
Kleuzioù ha girzhier : kenderc’hel a ra an distruj
E Logivi-Plougraz, e Bro-Dreger, zo bet distrujet girzhier ur wech c’hoazh. Al labourerien-douar a chom hep bezañ kastizet hag ar bolitikourien a seblant bezañ lakaet diaes, ar perzh a vez…
E Logivi-Plougraz, e Bro-Dreger, zo bet distrujet girzhier ur wech c’hoazh. Al labourerien-douar a chom hep bezañ kastizet hag ar bolitikourien a seblant bezañ lakaet diaes, ar perzh a vez…
A-benn 2100 e savo live ar mor eus 36 santimetr da vihanañ, ha betek 69 santimetr marteze, hervez Arsellva an endro e Breizh. Gant kumuniezhioù-kumunioù zo e vez diarbennet ar…
Hiziv e embann Splann ! lodenn gentañ e enklask diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet evit mat ar gennad prevez.
Adprenet eo bet an ti m'emaint o chom ennañ : feurmerien an annez "Avel" a zo bet lamet diganto «ar servij skoazell-emrenerezh» en doa lakaet anezho da zibab an ti-mañ…
Istorel eo diviz lez-engalv velestradurel Naoned hag a zo bet d’ar 24 a viz Even 2025. Diflach e oa bet kavet korf Jean-René Auffray d’ar 6 a viz Gwengolo 2016 en aber ar Gouesan e kumun Hilion (22). Betek-henn ne oa ket bet disklêriet ez-ofisiel al liamm etre ar bezhin glas ha marv ar sportour […]
Da heul an testenioù dastumet gant Splann! diwar-benn ar feulster bet gouzañvet gant skolajidi ar «C’hreizker» e Kastell-Paol, ez eus bet degadoù ha degadoù a destenioù all dindan dek devezh.…
Ur milion daou a euroioù « skoazelloù Covid » roet gant ur gumuniezh-kumunioù lec’hel d’un embregerezh liesvroadel karezet gant al Lez-varn arc’hant broadel (PNF). Setu istor divoutin Idemia ha kumuniezh-kumunioù…
Saotret e vez stêr an Aber-Ac’h abalamour da lec’h industriel Even lait industrie hag a zo bet savet e su Lesneven (29) e tro-gorn an aber. E Miz Even 2024…
Gant un dousennad a dud bet skoliataet e skolaj ha lise prevez brudet Ar C’hreisker e Kastell-Paol (29) e vez diskuliet feulsterioù fizikel ha revel a vije bet anduret ganto…
Gouarnamant Bro-Frañs a zo o soñj breskaat palioù europat war stad ar redoù-dour, setu ar pezh a vez dizoloet en ul lizher kaset d'ar melestradurezhioù ha diskuliet gant Splann!. An…
A-benn pegoulz ec’h adstagomp ganti ? Setu avat ar goulenn a zo war speredoù tud « Splann ! » abaoe an 28 a viz Even, ken dedennus ha plijus m’eo bet ar c’hendivizoù tro-dro d’hon enklaskoù da geñver hor gouel deiz ha bloaz er Run ar Puñs e Kastellin.
Ne chom nemet un nebeut devezhioù evit prenañ ho plas ha kemer perzh e gouel 5 bloaz « Splann ! » e Kastellin d’an 28 a viz Even, asambles gant kelaouennerien hor media dizalc’h, en o zouez Inès Léraud ha Morgan Large.
Un devezh a-bouez eo evit hor media-enklask « Splann ! » p’emañ kambr-imbourc’h lez-varn Roazhon o paouez divizout ez eo didalvoud ha direizh klemm ar saver-moc’h. Hennezh a oa e bal lakaat frankiz ar gazetennerien da gelaouiñ da vont war wanaat ha gwir ar geodedourien da vezañ kelaouet ivez war ar memes tro.
Ur gwaz a-bouez er filierenn ar sevel moc’h en deus kaset « Splann ! » hag e gazetennerien Inès Léraud ha Kristen Falc’hon d’al lez-varn evit gwallvrudañ, a gaoz d’ar pennad « Copains comme cochons », embannet war hol lec'hienn d'ar 6 a viz Mae 2024. An disoc’h a vo roet d'ar 6 a viz Even, e Roazhon. Evit kenderc’hel da enklask war agroindustriezh e Breizh hon eus afer ho skoazell.
Deuit d’ober anaoudegezh gant skipailh kelaouennerien « Splann ! », en o zouez Inès Léraud ha Morgan Large div eus kengrouerien hor media dizalc’h. Bez e vo kendivizoù goude merenn, fest-noz ha sonadegoù diouzh noz.
A-drugarez d'ho tonezonoù e c'hallo « Splann ! » mont war raktresoù nevez evel videoioù, podkastoù ha levrigoù paper evit ma c'hallfe pep hini lenn, selaou pe sellet ouzh enklaskoù lec'hel ha breton.