E Gwened hag en Oriant, stourmerien an identelezh oc’h ober o reuz en ensavadurioù an eskopti

09/17/2026
Julien Meffre, Pierre-Yves Bulteau
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 13 mn lenn
Rouedadoù an tu dehoù pellañ a zo o klask implijout ar gevredigezh hag ar relijion evit o falioù dezho. Sed ar pezh a reont gant «Les Vénètes», an hini nevesañ e-touez ar strolladoùigoù identelour breizhat. Stourmerien ar penn pellañ eus an tu dehoù a zo bet gwelet e servijoù ‘zo eus an eskopti ivez.

Ur vandenn orañjez flamm dirak un ti liv ar c’hoaven dezhañ, en ur c’harter pobl eus an Oriant. Ouzh talbenn ar mell savadur e lenner splann peder lizherenn wenn : « Memo », evit Mission Étudiante du MOrbihan (mision studierien ar Mor-Bihan).

Staget eo bodoù An Oriant ha Gwened ouzh an eskopti war-eeun. Tost da 400 studier a zo bet lojet enno e dek vloaz. Brieg Luz edo en o zouez etre 2022 ha 2024.

« P’hon oa anavezet Brieg Luz e 2022 ne oa ket ar memes paotr hag an hini a oa aet war-zu an tu dehoù pellañ un nebeud mizvezhioù goude », eme Anne-Constance Favre diouzhtu. Ouzhpenn lavar he doa graet. Renerez bod an Oriant he doa kaset da Splann ! an torr-lizher « evit bezañ chomet hep doujañ ouzh an talvoudoù kristen » a oa bet roet d’an den yaouank daou vloaz goude. D’an 29 a viz Kerzu paseet e voe adkavet e gorf marv e Belgia.

E-pad ar mare berr-se en doa « bet lamm » ar paotr yaouank, bet levier ar strolladig broadelour « La Digue », hervez ar renerez.

Ur banniel gant ur groaz keltiek, arouez al luskadoù broadelour-dispac’hour, en defe lakaet an identelour yaouank war wel en e gambr er bod katolik. Setu ar pezh a oa bet diskuliet e miz Genver 2023 gant La Combative, ur media enep-faskour eus an Oriant. Ar pezh a zo bet kadarnaet gant Anne-Constance Favre.


« D’ar mare-se, emezi, en doa bet Brieg ur berz digant Memo diouzhtu d’an deiz m’en doa graet. Gourdrouzet e oa bet da vezañ diannezet ma ne baoueze ket gant seurt ideologiezh. War-lerc’h e oa aet mizvezhioù hebiou ha n’hon oa ket gouezet tra ebet a-dreuz gantañ. »

Gripedoù ha nozvezhioù en aluzenerezh ar studierien

Diskouez a rae an identelour bezañ sioulaet. Met gripedoù a oa o stignañ e ruioù an Oriant asambles gant tud all a-du gant an tu dehoù pellañ, hervez ar gazetenn Libération.

Evel d’an 11 a viz Here 2024, pa adkaved an den yaouank hag e vandennad o klask lakaat reuz en un darvoud aozet gant ar strollad Les Soulèvements de la terre. Met ne oant ket aet pelloc’h eget klask spontañ anezho. Da noz ar 17 a viz Du 2025, avat, e oa bet grevusoc’h. Ar bagad identelourien en doa stignet ur pech da studierien ezel eus ur sindikad. Deuet e oant da ziverkañ luganoù identelour bet livet ganto a-ratozh-kaer ouzh mogerioù savadur pennañ ar skol-veur.

Nav studier a voe gloazet ganto d’an nozvezh-se, hervez rentaoù-kont mediaoù ar vro ha mediaoù stourm.

Etre gripedoù ha nozvezhioù studierien, e kendalc’h Brieg Luz da vont d’ober traoù gant eskopti Gwened. E darvoudoù aozet gant aluzenerezh ar studierien en doa kemeret perzh, peurgetket.

