Enklask nevez : Dañjerioù ar metanaat
Splann ! - 09/13/2022
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Bio gaz, ken burzhudus ha ma vez kredet ? Taget eo ar vro gant enkadenn an energiezh, ha setu neuze gouarnamant Bro-C’hall o klask diorren ar produin gaz war’r maez. Ul lezenn emañ o sevel a-benn diskargañ ar metanaat d’ur bern reolennoù endroel a-bouez. Aze ‘mañ ‘n dalc’h : pennfollet ha digoñtrolabl eo dija ar metanaat. Daoust d’ar riskloù ‘braz ‘zo a-fed yec’hed an dud, hag a-fed endro. Risklus eo ivez evit hon dour da evañ, ‘zo lakaet diaes dija gant ar sec’hor.
Setu diskoachet gant enklask nevez Splann ! ez a, e Breizh, kazi an holl metanizer dreist d’ar muzulioù surentez, a-drugarez da dirojañsoù (derogasionoù). Ha pa vez kontrollet un nebeud dioute (‘pezh ‘zo ral-kennañ), setu diskwelet ur bern muzulioù surentez ret ha ne vezont ket bet doujet gante. Koulskoude n’eo ket anavezet mat ar riskl en diflipañ kleñvedoù, peadra vefe da deurel evezh sañset.
Aon ‘zo ma vefe un diouer a voued ‘blam d’ar prantad sec’h ha d’ar brezel e Ukraina… Ha stennoc’h eo ar jeu ‘blam d’ar metanaat : ganti ‘vez lonket bern plantennoù ‘giz ar maiz, ar pezh a lak ur c’hevezerezh ouzhpenn gant an desaverien loened o deus ezhomm magañ o chataloù, hag an dud o deus ezhomm debriñ. Muioc’h mui a barkeier ‘vez implijet da c’hounit ed da bourvezin ar metanizerioù, ha kement-mañ o vont dreist d’an nebeud reolennoù ‘zo da harzañ ma ‘hafe re bell ganti labourerien-douar ‘zo.
Emañ da vat embregerezhioù braz an energiezh, o tapout gallout er menajoù hag el labour-douar. Int di ‘ar re greñvañ en diorren ar metanaat. Aon ‘zo ma vefe laeret digant al labourerien-douar an holl gounidoù, da leuniañ chakodoù firmoù ‘vel Total hag Engie. Muioc’h-mui e teuio da vout dazont hon maezioù, hon c’hleuzioù, hag hon zakadoù gleb divizet e burevioù seurt embregerezhioù braz divent.
a vetanizerioù bet kontrollet e Breizh e 2020 n’o doa ket bet graet al labourioù surentez ‘oant sañset d’ober.
« Paeet ‘vez gwelloc’h an energiezh eget ar produioù labour-douar »
Lennit hon enklask war ar metanaat
Lennit hon enklask war ar metanaat
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel.