« N’eus ster ebet ken gant ar gerioù. Lakaet e vez forzh petra a-dreñv da dachennoù natur kizidik. Sellit amañ, deus un tu ez eus ur peurvan falc’het diwezhat gant ur bern spesadoù o vevañ ennañ, ha tal kichen ur park e-lec’h ma vez gounezet kaol-fleur hepken, ha neuze paour a-fet bevliesseurted. » David a zo labourer-douar e Bro-Sant-Maloù. Pa z’aer gantañ war an hentoù a-hed an aod etre ar gêr vras-se ha Kankaven, e weler ur bern parkoù e-lec’h ma vez gounezet kaol-fleur e-leizh.
Koulskoude eo rummet « tachenn natur kizidik » ul lodenn vras eus an douaroù-se e bord ar mor, an Departamant pe Mirva an Arvor o vezañ perc’henn warno. Ur gwir rakprenañ a zo gant an daou ensavadur-se evit prenañ tachennoù en un takad termenet. Gwareziñ an douaroù en dañjer eo ar pal ha « klask ma vefe padus al lec’hioù anavezet evit o interest ekologel, a-fet dremmwel pe c’hoazh geologiezh ».

En Il-ha-Gwilen zo tro-dro 4.500 hektar a dachennoù natur kizidik, tevennoù, koadoù, lanneier, gwernioù… ha douaroù labour-douar. Evel ar parkeier e-lec’h ma vez gounezet kaol-fleur a vil vern warno gant labourerien-douar nann bio, tal-kichen ar mor. « Sellit, amañ ez eus meur a sac’h temz goulo laosket war ar plas, a ziskouez David. Hervez ma jedadennoù e vez lakaet kalz muioc’h a demz dre hektar evit ar pezh a vez aotreet gant an Departamant. Ha ne vez ket graet dre guzh zoken. »
Ret eo gouzout ez eus ezhomm etre 150 ha 200 kg azot dre hektar evit gounit kaol-fleur en un mod askoridik. Kizidig a-walc’h eo al legumaj-se abalamour d’an holl gleñvedoù a c’hall tapout ha neuze e vez lakaet kalzig a bestisidoù warne alies.
600 hektar a dachennoù natur kizidig gounezet pe peuret en Il-ha-Gwilen
Kaol, pour, brikoli pe c’hoazh patatez prim : an douaroù e bord ar mor a zo dedenus-tre evit al labourerien-douar a gustum plantañ pe hadañ legumaj, abalamour ma vez dous an amzer ha ne vez ket skorn morse eno. War aodoù Il-ha-Gwilen zo 600 hektar a dachennoù labour-douar rummet tachennoù natur kizidik. Ar pezh ne vir ket outo da vezañ gounezet pe peuret.
Ar c’hontrol memes. Evit tolpad-kêrioù Sant-Maloù lakaat fraostoù da zont da vezañ parkeier a zo un doare dreist da gaout douaroù ouzhpenn en ur vro e-lec’h m’eo diaes d’al labourerien-douar en em staliañ abalamour d’ar sevel tiez ha d’ar c’heriekaat stank ha stank. Ha war un dro « ez eo ivez ur mod da greñvaat surentez ar boued ha da aesaat ar produiñ damdost ».
Gall a reer en em c’houlenn hag-eñ eo gwir an kement-se pa oarer e vez produet e Breizh etre 80 ha 85 % eus kaol-fleur Bro Frañs. Hag ouzhpenn an hanter anezho o vezañ kaset d’an estren-vroioù.

