[Atersadenn] Nicolas Legendre : « An agro-industriezh zo aozet e-giz un arme ha kas a ra un doare brezel labour-douar »
Bulteau Pierre-Yves - 04/30/2026
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Penaos e tremener eus skrivañ ul levr-enklask e-pad seizh vloaz da seveniñ un teulfim 70 munud ?
Ur c’hammed luziet a-walc’h ha kalz labour eo bet. N’ouzon ket ma ‘m bije gallet en ober hep sell na skiant-prenet Magali Serre. Magali zo boas gant furmad an enklask evit ar skinwel. E-keit ma oamp o seveniñ Violence dans les champs en deus graet vad he sell din. Ha just a-walc’h, peogwir en deus graet vad he sell din, en deus roet tro din da vont er-maez eus ma zammig savboent ha da ledanaat ma zamm preder a-fed labour-douar da live Frañs ha n’eo ket d’al live breton hepken..
Perak ho peus graet an dibab-se ?
Da gentañ penn kuit da vurutellat ar patrom proaduadurour e Breizh nemetken. Hag a-benn mirout al labour diellaouiñ ouzh ar randon, anavezet mat gant ar gazetennerien a labour war an danvez : « Ya, mantrus eo ar pezh a zeskrivit met n’eo ken nemet aferioùigoù Bretoned. »
Ledanaat ar sell war al live broadel e Frañs a roe tro din ivez da lavaret e vez ar patrom-mañ, an hini pennañ e Breizh, gwir ivez evit Frañs a-bezh.
Da c’houde, e oa ar mennozh da ober eus un toullad temoù a gaver el levr al livenn-gein evit ar film. N’eo ket en ur ober ur renabl eus ar patrom-se met en ur lakaat e-kreiz ar breujoù ar sell war ar feulster.
Ha skoet e vezer gant se er film-mañ, an « didrouz » el levr zo deuet da vezañ « feulster » dre ar skeudennoù. Diwar bezañ stadet petra eo deuet ar sell nevez-se ?
Lavaromp ez eo diwar ar youl a oa ganeomp da ginnig ur sell hollek eus ar patrom agro-industriel. Ha dre ul labour pedagogiezh evit an holl arvesterien. Hag ar feulster en deus seblantet deomp bezañ an tu mat a-benn gallout kontañ perak ez eus hiziv an deiz kement a hegaz tro-dro d’an dalc’hioù war al labour-douar.
E Breizh evel e lec’h all ez eo ar feulster un elfenn e kreiz ar sistem-se.
Pa oan o skrivañ Silence dans les champs [ al levr-se en doa lakaet Nicolas Legendre da dapout ar priz Albert-Londres e 2023, NDLR], em boa douetañs c’hoazh war dalc’h kreiz ar feulster. Pa oa deuet er-maez al levr em boa kemeret perzh e kejadennoù hag emgavioù lies. Bep tro, pe dost, e veze testeni o vont diouzh an tu-se.
Obererien ar vicher, sokiologourien ….. Kement a dud o deus roet c’hoant din da genderc’hel gant ma labour enklask hag o deus roet an tu din da vukañ war dalc’h ar feulster.
Un dalc’h n’haller ket distagañ eus an taolioù gwask na deus ar gourdrouzioù bet bevet just a-walc’h gant Inès Léraud ha Morgan Large. Da ziverrañ an aergelc’h kontammus e komzit gant Magali Serre eus « dorn diwelus » ar sistem. Petra eo ‘ta?
Abaoe e frammadur er bloavezhioù 1960, e kemer harp sistem an industriezh vras war ul lojik, hini lezenn an hini kreñvañ, hini stourm an holl a-enep d’an holl. Ur mont en-dro a zo trec’h e Breizh kenkoulz ha war al liveoù broadel hag etrebroadel.
E pep lec’h e kas al lojik-se bec’hioù, gwaskoù, dikontantamantoù. E pep live ar chadenn. E-giz ul lamm-dour o tont eus an ensavadurioù betek an tiez-feurm. Un argerzh a ra reuzidi eus al labourerien-douar alies, ha bourevien a-wechoù..
