Lezenn Artifisielaat Ebet Rik : a-boan bet votet, dija bet frailhet

01/23/2025
Jérémie Szpirglas, Denis Vannier
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 11 mn lenn
Gellet a ra ar «maered-saverien» an Arvor bezañ disammet : al lezenn a oa sañset lakaat un termen d’an artifisielaat tachennoù zo bet skoet gant meur a zisdalc’h ha meur a c’houlenn reizhañ a-berzh ar gouarnamant ha kannaded zo. E-touez an disammoù bet divizet : ar savadurioù labour-douar, p’emaint koulskoude abegoù pennañ an artifisielaat tachennoù e Bro-Leon.
  • Ne bled ket lezenn ar Artifisielaat Ebet Rik (AER) gant ar savadurioù labour-douar.
  • E kumunioù zo, e Penn-ar-Bed paneveken, ez eo al labour-douar abeg pennañ an artifisielaat tachennoù koulskoude.
  • Deuet eo ar reol dibar-se diwar al lobiañ a-berzh dilennidi ar vro hag an aozadurioù labour-douar.

Erru eo dibenn marevezh laouen ar c’hêriekaat koulskoude. Echu e vo e 2050 er Frañs. A-benn 26 vloaz ne vo ket lonket tachennoù labour-douar ha naturel ken evit ma vefe savadurioù, hentoù pe parklec’hioù warno. War-bouez ma vefe rentet d’an natur douaroù bet betonet dija. Setu aze pezh a c’houlenner digant an AER, pe Artifisielaat Ebet Rik, ur bennaenn bet degemeret el lezenn « Hin ha Dalc’husted ».

Lezenn an Aodoù a glaske dija mirout mui pe vui ouzh «pikouzañ» ar maezioù (lennit pennad XX) e kumunioù an Arvor. Gant an AER e vo gwarezetoc’h ar c’humunioù diouzh tagadennoù ar saverien tiez. Hag abaoe penn-kentañ ar bloaz e c’hell ur gumun nac’hañ un aotre sevel ti war un dachenn sevel ti ma ya a-enep d’ar pal digreskiñ an artifisielaat.

Abaoe m’eo bet degemeret e 2021 koulskoude, kannaded ha ministred o deus skañvaet a-galz doareoù lakaat al lezenn e pleustr. Ha pa oa erru Michel Barnier e oa distignet ar redioù c’hoazh. En e zisklêridur politikerezh hollek, bet distaget d’ar 1añ a viz Here e oa bet embannet gant ar c’hentañ ministr bet e felle dezhañ « lakaat da vont war-raok en ur mod pragmatek ha disheñvel reoliadur an Artifisielaat Ebet Rik, evit ma c’hellfe talañ ouzh ezhommoù pennañ an industriezh hag al lojeiz ». Kement ha reiñ da c’houzout d’an dilennidi a-enep ar « sobrentez font ». Met pezh a c’hellfe lakaat en arvar ar c’henasant bresk a gaver e Breizh war an teul-se. Evit poent, ministr kentañ nevez François Bayrou n’en deus ket komzet eus an afer-se.

Sañset e vefe bet an holl strollegezhioù a Vreizh engouestlet en digreskiñ o ezhommoù font ac’hann d’ar bloaz 2050, hag en em glevet int war an dasparzh strivoù zoken. An emglev-se zo bet paket gant Rannvro Breizh en doa lakaet an AER en e raktres rannvroel terkañ an tiriadoù (Sraddet).

E Forest-Fouesnant (29), an doarenn gouezh e kreiz ha kleiz ar skeudenn a zo un "dant tull" en ul lodennaoueg, da lavare ur parsell disavet e-kreiz doarennoù all savet. Poltred : Vassili Feodoroff.

Ha setu Breizh gant penn-kentañ e reol-voued, an hini a ya betek 2031 : digreskiñ diouzh an hanter al lonkañ tachennoù labour-douar ha naturel e-skoaz ar prantad 2011-2021. War hollad Rannvro Breizh ez eo 14.310 hektar hag a vefe bet lonket didan dek vloaz, hervez ar bilañs bet savet gant ajañsoù kêraozouriezh e Breizh er Mod da Implij an Douaroù (MID/MOS). Goude un nebeud reizhadennoù e c’heller lakaat da 6.665 hektar sifr hollad an douaroù gouestlet d’ar c’hêriekaat.

