Lizher-kelaouiñ : Hañvouez a-leizh e Park-mor an Hirwazh #29
Petra zo c’hoarvezed e Breizh ar miz tromenet ? E rekap « Splann ! » miz Ebrel, hon eus splujet e dourioù troubl park naturel mor an Irwazh (PNMI), he c’hefridi gentañ eo gwareziñ an danvez en takad-se anavezet evit pinvidigezh vras he bevliesseurted. An abadenn bet enrollet gant Radio BOA.
Fokus
- « Feulster er parkeier » get Nicolas Legendre, da welet en replay àr France TV hag un atersadenn get ar c’hazetenner da lenn àr lec’hienn « Splann ! » ivez ;
An demokratelezh e park-mor an Iroise : ken bresk evit ar vevliesseurted ?
Dastumet evidoc’h
- Mirdioù naturel bis: talvoudegezh ar c’hazetenniñ ;
Raktres lezenn àr ar labour-douar: bresk an demokratelezh, c’hoazh hag atav… ;
Keleier skiantel àr servij publik ar c’hleweled : kouezhet en ur pech ;
E aer Indre (bro An Naoned) e vez sammadoù Chrome VI re uhel.
Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.