Ar bec’hioù-se, ar gwaskoù-se, an diskontantamantoù-se a ya da vagañ doareoù feulster disheñvel. Da gentañ penn, feulsterioù a-enep al labourerien-douar o-unan, an tec’hout produadurour rak ar c’hudennoù, savet diwar dreistendleadurioù, ha tud o vezañ klasket en emlazhañ. Met ivez feulsterioù kenetre peizanted, gant brezel an douaroù.
D’ar feulsterioù-mañ e teu ar feulsterioù a-enep ar boudoù bev hag obererien diavaez d’ar bed peizant. Ar geodedourien-se, stourmerien ekolo, kinniget e vezont gant lod da vezañ ar re nemeto atebek d’ar c’hudennoù, ha padal emañ an atebegezhioù gwirion e lec’h all.
Ur poell da sammañ pep tra war chouk unan a ro tro da cheñch tu da soñjoù an dud diwar an atebeien gwirion ha d’al labourerien-douar diazez da sammañ o fulor, hep cheñch ar sistem labour-douar.
Rik an dra-se. En teulfilm e vez diskouezet e teu diwar ar soñj sammañ pep tra war chouk unan un doare feulster all, a-enep d’ar re ar c’hallfed envel « ar re a vir ouzhimp da broduiñ ha da ribotat en aner ». Ar beizanted a sav a-enep, diouzh un doare pe diouzh unan all, da vont en-dro ar sistem.
Ouzhpenn ur sistem eo hag an agro-industriezh zo aozet e-stumm un arme o kas ur brezel labour-douar. Met evit mont en-dro ne c’hell ket arme al labour-douar kaout « deñved du » en he zouez.
Ha d’ar poent-se e teu « dorn diwelus » ar sistem. Evit bezañ sur da dreuzvevañ e-unan eo bet embarzhet hag empennet gantañ doareoù feulster e enebourien, forzh pe reoù e vijent.
N’eus ket ur poell mafiaek amañ, un urzhas piramidek penn-da-benn. Ha disheñvel eo. D’ar poent-se e teu an « dorn diwelus » da reiñ tro d’ar patrom agro-industriel da virout an holl vagadoù, sentus mat anezho. Hag an « dorn diwelus »-se da enkorfañ troellenn ar feulster a zeuio da faezhañ, d’ur poent bennak, labourer-douar-mañ-labourer. Evel e ti al labourer-douar-mañ eus ar Maine-ha-Liger, a oa bet tro da gejañ gantañ hag aet eo gant an agroekologiezh war e zouaroù, ha setu anezhañ en desped dezhañ o vont a-enep sturiadoù an ensavadurioù lec’hel.
En teulfilm e weler ivez an « dorn diwelus »-mañ o faezhañ labourerien-douar zo, ha int-i sañset bezañ kevreidi ar sistem koulskoude. E-giz Emmanuel Hyest da skouer, prezidant-bet FNSEA an Normandi ha prezidant broadel ar Safer, ha n’eo ket bet renevezet e respedadoù dezhañ.
Emmanuel Hyest zo un dudenn a-bouez er patrom agro-industriel. Perc’hen douaroù pinvidik, n’eo ket ul labourer-douar bihan eus kreiz Breizh. Ouzhpenn e respetoù el labour-douar ez eo bet maer e gumun. Gallout a reer lavaret e oa bet a-bouez war ul live broadel e Frañs e-pad pell.
Ha war an dro ez eo unan eus ar mouezhioù disheñvel a gaver er bloc’had muiañ-niver, e diabarzh an FNSEA e-unan. Mouezhioù ha kizidigezhioù n’emaint ket war ar memes ton. E-kerzh e holl respetoù e oa a-bouez bras evit Emmanuel Hyest ar mennozh staliañ reoù yaouank. Ur mennozh a vez sammet ez-ofisiel e atebezh koulskoude gant an daouad FNSEA-JA.
