Edo ar barradoù-glav-pil o veuziñ ar pesked er porzh-mor-se eus ar Vro Vigoudenn. Den ebet ne veze gwelet war ar c’haeoù, ha didrouz pontoù ar bigi. War unan, avat, e veze klevet sonerezh kafunet, ur vag-rouedañ war-dro ugent metrad hirder, an hini nemeti ma veze gwelet gouloù enni dre al lomberioù. War vord edo ur mekanikour portugalat, tri martolod indoneziat ha kilometradoù a rouedoù berniet, uzet gant mizvezhioù merluzeta. Dresañ a raent anezho pizh gant nadozioù.
« E-pad c’hwec’h miz well-wazh e vezomp war-vourzh o labourat, goude-se ez eomp en-dro da Indonezia da gaout hor familh, ha war-lerc’h e teuomp en-dro war ar vag, hag all », a zispleg berr-ha-berr unan eus ar vartoloded indoneziat, Danga, 33 vloaz. Spagnoleg podoù a vez komzet gantañ. Ar yezh voutin eo war ar vag, lec’h n’ez eus paperioù gall nemet gant ar c’habiten hag ar penn-mekanikour. « N’eus nemedomp a vez o chom war hor bag er porzh-mañ. Mont a ra, met gwelloc’h eo din bezañ war vor o labourat, n’em eus ket kement a amzer evit soñjal. Hag amañ e Breizh e vez yen ha gleb an amzer », emezañ gant keuz, o vousc’hoarzhin memes tra. « Pegement eo ar gopr ? N’ouzon ket re, kaset e vez d’am familh diouzhtu, met mat eo. Mat eo ar mestrouer », emezañ o sevel e viz-meud.
Paeet hervez o broadelezh
« Ur wech an amzer e feurmomp un Airbnb dezho, p’o deus ezhomm da ziskuizhañ. Kalz gwashoc’h a zo, n’eo ket sklaverezh eo ! », eme ar c’habiten ouzh ar pellgomz. Kuitaet en doa ar vag un nebeud devezhioù a-raok evit mont d’ar gêr da ziskuizhañ e-pad ur mizvezh.
« Tud ar vro ne fell ket dezho labourat, tud ar Senegal ‘fell ket din klevout anv anezho, hag ar Bortugaliz ‘zo kozhet. Ma vije bet Indonezidi evel da re dek vloaz ‘zo e vijemp bet o sevel bigi nevez hiziv c’hoazh, setu pezh ‘lavare un armatour eus ar vro Vigoudenn din n’eus ket keit-se ‘zo » emezañ c’hoazh.
Chom a ra war ur marteze pa vez anv eus ar gopr a vez paeet d’e vartoloded, met anzav a ra ez eo « un tammig izeloc’h » gopr an Indonezidi eget hini ar peurrest eus an akipaj. Dezho ne vez ket roet o lodenn eus ar peskerezh ur wech m’eo bet gwerzhet, evel ma vez graet gant ar re all atav. Gant an doare-se e c’hell ar besketaerien kaout goproù mat-tre pa vez graet pesketaerezh mat – hag ar c’hontrol pa vez fall ar marevezh. Heñvel e vez o gopr dezho bewech, en o c’holl, a soñj d’ar voraerien dre vras.
“Un dra nevez eo gwall zispartiañ ar vartoloded evit o gopr e mod-se war ur vag gant ur banniel gall”
« Arc’hant bras eo evito », eme mestr ar vag. Mat eo dezhañ e chomfe ar vartoloded eus Azia war vourzh e-pad o mizvezh ehan evit adober ar stokoù ha kempenn ar rouedoù, peogwir int « kustumet d’ober e mod-se ». « Pell ‘zo e labouromp gant Indonezidi war al listri gall-ha-spagnol (gall o banniel-mor, met spagnol o c’hapital, NGAS), met o paouez en em gavout e Breizh emaint », emezañ, laouen.
