Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz Even 2026 ?
Ar skipailh embann - 06/02/2026
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

📬 Hon dibab enklaskoù foran a c’hellit kaout bep miz dre bostel, o vezañ koumanantet d’hol lizher-kelaouiñ. Digoust eo, hag embannet e galleg hag e brezhoneg.
Saint-Gonlay (35). Termenet e vo listenn an tachennoù hag a vo implijet gant kevredigezh chase Saint-Gonlay. Etre an 1 hag ar 5 a viz Even e vo digor an enklask publik-mañ.
Quédillac (35). Gant ar SCEA La Prévostais e vez goulennet enrollañ ar raktres astenn e sevel-moc’h evit tremen eus 1.917 da 3.434 penn-moc’h-kevatal. Etre ar 15 a viz Even hag ar 15 a viz Gouere e vo digor ar guzuliadenn-mañ.
Langoned (56). Goulennet e vez tiekaat ur sevel-yer a 39.168 plas el lec’h anvet Kerguellec. Etre ar 4 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e vo digor an enklask-mañ.
Caro / Karozh (56). Gant an EARL Bel Air e vez goulennet tiekaat ur sevel-yer a 40.000 penn-yarig el lec’h Bel Air. Betek ar 26 a viz Even e vo digor ar guzuliadenn-mañ.
Coësmes (35). Goulennet e vez gant EARL La Chevronnière kreskiñ e sevel-moc’h el lec’h La Chevronnière. Betek ar 26 a viz Even e vo digor an enklask publik-mañ.
Poligné (35). Sevel ha tiekaat ur parkad rodoù-avel gant div rod-avel ha daou bost degas a fell d’an embregerezh Vents des Closiaux ober. Etre an 10 a viz Even hag an 10 a viz Gwengolo e vo digor an enklask publik-mañ.
Plabenneg (29). Ur raktres labouradeg dibakañ ha propaat biolastez a zo gant an embregerezh Breizh Biodéchets. Etre ar 5 a viz Even hag an 3 a viz Gouere e vo digor an enklask publik-mañ.
Plénée-Jugon (22). Raktres div rod-avel (200 metrad a uhelder d’ar muiañ) hag ur post degas el lec’h Landes de Bréhinier gant an embregerezh SAS SCPENR des Landes de Bréhinier. Etre an 8 a viz Even hag an 10 a viz Gouere e vo digor an enklask publik-mañ.
La Motte / Ar Voudenn (22). Raktres ur parkad rodoù-avel gant an embregerezh Énergie des Corcées. Etre an 10 a viz Even hag an 9 a viz Gwengolo e vo digoret an enklask publik.
Logivi-Plougraz ha Plougonveur (22). Nac’het eo bet raktres rodoù-avel Parc Ar Hoat, hag a oa teir rod-avel ennañ, gant un diferad-prefed da-heul un ali a-enep gant Ministrerezh an armeoù. En un trepas aer a 2.000 metrad e vije bet ar rodoù-avel, a-bep tu eus un hent-nij izel. Nullet eo bet an enklask publik a oa sañset bezañ dalc’het betek an 20 a viz Gouere.
Logivi-Plougraz (22). Sevel ur greizenn fotovoltaek a 4.536 modul fotovoltaek war ur gorread a 4,4 devezh-arat el lec’h Menez Va eo raktres an embregerezh CPV SUN 40. Etre an 1añ a viz Even hag an 3 a viz Gouere e vo digor an enklask publik-mañ.
Plistin (22). Sevel ur greizenn fotovoltaek war ur gorread a 16,46 devezh-arat el lec’h Goasorguen eo raktres an embregerezh Goasorguen Energies. Betek an 25 a viz Even e vo digor an enklask publik.
Gwezhennoù (56). Lakaat teir rod-avel a fell da Gallista Energy ober evit digeriñ ur lec’h adkargañ kirri-tan tredan e Terres de la Ville Robert. Enklaskadenn betek an 22 a viz Eost.
Karnag (56). Goulennet e vez gant SARL Les viviers de Saint-Colomban sevel ur savadur evit lakaat ur pont-ruilh dreist da daou boull-dour mor e beg ar Pô e Karnag. Etre ar 1añ hag an 15 a viz Even e vo digor an enklask publik-mañ.
Douarnenez (29). Raktres astenn an dachenn-gampiñ La Baie de Douarnenez. Betek an 20 a viz Even e c’heller kemer perzh.
Lanester (56). Raktres savlec’h kas-degas traezh mor gant an embregerezh Sablimaris. Betek ar 26 a viz Even e vo digor an enklaskadenn-mañ.
Baguer-Pican (35). Sevel ha korvoiñ un greizenn deradenn tomm-gor hag un avead drailhañ, pilat ha kroueriañ produioù maeneg eo raktres an embregerezh Pigeon TP Normandie. Betek ar 26 a viz Even e vo digor an enklaskadenn-mañ.

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel. Existe aussi en breton.