Sañset e oa bezañ Rolls Royce ar metanaat e departamant al Liger-Atlantel. E Derwal, el lec’h anvet La Touche ez eo deuet war-wel ar metanizer gant an div doenn ront gwer ha gris, c’hwec’h metr uhelder anezho, ur pezh hangar hag e genganer tredan e 2018 war dachenn ti-feurm arnodel Kambr labour-douar an departamant.
Abaoe ma oa bet lañset n’eo ket bet disoursi an traoù gant ar staliadur-se. Ar bloaz-mañ ez eo trubuilhet mat betek kaout un diferad kas redi digant ar prefeti e deroù miz Mezheven.
« Raktres tiriad gwirion »
Ar metanizer-se a vez gwelet koulskoude evel un dra da fougeal gantañ er vro. An aksionerien zo bodet en SAS Derval Agri’méthane hag en o zouez emañ labourerien-douar eus ar vro, ar Gambr labour-douar, lise labour-douar prevez Sant-Kler e Derwal, an embregerezh Loire-Atlantique Développement (SELA) hag un isembregerezh da Suez. An nerzh tredan poduet a-drugarez d’ar biogaz a vez gwerzhet da rouedad EDF ha tommder keflusker ar c’henganer a ya dre tuellenier da dommañ ar poull-neuial etre-kumun ha savadurioù lise labour-douar Sant Kler.
An dijestad (restach an argerzh metanaat) a c’hell bezañ skuilhet war an douaroù-arat tro-war-dro, gant ar pal digreskiñ ar c’hementad a demz-mein.
Ma, ur « raktres tiriad gwirion », evel ma oa bet lavaret gant ar rener er gelaouenn Les Clés de la transition e 2020. Marc Fougère a oa rener an ti-feurm arnodel betek miz Genver ar bloaz-mañ hag atebeg e oa eus an unvezh metanaat. Bemdez e vez lonket meur a donennad danvez organek gant ar metanizer-se : distaolioù an desaverien kaset gant labourerien-douar ar vro hag an ti-feurm arnodel, ha lastez an agro-industriezh ivez (druzoni, distaolioù priek biologel an industriezh agrovouedel, lastez al liorzhoù, …), ha meret e vez gant isembregerezh Suez.
Da gentañ penn,e 2012, e felle d’ar Gambr labour-douar – e-mesk lañserien ar raktres – ober ur skouer « da broduiñ daveoù mat da implij » evit al labourerien-douar a save goulennoù diwar-benn « ar metanaat ha talvoudekaat an dijestad ». Gant ar c’hoant e oa e vije « ar raktres kentañ-mañ mat da adober kemend-all e broioù all ». Ar gevredigezh « Association des agriculteurs méthaniseurs de France” en doa graet ur weladenn eno e-kerzh o devezhioù-eskemm broadel e 2020. Ur skouer da heuliañ lakaet diaes bremañ.
Meur a zireizhder diouzh al lezenn
Rak d’an 3 a viz Mezheven 2026 en doa kaset prefeti al Liger-Atlantel un diferad kas redi d’ar metanizer. Diwar ar pezh a oa bet stadet en enselladenn diwezhañ, daou viz a-raok gant Renerezh departamant gwareziñ ar boblañs el Liger-Atlantel ( pe DDPP e galleg), ez eus meur a rebech direizhderioù diouzh al lezenn, en o zouez : « skuilhañ distaolioù karget […] er metoù naturel », « dizurzh en disranner hidrokarbur etre poull ingalañ an dourioù glav ha mont-kuit an dourioù davet an endro naturel », « bezañs dijestad ha teil en endro naturel tro-dro al lec’hioù mirout »…
An tri direizhder-se a oa bet kavet en ur weladenn gentañ gant an ensellerezh e miz Gouere 2025. Da lavaret eo n’eus ket bet kemeret diviz ebet na graet seurt ebet gant an atebeien na gant an aksionerien da reizhañ kement-mañ en ur ober ur bloaz. Ar c’henstroll « Collectif national vigilance méthanisation canal historique » n’eo ket souezhet gant kement-se. « Ma ouijec’h an niver a vetanizerioù a vez tapet gant ur c’has-redi », eme François Gillet, unan eus animatourien ar rouedad.