E penn e di-feurm, e penn an FNSEA Normandi, e penn ar Safer, aesaeet en deus well-wazh lakaat al linenn ofisiel e pleustr. Ha ken mat eo bet lakaet e pleustr gantañ ma oa aet an disoc’hoù bet gantañ a-enep d’an interestoù broadel. Ha neuze eus an eil deiz d’egile ha hep preven ebet ez eo bet diskaret.
Un « sistem prennet » gant ur mont en-dro « taer », bet deskrivet a-raok el levr Silence dans les champs, ha deuet da vezañ anvet ar « sistem soviedel diwezhañ » en teulfilm Violence dans les champs.
Merzout a reoc’h ne samman ket ar meizad-mañ er vouezh-off. Renaud Layadi an hini eo, ekonomour e Rannvro Breizh, a zeskriv ar patrom agro-industriel gant ar gerioù-mañ. Ur savboent kreñv eo. Ha diouzh ar savboent skiantel rik, e soñj din e c’hallfed komz kentoc’h eus « kent-feodelezh » pe « dreistvevañs » ar sistem. Un doare anevesaat ar mod mestroni savet diwar patrom ar feodelezh.
Evit-se hon eus lezet an atersadenn-mañ gant Renaud Layadi er film. Rak dre ma vez liammet an obererien industriel hag an obererien bublik e vez kaset ha degaset ar patrom industriel bras produadurour etre ar c’hemmesk modoù hag ar c’henstok interestoù. Tostaat a ra, diouzh keñverioù zo, diouzh doareoù mont-endroioù hollveliour ha, perak ket, soviedel.
A-benn deskrivañ ur sistem a seurt-se pa vezer kazetenner e vez ezhomm testoù, ha tud da vennegiñ. En e doare skrivañ ec’h implije Silence dans les champs an dizanavekaat evit gwareziñ mammennoù zo. Gant Violence dans les champs e teu an holl gendivizerien da desteniañ hep kuzhat o dremmoù. Penaos oc’h deuet a-benn da gendrec’hiñ anezho d’en ober ?
Kinnig d’unan bennak testeniañ dirak ar c’hamera zo un argerzh luzietoc’h c’hoazh eget en ul levr. Dav eo bet deomp dibab troc’hoù eus ar c’hentañ, kendrec’hiñ an testoù, hag e fin ar gont, dont a-benn da virout ur bemzek a dud hepken.
Ha sklaer e oa deomp gant Magali,e oa en hon soñj implij doareoù da dizanvekaat, ha dizanvekaat penn-da-benn ivez. E fin ar gont n’hon eus ket bet ezhomm. An holl gendivizerien bet miret a oa bet mat dezho komz dirak ar c’hamera. Evel-just omp en em c’houlennet perak e oa bet mat dezho. Techet e vijen da lavaret ne vije ket bet posubl ober ar film-mañ dek, pemzek, ugent vloaz zo, ha d’ar poent ma ‘z erru ar film ez eus bet labourioù all a-raok e-giz reoù Inès Léraud, Splann !, skipailhoù skridaozañ Le Monde, Basta, Mediapart ha roet o deus an aotren d’an dieubidigezh-se eus ar gaoz.
Soñjal a ra din ivez ec’h erruer d’ur poent bennak e lec’h ma vez gwelet bevennoù hag hentoù-dall frammadurel ar sistem muioc’h mui. Ha testeniañ a ra se eus ur youl eus perzh un niver bras a obererien, ha tud eus diabarzh ar sistem, da ziskuilhañ an hentoù-dall-mañ.
Ha gallout a reer komz eus kalonegezh amañ ?
Bezet sklaer, ret eo kaout kalonegezh da zibab en em lakaat war var ha sevel a-enep an omerta-mañ.
Estroc’h eget an nebeut testoù-mañ, daoust-ha prest eo ar meno hollek ivez da lavaret « nann » d’an agro-industriezh ?