Evit mirout ouzh pep direizhded ez eus bet staliet kriterioù ingalañ studiet-mat. Ur preder war ar reizhded seul souezhusoc’h ma ‘z eus bet disoñjet un dra a-bouez bras en holl jedadennoù : ar savadurioù labour-douar ha n’int ket kemeret e kont gant an AER betek 2031, hervez un dekred ministerel.

Abeg pennañ an artifisielaat e kumunioù zo

Dre m’eo gwareziñ an tachennoù labour-douar ha naturel pal an AER, al labour-douar ne zlefe ket bezañ un dañjer evit an douaroù, er c’hontrol eus an industriezh, ar servijoù publik pe an annezioù. An tiez-gwer, evel ar c’hrevier a zo perzh eus artifisielaat an douaroù. An abeg pennañ e kumunioù zo zoken.

Pa ne seller nemet war gumunioù an Arvor e Rannvro Breizh ez eus bet artifisialaet 266 hektar a zouaroù gant al labour-douar etre 2011 ha 2021 (Diwar sifroù an MOS). Ur bilañs a-bouez pa geñverier anezhañ gant hini an industriezh hag ar servijoù lakaet asambles : 372 hektar.  Eeunaet e oa bet Lezenn an Aodoù e 1999, goude-se e 2018, just a-walc’h evit gellet lakaat sevel savadurioù a oa ezhomm gant al labour-douar er-maez eus an takadoù bet kêriekaet dija (nemet en takadoù re dost d’an aod).

E kumunioù zo e talveze ar savadurioù-se un drederenn, ha betek an hanter eus an artifisielaat etre 2011 ha 2021, hervez ar MOS (Ar Vinic’hi, Plougin, Pleudehen, Gwiver, Pleurestud, Plougouvelen, Sant-Varzhin-war-ar-maez Planiel, Landaol, Hezoù, Plouilio, Plonevez-Porzhe).

Aet eo ar brasañ niver a zouaroù lonket gant kumun Katell-Paol, gant 20 hektar a savadurioù labour-douar bet savet dindan 10 vloaz, pezh a ra an hanter eus hollad ar savadurioù nevez war ar prantad-se.

Sell eus Bae Douarnenez e 2022. Poltred : Vassili Feodoroff.

Savet e oa bet an darn vras anezho war-goust dakadoù labour-douar. Met ul lodenn anezho (18%) a grog ivez war dachennoù naturel ha koadoù. 47 hektar eo d’an nebeutañ a dakadoù naturel zo bet goloet gant savadurioù labour-douar e kumunioù an Arvor e-doug an dek vloaz 2011-2021.

Erru eo diamzeriet dija ar bilañs-se. Kendalc’het ez eus bet gant an artifisielaat tachennoù labour-douar abaoe 2021, ha kenderc’hel a raio er bloavezhioù da zont c’hoazh. Gellet en deus skipailh Splann ! resisaat piv a denno ar muiañ a vad dioutañ hag e pelec’h, a-drugarez da zielfennadur hollad an aotreoù sevel tiez bet derot nevez zo gant tiez-kêr an Arvor (dindan 5 km eus an oad).

Gellet hon eus kelc’hiañ an aotreoù sevel ti bet deroet abaoe miz Genver 2020 (talvoudus c’hoazh) war dakadoù ha n’eus ket bet savet tiez warno e dibenn 2023. Pezh a ra tro 7.000 aotre, hag ar savadurioù warno a raio betek 197 hektar war hollad an aodoù e Breizh 5 departamant. Ul lodenn vat a ya gant al labour-douar : war-dro tro 43 hektar a savadurioù nevez, da lâret eo ur bempvedenn eus hollad ar savadurioù da zont. Chom a ra darn vras ar raktresoù (90% eus ar gorread) en tu all eus ur Penn-ar-Bedc’hilometr diouzh an aod.