Evit Daniel Chateigner, kelenner e skol-veur Caen-Normandie ha kenurzhier ar c’henstroll “Collectif Scientifique National Méthanisation raisonnable”, ez eo « boutin a-walc’h » ar fedoù rebechet en diferad-se siwazh : « Pa vez miret danvez er-maez d’ar seizh amzer e krog neuze da c’hoiñ ha gallout a ra berañ ha kas saotradurioù. » Diouzh e soñj dezhañ, ne vije bet graet seurt ebet etre an div enselladenn n’eo nemet ur brouenn ouzhpenn « n’emañ ket [an doare raktresoù-se] amañ evit mad an endro ».
Bruno Couilleau, goprad eus ar Gambr labour-douar ha den atebek nevez an unvezh metanaat abaoe miz Genver a lavar-eñ emañ diouzh al lezenn bremañ, rak ez eus bet an aotre da gaout un dale betek miz Du. Kadarnaat a ra ar prefeti kement-mañ, met n’en deus ket roet an aotre deomp da eskemm war-eeun gant an DDPP e karg an enselladennoù. Emskiant eo Bruno Couilleau e c’hall « ar meno publik bezañ nec’het buan gant istorioù beradennoù », ha kretaat a ra e-unan « n’eus ket bet distaoliadennoù er gwazhioù-dour ».
Displegañ a ra ivez emañ an direizhder pennañ abalamour d’ur rañvell a ne oa ket bet raktreset pa oa bet savet, rak ur redi eo a zo deuet da heul gwallzarvoud Kastellin e 2020, pa oa aet hañvouez e-maez d’ur veol ha saotret ar stêr, hag alese e oa bet 180.000 annezad hep dour mat da evañ e-pad un nebeut devezhioù. Pemp bloaz war-lerc’h ez eo cheñchet ar reolennadurioù ha goude an diferad kas-redi bet kaset e vo unan gant metanizer Derwal e miz Du da zont.
Diaesterioù teknikel ha reoù gant arc’hant
An diferad kas redi a deu da verniañ war diaesterioù all. « Ar metanaat, se zo kemplezh », eme Bruno Couilleau. Eñ zo prederiet muioc’h er mare-mañ gant digresk ar c’hasadennoù distaolioù deus al labour-douar. « Gant an hañvezh emaomp o paouez kaout, ez eus nebeut-tre a drevadoù o tont d’ar metanizer, rak aet int holl davet an desevel loened, emezañ da zisplegañ. Ha n’hon eus ket adtapet kement a deil ha ma oa sañset, rak al loened o deus peuret muioc’h. »
Er penn kentañ tout, e 2012, e veze embannet gant ar gevredigezh en doa roet lañs d’an SAS Derval Agri’méthane e vije diwar danvez savet gant 60 % a zistaolioù deus an desevel-loened ha 40 % gant lastez deus an agro-industriezh. Pa oa bet an digoradur e oa bet adwelet ar chifroù un tamm ha hanter-hanter e oa deuet da vezañ. Ha dont a raio a-benn da genderc’hel er mod-se betek fin ar bloaz ?
Bruno Couilleau zo prederiet ivez gant ma eo erru kozh an dafar. Met cheñch ar c’henganer tredan a vefe « ur c’houst pounner ». Dreist-holl n’eo ket dishual an SAS… Da sevel ar raktres e oa bet postet arc’hant, 4,6 milion a euroioù. Ur sammad bet kavet a-drugarez d’ar 565.000 euro skoaziadoù publik eus perzh Ajañs an treuzkemm ekologel pe Ademe, 350.000 a euroioù a oa bet kaset gant an aksionerien e stumm ar c’hevala sokial, 200.000 euro skoazell eus perzh Rannvro broioù al Liger hag ar peurrest a oa gant amprestoù en tiez-bank. Ha koulskoude e oa war-goll e fin 2024, ha 995 000 a euroioù koll an hini a oa.
Esaeañ a ra an aksionerien da da chom seder. Philippe Hamon, unan eus al labourerien-douar e-barzh ar jeu ac’h embann ne c’honnez ket arc’hant, daoust dezhañ bezañ postet 20 000 a euroioù da gregiñ ganti, met gwelloc’h eo gantañ bezañ laouen o c’houzout e vez « produet energiezh gant restachoù ne vezent ket impijet a-raok ». E-kerzh emvod-meur miz Ebrel 2025 en deus divizet an aksionerien chom hep freuzañ ar gevredigezh ha deuet int a-benn da gaout un astenn evit resteurel o dleoù d’an tiez-bank. Un embregerezh diaes dezhi mirout ar c’hempouez archant neuze.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