Me a gav din eo prest da vat. N’eus ken nemet sellet ouzh disoc’hoù ar sontadegoù disheñvel embannet war an dalc’hoù kaset gant se. Studiadennoù an ABU (Aozadur ar Broadoù Unanet pe ONU e galleg) diwar-benn ar goulennoù liammet d’an endro, da reoù ar Shift Project diwar-benn bed al labour-douar…. Me gav din, ur wech lakaet a-gostez an touelloù, an itrikoù gant ar mediaioù hag ar vrumenn c’heopolitikel, e chom keodedourien emskiant eus an dalc’hoù evit ar muianiver anezho.
Evit lakaat ar vazh da cheñch penn, e vefe ezhomm da ginnig dezho ur pakt sokial nevez. Ur pakt savet diwar treuzwelusted ha justis, da vodañ keodedourien ha peizanted, gant ur steuñv kas-da-benn sklaer a c’hallfe an dud sevel raktresañ gantañ.
An dalc’h n’eo ket ar gevredigezh kement-se met ar vinolerezh-se a zibaberien, kil-stourmerien anezho, stanket war o interestoù dezho o-unan hag ul lodenn anezho a zo o ouarnañ ac’hanomp hiziv an deiz.
Soñjal a reer el lezenn Duplomb, da ziskar an Ajañs Bio, da vreskaat Ofis Frañs ar vevliesseurted (OFB), met ivez, el live lec’hel d’an emgann lañset tro-dro d’ar Sage Vilaine…
Ur skouer vat eo just a-walc’h eus ar fed e pleg ar c’heñver nerzh evit an deizioù. Pemzek vloaz zo en dije graet an FNSEA e « daol bihan lous » en e gorn, lañset e lobierezh kustum gant aktourien dibabet gantañ hag aet e vije ar maout ganto d’un doare aesoc’h, a-galz.
Ha koulskoude, ur wech c’hoazh, eo deuet a-benn an FNSEA da cheñch tu d’ar gwask, met bet en deus tud o talañ outañ. Annezidi zo aet d’en em stummañ ha da gaout keleier war afer ar Sage Vilaine [diell raktresañ a-benn kaout ur vererezh kempouez ha padus eus ar pourvezioù dour, NDLR], hag embann sklaer ne oant ket evit gouzañv ar saviad-mañ ken.
Dalc’hmat er c’heñver nerzh-se, disoc’hoù an dilennadegoù-kêr a ziskouez e kumunioù eus departamant Penn-ar-Bed, e Plouvorn ha Landunvez, anavezet mat ganeomp e Splann !, ez eo bet dilennet en-dro an dilennidi a-unan gant an agro-industriezh, ha se gant ar re ouarnet ganto…
Bez’ ez eus eus ar seurt luskoù sokio-politikel. Liammet eo kreñv gant an herezhioù lec’hel, gant pennoù-bras, gant dalc’hoù ekologel, ha reiñ a reont lañs d’ar bec’hioù eus an eil tu hag egile. Ma ne weler ket an dilerc’hioù er votadegoù dalc’hmat, an emouez-se deuet d’an dud a gresk bemdez ha kavout a ra din e cheñch an traoù.
Evit cheñch tu d’ar c’heñver nerzh diouzh e du, daoust ha n’eus ket ezhomm gant emouez-mañ e vefe stadet sklaer an atebegezhioù ?
N’eus ket anv amañ da varnañ an difraosterien, an holl dud a grede a feiz-vat er patrom-mañ, met bukañ war ar fed e ouzer abaoe ar bloavezhioù 1970-80 pegen dañjerus eo ar patrom distrujer-buhez-mañ. N’eus ket bet miret ouzh ar firmoù da genderc’hel da broduiñ gant harp bras an diastuzerioù. Ne vir ket c’hoazh ouzh ar Stad da wareziñ ar sistem-mañ. Ret eo diskuilhañ kement-all a atebegezhioù. Ha peogwir ez eont a-enep d’an interest hollek just a-walc’h.
Diwar-benn an diastuzerioù, kendrec’het on-me, hon eus afer amañ ouzh skandal an amiant galloud mil. Atebegezhioù zo da sevel. Ha chom a ran kendrec’het e vo barnet garv ar skandal-mañ, ar re o deus aotreet anezhañ, ar re o deus gwarezet anezhañ.
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel