An amzer c’hor. Sed aze an arguzenn bet roet gant an ARS evit displegañ perak n’eus ket bet kemeret diviz ebet goude an dielfennadurioù a ziskouez eo kontammet douaroù Sant-Maloù gant kadmiom. E-mod-se e oa bet adlavaret er c’huzul-kêr e miz Gouere, atav. Meur a garter-annez ‘zo anv anezho : karter an ospital, hini ar straed Hochelaga hag hini ar straed Clos du Noyer.
Ken abred hag an 10 a viz Even e oa bet kinniget an dielfennadurioù da dri den eus an ARS, da rener Air Breizh ha da dri dileuriad eus kêr ha tolpad-kêrioù Sant-Maloù. Ne oa ket deuet den ebet eus ar Rannvro, an isprefeti nag an Dreal, met titouret e oant bet memes tra.
Standilhonoù douar a zo bet kemeret a-hed an hañv, war-c’horre an douar hag en don, er porzh-bigi hag e kêr, evit klask kadmiom, un elfenn saotrus ha pistrius a c’hell bezañ kaoz da gañserioù ha kemm genom an dud, al loened hag ar plant. Tost da 100 standilhon a zo bet dielfennet. Diwar intrudu Kumuniezh vicherel diriadel yec’hed Sant-Maloù (CPTS) int bet graet. Tud CPTS Sant-Maloù ne felle ket dezho bezañ aterset evit ar pennad-mañ.
CPTS Sant-Maloù a oa bet bodet en-dro e penn-kentañ miz Gouere. Ur medisin hollek en doa lavaret neuze e oa meur a dra a roe da soñjal e vefe kavet kadmiom e Sant-Maloù : pell ‘zo e vez diskarget fosfatoù leun a gadmiom er porzh gant an embregerezh Timac Agro, n’emañ ket pell ar porzh-bigi diouzh an tiez, gouzout a reer eo pistriet lec’hid ar porzh ha n’eo ket mat kalite an aer. N’eo ket un afer nevez. Met anv eus ar c’hadmiom a zo bet kalz e Frañs a-bezh ar bloaz-mañ, ha gant se e fell da dud ar vro gouzout hiroc’h. Klevet e vez e goulennoù kuzulierien-kêr eus an tu-enep en emvodoù kuzul-kêr Sant-Maloù abaoe miz Ebrel paseet.
D’an dud a zo o chom en takadoù ma vez muioc’h a gadmiom eget ar pezh a vez aliet gant Pennadurezh uhel ar yec’hed (an HAS e galleg) e rankfe an dud e-karg kinnig mont da glask pegement a gadmiom a zo en o c’horf dezho, ma vezont en arvar o yec’hed. Met n’eo ket bet kelaouet an annezidi c’hoazh, daoust d’ar goulennoù a zo bet graet meur a wech gant medisined ha dilennidi eus an tu a-enep.
Aliet e vez da lod eus an annezidi mont da glask kadmiom en o zroazh
D’an 10 a viz Even e oa bet diskouezet splann gant ar CPTS e veze kavet feurioù kadmiom uhel a dizhe 0,5 mg/kg pe a oa en tu all d’an treuzoù-se bet lakaet gant Pennadurezh uhel ar yec’hed (HAS) e meur a lec’h kontrollañ. Daoust da se en deus skrivet an ARS e oa « frealzus [an disoc’hoù] dre vras » rak « ne gaver feurioù re uhel nemet en un nebeud lec’hioù bet dielfennet ».
Ouzhpennet en deus an ARS ivez e oa bet lakaet treuzoù an HAS « o soñjal er plegennoù ma vez ar riskloù brasañ (pa zebr an dud legumaj bet gounezet en douar a vefe pistriet ha/pe evit an dud a zo war var o yec’hed). » Ar maouezed dougerezed hag ar vugale vihan a zo e-touez an dud war var o yec’hed.
