Lizher-kelaouiñ : Gwalleurioù ur metanizer skouer #32
Goude 142 vloaz o kelenn al labour-douar emañ ar greizenn Kerliver gant he distro-skol diwezhañ, marteze, e Hañveg.
Selaouit d’al lizher kelouiñ « Splann ! » miz Eost evit kompren perak e c’hallfe echuiñ prestik istor ul lec’h ken important e Hañveg… Ha keloù all, displeget gant Juliette Cabaço Roger diouzh mikro Enora Molac evit Radio BOA.
« N’emañ ket ar metanaat amañ evit mad an endro ». Setu ar pezh a zo bet lâret deomp gant Daniel Chateigner, kelenner e skol-veur Caen-Normandi ha kenurzhier ar c’henstroll « Collectif Scientifique National Méthanisation raisonnable », diwar-benn metanizer Derwal. Ur skouerenn e oa en departamant sañset. Padal eo bet gourdrouzet gant ar prefeti ablamour da saotradurioù.
Fokus « Splann ! »
- Ur metanizer skouerenn… lakaet diaes ;
- Atersadenn krouer Odour.live, kartografiezh ar c’hwezh-flaer er vro ;
Dastumet evidoc’h
- Embregerezh Pierre Fabre a dag en difamasion La Relève et la Peste evit bout embannet e liamm get an A69. Muioc’h da lenn amañ ;
- Ar film Mathilde est députée arc’hantaouet ag 1/3 get ar Rannvro… Goude miziadoù tabut ;
- Pig&Run: ur redadeg evit roiñ un istor gwelloc’h d’an desevel moc’h e breizh ;
- Raktres lojeizoù e ospitalioù kozh Douarnenez n’eo ket asantet get razh an dud.
Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.






