilhal war dorgennoù dilerc’hioù ar mengleuz, war ouzhpenn 500 devezh-arat a c’horread (265 ha), e kustum an dour-glav reaktiñ gant ar soufr hag e teu da vezañ trenkenn sulfurek. An drenkenn-mañ a vez dastumet ganti an danvezioù pistrius a gaver en dilerc’hioù meinek hag e adkaver anezho en traoñ er fosoù.
Ar 15 milion a litradoù dourioù trenk-se a zo bet skuilhet er wazh-dour anvet Krazius, unan eus adstêrioù an Elle, hag a zo 1,6 km uheloc’h eget Mirva naturel rannvroel Magoar Pennwern, ha da 6 km eus ar puñsañ dour kentañ, an eil hini o vezañ 20 km izeloc’h. N’he deus ket respontet Imerys d’hor goulennoù evit ar pezh a sell ouzh ar skuilhadegoù-se.
D’o sederaat o deus lavaret sternidi an embregerezh d’an dud a oa en emvod e oa bet « tanavet ar saotradur en dour buan-tre ». Deus he zu n’he deus ket respontet an DREAL d’ar goulennoù evit pezh a sell ouzh ar skuilhañ dourioù trenk. Neuze he deus divizet ar gevredigezh Dour ha Sterioù Breizh sezisañ ar CADA ( ar C’homision e-karg da lakaat foran an dielloù melestradutel) d’ar 24 a viz Even, evit kaout « an holl geleier a-zivout an endro a vije en eskemmoù etre Imerys hag an Dreal abaoe ar 1añ a viz Geñver 2026 ».
N’eo ket bet kelaouet ar Mirva naturel

Hervez un diell tennet eus an enklask foran diwezhañ e vez trenk-tre an dourioù ha n’int ket «diouzh ar reoladoù» pa teuont maez eus ar mengleuz e Groñvel. 3,6 eo live ar PH, pa vez 7 hini an dour « mat da vezañ evet ». 340 gwech muioc’h a aluminiom a vez enno, 960 gwech muioc’h a houarn, 600 gwech muioc’h a vanganez, ha 6 gwech muioc’h a sulfat eget ar pezh a vez aotreet evit an dour lakaet da vezañ pourvezet (a-raok ma vije tretet). Hervez ar prosezerezh boutin o dije ranket an dourioù-se bezañ lezet da zilaviñ ha tretet dre raz hag ozon, kement ha bezañ didrenket ha digontammet, a-raok bezañ skuilhet er wazh-dour.
« Mantret omp, eme Aline Bifolchi hag a zo e penn ar Mirva naturel rannvroel anezhi. N’haller ket koñsantiñ kaout ar c’heleier-se mizioù war-lerc’h. Dielfennañ an traoù kerkent a vije bet ret ober. Da belec’h eo aet an danvezioù kontammus? E foñs ar stêr? Er pradeier hag er gwernioù tro-dro? Goulenn groñs a reomp e vefe boull an traoù da vat, deomp da vezañ kelaouet war holl droukplegoù er mengleuz-mañ. »
Abaoe 10 vloaz e veze sikouret gant Imerys ar gevredigezh AMV hag a rae war-dro merañ ha brudañ ar Mirva naturel rannvroel. Ganti e veze graet studiadennoù a-fet naturelouriezh, hag a zo bet implijet gant an embregerezh evit ma vije degemeret he raktres kreskiñ ar mengleuz dre gleuziañ ur pedervet fozell. An taolioù dinamitañ kentañ zo bet e 2025. Pa z’eo bet diskuliet gant Splann! modoù d’ober an embregerezh, he deus dihanet ar gevredigezh he holl gevelerezhioù gant Imerys. « Ne c’heller ket gwareziñ ar mirva ha resevout arc’hant digant an embregerezh a vez tamallet dezhi saotrañ anezhañ » a zispleg Aline Bifolchi da Splann !
E fin 2024, pa oa bet diskouezet dre hon dielfennadurioù e oa saotret gant metalioù pistrius gwazhioù-dour ar mirva, e oa bet kaset ul lizher gant ar Rannvro, aotrouniezh klasiñ ar Mirva, d’ar prefed evit goulenn groñs ma vefe graet ur studiadenn dizalc’h diwar-benn skogoù ar mengleuz, dielfennadurioù ouzhpenn enni : respont ebet. E miz Ebrel tremenet, da heul afer an danvezioù pistrius skuilhet er wazh-dour, e oa bet goulennet en dro ar memes tra gant ar Rannvro hag an AMV : respont ebet evit poent c’hoazh hag adarre.
Ar gumuniezh kumunioù a fell dezhi lañsañ ur studiadenn endro ha yec’hed dizalc’h

Goulennet hon eus gant ar prefeti pelec’h oa erru an afer : respontet eo bet deomp « e oa bet ensellet Imerys gant ar servijoù Stad d’an 30 a viz Ebrel, da heul diskuliadennoù Splann! ». Daou viz goude-se « n’eo ket peurechu ar rentañ-kont » c’hoazh. Ha petra nevez gant ar studiadenn endro ha yec’hedel dizalc’h a vez goulennet gant ar Mirva, ar c’humunioù tro-war-dro hag ar c’hevredigezhioù Refracterre ha Douarbev? «Pa lenner al lezenn ez eo d’an ICPEoù (Industriezh klaset a-fet endro), ar mengleuzioù en o zouez, da lakaat da vezañ graet ha da baeañ ar c’hontrolloù emevezhiañ a vezont rediet d’ober» eme servijoù ar prefed.
« Ne c’heller ket fiziout e muzulioù paeet gant an embregerezh » hervez Sandra Le Nouvel, Prezidantez kumuniezh kumunioù ar C’hreiz Breizh anezhi (18.563 annezad en tiriad-se), goude an emvod a deir eurvezh pad gant Imerys. Dre ma ne oa den ebet eus servijoù ar Stad en emvod-se hag a oa hir gortozet koulskoude, he deus diskleriet e kavfe ar gumuniezh kumunioù an arc’hant « evit kas ur studiadenn dizalc’h war skogoù ar mengleuziañ en tiriad ».
A-unvouezh emañ an holl dud o doa kemeret perzh en emvod-se evit lavar eo gouest da genlabourat ha d’en em lakaat a-du an dilennidi, izili ar c’hevredigezhioù, reoù komisionnoù lec’hel an dour, an deknisianed hag an arbennigourien dizalc’h. O fal boutin : stourm da vat enep ar saotradurioù o tont eus ar mengleuz.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






