Enkadennoù e-leizh a zo o kas ar pesketa d’ar strad. Grevus eo stad an traoù. Gant an dra-se e sav a-du pep hini. Evit mirout ar stokoù brizhilli e oa bet divizet gant an UE e fin 2025 digreskiñ ar c’hotaioù dre 70%. Siwazh, e miz Meurzh 2026, e oa bet divizet gant an UE mont en-dro a-benn ar fin gant an digresk da 48%, gant ar riskl da gouezhañ ar spesad.
Divizet hon eus dielfennañ an distro-se dre un enklask e pevar lodenn.
Diouer a ra ar vartoloded evit sevel akipajoù, ken e chom listri ‘zo er porzh a-wechoù. Evit kavout tud labour ez a ar vestrouiri da vroioù pelloc’h-pellañ da glask martoloded, betek Indonezia.
Diouer a ra ar pesked er mor ivez. Ar brizhilli, da skouer, a zo bet pesketaet betek re hag aet int war-zu an hanternoz gant direizhamant an hin. An artizaned vreton n’o deus ket ar gwir da bakañ anezho ken, pe dost.
Difioù e-leizh a zo hag un ostilh a vez e-kreiz ar jeu : ar roued-stlej don, a vez anvet chalu don ivez. Anv ‘vo eus ar Vro Vigoudenn, rak eno emañ al lodenn vrasañ eus al listri a ra gant an ostilh-se. Daou dra az a a-dreuz evit ar chaluterioù hiziv : bevennoù ekologel ar rouedoù-stlej, a vez meneget abaoe pell, ha bevennoù ekonomikel ur mod da besketa a implij kalz energiezh pa ‘z eo kresket he friz a-galz abalamour d’ar brezel en Ukraina hag en Iran bremañ.
Un enkadenn zemokratel an hini a zo deuet da heul cheñchamantoù ar filierenn. Kalz mouezhioù o deus an embregerezhioù liesvroadel en ensavioù a c’houarn ar vicher. Kavout a ra d’ar besketaerien artizaned ne vezont ket selaouet pa vez graet divizoù bras, padal e labouront evit ur pesketaerezh a zouj muioc’h ouzh an endro.
Lennit an enklask
Lennit an enklask
Labourat er pesketaerezh : ha didruez e vo ar patrom ?
Martoloded o tont eus broioù pelloc’h-pellañ, eus Indonezia peurgetket, a vez gopret gant kalz a vestrouiri eus Breizh. Akipajoù marc’had-mat eo evito, a vez lakaet da labourat muioc’h eget ar re all, pell eus ar sindikadoù na aozont ket labourerien ar mor ken. Daoust hag e talvez emañ ar pesketa o kemm da vat ?
Pa vez ar brizhilli o vont da get : labour al lobioù industriel ha diskar ar pesketaerezh artizanel
Meur a vil tonenn pesked a vez sachet gant un dornad listri ezel eus paramantadurioù bras eus Breizh, ha pesketaerien an aodoù a geuz gant digresk o gwir da besketa, o micher lakaet en arvar hag an danvez a ra diouer. Ar brizhilli a zo deuet da aroueziañ an enkadenn-se, a oa bet adwelet o c’houtoù gant an UE d’an 30 a viz Meurzh, gant ar riskl da gouezhañ ar spesad.
Daoust ha paouezet e vo chaluiñ e Breizh ?
Kresket eo priz ar gazeoul buan, ha setu un enkadenn nevez evit ar chaluterien. Burutellet eo bet ar pesketa gant rouedoù-stlej abalamour d’e efedoù war an endro. Ha bremañ e vez lakaet en arvar peogwir n’eo ket ampletus a-walc’h. Daoust ha mont a ray da get ? Deomp da borzh marilh ar Gelveneg, lec’h m’eo kozh istor ar chaluterien.
Pesketaerien artizaned Breizh a vez lakaet maez eus an divizoù

Lennit an enklask
Lennit an enklask
An enklask bet kaset a drugarez d'ar perzh ' vez roet ganeoc'h
An enklask-se zo bet kaset da benn gant Catherine Le Gall ha Robin Bouctot. Damien Roudeau en deus graet an tresadennoù.
Embannet eo ivez gant hor mediaoù keveler : Radio Breizh ha Ya!.
Splann ! ‘zo ur media disalc’h, hag ur gevredigezh lezenn 1901 hag eo dreist-holl dre dud a-youl vat ez a en-dro. Ne vez ket degemeret arc’hant na gant bruderezh, na gant embregerezhioù bras, na yalc’hadoù lec’hel. Trugarez d’ar pezh vez roet ganeoc’h e c’hallomp labourat.
Bezañ arc’hantaouet gant hol lennerien a dalv nep galloud, miliarder ebet, ne c’hell lakaat gwask warnomp pa vez ret skrivañ ur pennad pe pouezañ war ar bouton « embann ». Heñchet gant an interest foran hag an etik micherel, hor c’hazetennerien a zo frank da kelaouiñ, zoken ma talvez kement-se da lakaat tud hag ensavadurioù levezonet da vezañ nec’het.
Hon enklaskoù a zo kaset da benn gant an ideal demokratelezh ha justis. Embanned int evit bezañ lennet ha skignet gant an holl, hep skoilhoù arc’hant. Koulskoude, koust a ra an titouroù. Koustañ a ra an enklask-se hec’h-unan ouzhpenn 15.000 €.
Ma evideoc’h c’hwi, eo talvoudus hor labour – ha ma ‘z eus tu deoc’h – marteze e c’hellit soñjal e sevel ur skoazell miziek ?
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Sell « Splann ! » war disoc’hoù ar votadegoù-kêr e Breizh
- Article suivant: Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz Ebrel 2026 ?






