Lizher-kelaouiñ : E Treveneg, ur betonaat a goust ker d’an annezidi #27
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno.
Fokus
- E Treveneg e lak ur gwallreuz naturel ar c’hêriekaat diwar re war-wel, en desped da bep tra ;
- Raktres ospital nevez Sant-Maloù lakaet en arvar ablam d’un toull er c’hef ha da 12 milion a zleoù.
Dastumet evidoc’h
- 91 darvoud gwask frankiz ar c’helaouiñ enrollet àr tiriad Republik bro Frañs e 2024 ;
- Taget e vez kevredigezhioù difenn an natur get an RN ;
- Fotovoltaek: kartennoù drol ;
- « Splann ! » a genlabour get ar media Bonpote bremañ Minotennoù bor ar mor: digorit an hent !
Adkavit ivez Taol-lagad ar wikipedour àr Ÿnsect, n’oe klasket implijout wikipedia evit he c’hehentiñ. Reizhet eo bet an traoù get meur a zen a volonte-vat evit reoliiñ an afer.
Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.






