Prenañ levrigoù-enklask

251018 Couverture Page Librairies Partenaires Bzhg (1920x1080)

Koulzad gwerzañ nevez evit goullenit hol levrigoù en linenn ha lenn hon enklaskoù bras war baper.

 

Goulennit anezhe a-raok ar 24 a viz Mae.

Julie hag Alain a gaso deoc’h al levrigoù er gêr.

 

Ur goulenn, un ali, ur problem diwar-benn ar c’houlzad ? Skrivit deomp : contact+commande [@] splann.org

 


  1. Ar gennad prevez oc'h ober e doull el liseoù labour-douar

    Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez en distro-skol 2024.

  2. Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc'had evit ar gennad prevez

    Splann !  he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc’hantaouiñ. Un drailh programmet evit mat ar gennad prevez. Analizañ a reomp holl elfennoù un drailh programmet evit mat ar gennad prevez.

  3. Aodoù Breizh : temptadur ar betoñs en arvor

    Gant hon enklask e vo diskoachet penaos e c’hell gwechoù zo ar betonerezioù tremen dreist al lezennoù kêriekaat, en ur ober o mad eus servijoù ar Stad.

  4. Mengleuzioù pistrius e Breizh

    Groñvel : 1.400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e Kreiz-Breizh. Ha war vrasaat e ya c’hoazh : nevez zo he deus bet un aotre evit digeriñ ur poull ouzhpenn, un toull bras-divent a 80 metrad donder.

  5. Klañv eo porzh Sant-Nazer gant e industriezhioù

    N’eus levri ebet ken.

    Abaoe kant hanter-kant vloaz zo eo liammet a-dost Sant-Nazer ouzh al listri-bale marzhus deuet er-maez eus kalioù Chanterioù an Atlantel. Ur berzh ekonomikel bet tizhet a-drugarez da vilieroù a implijidi lakaet war var da voged soudiñ ha da zanvezioù pistrius all

  6. Kleuzioù ha girzhier en arvar

    N’eus levri ebet ken.

    Kleuzioù, girzhier ha gwez a zegas kement servij d’an endro, met dreist-holl d’ar boblañs a-bezh, padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al labourerien-douar nemetken.

  7. Cooperl : enklask war un embregerezh pemoc’h ramzel

    N’eus levri ebet ken.

    Da gentañ penn oe ar C’hooperl ken met ur strolladig 25 saver moc’h. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel, ur gevelouri a gaver enni 83 kevredad, en o fezh pe evit darn outo, un dek bennak diouto en estrenvro.

  8. Brezel ar parkeier

    N’eus levri ebet ken.

    C’hoant zo staliañ mil labourer-douar ar bloaz e Breizh. Hiziv n’eus nemet 500 a-boan a zeu a-benn d’en em staliañ e-keit ma weler tiez-feurm divent o tont war wel. Tiez-feurm 1.000 hektar, 1400 a-wechoù memes.

  9. Metan : bec’h d’an atant

    N’eus levri ebet ken.

    Bro Breizh eo al lec’h, e Frañs, lec’h ma vez produet ar muiañ a loened. Setu perak eo beuzet ar vro gant distaolaioù loened, ha fell da labourerien-douar ha da embregerezhioù bras an energiezh treuzfurmiñ en gaz ha goproù.

  10. Essure : droug mouget e korf ar merc’hed

    N’eus levri ebet ken.

    Milieroù a merc’hed ‘deus kontet bout tapet fall o yec’hed goude bout bet lakaet an ensteudoù Essure. An embregerezh ‘neus gwerzhet anezho a gendalc’h da lâret ‘n eus ket kudenn ebet. Un diell eus ajañs ar yec’hed a lâr ar c’hontrol.

  11. Breizh : c’hwezh an amoniak er maez

    N’eus levri ebet ken.

    Kement a atantoù da zisevel loened ‘zo, hag eo Breizh ar vro an hini pennañ o tilaoskañ amoniak e Frañs. Ha gant ar gaz-se, krouet rannigoù-munud en aer.

  12. Levrdioù a genlabour ganeomp

    Gall a reoc’h prenañ hol levrigoù-enklask e levrdioù zo da 10 € pep hini.