Gant mendem abred ar rezin ha fin ar pelerinajoù relijiel eo distroet an darn vrasañ eus ar familhoù a heuliit da veurgêr Naoned. Ar pezh a laka ar parkañ diouzh al lezenn da greskiñ, ha dre-se bec’h gant ar pennadurezhioù. Ur skouer eo skarzhadeg ur c’hant bennak a garavanennoù divizet gant prefed al Liger-Atlantel d’al Lun 24 a viz Eost.
Christophe Sauvé. E Orvaod, unan eus kumunioù meurgêr Naoned emaon just a-walc’h, e-lec’h ma sikouran ur familh a zo bet skarzhet evit an trede gwech dindan daou zevezh. Erru eo skuizh an dud o vezañ taolet-distaolet e giz-se, nemet dre ma ne vez ket lakaet al lezenn da dalvezout.
Evel m’ho peus lâret, gant an tommder hollek, eo bet graet ar vendemoù e Champagn pe e Bordelais dija. Ha, gant fin ar pelerinajoù, e vez gwelet takadoù-degemer bet stanket, pezh a laka ar familhoù d’ en em staliañ war tachennoù prevez.
Kement-se zo kaoz ne zouj ket ar c’humunioù d’ar redi da sevel takadoù-degemer, daoust ma vez rakwelet gant brastresoù an departamantoù.
Kensinet am eus ur pennad e Le Monde gant tud all hag a skoazell ar Veajourien. Menegiñ a reomp danevell ar Sened 2024 evit lavaret un dra hag unan hepken : en hor bro ez eus daouzek departamant diwar c’hwezek ha pevar-ugent a zouj d’o dleadoù da zegemer.
En ur chom hep ober netra, e vez ken kiriek ar strollegezhioù d’ar parkañ e-maez al lezenn hag ar familhoù, n’o deus dibab all ebet nemet aloubiñ an tachennoù-se.

Da heul ar disdalc’hoù-se eus lezenn Besson 5 a viz Kerzu 2000, d’ho soñj, e oa bet ouzhpennet votadenn al lezenn Ripost d’an 21 a viz Kerzu. Al lezenn-se a gastizfe doare bevañ ar veajourien…
Dre vras e fell d’al lezenn-mañ kinnig d’an dud diskoulmoù buhan diwar-benn dalc’hoù trubuilhoù en urzh foran, surentez ha sioulded. An hini kentañ on o tifenn hag o toujañ d’ar youl-se.. Koulskoude ez eus bet ouzhpennet daou bennad, ar pennadoù 19 ha 22, a sell dre vras ouzh ar veajourien evel ouzh « ur gudenn urzh foran ».
Gwelet e vez gant ar skarzhadegoù a zo war ar stern. Gant al lezenn-se eo rediet bremañ ar prefeded hag ar maered da ginnig klemmoù pa vez beajourien en em staliañ en takadoù-se. Ur varnerezhadur reizhiadek a vir ouzh forzh peseurt doare marc’hata gant ar berc’henned hag an tiez-kêr. O washaat evel-se an traoù. Lakaat pep tra da vezañ un afer lez-varn e giz-se a vir da varc’hata gant ar berc’henned hag ar c’humunioù. O washaat an traoù neuze.
Ret e oa d’ar veajourien gouzañv ar c’horijenn an hañv-mañ. Penaos emañ kont gant ar familhoù a vez gwelet ganeoc’h er pemdez ?
Ar santadur o deus da vezañ bet plaset en ur gaoter-wask. Pa vezit o chom en un annez fiñvus ha skañv, n’oc’h ket gwarezet. E-keit ma vez ar wrez o vont gant ar gwask e vez imor ar Beajourezed hag ar Veajourien o c’houzañv un diwaskadenn greñv. A-benn en em wareziñ e tec’h deus an tachennoù-degemer ter-douaret ar familhoù am bez tro d’en em gavout gante da glask tachennoù gant geot.
