Da geñver an emsav sokial en deus divizet ministr an Diabarzh asinañ er gêr tud’zo evit mirout outo da vanifestiñ. Petra eo an diarbennoù-se anvet Micas (« mesures individuelles de contrôle administratif et de surveillance ») ?
Vincent Louis : Liammet eo ar MICAS gant ar stad a zifrae. Etre 2015 ha 2017 e oa bet asinet er gêr tud hag a oa e liamm gant ar riskl sponterezh djihadel, met ivez tud ha n’o doa liamm ebet gant ar sponterezh-se.
Ar pezh a vez lavaret gant ministrerezh an Diabarzh eo e vez ampletusoc’h asinañ er gêr tud hag a fell dezho lakaat reuz er COP21, petramant c’hoant kemer perzh en emsav enep lezenn al labour, eget merañ ar reuz a c’hellfe bezañ graet gant an dud-se. E 2017 e oa bet krouet ar Micas, o kemer plas an asinañ er gêr, gant «ar pal nemetañ mirout na c’hoarvezfe taolioù sponterezh».
Evit implijout ar MICAS e ranker prouiñ ez eo a-du an den gant mennozhioù sponterezh, pe e vez e liamm ingal gant spontourien.
Nicolas Klausser : Pa oa bet normalizet ar stad a zifrae, pa oa deuet «an asinañ er gêr» da vezañ MICAS, zo bet ur bern tud oc’h abegiñ enep. Ministr an Diabarzh er mare-se, Gérard Collomb, a felle dezhañ sioulaat ar jeu. Hervezañ ez eo diazezet ar MICAS diwar «notennoù gwenn» savet gant ar servijoù titouriñ ha doujañ a reont d’ar gwir dre ma c’heller klask abeg outo dirak ar varnerien.
Ar pezh a oa sañset mirout ma vefe implijet ar Micas da geñver derc’hel an urzh… An deiz a hiriv e vez menneget gerioù ar ministr-se gant avokaded an dud lakaet dindan Micas, evit klask diskar ar mod d’ober a-vremañ.
Ha memes pal a zo gant ar «berzioù mont da lec’hioù’zo» bet divizet gant ar justis evit mirout ouzh tud’zo da vanifestiñ enep kendalc’h an RN e Orleans da skouer ?
N.K. : Gant ar Micas e c’hell bezañ berziet mont da lec’hioù’zo, ouzhpenn rediañ un den da chom en e gumun. El lezenn a-zivout aozadur ar C’hoarioù Olinpek ha Paralimpek e 2030, kinniget gant ar gouarnamant, ha votet gant ar breujoù, e kaver un dra ouzhpenn : ar fed berziañ d’un den mont d’un « darvoud bras».
Gwall baradoksel eo an tamm lezenn-se : eus un tu e vije skañvoc’h « ar berziañ mont d’un tu-bennak » eget ar Micas, ha neuze e vefe gwarezet ar frankizoù. Met deus un tu all e ro doareoù all d’ober da vinistrerezh en Diabarzh, pa ne c’hell ket hennezh implijout ar Micas kement hag en dije c’hoant. E Orleans e oa unan eus ar gwechoù kentañ ma oa bet lakaet e pleustr an doare-se d’ober.
Diskleriet en deus Laurent Nuñez dirak ar Vodadenn Vroadel : « Hervezon e talv ar Micas evit ar pezh a sell ouzh ar galvoù emsavadegoù. » E 2024 en doa diskleriet Gérald Darmanin dirak ar senedourien e oa bet divizet evit ar JO « ur strategiezh hualañ da virout vefe lakaet reuz gant kement den prest, hervezomp, d’ober kement all». Ha souezhet oc’h gant ar mod-se m’en deus ar gallout da abegiñ ?
V.L. : Ar pezh a zo sur eo e servij an diarbennoù melestradurel-se, krouet da stourm enep d’ar sponterezh, da galz a abegoù all. Ha biskoazh kement all dibaoe manifestadegoù ar 17 aviz Here. Pa oa bet foulmac’het « polis an engroezioù » e oa bet lakaet er jeu ar « polis uhel », an hini a zo sañset ober war-dro ar sponterezh. Evit justifiañ kement-se e oa bet implijet gerioù bras dirak ar Vodadenn vroadel, o kinnig an traoù evel ur mod ha hualañ.
72 Micas a zo bet divizet etre miz Du 2017 ha miz Here 2018, ha tost 10 gwech muioc’h, 657, war ur bloavezh a-c’haoliad war 2023 ha 2024.