Penn-ar-Bed, kreizenn ar savadurioù labour-douar

War aodoù Bro-Leon emañ ar greizenn, lec’h ma kaver ouzhpenn an hanter eus gorread ar savadurioù micherel nevez savet (60,5%) er pevar bloaz diwezhañ o vezañ savadurioù labour-douar.

E Trelaouenan, Plouenan, Plougouloum, Kleder, Kastell-Paol, Mespaol ha Ploueskad e kaver ar raktresoù al ledanañ. Er seizh kumun-se eus Gorre Leon ez e kaver an holl savadurioù labour-douar nevez aotreet abaoe 2020, en ur c’holoiñ en tu all da 185.000 m2. Kement hag un ugent bennak a dachennoù melldroad. Tiez-gwer legumajerien dreist-holl.

Er penn-kentañ eus an direoliadur-se : al lobiañ gant dilennidi ar vro hag an aozadurioù labour-douar. Yannick Haury, bet kannad (Renaissance) bro-Raez en doa bet lakaet ar gaoz er Vodadenn Vroadel e miz Ebrel 2023.

Nebeut a-raok ma vefe bet studiet al lezenn war an doareoù lakaat an AER e pleustr e oa bet Kambreier al Labour-douar o pouezañ c’hoazh. « Diwar-benn ar savadurioù labour-douar, pezh a ginnig Kambreier Labour-douar Frañs ez eo ma ne vefent ket kemeret e kont er jediñ an takadoù artifisielaat war bep kumun, met war al live broadel kentoc’h. Setu pezh a oa skrivet en ur gemennadenn eus an 9 a viz Even 2023. Savadurioù a laz hollek int, talvoudus evit an holl, labourerien-douar yaouank pe mad al loened. »

Ur bern tiez gwer zo bet savet e Bro Pempoull ar bloavezhioù tremenet.

Efedus eo bet o c’houlzad pa ’z eus bet fiziet 8 amandamant d’ar Vodadenn evit lâret ar memes tra tamm-pe-damm. Ha ma n’eo ket bet skrivet e-barzh al lezenn, d’an nebeutañ eo bet kadarnaet un nebeud mizioù diwezhatoc’h, ha betek 2031, dre un dekred eus ar 27 a viz Du 2023 e oa nemedennoù eus ar savadurioù labour-douar  : « Evit koulzad kentañ dek vloaz (2021-2031), ar savadurioù pe staliadurioù evit bed al labour-douar, hag a saver war dachennoù labour-douar pe naturel ne lakaont ket da greskiñ lodenn an takadoù kêriekaet, ha ne lonkont ket an takadoù-se ».

N’eo ket feuket Laurence Fortin, bez-prezidantez tiriadoù ekonomiezh hag annezioù e Rannvro Breizh gant an nemedenn-se, evel pa veneg « souvereniezh ar boued » a ya un tamm mat pelloc’h eget harzoù ar gumun. Gant ar guzulierez rannvro e vez soutener ul lakaat e pleustr an AER war veur a live, o tagañ da gent « an annezioù a zo kiriek eus 70 % eus an artifisielaat, evit gellet mirout plas d’an obererezhioù ekonomikel. Abalamour ma rannomp ar font dre an hanter evit an obererezhioù ekonomikel, sur e teuio Breizh da vezañ un Ehpad ».

Ma ya an AER pelloc’h eget ar gouarnamant Barnier, e vo ret chom da eeunaat hollad an teuliadoù kêriekaat (Scots, ha goude-se PLUi) war palioù sifret ar Rannvro. Gellet a rafe mont betek 2028… Da c’hortoz, war an dachenn, pep strollegezh a c’hell kenderc’hel da lakaat e pleustr reolennoù ar bed betek-henn

Pinvidigezh divent da gaout diwar douaroù da sevel tiez

Pa zielfenner dek bloavezh a varc’hadoù font e Breizh e weler penaos eo deuet an artifisielaat an douaroù naturel pe labouret da vezañ un dalc’h ekonomikel a zegas gounidoù bras divent. Re uhel an temptadur evit herzel ouzh emled ar betoñs ?