War evezh e vez lakaet Patrick Chaumette, kelenner emerit war gwir ar mor e skol-veur Naoned, gant skouer ar goproù disheñvel roet d’ar voraerien hervez o broadelezh. « Un dra nevez eo gwall zispartiañ ar vartoloded evit o gopr e mod-se war ur vag gant ur banniel gall. Daoust ha maez-lezenn eo ? Prest on da lavar ya », eme an arbennigour. Seurt doareoù ne gaver ket kalz a deulioù diwar o fenn, hag en em c’houlenn a ra ha kustum eo, met soñj a ra dezhañ emaint war-nes kreskiñ, « moarvat ». Prest eo pep tra, a gav dezhañ. Ar memes tra a zo bet merzhet gant an ITF, sindikad etrebroadel an dud a vor. Goulennet o deus gantañ kemer perzh en un enklask diwar-benn korvoiñ al labourerien estren er pesketaerezh e bro-Spagn, o kinnig e sell war ar pezh a c’hoarvez e Frañs.
Niverusoc'h-niverusañ ar vartoloded zivroet
N’eo ket un dra nevez e vefe labourerien estren. Bloavezhioù ‘zo e kaver martoloded eus Senegal, eus Portugal pe eus Polonia war ar chaluterioù, ar bigi-kregina, ar bigi-rouedañ, kement hag al listri armet evit pesketa en donvor – daoust ma ne vezont ket klevet kalz. Estren e oa 9,1 % eus ar vartoloded a laboure e Breizh e 2024, hervez sifroù diwezhañ Pennrenerezh an aferioù-mor, ar pesketaerezh hag ar gouniderezh-dour, meneget er gelaouenn Le Marin.
Met anatoc’h-anatañ eo an traoù er porzhioù-mor. Gwelet e vez diouzhtu er strolladoù tuta e Facebook, a vez graet kalz ganto evit kavout martoloded war ar prim. Dindan ar c’hinnigoù labour hag ar goulennoù erlec’hiañ ur moraer a-greiz-pep-kreiz e teu respontoù eus Senegal, Maroko, Madagaskar, hag aliesoc’h-aliesañ, eus Indonezia.
163 martolod indoneziat war vor a veze kontet e 2021 gant an Ocapiat (un arsellva a zo e gefridi pourchas roadennoù da c’hennad ar pesketaerezh), pa oa 7 anezho e 2017. N’eus ket a stadegoù evit 2026, rak paouezet eo bet gant an arsellva. Niverusoc’h-niverusañ e teuont da vezañ, avat, eme Axelle Bodmer, e karg eus an implij evit an UAPF, sindikad pennañ ar vestrouiri. Sur eo-hi eo deuet Indonezia da vezañ « hep mar na marteze » an eil broadelezh war ar bigi-pesketa e Frañs, goude ar Senegaliz.
En anv ar prizioù da lakaat da zigreskiñ
Diaes eo tuta labourerien eus ar vro, eme an holl vestrouiri hon eus kejet outo evit an enklask-mañ, keuz enno alies. Gant an ensavadurioù e vez lavaret ar memes tra. Kozhet ar vartoloded ha n’eus ket bet stummet a remziad yaouank, ne vez ket desachet an dud gant ar vicher ken, mont a ra priz ar bigi war-gresk ha ret eo ober dleoù bras, tenn eo an aozioù labour, izeloc’h eo gounidoù ar pesketaerezh eget ma oant gwechall : war an holl borzhioù-mor e klever ar memes traoù, ha teñval int.
Embann a ra an aozadurioù micherel e labouront evit cheñch an traoù : youl a vez lakaet ganto evit desachañ tud yaouank ha stummañ anezho. Hag en a-dreñv e klaskont kaout reolennoù soubloc’h evit tuta moraerien estren. « Hepto e chomfe muioc’h-muiañ a vigi er porzh », eme gKenatea Chavez-Hey, mouezh aotreet France Terre de Pêches. Lavaret he deus deomp dre bellgomz e veze graet ul labour a lobbying gant ar strollad nevez-se, a vodfe, emezo, en tu all da 1 000 embregerezh pesketaerezh.
