Rouesoc’h-rouesañ ar parrezioù. Rouesoc’h-rouesañ ar veleien. Rouesoc’h-rouesañ ar frered hag ar seurezed. Met muioc’h a dud eus ar vro a lavar int gwriziennet er feiz eget ma oa n’eus ket pell ‘zo. Dislavar eskopti Gwened a vez lennet er sifroù. Mont a ra niver e veleien war zigreskiñ, ha niver e barrezioù buanoc’h c’hoazh.
Gant tud hon eus kejet outo evit an enklask-mañez eus anv eus ur « relijion o vrañsellat » a zo un difi evit an Iliz pa ya da dostaat ouzh ar c’hlozañ war hec’h identelezh ha n’eo ket mui ouzh an araokaat bet digoret gant sened Vatikan II e 1965.
Ar « brañsellat » a zo bet termenet gant Olivier Roy, prederour hag arbennik war ar politikerezh. Diouzh an doare nevez-se e teu c’hoant da lod adkavout o « gwrizioù », ar pezh a vez taolennet gant an istorour Denis Pelletier alies. Eus eskopti Gwened e teufe lusk nevez ar momeder e Breizh.
Ar "brañsellat"
Evel e Santez-Anna-Wened. Nav bloaz ‘zo e ya Feiz e Breizh kuit eus ar barrez-se. Ur birc’hirinded evit ar familhoù a oa anezhi da gentañ. Deuet eo bremañ da vezañ ul lec’h ma vez bodet meur a strolladig politikel eus tu dehoù pellañ Frañs.
Pe en Oriant, c’hoazh, lec’h m’en deus servijet ti an aluzenerezh da lec’h emvodoù evit un dornad tud eus luskad an identelezh, troet da arvellat ha da zornañ tud a-wechoù memes.
Pennoù an eskopti a respont « e ranker sellet eus an eskopti en e bezh evit kaout ur sell klokoc’h ha tostoc’h ouzh ar wirionez : bras ha lies eo ar Mor-Bihan. Kristenien a bep seurt a gemer perzh e buhez an eskopti ha komz a ra ouzh an holl dud a vez gronnet gant karantez difin an Aotrou Doue ».
Eus an dra-se e vo kaoz en enklask-mañ savet gant Pierre-Yves Bulteau ha Julien Meffre, ha treset gant Placide. Klask a raimp kompren ha degemeret eo bet ar gristenien-se evit « adunaniñ ar strolladoùigoù » pe daoust ha « dibaseet » a-youl vat eo bet an Aotrou ‘n eskob Centène gant tud a yae pelloc’h egetañ war an tu dehoù.
Lennit an enklask
Lennit an enklask
Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o mennozhioù

D’ar Sadorn 19 a viz Gwengolo 2026 ez ay kuit ar birc’hirined vreizhat eus Santez-Anna-Wened evit an 9vet bloaz. Un darvoud gwriziennet er vro ha gouestlet d’ar familhoù a oa sañset bezañ hennezh. Met e Feiz e Breizh e vez bodet meur a zen o tont eus an tu dehoù pellañ, e-touez ar re daerañ e-touez ar gatoliked a c’hiz kozh.
Digor bras dorioù eskopti Gwened d’ar gatoliked a c’hiz kozh gant un eskob bet « dibaseet » gant an tu dehoù hag ur « person CNews »

E 2005 e oa bet anvet an Aotrou ‘n eskob Centène gant ar pab. Abaoe neuze, an den didrouz-se en deus laosket e eskopti da zegemer lod eus ar virourien vrudetañ er relijion gatolik e Breizh. Diwar-goust al luskadoù araokaour e-barzh e Iliz.
E Gwened hag en Oriant, stourmerien an identelezh oc’h ober o reuz en ensavadurioù an eskopti

Rouedadoù an tu dehoù pellañ a zo o klask implijout ar gevredigezh hag ar relijion evit o falioù dezho. Sed ar pezh a reont gant « Les Vénètes », an hini nevesañ e-touez ar strolladoùigoù identelour breizhat. Stourmerien ar penn pellañ eus an tu dehoù a zo bet gwelet e servijoù ‘zo eus an eskopti ivez.
Lennit an enklask
Lennit an enklask
An enklask bet kaset a drugarez d'ar perzh ' vez roet ganeoc'h
An enklask-se zo bet kaset da benn gant Pierre-Yves Bulteau ha Julien Meffre. Placide en deus graet an tresadennoù.
Skoazellet eo bet an enklask-mañ gant an FPL (Fonds pour une Presse Libre) evit an arc’hant hag ar skrivañ, da heul ar galv da raktresoù « tu dehoù pellañ : enklask, diskuliañ, herzel ».
Embannet eo ivez gant hor mediaoù keveler : StreetPress, Le Cri ha Ya!.
Splann ! ‘zo ur media disalc’h, hag ur gevredigezh lezenn 1901 hag eo dreist-holl dre dud a-youl vat ez a en-dro. Ne vez ket degemeret arc’hant na gant bruderezh, na gant embregerezhioù bras, na yalc’hadoù lec’hel. Trugarez d’ar pezh vez roet ganeoc’h e c’hallomp labourat.
Bezañ arc’hantaouet gant hol lennerien a dalv nep galloud, miliarder ebet, ne c’hell lakaat gwask warnomp pa vez ret skrivañ ur pennad pe pouezañ war ar bouton « embann ». Heñchet gant an interest foran hag an etik micherel, hor c’hazetennerien a zo frank da kelaouiñ, zoken ma talvez kement-se da lakaat tud hag ensavadurioù levezonet da vezañ nec’het.
Hon enklaskoù a zo kaset da benn gant an ideal demokratelezh ha justis. Embanned int evit bezañ lennet ha skignet gant an holl, hep skoilhoù arc’hant. Koulskoude, koust a ra an titouroù. Koustañ a ra an enklask-se hec’h-unan ouzhpenn 15.000 €.
Ma evideoc’h c’hwi, eo talvoudus hor labour – ha ma ‘z eus tu deoc’h – marteze e c’hellit soñjal e sevel ur skoazell miziek ?
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: « Debriñ poultr » a raent, micherourien gozh eus Imerys Groñvel a gont peseurt mod e vezont soubet er ploutrennoù pistrius
- Article suivant: Imerys Groñvel : C'hwec'h den a oa bet « kemeret e karg » gant ar sikourioù gant unan anezho a oa bet kaset da ospital Karaez goude ur « meskaj dre zegouezh » gant asid sulfurek