« Distag eo ar servij-se diouzh ar bodoù Memo », eme Anne-Constance Favre. « 36 emvod a vez bep bloaz, e Gwened kement hag en Oriant. »

E 2023 e oa, evit un emvod publik. « Brieg Luz a bedas daou vignon, Maksim Arkam ha Stéphane Zadragsky, da anavezout obererezhioù an aluzenerezh », eme Anne-Constance Favre c’hoazh.

Cocarde, UNI ha Reconquête

Anzav a ra ar renerez « ne ouie seurt ebet renerien an aluzenerezh diwar-benn o oberiantiz politikel d’ar mare-se ». Gant ar gevredigezh Memo « ne vez degemeret nag aprouet soñj nag ideologiezh ebet a dennfe eus ar pennoù pellañ ».

Gant un nebeud klikoù enlinenn e kaver pegen pell ez ae Stéphane Zagradsky, avat.

Emezelañ a reas e La Cocarde hag en UNI goude – daou sindikad liseidi ha studierien tost ouzh an tu dehoù pellañ. E 2023-2024 e voe kaset da eil atebeg ar strollad Reconquête e 5vet pastell-vro an Oriant.

Stéphane Zagradsky.
Stéphane Zagradsky

Stéphane Zadragsky a asur ez eo katolik. Un hentad prientiñ ar vadeziant en doa heuliet. Kemer a rae perzh en abadennoù kinniget gant aluzenerezh ar studierien, evel ur birc’hirinded da Roma e miz C’hwevrer 2024, evel en oberiantizoù war an dachenn.

D’ar 14 a viz Ebrel 2023 edo-eñ, asambles gant un dornad stourmerien all, oc’h enebiñ ouzh SOS Méditerranée a oa bet pedet gant al lise Dupuy-de-Lôme en Oriant, evit un devezh keodedouriezh.

An ONG a zo he micher skoazell d’an dud divroet. An identelour hag e vignoned a damall dezhi ober « trafikerezh tud », hervez ar pennad bet embannet e Ouest-France.
D’an 20 a viz Gwengolo ar bloavezh-se e oa Stéphane Zadragsky o treuzkas an oberiadenn « affiche ton antifa » e strollad an Oriant boukl Telegram an UNI Bretagne.

Rouedadoù sokial meret gant misionerien Vec'hikan

Hervez kazetennerien Libération e vefe en em gavet an tri-se asambles e skourr ar Mor-Bihan strollad Reconquête. Sellet hon eus pizh ouzh ar c’hont Instagram « Memo Lorient ». Gant se e ouzomp e kemere perzh daou anezho (Maksime Arkam ha Brieg Luz) en abadennoù aozet en aluzenerezh studierien ar Mor-Bihan.

Mareoù kejañ a veze rannet gant ar c’hont « memo_mission » ivez. En 2023, e voe un devezh degemer ar re nevez. Dindan ar post e lenner evezhiadennoù gant « bribri_lu », da lavaret eo Brieg Luz. Er fotoioù e c’heller gwelout an tad Le Garo.


Klasket hon eus ober goulennoù ouzh an den atebek war ar gevredigezh eskopti Memo Lorient. N’en deus ket respontet. Anne-Constance Favre an hini he deus respontet evit ar beleg, erfin : « Roet eo bet ho koulennoù d’an tad Antoine Le Garo, ha reiñ a ra deoc’h da c’houzout ez eo ar respont hoc’h eus bet ken abred hag ar 26/08 respont an dud e-karg eus Memo. P’emañ-eñ en o zouez hoc’h eus bet e respont dija. »

Ar respont d’hor goulennoù a c’hellfemp kaout eus tu un atersadenn en doa graet gant lec’hienn an Opus Dei. Ul luskad Iliz didrouz eo, a zo ezel an tad Le Garo anezhañ abaoe c’hwec’h vloaz, emezañ. En atersadenn e tispleg ar beleg « ez eo an unaniezh difi kentañ ur person ». Pelloc’h e lenner ez eo « ar barrez familh ar familhoù ».

