- Article précédent: An Horn, ur stêr en arvar gant an agro-industriezh
- Article suivant: Peseurt raktresoù 'zo tro-war-dro e Breizh e miz Gwengolo 2024 ?
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
Chañs vo digaset dezhe sur awalc’h, a-drugarez da vinistr an ekonomiez, ar finañs hag an industriezh nevez, Antoine Armand.
« Guerilla melestradurel ha bretaus », « Mise au pilori » : ar gerioù-se ‘neus larêt Antoine Armaud, d’ar 23 a viz Genver, pa oa o komz deus ar c’hevredigezhoù a difenn an endro, pa oa bet o visitañ ur menaj-yar ba Geispolsheim, en Alzas.
D’ar c’houlz-se e oa labourerien-douar ‘o manifestiñ evit bout paet mat. Met ar ministr Marc Fesneau ‘noa kaset an depute macronistgwall pell evit brudañ menajoù.
Hennezh n’eo ket ur skouer vat a reizhded koulskoude : e 2016, oa bet roet dezhañ an aotren astenn, met nullet ‘oa bet gant ar justis melestradurel war lec’h. Un enklask foran nevez oa bet graet goude, hag oe bet ad-aotret an menaj e fin 2022. Un amoug all a enep an aotren ‘oa bet savet. D’ar memes koulz, un enklask ‘oa bet digoret gant ar justis da heul ur c’hlemm ‘oa bet douget gant ur strollad annezidi, a rebeche dezhañ bezañ bet « lakaet en arvar buhez a yec’hed an dud ».
« N’eus ket a diezh-feurm-uzin e Frañs » a lâre Antoine Armaud pa oa bet pedet gant BFMTV, d’ar 23 a viz Genver. Hervezañ ‘vez taget al labourerien-douar gant « kantadoù a argadoù stourmerien ekologour ». Ha eñ da sevel er memes koulz ur strollad er Parlamant evit soutenn ar chatalerezh.
Kustumed eo hennezh da vezañ pedet gant mediaoù Bolloré. Aterset eo bet evit ur wec’h keñtan evel ministr gant ar JDD. D’ar 6 a viz Meurzh, eo bet gwellet ba’n bodadeg broadel, er sal Colbert : « paeron » oa d’ur c’hollok aozet gant « Z’Homnivores », ur gevredigezh a oa bet savet gant pennoù bras ar industriezh ar c’hig e Breizh a-enep stoumerien enep-spesadouriezh (antispécistes). Rennet eo al lobby-se gant Hervé Le Prince. Bet skrivet gantañ e vefe Splann! ur «media kozh-kaozoù » ha Nicolas Legendre un « irienner » (« complotiste »).
« Preizhet e vez al labour-douar, eme Antoine Armand d’an devezh-se. Gant ar bleizi, met ivez gant an holl kevredigezhioù a zo, ‘benn-fin, evel armeoù bihan da sevel rekourioù dre vreutaat [recours contentieux] a-enep d’al labourerien-douar. Ret eo digalonekaat anezhe rak e tigalonekont ar produerien boued ». Pep tra ‘zo da lenn e rentañ-kont ar c’hollok, bet embannet e kazetenn La France agricole.
Un neubeud sizhunioù goude, eo bet kinniget gantañ un enkemmad (amendement) evit skarzhañ L214 deus ar sistem a ro an tu d’an dud a ro arc’hant dezhe da zigreskiñ an tailhoù a baeont. Un enkemmad all ‘neus kinniget da reiñ an tu d’al labourerien-douar da vezañ restaolet dezhe dic’haouioù hag interestoù pa vez kaset ur rekour « abusif » a-enep o raktresoù.
Laouen e oa Antoine Armand e oa bet anavet « al labour-douar, hag an desevel loened evel ul laz hollek » [intérêt général]. Ar pal eo lakaet al labour-douar d’ar memes live ha hini an Endro. Gis-se vo roet aliesoc’h aotreoù evit brasaat chatalerezhoù pe fardelloù dour gant ar barnerien melestrerezh.
N’eo ket bet betek penn an destenn lezenn-se ‘blam m’eo bet divodet ar Vodadenn Vroadel. Met ur c’hinnig nevez a c’hallfe plijout d’al lobioù. E-kerzh an diskouezadeg etrevroadel war ar chatal, ar Space, a oa bet dalc’het e Roazhon e kreiz miz Gwengolo, en doa gwarantet Antoine Armand e oa « war evezh-kenañ evit ma ad-lakfe war ar stern ar gouarnamant al lezenn war programadur al labour-douar, ar buanañ ar gwellañ ».
D’ar poent-se, ne oare ket c’hoazh e teufe da vinistr e plas Bruno Le Maire.