Bezañ o vale war ur santimetrad poultrenn heñvel-mik ouzh bleud. En desped d’ar maskloù FFP3 e tebrer ar poultrenn-se. Dalc’h-mat.
Setu ar pezh zo bet gouzañvet gant Michel, Cédric, Nicolas ha Renaud. Gwazed hag o deus bet labouret a-hed o buhez-labour, petramant amzer ur gefridi etretant, e atalieroù mengleuz Groñvel e Kreiz-Breizh.
Padal n’eo ket bleud o deus bet analet a-hed bloavezhadoù, poultrenn leun a silik strinkennaouek logigel kentoc’h. Un danvezenn rummet « graer kimiek dañjerus » gant Kod al labour. Kañserogenek dre m’en em sil er gwiadoù bev. Ha gouest da c’hloazañ ar skevent da viken.
Kaset e oa bet an afer dirak ar justis
Pemp bloaz goude bezañ bet o labourat a frapadoù er mengleuz digor-mañ e tremen Cédric Gouagout e zevezhioù er gêr, nepell atav eus ar gomodenn blastik renket e lousoù enni.
Ar statud a labourer ampechet en deus bet ha setu divizet gantañ mont dirak ar justis. Evit harpañ e glemm e c’hello implijout rentañ-kont daou gontroll kaset da benn e 2021 ha 2023 gant an Apave, un aozadur paeet gant Imerys. Deuet eo Splann ! a-benn da gaout un eilad eus ar c’hontrolloù-se hag a ziskouez e oa an darn vrasañ eus ar postoù-labour en tu-all d’al live uhelañ aotreet evit pezh a sell ouzh ar riskloù evit al labourerien.
E fin miz Genver 2026 o doa stadet kontrollerien an Dreal (renerezh rannvroel an endro) ar memestra, da lavaret eo direizhderioù anat o tegas kudennoù yec’hed grevus.
Harpet eo Cédric Gouagout gant ar gevredigezh galverien evezh Climate Whistleblowers ha gant tud o chom tal-kichen ar mengleuz. War an abeg « fazi dieskuz a-berzh an implijer » en deus divizet sevel klemm enep Imerys.
D’an 8 a viz Here 2026 e vo dalc’het ar prosez dirak pol sokial lez-varn Sant-Brieg.
Lennit hon enklask
Lennit hon enklask
An enklask bet kaset a drugarez d'ar perzh ' vez roet ganeoc'h
Splann ! ‘zo ur media disalc’h, hag ur gevredigezh lezenn 1901 hag eo dreist-holl dre dud a-youl vat ez a en-dro. Ne vez ket degemeret arc’hant na gant bruderezh, na gant embregerezhioù bras, na yalc’hadoù lec’hel. Trugarez d’ar pezh vez roet ganeoc’h e c’hallomp labourat.
Bezañ arc’hantaouet gant hol lennerien a dalv nep galloud, miliarder ebet, ne c’hell lakaat gwask warnomp pa vez ret skrivañ ur pennad pe pouezañ war ar bouton « embann ». Heñchet gant an interest foran hag an etik micherel, hor c’hazetennerien a zo frank da kelaouiñ, zoken ma talvez kement-se da lakaat tud hag ensavadurioù levezonet da vezañ nec’het.
Hon enklaskoù a zo kaset da benn gant an ideal demokratelezh ha justis. Embanned int evit bezañ lennet ha skignet gant an holl, hep skoilhoù arc’hant.
Ma evideoc’h c’hwi, eo talvoudus hor labour – ha ma ‘z eus tu deoc’h – marteze e c’hellit soñjal e sevel ur skoazell miziek ?
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