Abalamour d’an « unaniezh » en defe Antoine Le Garo laosket ober abadenn ar 7 a viz C’hwevrer 2024 ? Aozet e oa en ur sal a skoe ouzh e bresbital. « Ar prezeg » a oa an tem anezhi, ha Lucas Chancerelle a oa an den pedet nemetañ.


E karg eus re yaouank ar strollad Reconquête e oa neuze. Mouezh aotreet Polemia a oa an den yaouank ivez. Ur think-tank identelour eo ar strollad-se, bet diazezet gant Jean-Yves Le Gallou, un den a-bouez evit luskad an « Nouvelle Droite » (tu dehoù nevez) hag oberour ul levr diwar-benn an advroañ (« la remigration »).

War ar poent-se evel war ar re all e vo kaset Anne-Constance Favre da respont deomp : « N’eus ket anv eus politikerezh ganeomp gwech ebet, nag er genstrivadeg prezeg-se nag e lec’h all, rak n’eo ket pal an aluzenerezh. »

Ur bedenn e koun ouzh Quentin Deranque

Daremprediñ ensavadurioù an eskopti a vez graet gant stourmerien identelour e lec’h all ivez. Gouest omp da brouiñ ez eus c’hoarvezet seurt kemmesk etre ar c’hredennoù e parrez Itron-Varia Lourdez e Gwened ivez.

Hag ar wech-mañ n’eus ket anv eus un dornad studierien. Met eus ar strolladig identelour breizhat nevesañ : « les Vénètes » (ar Weneted) e anv.

En hañv 2025 e oa bet krouet ar strollad. O skeudennoù hag o doare da gehentiñ a ra gant ar memes kodoù hag Academia Christiana. Un ensavadur stummañ katolik identelour eo. Kalz izili anezhañ a vez gwelet o kerzhout e-pad ar birc’hirinded Feiz e Breizh.

Ur « gumuniezh katolik wriziennet » a zo eus ar strolladig, evit ober gant o gerioù hag o stil ispisial.

Ur bobl eus Galia kelt a rene war vro-Wened a oa eus ar Weneted. Ar strollad a adkemer o anv, met e gaou, rak ne oa ket bet avielet Breizh d’ar mare-hont.
Diskouezet en deus Splann ! embannadurioù Instagram ar strollad d’un den a anavez eskopti Gwened mat-tre. Gallout a reomp asuriñ, neuze, ez eus bet prestet salioù a sko ouzh iliz Itron Varia Lourdez d’ar strollad Les Vénètes.

D’ar 17 a viz C’hwevrer 2026, da skouer. Bodet e oa ar strollad evit lidañ « Meurzh-al-Lard gant ur spered kengred ha treuzkas », hervez un dapadenn skramm eus rouedad sokial Les Vénètes.

Er memes post e skriv an identelourien diwar-benn « displegadennoù speredel an Aotrou ‘n Abad diwar-benn ster ar C’horaiz ». Diego Cana Garcia eo an Abad-se, kure hanter-amzer e parrez Sant Padern hag eil aluzener er bod Memo e Gwened.Goulennet hon eus gantañ ha tost e oa ouzh strollad ar Vénètes. An den a-orin eus Bro-Berou en deus kontet da Splann ! e oa deuet « tri den yaouank eus Amerika ar Su hag a ya d’an oferenn en Itron-Varia Lourdez [d’am c’haout] ha goulennet o doa ganin dont d’ober displegadennoù diwar-benn an deizioù lard ».

Er memes embannadur e kont ar Vénètes bezañ lavaret « ur bedenn e-pad un enor solenn rentet da gQuentin (Deranque, NGAS) ». Nac’hañ a ra groñs an abad Garcia bezañ lavaret enor ebet evit an nevez-faskour yaouank, marvet e Lyon tri devezh a-raok.