Ouzhpenn ar c’horijenn ez eus un diouer a rakwel penn-da-benn eus perzh ar strollegezhioù. E-kerzh ar goañv e vez ar Veajourien ac’h ambrougan war glask tachennoù stabilaet. E-kerzh an hañv eo ar c’hontrol, klask a reont freskder ar struzh.
Ar reduster diabarzh ne gas ket dre ar fedoù, muioc’h a barkañ maez-lezenn ha neuze degouezhioù kamm war veurgêr an Naoned a-bezh ?
Rezon ho peus komz eus reduster diabarzh. Ar gwirvoud hirie, er c’henarroud ekonomikel ha sokial o skeiñ un toullad mat eus ar gengeodedourien, eo ne veaj ket ar gantreourien ken. Chom a reont e kornioù-bro e lec’h ma vez o boazioù ganto. Da virout o labour, da wrizienniñ o bugale er skol o devez ezhomm da deurel o fouez tu bennak.
Hag an dra-se a gas, evel m’ho peus lavaret ar c’hresk anneziñ e-maez lezenn er pradeier. Kemeromp ur skouer pleustrek. En hañv ez eo al Liger-Atlantel, ezistorel, un departamant « tremeniri vras ». An darvoudoù relijiel-mañ a gas karavanennoù d’en em staliañ dre gantadoù en ur prantad termenet. Evit se, ez eus ezhomm takadoù degemer a-ratozh. N’eo ket me an hini a lavar se. Ur redi eo. El lezenn emañ.
Da zistreiñ war meurgêr Naoned, n’eus takad « tremeniri vras » ebet. Dav d’ar familhoù kavout un doare o-unanik penn. Gant-se n’eus nemet un diskoulm, anneziñ maez-lezenn. Lavaret hon eus, pradeier. Reoù ar c’humunioù pe reoù prevez. Lakaat a ra dre ret an dra-se ar bec’hioù da greskiñ gant strollegezhioù zo met ivez gant bed al labour-douar. Ar pezh a c’hallan kompren penn-da-benn, dreist-holl pa vez ar c’houlz ma vez hadet an trevadoù pe ar c’houlz ma vez dav eostiñ.
Ma seller a dostoc’h e stader ez eus aze, war liveoù disheñvel, lakaat an dud en arvar. Dañjerioù sokial ha yec’hed evit ar Veajourien. Dañjerioù ekonomikel evit al labourerien-douar.
An dañjerioù-se a zo muioc’h-mui dic’houest da ziskoulmañ pa’z eo bet sinet ar raktres departamantel nevez evit ar prantad 2025-2031 gant ar Stad hag an Departamant. Sklaer a-walc’h eo an teul-mañ koulskoude. War bajenn 13 al levrig 2 e vez embannet e rank Naoned Métropole kinnig 180 a dachennoù familh d’ar Veajourien. Koulskoude, n’eus hini ebet hiziv an deiz. Ar pezh a dalvez n’eo ket bet doujet d’ar redi-se, d’an eur ma komzer.

Dilennadegoù kêr miz Meurzh diwezhañ n’int ket un doare da cheñch penn d’ar vazh evit lakaat an traoù diouzh al lezenn ?
Dleout a rajent. Er fedoù ez eo an didrouz a-grenn abaoe dilennadeg ar vaered hag o skipailhoù. Lavarout a reer din n’eo ket staliet an dilennidi nevez da vat c’hoazh ; n’eus ket arc’hant da enfredañ tud barrek war an danvez… Se a c’hallan kompren met e-tal ez eus familhoù o vevañ e « kaoterioù termek » gwirion.
Er prantadoù treuzkemm demokratel-mañ ha reuziadoù hin ez eo ar Stad an hini atebek e gwirionez. Perak e vez gwelloc’h gant ar prefed respont d’an enkadennoù gant steudadoù poliserien, da wareziñ an eil war goust ar re all, kentoc’h eget lakaat e c’halloud da rekizañ e pleustr ?