An UAPF, mouezh ar vestrouiri, a labour evit ar memes tra. Oberiant eo bet nevez-zo evit ma vefe lakaet ar vicher a vartolod war roll ar micherioù ma ra diouer al labourerien enno (« métiers en tension ») gant ar Stad. Aesoc’h eo neuze tuta martoloded o tont eus broioù maez eus Europa. Un dra gizidik ha pouezus all da echuiñ : Axelle Bodmer a lavar deomp e fell da veur a baramantour ne vefe ket difennet ken ober gant servijoù prevez evit an tuta hag ar c’hlask postoù-labour er pesketaerezh : ar manning. An armatourien a abeg o deus « ezhomm da gavout labourerien diouzhtu » war o bigi hag e rankont bezañ « kevezus » war marc’had bedelaet ar pesked.
“Ober gant tud labour izel o c’houst a zo unan eus an doareoù nemeto da lakaat ar c’hargoù da zigreskiñ”
« Kevezañ a reomp ouzh paramantourien eus broioù europat all na baeont ket o martoloded ken ker, pell a se », eme zDavid*, a labour evit un armatour bras eus Breizh. « Izel-tre eo ampletusted ar pesketaerezh, hag ober gant tud labour izel o c’houst a zo unan eus an doareoù nemeto da lakaat ar c’hargoù da zigreskiñ », emezañ c’hoazh. « Reolennoù ‘zo a c’hellfe bezañ adwelet. Paeañ skodennoù da surentez sokial ar vartoloded, evit an Indonezidi, arabat mont re bell », eme ouzhpenn un armatour, a fell dezhañ chom dizanv.
« Emaint o lavar ar memes traoù diwar-benn ar prizioù da zigreskiñ hag e raent er verdeadurezh a genwerzh er bloavezhioù 1980, evit ma vefe skañvaet ar reolennoù sokial », eme bPatrick Chaumette. « An disoc’h a zo bet gwelet : traoù a vez difennet war an douar peogwir int gwall-ziforc’hioù a vez reizh hervez lezenn pa vezer war vor. [War ar bigi gall] e vez tretet ar vartoloded e modoù disheñvel-tre hervez o broadelezh pa vez anv eus o gwarez sokial, eus pegen pell e chomont war vor, eus an ehanoù gopret, eus ar c’hendivizoù, war ar goproù da skouer, hag all hag all ».
Sindikad ebet ken
Un elfenn all a ranker soñjal enni pa vez anv eus riskloù ar paramantiñ : n’eus sindikad ebet ken evit difenn ar voraerien, pe dost. « N’eus ket kalz a dud evit difenn ar vevelien tiegezh, met gwelloc’h eo eget war vor memes tra », eme Fabien Clouette, antropologour arbennik war ar pesketaerezh.
Bet e oa war vor war chaluterioù eus Breizh evit e enklaskoù, ha gwelet en doa ar sindikadoù o vont eus sindikadoù labourerien da sindikadoù mistri tamm-ha-tamm. Un efed eus ur pesketaerezh n’eo ket industriel ken e Breizh, eme Yves l’Helgouach, ezel brudet eus sindikad CGT ar vartoloded abaoe ar bloavezhioù 1980, hag en deus dilezet e gargoù er sindikad e 2024.
« Gwechall e oa sendiket an akipajoù hag asambles e c’hellemp ober traoù a-stroll e-tal an armatourien. Tud a oa e-tal deomp evit marc’hata. Bremañ n’eus ket mui, pa n’eus ken nemet ar pesketa gant an implijer war ar vag evel mestrouer, hag hennezh eo ivez an hini ‘zo kannad ar sindikad. Nebeutoc’h-nebeutañ a labourerien sendiket a zo, ha muioc’h-muiañ a labourerien estren, indoneziat peurgetket – hag ur vezh eo se. Diaes-tre e teu an traoù da vezañ, neuze. Hag an armatourien vras a zo c’hoazh, n’eus ket kalz anezho, ha profitañ a reont eus ar gwir da dremen frank hag eus ar reolennoù europat evit ober ar pezh a fell dezho evit ar reolennoù sokial hag an implij. »
Goullo eo chomet plas ar sindikalourien ha setu an drougimplijoù a c’hoarvez, rak lec’hioù kloz eo ar bigi-pesketa, na vezont ket gwelet ha n’hellont ket bezañ kontrolet. Diaes ‘vefe mont da gontroliñ ur chaluter dre souezh e-kreiz Mor Breizh. Serret an nor war ar vartoloded atav. Riskloù bras a zo, ha padal « n’en deus ket mui Ensellerezh al labour war-vor peadra d’ober e vicher », eme c’hoazh ar c’helenner Patrick Chaumette. Re a draoù o deus an ensellerien d’ober evit sellet ouzh aozioù labour ar vartoloded. Riskloù bras a zo e vefe gouezet peseurt buhez o deus war vor pa vez gwallzarvoudoù grevus. Ensellerezh al labour n’en deus ket respontet d’hor goulenn atersadenn.