N.K. : Diskouez a ra pegen aes eo implijout an diarbennoù-se ha pegen tidek eo ar re-se. Normaladur ar stad a zifrae a ro galloudoù dreistmuzul d’ar servijoù titouriñ. Da gentañ hon eus gwelet ur politikerezh enep-sponterezh dre an traoñ : servijoù titouriñ o pourchas elfennoù da vinistr an Diabarzh hag o kinnig dezhañ embann diferadoù. Hag hiriv an deiz e weler ur politikerezh dre an nec’h, da lâret eo ministr an Diabarzh o c’houlenn digant ar servijoù-titouriñ peadra da justifiañ an asinañ er gêr.
E-kreiz ar jeu e kaver Renerezh ar frankizioù publik hag an aferioù lezennel (DLPAJ e galleg), hennezh o vezañ servij lezennel ministrerezh an Diabarzh : resevout a ra ar goulennoù Micas ha diouto e ra diferadoù. Ar memes poell a oa bet implijet pa oa bet klasket diskar «Emsavadurioù an Douar» (les Soulèvements de la Terre). Ar mod eilpennañ-se a ziskouez pegen tidek eo erru an traoù en deiz a hiriv.
Hervezoc’h, perak eo bet divizet e 2024 gant Lez europat gwirioù mab-den ne vez ket kontrol ar Micas ouzh Kendivizad europad gwirioù mab-den ?
N.K. : Kavet eo bet gant ar varnerien-se ne ya ket re bell ar jeu gant ar Micas, dre ma ne vez ket klozet an traoù da vat ganto. Gwir eo e vez strishoc’h ar frankiz mont ha dont, met hervez an degouezhioù eo. An dalc’h eo ar fed ma vez degemeret « an notennoù gwenn ».
Paneveto ne vije ket eus an tabut-se. Lez europad gwirioù Mab-den he deus degemeret « an notennoù gwenn », gant ma vefont resis, abeget ha gant ma c’heller tabutal diwarno dirak al lez-varn. Neuze e vefe ret sellet ouzh ar pezh a ra ar varnerien diwar-se… Padal e vez divizet kazi bep tro ganto ez eo resis hag abeget a-walc’h an notennoù gwenn.
Nagenniñ ar Micas a dalv mont war brosezerezhioù o tennañ d’an daveidigezh-frankiz (référé-liberté) ha d’ar breudoù war an OQTF. Perak ‘ta d’ho soñj ?
V.L. : An hent-proseziñ-se a zo bet krouet espres-kaer evit ar Micas, gant ar soñj e c’hell diarbennoù dreist-ordinal bezañ kempouezet gant gwarantoù ouzhpenn. Posupl eo neuze kas ur c’hlemm diwar-vall met ur gudenn a zo : pa vez un daveidigezh a-seurt-se, ne vez barnet nemet ma vez lakaet ar frankiz en arvar da vat « en ur mod grevus ha eneplezenn splann ».
Setu ma vez distaolet an daveidigezhioù-frankiz peurliesañ, pe dre an abeg ma n’int ket mallus a-walc’h, peogwir ma ne vez ket kavet eo grevus an noaz. War ar prim e rank ar varnerien ober o mennozh war an aferioù, ha diaes eo dezho gwiriekaat ar pezh a gaver en « notennoù gwenn ». Ne vez kaset enklask ebet gant ar varnerien velestradurel diwar-se ha fiziañ a reont er pezh a vez skrivet en « notennoù gwenn ».
Er gazetenn Le Monde eus ar 17 a viz Du ec’h embann ur sindikad barnerien velestradurel e ranker bezañ war evezh e-keñver ar fed ma c’hellfe an traoù mont war-ziroud. Digustum a-walc’h eo, neketa ?
N.K. : Sindikad ar Justis velestradurel hollek ha dizalc’h (JACI) a zo nevez da vat ha n’eo ket niverus ar varnerien ennañ. Prezidant ar sindikad-se zo bet dec’halvet d’an urzh zoken. Fiziañ a ra kalz ar varnerien velestradurel er velestradurezh, ha neuze en notennoù gwenn hag a vez o tont diouti, hag ouzhpenn, a-fet sokiologiezh, e teu lod eus ar varnerien deus ar veletradurezh. Kontrolet e vez o respet gant ar C’huzul-Stad…
Gant meur a avokad e vez diskleriet ar fed ma erru diwezhat-tre ar Micas, d’ar gwener noz, evit ma ne vo ket posupl mont a-enep. Ar memes kudenn a vez, war a seblant, gant an hentoù dibabet evit ar manifestadegoù.
