Metan : Bec'h d'an atant

Julie Lallouet Geffroy, Raphael Baldos - 09/13/2022

Pennadoù an enklask

Digoradur

Bro Breizh eo al lec’h, e Frañs, lec’h ma vez produet ar muiañ a loened. Setu perak eo beuzet ar vro gant distaolajoù loened, ha fell da labourerien-douar ha da embregerezhioù bras an energiezh treuzfurmiñ en gaz ha goproù.

Gant an desaverien e vez diorroet ar metanaat er vro, padal, e broioù-all eo kentoc’h gant produerien edaj. Breizh, ha pa ne vez ket jedet aze ar pezh ‘zo el Liger-Atlantel zoken, zo an eil bro a fed niver a vetanerezioù (199 e penn-kentañ 2022), war-lerc’h ar Rannvro Grand-Est (274), ha dirak Rannvro Hauts-de-France (134) ha Normandi (120). Ur vetanerez diwar seizh e Frañs ‘zo e Breizh.

Ur bern ‘zo, met bihanoc’h int eget ar geidenn vroadel : a-fed volum emañ Breizh er 7vet plas. Betek-hen e veze metanaet kentoc’h en tiez-feurm. Met o cheñch emañ ar jeu, gant raktresoù brasoc’h, evel ma tisplegomp e lodenn ekonomikel an enklask.

Il-ha-Gwilen, e lec’h m’emañ an eil brasañ tropellad saout en Frañs, ‘zo deuet da vout ur vro leun a vetanerezioù, hag ar gêrbenn a c’hallfe bezañ Ilfentig (4 500 annezad). Kalzig a zo en Bro-Leon ha Bro bPentevr (nepell Lambaol). Kement ha ma c’hallfe ar gartenn-mañ bezañ keñveriet gant kartenn stankted ar saout-laez.

O kreskiñ emañ ar metanaat e Breizh, daoust d’ar goursez bet goulennet gant Dour ha Stêrioù Breizh ha daoust d’an digresk a skoazell arc’hant a vez roet gant Kuzul ar Rannvro. War ar gartenn e weler ar raktresoù o vout savet (tric’hornioù c’hlaz), hag a re o vout studiet (gwer). Kudennoù Geotexia (tric’hornioù orañjez) ha saotradur an Aon bet krouet gant Engie Bioz e Kastellin, e 2020, n’int ket bet trawalc’h da harzañ an holl oberourien.

Ar Stad C’hall a chom o skoazell ar c’hresk, gant ar c’hoant da lieskementiñ ar produiñ energiezh er vro. Met petra ‘vo ar brizh paeet gant an endro, ar yec’hed, ha produiñ boued hag al labourerien-douar ?

Diazezet eo ar gartenn war roadennoù publik, bet embannet gant AILE ha SINOE. Gallout a rafont bezañ tuet ha diglok. A-wechoù n’eo ket kempoell an div roadenn-se. Niver ha ment ar metanizerioù ‘zo is-jedet.

Boest du

E-pad an enklask omp bet o furchal en kantadoù a deuliadoù, hag o vont e darempred gant dekvedoù a dud. N’eus nemet un nebeud anezhe a zo bet meneget e lodennoù an enklask.

Bet omp bet o sevel goulennoù da servijoù ar Stad, ar prefeti, an DREAL, an DDPP, hag an Aotrouniezh Endroel, met hep dont-a-benn da gaat atersadennoù, daoust da c’halvadennoù liesseurt. N’omp ket deuet a-benn kennebeut da gaat un atersadenn gant Ministrerezh al Labour-Douar.

N’eus ket bet tu dimp kaozeal eus kement-tra ‘zo tro-dro da afer ar metanaat, ken luziet eo, peogwir e ra ul liamm etre temoù disheñvel : labour-douar, energiezh, lastez. Divizet eo bet ganimp displegañ peseurt dalc’hoù ‘zo war al labour-douar, met hep gellout menegiñ pep tra. Setu perak n’omp ket bet o tiskoachañ kudennoù agronomek ar c’hoazadoù metanaat (les digestats), nag an dalc’hoù enerjetek.

Elfennoù lakaet a-gostez

Diskoachet e vez ganeomp pegent bresk eo kontroloù ar metanizerioù, hag an hent luziet ha droch a vez kemeret gant ar metanaat. Dibaoe 2020 memes tra, kaozioù ‘zo eus gwellaat merañ ar riskloù. E 2021, Lez ar c’hontoù ‘noa embannet ‘oa bet stummet implijidi breizhad ar Stad war ar metanaat e 2020. Krouet ‘zo bet e 2020 ul label ivez, label Qualimetha, da wellaat ar mod ma vez savet ar metanizerioù. Ur stummadur micherel ‘zo bet krouet ivez e lise labour-douar Pondi, en Nevez-Amzer 2021. Ha gant kevredigezh al labourerien-douar-metanizerien e Frañs eo bet savet ur garta war ar boazioù mat, ur garta ‘zo ret da zoujañ outi gant hec’h izili dibaoe 2019. Koulskoude, n’eo ket bet kavet ganimp tamm teuliad ebet a ziskouez ‘zo bet efedoù vad a-drugarez da seurt muzulioù dibaoe daou ‘loaz. 
  • Gall a rit pellgargañ amañ ar goulennoù ‘zo bet kaset da Vinistrerezh al Labour-Douar

  • Pellgargit amañ ar goulennoù kaset da servijoù ar Stad e Breizh

Mont pelloc'h

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Julie Lallouët-Geffroy
Raphaël Baldos
skoazellet gant :
Gwenvaël Delanoë
Sylvain Ernault
Juliette Cabaço Roger
Caroline Trouillet
Faustine Sternberg
Mersi bras da :

Gant Jean Leveugle eo bet graet an tresadennoù. Gant Gwenhael Perrin ha Maela Kloareg eo bet graet ar gartennoù. An enklask-mañ zo bet embannet digoust a-drugarez d’ar mediaoù a genlabour ganeomp : France 3 Breizh, Pobl Vreizh, Dispak, Mediapart, Reporterre, Basta ! ha rouedad Radio Breizh.

Hor c'hevelerien