Asuriñ a ra « n’hell ket ar faskouriezh nag ar broadel-sokialouriezh klotañ gant ar feiz katolik », o venegiñ kelc’hlizheroù-meur Pi XI da greñvaat e gomzoù.

Embannadurioù all gant ar Vénètes a ziskouez e vezont e parrez Sant Padern alies. Evel ar post gant an titl « Spirituel et Spiritueux ». Ennañ e ped an identelourien da zont, bep eil Gwener da noz, « d’un oferenn hag adorasion, evit distanañ ha trugarekaat ».

D’ar Sul vintin e weler lod eus izili ar strollad en oferenn en iliz Sant Padern, e reter Gwened.

Diskibled an « Nouvelle Droite »

D’an 19 a viz Ebrel 2026 edo an abad Frédéric Fagot o lidañ unan eus an teir oferenn a vez en iliz d’ar Sul. E latin e veze graet honnezh, o treiñ kein d’an dud fidel.

Kroniker e CNews, dileuriad eskopti ar gelennadurezh katolik ouzhpenn d’e barrez, an den a Iliz a zesach kalz parrezianiz. Splann ! en deus anavezet Alexandre Le Méhauté en o zouez.

Frédéric Fagot.

Troc’het berr e vlev war e gilpenn, start e gigennoù dindan e roched wenn, Alexandre Le Méhauté a rannas ur post en enor da gQuentin Deranque d’an deiz goude an oferenn hon oa selaouet. Ur bedadenn evit ur brezegenn aozet gant « la Ligue ligérienne », ur strollad broadelour eus Naoned, en doa rannet ivez. Titl ar brezegenn a oa : « enep-faskour = faskour : diwar-benn ur fazi strategel bet graet gant an tu dehoù ».

Diskibled vat eus an « Nouvelle Droite » a zo anezho. Hervez al luskad-se e vefe an identelezh europat a-us d’ar re all, ha setu ar Vénètes oc’h aozañ abadennoù e tachenn ar « stourm sevenadurel ».

Tud vrudet a zeu da brezegenniñ evito, evel Jean-Eudes Gannat, un den en deus divizet e-unan e oa levier al « luskad chouan ». Evit « kunujennoù gouennelour » eo bet kondaonet gant ar justis nevez ‘zo da dri miz toull-bac’h gant goursez.

N’en deus ket asantet al levier identelour gant ar varnedigezh ha graet en deus engalv.

Kuzulier-kêr a-enep ez eo bremañ e Segré-en-Anjou (49). D’an 2 a viz Ebrel paseet edo e Gwened evit kas un endervezh a oa aes e brogramm da gompren : « Katoliked hag identelourien ». Eus ar pezh a ouzomp e oa bet dalc’het an abadenn-se en ur sal eus parrez Itron-Varia Lourdez ivez.

Pemzektez goude e oa tro Rodolphe Cart, a vez oc’h ober kronikennoù e mediaoù Bolloré alies, da vezañ pedet evit kaozeal war an tem : « Mélenchon, tribun ar fulor. »

Gourelouriezh, roueelouriezh ha c'hoari ball-trap

Er memes familh tud e adkaver hiniennoù evel Vincent Tréguier pe Alexis Arkoat : ul levezoner en deus 28.000 follower en Instagram ha 46.500 den koumanantet e TikTok.


Daou vloaz ‘zo e vez gwelet an tri anezho o kerzhout war hentoù Feiz e Breizh, ur birc’hirinded a vez graet bep bloaz abaoe 2018, kostez Santez-Anna-Wened. Evel warlene pa oa bet Tréguier ha Le Méhauté oc’h ober war-dro surentez lod eus ar chabistroù (ar strolladoù pirc’hirined a gerzh betek leurenn an iliz-rouanez).

Difenn mogerioù, kroazioù ha gouloù-koar

Alexis Arkoat, e vadj « presse » spilhennet ouzh e roched hag e zivrec’h kigennek, en doa profitet eus ar birc’hirinded evit ober « reportajoù » gouestlet da c’hloar e vignoned e 2024 hag e 2025.