« Doareoù ar vedisined hollek a c’hell cheñch gant an dud a vev e lec’hioù ma vez re a gadmiom, gant an negezioù houarn peurgetket, a zo kustum er maouezed en oad da gaout bugale », eme bPierre Souvet da Splann ! Medisin ar galon eo-eñ, hag unan eus ar re gentañ o deus sachet evezh war dañjerioù ar c’hadmiom. Evit gwir ez a korfoù an dud n’o deus ket houarn a-walc’h da virout muioc’h a gadmiom enno. Gant ar studi Esteban (bet kaset da benn gant Santé publique France etre 2014 ha 2016) e oa bet diskouezet e oa muioc’h a gadmiom e korfoù ar maouezed gour eget e korfoù ar wazed c’hour (0,47 µg/g well-wazh evit ar wazed ha 0,68 µg/g evit ar merc’hed).

Pa seller ouzlh an holl standilhonoù bet dielfennet gant Ensavadur fizik ar voul-douar Pariz (IPGP) e kaver talvoudoù ken uhel ha 7,35 mg/kg war-c’horre an douar, e-tal lec’hienn an Timac Agro war ar porzh-bigi, met ivez 1,44 mg/kg e korn ar straed Hochelaga ha straed ar Greunland, lec’hioù tost da uzin ar porzh, met ma vez tud o chom. Ha 0,514 mg/kg en ur standilhon bet kemeret etre al lise Maupertuis hag an ospital.
Riskloù brasoc'h evit tud zo
Ar vedisined o doa diskouezet an dielfennadurioù a gav dezho ez eus riskloù brasoc’h evit tud ‘zo : labourerien ar porzh-bigi (dokerien, paotred ar givri-houarn, micherourien an naetaat) hag an dud a zo o chom e-kichen al lec’hioù ma zo bet kavet feurioù kadmiom uhel enno, « da lavaret eo ar straed Hochelaga, al lise Maupertuis hag an ospital ». En ospital-se ez eus ur medisin gastro-enterologour en doa desachet evezh ti-kêr Sant-Maloù e 2016 dija, diwar-benn « saotradur an aer o tont eus takad ar porzh-bigi ».
Goulennet o deus kaout « erbedoù sklaer ha prest da vezañ graet » ha kenlabourat gant an ARS ha medisinerezh al labour. Klask kadmiom e troazh annezidi ar ru Hochelaga a vefe d’ober, da skouer, hervez erbedoù an HAS. Liorzhoù bihan a zo d’an annezioù eno ha bailhoù douar war ar balkonoù. Lod eus an dud a zebr legumaj bet gounezet ganto, moarvat.
Ret eo kas muioc'h a enklaskoù da benn
Tud ar CPTS o doa lavaret diouzhtu en emvod kentañ ne veze gwelet nemet ul lodennig eus ar c’hontammiñ ganto rak « ar c’hadmiom bet kouezhet war al leur ne ra nemet diskouez pegen pistriet eo an aer ». E kreiz-kêr ne vez ket pistriet an douar gant temz bet ledet eno, met gant ar poultren a nij kuit pa vez diskarget fosfat.
Ar c’hementad a boultren a zepand diouzh an avel. Bras pe vrasoc’h eo ivez ma vez graet gant ar gern diboultrennañ pe get, ha hervez ma vez goloet ar c’hamionoù war an hent etre an uzin hag an takad greanterezh. Savet hon eus goulennoù d’an Timac Agro diwar-benn o doare da labourat. Respontet eo bet deomp e vez balc’het an holl kirri-sam ha « graet e veze an oberiadurioù dornata gant tud a vicher arbennikaet hag a implij an dafar teknikel da dapout ha da ziboultrennañ a c’haller kaout war ar porzh ».

