Aodoù Breizh : temptadur ar betoñs en arvor

Jérémie Szpirglas, Denis Vannier - 01/17/2025

Pennadoù an enklask

Digoradur

Gant Splann ! e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet penaos e c’hell gwechoù zo ar betonerezioù tremen dreist al lezennoù kêriekaat, en ur ober o mad eus servijoù ar Stad.

Estreget war aodoù Breizh e vez riskloù bezañ beuzet en Argoad ivez. Ar c’hant metrad kentañ adalek ar mor o deus bet gwelet 10 savadur nevez er c’hwec’h miz kentañ 2024, hag an hanter anezho o talvezout da eil-annezioù, ha kement-mañ daoust m’int bet gwarezet abaoe 1986 gant Lezenn an Aodoù.

Dindan dek vloaz ez zo tost da 4.000 hektar a zouaroù labour ha naturel zo bet distrujet e kumunioù an Arvor, evit bezañ kêriekaet. Padal betoniñ n’eo ket bepred un doare da reiñ ur vuhez nevez d’ar c’humunioù dre vurzhud : lod o deus gwelet niver o annezidi o vont d’an traoñ daoust da savadurioù nevez savet e-leizh.

Peadra zo da sevel goulennoù diwar-benn efedusted gwirion Lezenn an Aodoù. E 1986 e oa bet votet, hag 20 vloaz war-lerc’h e krog da vezañ lakaet e pleustr da vat. Un diazez lezennel efedus a-walc’h eo evit ar vaered a fell dezho lakaat untermen da artifisielaat tachennoù o c’humun. Met meur a vank en doare m’eo bet savet al lezenn a ro digarez da diez-kêr zo da dremen e-biou dezhi.

Sifroù ha kartennoù diembann betek-henn a ro tro deomp da sevel bilañs an dek vloaz diwezhañ war aodoù Breizh, pezh a lak war-wel ar mankoù politikel, koulz er strollegezhioù lec’hel hag e-mesk servijoù ar Stad.

Da vare m’emañ ar strollegezhioù lec’hel o sevel goulennoù diwar-benn an doareoù da lakaat e pleustr al lezenn Artifisielaat Ebet Rik (AER/ZAN) – ar skrid en deus da bal gwareziñ an tachennoù labour-douar ha naturel ac’hann da 2050 – petra a c’heller soñjal diwar ar mankoù hag an dislavaroù a c’hellfe ivez lakaat en arvar efedusted al lezenn nevez-se ?


Boest du

Savet eo bet an enklask-mañ a-drugarez d’ur bern diazoù roadennoù bet analizet gant Splann ! : aotre sevel, teulioù kêraozañ
niveradurezh an EBSSA, BD Topo
treuzkemmoù tachennoù, roadennoù kriz eus ar Cerema… Gant an doare-se e c’haller kinnig ur sell dre ar munud war emdroadur an arvor, er savadur tost en ur lakaat sifroù dianav da zont war wel war aodoù Breizh a-bezh.

Hon mammennoù :
• Lec’h ar savadurioù : BD Topo (2014 ha 2024)
• Renk ar c’humunioù war bord an aod : Observatoire des territoires – ANCT
• Trolinenn ar c’humunioù : Admin Express, IGN, miz Du 2023
• Dielloù kêriekaat : Géoportail de l’urbanisme ha OpenDataArchives
• Annezidi : Insee, recensements
• Kêriekaat dre gumun : Cerema
• Patrom tiraozañ an douar : MOS Foncier de Bretagne
• Aotreoù sevel : Ministrerezh an tiriadoù, an ekologiezh hag al lojeiz, SITADEL
• Douaroù gwerzhet :  Cerema, Demande des Valeurs Foncières (DVF).
• Eil tiez : Insee, Recensement de la population, Logements et résidences principales en 2020 et Logements et résidences principales en 2014.
• Emdroadur an niver a skolidi : Ministrerezh an Deskadurezh Stad : Bloazlevr an deskadurezh 2023 / Niver a skolidi 2015-2019 / Niver a skolidi 2019-2022

An holl skriptoù tretañ roadennoù a c’haller lenn hag adimplijout en o frankiz war Github
En ur venegiñ o tarzh (lizhersav CC-by-NA).
Meret eo bet ar roadennoù gant ar yezh Python dreist-holl. Implijet hon eus ivez ar meziant dieub QGIS hag al levrdi javascript Mapshaper.
Harpet eo ar c’hartennoù etreoberiat gant al levrdi MapboxGL.js. Dont a ra an dalc’had kartennoù eus an IGN hag eus kenobererien OpenStreetMap peurliesañ.

Mont pelloc'h

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Denis Vannier
Jérémie Szpirglas
skoazellet gant :
Juliette Cabaço Roger
Mersi bras da :

Mersi bras da Vassili Feodoroff evit ar poltridi, da Sten Charbonneau evit an droidigezh ha da Claire Simonin evit bezañ adlennet pep tra gant he daoulagad alvokadez.

Hor c'hevelerien