“Lous-brein dizehan, kousiet gant gwad ha stripoù, kousk a rez en ur gwele leun a zour”
« Ouzhpenn da se, ar vartoloded n’o deus ket amzer da reiñ mouezh pa vezont en aod, ha gant an nec’h da goll o labour e vefent forzh penaos », eme an enklasker Fabien Clouette, a gav dezhañ ez eo ar pesketa « ur sistem klok lec’h ma vez da vuhez en da vicher. A-hed an amzer e vezez gant 4-5 paotr en ul lec’h kloz, a zo ul lazhti bihan war-neuñv anezhañ memes tra, e karter ‘vezez alies-tre, ha lous-brein dizehan, kousiet gant gwad ha stripoù, kousk a rez en ur gwele leun a zour… Ha pa zilestrez evit un devezh pe zaou e teu ar mestr-bag da c’houlenn ganez dont da labourat en-dro evit prientiñ ar marevezh da zont », a gont an den en deus bevet kalz war vor evit e labour enklask. « Gwelet em eus bet paotred a lestre hep kevrat ebet ha reoù all a veze dirollet goude marevezhioù diaes-spontus hep bezañ paeet. Bihan-bihan eo bed ar pesketaerezh, setu an istorioù-se a dalvez traoù. »
« Mat eo dezho kousket n'eus forzh pelec'h »
« Pa oa degouezhet an Indonezidi gentañ war vourzh em boa klevet trouz spontus gant martoloded an akipaj », eme Jérôme*, ur mestrouer breizhat en doa gopret martoloded eus Azia. « Met ur sizhunvezh goude-se e oa bet graet ur soñj all da vat gant ar c’habiten. Laouen-tout e oa : pep tra a c’helle goulenn ganto ha pep tra a raent. Jentil-tre int, a-du ‘vezont gant pep tra, ha gant o istorioù-buhez ‘vezont prest da ziwaskañ kalz muioc’h eget tud ar vro ».
« Er pesketaerezh e c’hoarvez ar memes tra hag en tiez-lazhañ. En em sakrifiañ ‘ra ar vartoloded pa zeuont da Frañs, prest int da ziwaskañ traoù tenn e-pad un nebeud bloavezhioù evit espern arc’hant a-raok mont d’ar vro en-dro da chom », eme Sylvain, moraer eus Sant-Maloù anezhañ. Doñjer en deus ouzh ar mod ma vez gwalldretet lod eus e genseurted, ha gant an diasur ma ‘z eo al labourerien estren abalamour d’ar ouennelouriezh. « N’eus ket keit-se ‘zo e oa daou Senegalat a gouske war al leur en o seier-kousket er c’hoc’hu-pesked e Sant-Maloù. Karavanennoù brein eo ‘vez prestet da lod all, tra ebet gwelloc’h ».
Evit ur stal paramantiñ bras eus Breizh emañ David o labourat. « Alies-tre » en devez kinnigoù gant ajañsoù manning indoneziat. « Martoloded paeet gant gopr izek an OMI, 600 da 800 € dre viz a ginnigont din. Eüruzamant ez eo difennet e Frañs… betek-hen », emezañ o hirvoudiñ.
