Lizher-kelaouiñ : Erik Tegnér a bep tu, etre bresañ bier ha krouiñ ur media breizhat #30
Diouzh mikro Enora Molac, e konta deoc’h Caroline Trouillet piv eo rener ar braserezh Kerfave, Erik Tegnér, prezidant ar gelaouenn eus an tu dehoù pellañ Frontières, ha petra eo e raktres bremañ : sevel ur gelaouenn drimiziek e Breizh. Ha kalz traoù all da selaou el lizher kealouiñ « Splann ! » miz Mae.
Diouzh mikro Enora Molac, e konta deoc’h Caroline Trouillet piv eo rener ar braserezh Kerfave, Erik Tegnér, prezidant ar gelaouenn eus an tu dehoù pellañ Frontières, ha petra eo e raktres bremañ : sevel ur gelaouenn drimiziek e Breizh.
Fokus « Splann ! »
- A vraserezh an houbl d’ar raktres mediatek: raktresoù diharzh Erik Tegnér ;
- Gwiaderezed an huñvre, ur c’hwepat e bro Dreger.
Dastumet evidoc’h
- Savet e vo da vat ar savadurioù luks e Sant-Maloù ;
- Prezidant nevez ar CFTC a vehe digor d’an tu dehoù-pellañ ;
- Jiboes d’arar veganed ;
- 142.500 euro a zleay ur c’hazetenner evit bout testeniet àr boazioù Vincent Bolloré.
Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.