Hen lavarout a ran gant herr : an dalc’h n’eo ket ar Veajourien met an ensavadurioù.
Da dalañ ouzh reuziad an hin, o deus kemeret kumunioù zo eus meugêr Naoned divizoù. Gallout a reer ober anv eus Reudied pe c’hoazh, un tamm pelloc’h alese ober anv eus Saverieg ?
Diouzh sav-poent ar vallusted hag ar rakwel e talvez ar boan sellout ouzh ar pezh a vez graet gant an div gêr-se. Pa oa bet ar barradoù amzer tomm-gor kentañ [eus ar 17 d’ar 26 a viz Mezheven 2026, notenn gant ar skridaozerezh, NGAS], en deus kempennet Reudied ul lec’h e sal ar sportoù an Trocardière a-benn kaout « goudor d’an hin ». A-benn reiñ tro d’ar re breskaet ar muiañ d’en em wareziñ, da freskaat ha da ziskuizhañ.
Evit a-sell Saverieg emaomp muioc’h gant ar rawel. A-raok bezañ kannad ekologour 6vet pastell-vro al Liger-Atlantel, en doa Jean-Claude Raux savet un diviz keodedel da gemer e kont an annez fiñvus ha skañv e steuñv keraozañ ar gêr, pa oa eñ maer ar gumun-mañ etre Kastell-Briant hag Ankiniz.
Dedennus eo ar skouerioù-mañ. Met e gwirionez eo ret mont pelloc’h ganti. Na pa vijec’h o tont eus « kumuniezh » ar gantreourien, o chom er banlevioù pe en digenvez war ar maez, chom ar ra ar memes dalc’h e gwirionez : an holl dud-se zo chomet dilezet gant ar Republik.
Betek stadañ dispriz ar renkadoù war platoioù ar skinwel, aerreizhet, pe dre ar rouedadoù sokial gant tud dianv…
Ober a rit anv, amañ, d’ar redadegoù davit stalennoù an « aerreizherioù » pe staliañ poulloù-neuñv er c’harterioù. Kentoc’h eget komz eus an danvez e vez kleizennet an dud, lakaet anezho a-ziforc’h.
Ha kredit ac’hanon, pa vevit an istorioù-se e diabarzh ar familhoù e ra poan galon. E penn kentañ miz Gouere da skouer e oan aet da weladenniñ ur c’houplad tud erru ouzhpenn dek vloaz ha pevar-ugent. An eil hag egile zo tapet gant skorted analiñ. Goulennet o deus diganin ma c’hellen mont da brenañ un avelerez vihan dezho. Aet e on d’ar gourmarc’had lec’hel. Ar pezh am eus gwelet eno en deus lakaet ac’hanon da vezañ trist da vat. Euzhus e oa gwelet an dud o redek e stalenn an ardivinkoù tredan. Din-me, edont o redek war-lec’h o gwalheur dezho, o dienez dezho hag o zreuzvevañ dezho.
Komz a raec’h eus an dalc’h gwirion. Penaos talañ outañ d’un doare pleustrek ?
Aes eo. Daoust ha klevet ho peus kaoz eus ar sikourioù energiezh an hañv-mañ ? Evel-just n’ho peus ket. Evel ma ne vijent bet soñjet nemet evit tremen ar goañv. En un HLM pe e-barzh ur garavanenn n’eo ket gwelloc’h prantad an hañv eget hini miz Kerzu. Ur c’hastiz ouzhpenn eo, rak en hañv e vev ar Veajourien eus foarioù, kurioziteoù, kezeg-mezevenn ha marc’hadoù. Piv a deuio d’ober un dro manej pa vez erru 40 derez ?
