Piv omp ?

  • Splann ! a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. E Bro-Dreger, e Gwengamp, emañ staliet.

  • Da gentañ e vez divizet gant ar c’huzul-embann ur sujed a zo ezhomm e vefe enklasket diwar-e-benn. Kazetennerien a vez gopret da c’houde evit ober al labour, hag amzer a vez laosket dezhe da beurechuiñ o enklaskoù. Er fin e vez roet, evit mann, ar pennadoù d’ar mediaoù a genlabour : gante e vez embannet pe skignet an enklaskoù evit ma vefe tizet ar muiañ a dud. Kavet e vo ivez, digoust, ar pennadoù war lec’hienn internet Splann !.

  • Digant keodedourien ha kevredigezhioù (nemet ar re a zo stag ouzh embregerezhoù pe strolladoù politikel) e vez dastumet an arc’hant. Diganto hepken. Setu hon c’hontoù evit ar bloavezhioù tremenet :

     

    2021

    • Arc’hant roet gant an dud : 85 646 €
    • Arc’hant roet gant ar c’hevredigezhioù : 4 849 €

    2022

    • Arc’hant roet gant an dud : 65 425 €
    • Arc’hant roet gant ar c’hevredigezhioù : 1 250 €
    • Levrioù gwerzhet : 1 000 €
    • Fonds pour la presse libre : 15 000 €
    • All : Aet eo ar maout gant Splann ! er Prizioù. Roet ‘zo bet deomp 500 € hag a zo bet roet da di-embann oc’h ober war-dro bandenn treset Inès Léraud, Bezhin Glas, an istor difennet.

    Adkavit amañ hon statudoùhon c’harta hag hon reolennoù diabarzh.

  • Er gevredigezh e kaver kazetennerien ha kazetennerezed, eus ar Vro evit darn-vrasañ anezho, ha tud all a fell dezho harpañ ur c’hazetenniñ dizalc’h. Div gazetennerez, Juliette Cabaço Roger ha Faustine Sternberg, zo gopred evit kenurzhiañ abaoe penn-kentañ 2023. Ar pennadoù ‘vezont skrivet gant kazetennerien dizalc’h. Un ugent den bennak a reiñ sikour a-youl vat.

  • Ober war-dro mont-endro Splann ! a vez graet gant ar c’huzul-se. Pep dilennad a zo par d’ar re all a-fed pouezh ha kargoù. Gant bodad-meur ar gevredigezh e vezont dilennet. Emañ er c’huzul-merañ :

    • Morgan Large, kazetennerez
    • Raphaël Gitton, kelenner
    • Alain Goutal, tresour
    • Alain Miossec, war e-levezh
    • Sylvain Ernault, kazetenner
    • Anne Kiesel, kazetennerez

  • Dibab sujedoù an enklaskoù hag ar gazetennerien a vo o labouret warno a vez graet gant ar c’huzul-embann, a-youl vat. Ma fell a dud zo, tu zo skoazell ha heuliañ an enklaskoù en ur labourat gant ar gopridi.

  • Ar c’huzul-surentez a zo e karg eus gwareziñ ma vefe doujet eus statudoù ar gevredigezh, ha eus ar garta-embann. Emañ er c’huzul-se an izili o doa ken-savet Splann !.