V.L. : Ur strategiezh eo hag a weler o vont war-raok abaoe meur a vloavezh war an holl diarbennoù polis. O paouez kadarnaat emañ ar C’huzul-Stad ar fed ma c’hell ministr an Diabarzh embann diferadoù diwezhat. Evit ar pezh a sell ouzh ar Micas, hag a dalv evit den-mañ den, e vez diaesoc’h neuze d’an dud mont a-enep. Da lâret eo e vez hualet ar gwir amoug.
Daoust hag e c’hellfe al lezennerezh da zont bezañ levezonet gant ar Micas ?
N.K. : Ya. Gant Renerezh ar frankizioù publik hag an aferioù lezennel (DLPAJ) e vez skrivet ar raktresoù-lezenn peurliesañ. Ganti eo bet ledanet an doareoù ma c’hell ministrerezh an Diabarzh ober ganto. Er mod-se e vez implijet er gwir boutin diarbennoù hag a veze lakaet e pleustr a-raok, ha kerkent ha 1945, e-keñver tud « mall-o-c’holl », da lâret an dud estren.
V.L. : Er breujoù e weler dilennidi o souten ar mod-se da ledanaat ar gwir liammet gant ar surentez hag a vez kaset gant an DLPAJ ha ministrerezh an Diabarzh. Da skouer pa z’eo bet lakaet « ar berz mont da lec’hioù’zo » el lezenn war ar JO 2030, pa oa an diarbenn-se aotreet gant ar Micas dija. Ar mennozh a oa gant ar gannaded eus ar C’hreiz kinniget ganto ar mellad-se eo : « Dre ma z’eo strizh-kenañ an asinañ er gêr, e fell deomp aotreañ kentoc’h ar velestradurezh da verziañ tud’zo da vont da lec’hioù’zo. »
N.K. : Ar gargidi-uhel skrivet ganto an testennoù a-zivout ar stad a zifrae yec’hedel a oa gant ar mennozhioù-se dija : ar stad a zifrae evel ur seurt sevenadur melestradurel. Ar raktres-skrid kentañ a-fet stad a zifrae yec’hedel a roe an tu d’ar prefeded da lakaat tud-enep en dispell ha dizro zoken. Pa oa bet gouiet kement-se, ne oa ket aet ar gouarnamant betek-penn e vennozh. Aze e weler ar memes dialusk hag ar pezh a gaver a-fet gwir an estrenien.
Hag erru omp en ur stad a zifrae dibaouez ?
V.L. : Ar pezh a weler e gwirionez eo ar fed m’eo deuet da vezañ ordinal-tre ar pezh a oa sañset bezañ dreist-ordinal, a-drugarez d’ar Micas. Ar modoù-se en deus ar gouarnamant da ren an traoù a ya war ledanaat, galloudoù ar velestradurezh-polis kement-all, ha tud nevez a vez tizhet tro-ha-tro.
N.K. : Gallout a reer lavar emaomp dalc’hmat en ur stad a zisdalc’h. Ar pezh a c’hoarvez er mare-mañ eo dres ar pezh a rae aon deomp abaoe 10 vloaz, evit ar pezh a sell ouzh ar stad a zifrae hag ar fed e teufe da vezañ normalaet.
Koulskoude emeur o c’hortoz divizoù a-berzh ar barner melestradurel, a-zivout ar Micas bet divizet e-kerzh an emsav sokial diwezhañ. Ha klevout a reer emañ ar brokulourien bep tro evit ma vije nullet ar Micas, e Lille, e Pau… Marteze a-walc’h e krog, a-benn ar fin, ar justis da gontrolliñ ar velestradurezh e-keñver an diarbennoù-se.
Geriaoueg ha da vont pelloc’h
Geriaoueg
Normaladur : normalisation
ar stad a zifrae : état d’urgence
diarbennoù enepsponterezh : mesures anti-terroristes
asinañ er gêr : assignation à résidence
strategiezh hualañ : stratégie d’entrave
diferadoù : arrêtés
stad a zifrae yec’hedel : état d’urgence sanitaire
ur stad a zisdalc’h : état d’exception
Da vont pelloc’h
S. Hennette-Vauchez et A. Vauchez, Des juges bien trop sages : qui protège encore nos libertés ?, Le Seuil, 2025.
L. Michallet et V. Louis, « L’antiterrorisme administratif contre le mouvement social : l’extension des MICAS et interdictions de paraître », La Revue des droits de l’Homme, 2026.
S. Hennette-Vauchez, N. Klausser et V. Louis, « De la normalisation de l’état d’urgence à sa routinisation ? Une étude empirique des Micas », La Revue des droits de l’Homme, 2025.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : redaction [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