« Evit an departamant eo ar parkeier legumaj-se bord ar mor un dra ispisial dezhañ ha ne gaver ket gwall alies e lec’h all, eme Thibault Gaborit, e karg eus servij glad naturel en Departamant. Lod anezho a vez meret en ur mod labour-douar doujus eus an endro, hervez an ezhommoù. Feurmet e vez an tachennoù-se da labourerien-douar bio ha lec’hel da gentañ penn. »
Padal, hervez ar sifroù bet roet gant an Departamant, n’eus nemet 24 % eus al labourerien-douar staliet war dachennoù natur kizidig en Il-ha-Gwilen hag a zo bio. « Pe vefent e bio pe get, rankout a reont doujañ da gaier ar c’hargoù endroel o talvezout evit an Tachennoù natur kizidik », a zispleg Thibault Gaborit. Dirak ar seier temz goulo war vord ar park e kav diaes David, hol labourer-douar, krediñ e vez doujet d’ar reolennoù.
Furchet hon eus evit kavout kaier ar c’hargoù endroel-mañ, met n’omp ket deuet a-benn d’e gaout. P’hon eus goulennet d’an departamant e vefe kaset deomp, ez eus bet lâret deomp mont da lenn framm lezennel ar feurmoù labour-douar gant diferadennoù endro, doare feurmoù a c’hall rediañ al labourerien-douar da gemer e kont an endro.
Mankout a ra ostilhoù lezennel d'an departamantoù
Peseurt reolennoù a zo e gwir neuze da geñver al labour-douar war dachennoù natur kizidik ? Abaoe 1985 e vez meret an tachennoù-se gant an departamantoù. Dezhe da sevel ur brastres-departamant evit dibab ar politikerezh a vo lakaet e plas evit gwareziñ an takadoù naturel-se. Da lâret eo, an departamant eo an hini a ziviz petra a c’heller ober pe get war an tachennoù natur kizidig, ha war an douaroù labour-douar a gaver en o zouez.
« Pa vez kaoz da staliañ ul labourer-douar nevez, e vez roet ar priorelezh d’ar re lec’hel ha bio, met n’eo ket ur redi ma n’eus den ebet war ar renk hag a glot gant ar pezh emaomp o klask, a zispleg Thibault Gaborit. Ma c’hoarvez kement-se e vez lakaet gant an Departamant diferadennoù endro : difennet implijout pestisidoù, lakaat an nebeutañ a demz posubl, falc’hat ar pradoù diwezhat… »

Enskrivet eo an diferadennoù-se er feurmoù labour-douar gant diferadennoù endro, ha disheñvel a c’hall bezañ ar reolennoù hervez ar parkeier. 58 % eus ar c’henemglevioù sinet etre departamant Il-ha-Gwilen hag al labourerien douar staliet war an tachennoù natur kizidik a zo ur feurm a seurt-se. An 42 % a chom a zo kenemglevioù feurmoù berrbad petramant klasel, hep redi ebet a-fet endro.
Gall a ra c’hoarvezout ivez e vefe prenet tachennoù labour-douar gant an departamant e-lec’h ma zo un den o labourat dija. Ma z’eo ul labourer-douar staliet gant ur feurm n’eus ket moaien da lakaat anezhañ da vont kuit pe da cheñch e zoareoù d’ober. Neuze e c’hall an douaroù-se bezañ gounezet d’un doare askoridik. « N’eus ostilh lezennel ebet evit rediañ al labourer-douar da cheñch, eme Thibault Gaborit keuz ennañ. Ret eo deomp mont da dabutal gant an dud evit klask ma vefe graet al labour e mod-all. N’eo ket aes. »
Bezañ rummet tachenn natur kizidik ne dalv ket dre ret neuze e vo gwarezet an douaroù, daoust d’ar palioù embannet gant an departamant. En Il-ha-Gwilen e vez labouret an tri c’hard eus ar parkeier lec’hiet e tachenn natur kizidik gant labourerien-douar askoridik. Evit ar pezh a sell ouzh ar feurmoù gant diferadennoù endro, daoust dezho bezañ un tammig muioc’h eget an hanter eus ar c’henemglevioù sinet gant labourerien-douar, e c’hall an diferadennoù enskrivet cheñch eus an eil feurm d’egile, hep gwarant e vefe difennet implijout pestisidoù ha temzoù sintetek.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