Gant ajañsoù manning indoneziat omp bet e darempred dre Whatsapp ha Messenger evit an enklask-mañ. Skrivet o deus deomp e oa unan eus o falioù mont e-barzh marc’had Frañs, pa gav dezho emañ o tigeriñ. Oberiant-tre eo « El Vano » gant an armatourien vreizhat. Al lesanv-se eo hini un hanterour a ginnig martoloded indoneziat prest da labourat « gant ur viza evit Frañs ha skiant-prenet war listri a bep seurt ». Meur a vartolod a zo bet kaset da Frañs gantañ dija, emezañ. « Evit ar bod, mat eo dezho kousket n’eus forzh pelec’h, en ur ranndi pe war ur vag, prest int evit pep tra », a skriv-eñ da Splann ! c’hoazh e Whatsapp. Sur eo « ne vo kudenn tud labour ebet ken [gant ar baramantourien] gras d’ar vartoloded indoneziat. Al lodenn vrasañ anezho a labouro ur bloavezh-pad, ha goude-se ez int daou vizvezh da vakañsiñ. » Tud labour prest da labourat n’eus forzh pegoulz, pe dost, ar pezh a fell da galz mestrouiri kaout.
Hollc'halloudus ar mestrouer
Labour ret ha feulster a zo bet anduret gant kalz martoloded indoneziat a-raok en em gavout e Frañs. Dielloù niverus a ziskouez kement-se war listri sinaat ha taiwanat. Roet e vo skouer Pamuji, ur pesketaer indoneziat anezhañ. « Gant ma ajañs manning e oan bet kaset da labourat war listri e Taiwan, met diaes-tre e oa », a skriv-eñ e Messenger.
Lestret e voe war ur vag-rouedañ eus mervent Frañs goude. En Oriant e tilestre alies evit skarzhañ strad al lestr etre daou varevezh. Dic’hopret eo bet an den a 33 bloaz goude un nebeud mizvezhioù diskuizh en Indonezia. Padal en doa prometet e vestrouer lestrañ anezhañ en-dro. « Nullet en deus ac’hanon trumm, un nebeud devezhioù a-raok an deiz ma oan da zont en-dro, peogwir en doa kavet unan bennak all evit labourat em lerc’h. Met kontañ a raen war ma labour war e vag evit skoazell ma familh ha gantañ emañ ma faperioù labour. Penaos e rin bremañ ? », eme gant anken an den en deus spi da adkavout labour e Frañs.
« 17 000 € well-wazh ‘m eus bet evit ur bloavezh labour en Europa. » Un tammig ouzhpenn da 1 400 € dre viz, neuze. Un druez eo, evit ken diaes ur vicher.
« Armatourien ‘zo a brofit eus an diouer a labourerien evit lakaat gwask war ar reolennoù sokial pa vez martoloded nevez o doare o tont » eme ar c’helenner Patrick Chaumette, a selaou mat ouzh ar pezh a lavar ar vistri. « Hegar eo lod anezho. Lod all, avat, a brofit eus tud labour nevez a zo ‘marc’had-mat’. »
Labourerien a lakaont da labourat a-lazh-korf ha prest da asantiñ da aozioù-labour fall-tre. Diaesoc’h e c’hellfe bezañ da dud yaouank al liseoù micherel mor kavout labour pa vez gopret martoloded indoneziat gant ar vestrouiri, kentoc’h.
Diverrañ an traoù a ra un den a labour evit ur armatour bras : « E-kreiz ar roudour emaomp er pesketaerezh. Emañ ar pesketa er morioù don o kouezhañ da vat . Daoust hag e c’hoarvez an traoù gant dale pa groger d’ober gant ar manning ha da lakaat martoloded indoneziat da labourat ? Pe daoust hag emañ ar gennad oc’h en em aozañ war ur patrom didruez, un doare kapitalouriezh kriz lec’h ma vo korvoet an dud betek penn evit chom ampletus ? ».
* Dizanv eo bet an dud anavezet dre un anv-bihan hepken.
Skeudennoù gant Damien Roudeau
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da contact [@] splann.org evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →






