Lennerez gaezh, lenner kaezh
Ur bloaz ‘zo e oa bet sinet gant ouzhpenn daou vilion a dud e Frañs ar sinadeg a-enep al lezenn Duplomb. He fal a oa lakaat en-dro an « acétamipride », ur pestisid deskrivet evel un « lazher gwenan ». A-benn ar fin eo bet distaolet ar mennad-se gant ar C’huzul bonreizhel.
N’eus forzh ! Distroet eo Duplomb d’ar stourm, en ur sikour ar gouarnamant da zistrujañ gwarezoù an endro gant al lezenn labour-douar en argerzh. Toksik eo al lazh-amprevaned-se evit ar vevliesseurted hag evit yec’hed an dud.
Koulskoude en deus asantet ar Sened e lakaat en dro. D’ar 16 a viz Gouere e vo kaset an destenn dirak ur bodad kemmesk kemparek, a-raok bezañ lakaet da votiñ gant ar barlamantidi.
Bezañ kelaouet mat
En un atersadenn hir gant Splann !, e klemm an ekologour Philippe Grancolas diwar-benn an diforc’h etre stad ar skiant hag an divizoù politikel. « Mantrus eo an holl destenn a-bezh : an holl ginnigoù a zo kontrol d’an anaoudegezh skiantel » eme ar rener enklask er CNRS, en deus skrivet ivez Loi Duplomp, Le débat confisqué (Ti-embann Du Faubourg, miz Ebrel 2026).
Eveltañ, e fell da Splann ! reiñ an tu d’an holl da gompren an disoc’hoù a zo pa vez saotret hon endro gant pestisidoù.
A-drugarez d’ho skoazell ingal e c’hellomp kemer perzh en emgann-se evit difenn ar vuhez war an douar. A-dal da geodedourien kelaouet mat ne c’hallo ket mui lobioù ar gimiezh hag o skoazelloù politikel tennañ gounid eus an diouiziegezh.
Harpit Splann ! en ur reiñ arc’hant deomp bep miz ha sikour ac’hanomp da gaout 1.500 profour reoliek.
Skipailh Splann !
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.