Ha dilerc’hioù da heul, evel kalz a dud all e micherioù ar metoù, e wel ar Veajourien o galloud prenañ o tigreskiñ. Ha kement-mañ e-keit ma ra lammoù o fakturennoù dour ha tredan. Evit ma komprenfe mat Chan lennerez ha Yann lenner petra eo ar saviad hirie an deiz, ur familh er ster ledan a c’hell bezañ staliet betek teir c’haravanenn ganto da vevañ : unan evit ar gegin, unan evit an dud-gour hag unan evit ar vugale.
En diabarzh e c’hall ar wrez mont betek 50°. A-benn padout e c’hellit ijinañ ez eo ret mat aveliñ. Hag ur c’houst zo gant se. Dre geidenn ez eo 80 euro bep sizhun mann nemet evit an tredan.
Ur wech c’hoazh ez a ar gwirvoud-mañ en tu-hont da hini ar Veajourien. Ar gevredigezh a vezan o kemer perzh en hec’h anv a vez galvet en tu-hont d’ar « gumuniezh » hirie an deiz. Galvet e vezomp gant labourerien diasur, tud en digenvez war ar maez…
An diouer a rakwel war an hin a ro lañs d’ar bec’hioù ha d’ar gasoni a-enep ar Veajourien. Ha dre holl, a-enep an dud paour.
An dalc’h gwirion zo un dra hag an doare da respont dezhañ zo un dra all. Plijout a rafe din e vije paouezet d’ober gant ar Veajourien evel ma vez graet gant ur gwalldan. Degas div pe deir stlaperez-dour amañ hag ahont a-raok ankouaeout anezho penn-da-benn.
Gouzout a ran mat-tre e vo lakaet an teuliad « kantreourien ha gorijenn » a-gostez ur wech erru an distro-skol.
Degas a ra muioc’h a gounnar c’hoazh pa ra bloavezhioù zo emeur gant an ADGVC 44 o sevel kinnigoù fetis da lakaat an takadoù-degemer da vezañ takadoù brav bevañ ganto.
Penaos ?
En ur zibab kentoc’h gwiskadoù da zifuañ ha da lonkañ tommder an terdouar. En ur glask lec’hioù gant gwez tro-dro un disterañ. En ur lakaat reneveziñ, evel ma vez graet e skolioù zo pe war blasennoù zo e kreiz-kêr. En ur gemer annezidi ar c’harterioù, an dud digenvez war ar maez hag ar Vaejourien da geodedourien evel ar re all ha n’eo ket reoù a eil renk, met maouezed ha paotred gant ar memes kevrat sokial ha republikan, hini hon bro.
Ouzhpenn bezañ Beajour c’hwi oc’h-unan ha stourmer er c’hevredigezhioù, ez oc’h ivez an hini a vez anvet « rachai », beleg ar gumuniezh. Hag er stourm-se, penaos e vez maget ho stourm hag hoc’h esperañs gant ho feiz ?
Ma stourm ha ma esperañs zo ma bezañs d’egile. An hini a redi da zigreizenniñ da sevel pontoù etre ar Veajourien ha peurrest ar gevredigezh.
En emgann-mañ ez eo ar feiz un hardiegezh. An hini da ziskuilhañ hep faezidigezh ar pezh n’a ket. Brav-kaer eo, an deorienn war ar mad hag ar fall. Met ar feiz hep sellout ouzh ar pezh n’a ket n’eo nemet un touellwel.
Dre an diviz hag an deskadurezh ez eo e c’haller, da gentañ penn, yac’haat ar fedoù hag ober da c’houde.
War an takadoù pe an tachennoù a weladennan e santan ar fulor o sevel e-enep d’an direizhderioù emaomp o komz anezho. Ha startoc’h evit biskoazh, er bloavezh dilennadegoù-mañ e vo arabat diskregiñ an disterañ.
Pa vije ar feiz en dud pe ne vije ket, chomomp her. Na baouezomp james da sevel hon pennoù deus ar yev. Rak an enep-tsiganelezh a zo bet a-viskoazh gwrezverker poent gwintañ ur gevredigezh demokratel davet ur renad droukziforc’hus ha digevatalek.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