« Gant an dielfennadurioù e weler ar c’hementad a boultren a zo kouezhet war al leur d’ur mare bennak. Met ingal e vez gwalc’het al leur gant ar glaveier », eme bPierre Souvet, medisin ar galon. 50 % eus ar c’hadmiom a vez euvret gant ar c’horf pa vez en aer, ha 5 % nemetken pa vez lonket. Setu perak eo ken mallus gouzout pegent kontammet eo aer al lec’hioù-se.
Ar memes goulennoù o deus graet medisined ar CPTS da vare eil emvod ar poellgor heuliañ, d’an 3 a viz Gouere, dirak tud eus Rannvro Breizh, Santé publique France hag an Dreal. Ur sinal a ziskouez e ranker klask hiroc’h eo an disoc’hoù, emezo. D’o soñj n’eus ket bet enklaskoù a-walc’h diwar-benn ar c’hadmiom en aer ha traoù a zo da vezañ graet hep gortoz.
E-pad ar memes emvod en doa lakaet sklaer penn ar servij pneumologiezh en ospital, ezel eus ar CPTS, ne felle ket da dud e skipailh bezañ perzh en ur gemennadenn frealzus a vefe skignet d’an holl gant an ARS, « pa n’hon eus ket bet a ditouroù diwar-benn an aer ». Mall a zo, emezañ c’hoazh, rak e miz Genver 2027 e tigresko ar c’hementad a gadmiom aotreet en temzoù fosfatet. Kalz diaesoc’h e vo neuze « gouzout pegement a gadmiom a vez analet gant tud Sant-Maloù, bremañ hag en amzer dremenet ».
Sant-Maloù lakaet da « dakad arvarus maez eus un tolpad-kêrioù »
Gaël Lefeuvre, rener Air Breizh, en deus lavaret e oa prest e ensavadur da vuzuliañ ar metaloù pounner rak d’ar 1añ a viz Genver e teuio Sant-Maloù da vezañ un « takad arvarus maez eus un tolpad-kêrioù » ha komañs abretoc’h a c’hellfent ober ma vefe graet ar goulenn ganto. N’en doa ket bet goulenn ebet evit se e penn-kentañ miz Here, p’hon eus komzet gantañ. Kinniget he deus ar CPTS cheñch plas d’ar savlec’h-muzuliañ ivez, evit lakaat anezhañ 600 metr pelloc’h, etre al lise Maupertuis hag an ospital, lec’h ma c’hellfe bezañ uhel ar feurioù.
Evit ar pennad-mañ omp bet e darempred gant ar prefeti met lâret eo bet deomp n’he deus ket c’hoant reiñ he soñj evit poent. An ARS hag an ti-kêr o deus nac’het respont d’hon c’houlennoù. Ar CPTS he deus skrivet en-dro d’an ARS ha d’ar prefeti e-kreiz miz Gwengolo.
Resisadurioù war penaos eo bet graet an enklask
Dastumet eo bet an douar dielfennet gant Ensavadur fizik ar voul-douar Pariz. Disoc’hoù zo ouzhpenn da 0,5 mg/kg pe 1 mg/kg zoken. Ar pezh a dalv ez eus riskloù da vezañ alanet pe debret re a gadmiom gant tud zo, hervez Pennadurezh uhel ar yec’hed, hag ezhomm zo e vefe ober testoù dezho.
« Implijet hon eus un doare dielfennañ ar c’hadmiom anvet « bioassimilable » e galleg. A-drugarez d’an doare-se e c’hallomp priziañ ar rannad kadmiom a zo en endro hag e c’hall treuziñ harzoù biologel koazha, a zispleg an enklasker Alexander van Geen. Un doare mat eo d’ober met n’eo ket ar memes hini bet implijet gant Pennadurezh uhel ar yec’hed. »
Klasket en deus Alexander van Geen, er Stadoù-Unanet, dielfennañ 13 tammoù douar bet kemeret e Sant-Maloù gant doare Pennadurezh uhel ar yec’hed hag an disoc’hoù a zo bet dre vras div wech uheloc’h evit an disoc’hoù bet kavet gant an doare « bioassimilable».
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