Profitañ a ra ivez eus e videoioù evit lavar penaos eo troet da Zoue nevez ‘zo, pe gentoc’h d’ur relijion gatolik identelour, ha gourelour ivez. Alexis Arkoat a ro ar gomz d’e vignon Le Méhauté en unan eus e « reportajoù ». Rebech a ra hennezh ouzh an Iliz a-vremañ bezañ « re laosk ». Betek kaout keuz e vefe graet an oferenn e galleg re alies, ha n’eo ket gant ar c’hiz kozh, e latin hag o treiñ kein ouzh an dud.

N’eus ket kalz a draoù a ziskouez emañ al levezoner el luskad identelour, pa seller ouzh e embannadennoù. Gouestlet eo al lodenn vrasañ anezho da zifenn ar chaseal, bremañ.
Daoust da se hon eus adkavet ur video bet filmet da zibenn-sizhun an 30 a viz Mae 2025, pa oa deuet Louis XX de Bourbon, a fell dezhañ mont da roue Frañs, da Santez-Anna-Wened.

Kavet e veze ar video e YouTube, met diverket eo bet bremañ. Ennañ e weler Alexandre Le Méhauté hag Alexis Arkoat o kaozeal diwar-benn ar roue da adlakaat war e dron. Goude-se e reont poltredoù anezho o-daou asambles gant hêr ar Vourboned ha gant eskob Gwened, a oa eno ivez d’an deiz-se. Ha mont d’ober ur genstrivadeg sachadennoù hag ur bartienn ball-trap da echuiñ.

Iskisat meskad. Kazetennerez arbennik war ar relijionoù eo Marguerite de Lasa. Displegañ a ra « n’eo ket nec’het ken tud al luskad identelour pa vez anv eus implijout ar relijion gatolik evit harpañ o ideologiezh ».

Ouzh eskob Gwened hon eus graet goulennoù diwar-benn an dibenn-sizhun-se. Dileuriad an eskopti evit ar c’hehentiñ en deus respontet deomp en doa « an eskob ur garg a laka anezhañ da gejañ ouzh dilennidi a bep tu politikel ivez, hag ouzh tud lies o hentoù-buhez. En o zouez emañ Louis de Bourbon, evel ma skrivit ».

« Ar pezh a zo, eme un den a vo anvet François ganeomp, ‘m eus ar santimant e teu ar relijion da vezañ un doare da zifenn ar mogerioù, ar c’hroazioù hag ar gouloù-koar, ha n’eo ket keloù mat an Aviel. »

Ar stourm a-enep an dimeziñ evit an holl a oa ur mare ma oa cheñchet an traoù buan war an tu-se, eme an den-se, a stourm er strollad Lutte & contemplation, ur gevredigezh a zo he fall lakaat goulennoù ar justis sokial hag an ekologiezh e tabutoù an Iliz. Ha hervez kalz tud all hon eus komzet ganto.

E-barzh « mekanik ur relijion o vrañsellat », deskrivet da Splann ! gant François, emañ strollad ar Vénètes hag an dornad stourmerien identelour o deus darempredet servijoù an eskopti en Oriant d’ur poent bennak.

Boest du

Aterset ez eus bet ur pemzek den test bennak gant hor c’hazetennerien evit an enklask-mañ. Furchet o deus kontoù, foromoù ha rouedadoù sokial aozadurioù hag izili eus luskadoù an tu dehoù kristen pellañ.

D’hon c’houlennoù eo bet respontet gant ar gevredigezh Memo evit ar pennad-mañ. Lennit amañ ar postel bet kaset da Splann !.

 

 

Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

250728 Julie Lallouët Geffroy, Faustine Sternberg Juliette Cabaço Roger Et Caroline Trouillet Crédit Louise Quignon

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.

Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.

Choisissez un montant mensuel

Plus d'options

and
Skeudennoù gant Placide

Splann !, ur media hep NA/IA ennañ

Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel

Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?

Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.