Darempred

Darempredoù

Postel : contact[@]splann.org | Pgmz : 07 49 89 59 53

Splann !, 3 plasenn Maez ar Roue, 22200 Gwengamp

Evit poent ne c’hall ket Splann ! degemer stajidi.

Titouroù da gas deomp ?

Titouroù pouezus evit ar gevredigezh ‘zo ganeoc’h ? Dokumantoù kizidig pe danvezioù e rankfe Splann ! enklask diwar o fennoù ?

  1. Kasit deomp ur postel kentañ gant ur chomlec’h hep hoc’h anv (gant un anv fals ma karit) a-benn displegañ deomp eus petra ‘zo kaoz berr-ha-berr. Gwelloc’h eo implijout posteloù evel Protonmail.
  2. Respontet ‘vo deoc’h penaos ober evit kenderc’hel an tabut ha kas deomp an dokumantoù.

Da ziwall : doare ebet da gas titouroù ‘zo 100 % e surentez. Gall a reoc’h implijout meziantoù suroc’h c’hoazh eget Tor pe ur rouedad prevez (VPN). Ma n’ho ‘peus ket fiziañs en ho pellgomzer pe urzhiataer e c’hallit implijout benvegoù ispisial ha n’int ket deoc’h.

Kas ur chekenn deomp

« Da Splann ! » eo dav deoc’h skrivañ war ar chekenn ha kas anezhañ da Splann !, 3 plasenn Maez ar Roue, 22200 Gwengamp

Kazetenner oc'h ha c'hoant ho peus kinnig ur sujed deomp ?

Ret eo deoc’h kinnig ur sujed a glotfe mat gant stumm pennadoù embannet gant Splann ! :

An enklask war an hir dermen. Daou gazetenner a labour war ur sujed e-pad meur a vizvezh. Embannet e vez e-tre daou ha pemp pennad war un tem. Paeet e vez 4 014€ brut.

War evezh. Ur pennad e-unan eo e-tre 5.000 ha 10.000 sin. Ar pal eo diskoachañ titouroù nevez  d’un doare prim. Paeet e vez e-tre 360 et 600 € brut hervez ar pennad.

Ma fell deoc’h kinnig ur sujed deomp, kasit dre vail ho CV hag ur berr-ha-berr eus ar sujed resis ho peus c’hoant kinnig (2.000 sin d’ar muiañ). Ret e vo d’ho testenn respont d’ar goulennoù :

  • Peseurt efed e vo gant an enklask-se ? Daoust hag-eñ e c’hallfe cheñch traoù (a-fed justis, kevredigezh, pennadurezhioù… ?)
  • Daoust hag-eñ ho peus titouroù nevez ?
  • Komzet e vez eus ar sujed-se gant mediaoù all ? Petra a vez skrivet diwar e benn ?
  • Perak eo ur sujed eus Breizh ? Ha daoust hag-eñ eo lec’heloc’h c’hoazh ?
  • Un dra bennak a zo o c’hoarvez er mare-mañ e-keñver ar sujed ?
  • Perak eo pouezus evit an dud lakaat ar gaoz war ar sujed-se ?

Embannet e vez gant Splann ! pevar enklask hir bep bloaz. Un emgav a zo raktreset gant ar c’homite embann div wech ar bloaz. Gantañ e vez dibabet ar sujedoù. Ar pennadoù berroc’h a zo embannet aliesoc’h.