Moc'h fall

Ines Leraud, Sylvain Ernault, Kristen Falc'hon, Floriane Louison - 02/01/2023

Digoradur

Tost an hanter eus ar pemoc’h disavet ezdouar e Bro-Frañs zo e Penn-ar-Bed. Bet eo bet da enklaskiñ « Splann ! » diwar-benn rouaned an industriezh-se ha war arzoù demokratelezh an endro.

E Landunvez, Avel Vor, unan eus atantoù brasañ Frañs zo kresket c’hoazh betek produiñ 26.000 penn-moc’h bep bloaz. Sañset eo bet nac’het astenn an ti-feurm gant ar justis div wech abalamour ma oa re fall evit an endro. Met aotreet eo bet memes tra gant prefed an departamant, Philippe Mahé, a-drugarez d’un diell enklask foran gant ur bern titouroù faos eno.

Nepell, e Plouvorn eoerru marn ar stêr Horn. Pesk ebet ken da besketañ, riskloù da chom hep kaout dour da evañ, difennet mont da gouronkañ el lenn… 17 atant moc’h bras divent zo er gumun, da lâret eo 80.000 pemoc’h evit 2.900 annezad. Sur-mat ez eus bet efedoù war an endro. Hag evel e Landunvez, santet e vez pouez ekonomiezh ar moc’h war an ti-kêr.

Pennad kentañ an enklask war Landunvez a oa bet embannet e miz Gouere 2022 war hol lec’hienn hag hini meur a vedia a genlabour ganeomp. Un eil pennad a oa bet embannet gant Mediapart e miz Du 2022, skrivet gant hor c’hazetennerien Inès Léraud ha Kristen Falc’hon. Embannet e vez ganeomp digoust. An trede pennad diwar-benn Plouvorn zo bet kenbroduet gant Splann ! ha Mediapart.

Mont pelloc'h

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Inès Léraud
Kristen Falc'hon
Floriane Louison
skoazellet gant :
Faustine Sternberg
Sylvain Ernault
Juliette Cabaço Roger
Mersi bras da :

Troet eo bet an testennoù gant Riwanon Kallag ha Gwenvaël Delanoë. An enklask-mañ zo bet embannet digoust a-drugarez d’ar mediaoù a genlabour ganeomp : France 3 Breizh, Pobl Vreizh, Dispak, Mediapart, Reporterre, Basta ! ha rouedad Radio Breizh.

Hor c'hevelerien