Talvoudegezh un douar naturel (evel termenet en teuliadoù font…) a c’hellfe bezañ priziet da gentañ-penn diouzh pinvidigezh ar vev-liesseurted a vez ennañ, pe diouzh ar varregezh gounidegezh a zo ennañ, evit pezh a sell ouzh an douaroù labour. Met ne ya ket er-maez diouzh lezenn sav-diskenn ar marc’had. Gellet a ra priz an douaroù «naturel» mont eus 1 da 100… ma c’heller sevel ti warno. Pa seller pizh ouzh ar c’hemm-se e c’heller priziañ pegen kreñv ar wask war an douaroù klask warno. Dielfennet hon eus neuze priz gwerzh tachennoù hep tamm ti warno, bet enrollet etre 2014 ha 2023 en diaz DVF (goulenn talvoudegezh ar font).

Kemeromp 1 m² a zouaroù en ur gumun eus an Argoad. Tro 50 santim e oa keidenn e briz en dek vloaz diwezhañ. Div wech ar priz-se er c’humunioù war an aod. Seul dostoc’h eus an aod, seul uheloc’h e briz dre vras, evit tizhout ouzhpenn 4 euro ar m2. Digreskiñ a ra goude-se a-galz, met ne ya ket en tu all d’ 1 euro ar m2 evit an tachennoù dindan 100 metrad diouzh an aod, an takadoù gwarezet ar gwellañ gant lezenn an aodoù, lec’h m’eo erru dibosupl lakaat sevel ti.

En 10 vloaz diwezhañ ez eus bet tapet tro 977 milion a euroioù d’an nebeutañ gant ar werzherien douaroù naturel war an aodoù, pezh a ra un drederenn eus ar werzh douaroù evel-se war Vreizh a-bezh.

Kresket eo a-galz niver ar gwerzhioù/prenadennoù tachennoù tost ouzh ar mor, buanoc’h eget lec’hioù all e Breizh, o tremen eus dindan 2.000 ar bloaz 10 vloaz zo da war-dro 3.000 en tri bloaz tremenet. Kresket eo kement-all hollad an douaroù naturel bet gwerzhet (eus 260 da 370 hektar). Padal eo ouzhpenn daougementet ar sammadoù : e 2022, eo erru en tu all da 150 milion a euroioù ar prenadennoù douaroù naturel ze c’humunioù war an aodoù (250 milion e peurrest Breizh).

Ul lamm spontus en deus graet e 2020 keidenn priz ar m2 en takadoù war an aod etre 500 metr hag ur c’hilometr eus ar mor : tremenet eo eus dindan 2 € da tro-dro da 8 € ar m2. Diwar vremañ ez eo etre 200 metr hag ur c’hilometr eus ar mor e kaver an takadoù kerañ war an aodoù. Keidenn priz ar metrad karrez a zo div pe deir gwech keroc’h eget e-tal ar mor pe en douaroù. An takadoù-se eo a ginnig ar gwellañ treuzvarc’had etre bezañ tost eus ar mor hag ar chañsoù da gaout un aotre sevel tiez. Risklus eo deuet da vezañ klask sevel un ti tostoc’h eus ar mor : un tamm mat strishoc’h al lezenn e takadoù dindan 100 metrad pe en takadoù «tachennoù tost diouzh ar mor» pe «»ken-gwelus», hag a c’hell mont, hervez lec’hioù zo, un tamm mat pelloc’h eget ar 100 metrad (en tu all d’ur c’hilometr zoken).

Abaoe 2014 eo tost da 200 tachenn naturel eus Breizh zo bet gwerzhet da brizioù uhel-tre o tizhout 500 euro ar m² d’an nebeutañ. Ouzhpenn an hanter anezho a gaver en ur gumun eus an Arvor, ha dreist-holl war an takad etre 200 ha 1.000 metrad diouzh ar mor. Ha dreist-holl tro-dro d’ar Mor Bihan.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →