Tost eo bet da vodad broadel an tabut foran mont da get abalamour d’al lezenn eeunaat, kinniget gant Michel Barnier e 2025. E miz Gwengolo 2026 emaomp hag hervezoc’h zo labour d’ober c’hoazh evit pezh a sell ouzh an demokratelezh-endro…
Adrien Bouzonville : N’eus ken mont en un ti-kêr evit kompren pegen start e vez, evit ar geodedourien a fell dezho emellout er vuhez foran, lakaat o fri er c’huzuliadennoù pe en enklaskoù publik. Anzav a ran n’am boa ket taolet evezh ouzh an dra-se a-raok. Pa z’on distroet eus Aostralia ha Zeland-Nevez on bet skoet gant kement-se. Du-hont ne chom ket an dud da dermal : kerkent ha ma welont e vez lakaet diaes o buhez pemdeziek gant ur raktres bennak e kustumont damantiñ d’ar pennadurezhioù. Ha peurliesañ e vez efedus buan a-walc’h.
E Bro C’hall n’eo ket heñvel ?
Amañ ne soñj ket an dud er memes mod. Diaes kenañ eo sezisañ ur prefed da skouer. Mont da glemm en archerdi a c’hell bezañ gwelet evel ur c’holl amzer, d’ar gwellañ tout, pe evel ur mod flaterezh, d’ar gwashañ. Ober kement-se ne vez ket degemeret mat, pa vez kavet reizh e vije tud o c’houzañv diwar noazadurioù.
En tu-hont da soñjoù ha modoù d’ober disheñvel eus ur vro d’eben, penaos e c’heller objektivañ ar mod da glevout ar c’hwezhioù ?
Pemp lizherenn a c’hell displegañ an dra-se e galleg : FIDOL. Ul lizherenn dre griter : F evel «fréquence» da lâret eo pegen alies e c’hoarvez vije c’hwezh fall, I evel «intensité», da lâret pegen kreñv e vez ar c’hwezhioù ha D evel «durée», kement ha gouzout pegeit e pad ar prantad c’hwezh fall. Goude avat, gant an O, eo diwar ar saozneg e vez muzuliet an offensiveness, a c’heller treiñ gant an « annoazhded », evit gouzout pegen dic’houzañvus ez eo. Evit echuiñ eo teiryezhek an L pa zo kaoz da anavezout al lec’h ma vez klevet ar c’hwezh fall.
Komz a reomp eus an demokratelezh a-fet endro ha deus an doareoù ma c’hell ar geodedourien emellout, perak ‘ta e respontit diwar-benn ar c’hwezhioù en endro ?
Rak er raktresoù labour-douar pe er reoù greantel ne vez ket pledet kalz gant ar c’hwezhioù pa vez kaoz da evezhiañ an endro.
Subjectivel kenañ eo an noazadurioù a-fet c’hwezh. Pep hini a c’hell klevout ur c’hwezh en ur mod disheñvel. Pa vez skuilhet hañvouez ingal war ar maez da skouer, daoust ha posupl eo bevañ tal-kichen? Torr-penn eo met hag eñ e chom gouzañvadus? Petramant e c’heller komz eus noazadurioù « dic’houzañvus » ?
Dre ma vez diaes da bep hini lakaat ur skeul war e santadurioù, ne vez ket pledet gant ar c’hwezioù er gevredigezh.
Pouezus eo e rafe trouz an dud hag e kasfent kelou d’ar strollegezhioù lec’hel evit ma vo klevet kaoz eus an noazadurioù-se. Met start eo kavout hag implijout an testenioù-se rak strewet int a-bep tu hag alies e vez sellet outo evel ouzh «santadennoù».
Evit talañ ouzh an diaesterioù-se hon eus krouet Odour.Live e miz Even tremenet. Ur savenn geodedel eo, e lec’h ma c’hell pep hini reiñ da c’houzout ha titouriñ ar c’hwezhioù bet klevet gantañ tro-dro dezhañ. Digoust eo ha n’eo ket ret reiñ e anv. Er mod-se e vo gouiet muioc’h diwar-benn ar prantadoù c’hwezh fall a vez dre ar vro.
Pa selaouer ac’hanoc’h e soñjer diouzhtu en « ifern a c’hwezh brein » o deus gouzañvet a-hed an hañv amezeien an uzin dispenn chatal marv e Plouvara (22). Ouzhpenn 140 anezho o deus implijet ho penveg e-korf div sizhunvezh…
D’an deiz a hiviv (d’an 11 a viz Gwengolo e oa bet enrollet an atersadenn-mañ) zo bet 301 testeni lakaet war Odour.Live. Ur wech enrollet en dataeg e vez lakaet evit pep darvoud ar c’houlz hag al lec’h resis m’eo c’hoarvezet. Er mod-se e c’heller titouriñ kriterioù ar FIDOL.
Ar pezh a zo dedennus eo e c’heller tremen deus an testeni hiniennel d’ur sell hollek ha frammet war an endro a-fet c’hwezhioù. Objektivel eo ar sell-se, ha neuze e vez talvoudus kenañ evit bouetañ ar c’hendivizoù gant ar pennoù-embregerezhioù pe atantoù, ar strollegezhioù lec’hel, pe c’hoazh servijoù ar Stad.
Padal e c’hellfe strolladoù ’zo implijout ho savenn evit kas d’an traoñ raktres-mañ raktres ?
Gwir eo ez eus eus ar riskl-se, met n’eo ket gwall douetus hervezon. Atav e lavaran d’ar c’hevredigezhioù pe d’ar strolladoù annezidi e vije dañjerus evito embann gevier war hor savenn rak dre ret ec’h echufe fall an afer evito.
Brud fall a c’heller pakañ ouzhpenn-se p’en em daoler e-barzh seurt stourmoù, evel an hini bet kaset gant annezidi Sant-Donan ha Plouvara. Ur wech lakaet war-wel er mediaoù n’eo ket aes en em zisober eus ar vrud
Tud all a lâro ne c’heller ket mont war-raok gant an treuzkemm energiezh ablam da re a gendiviz. Petra a c’heller respont da gement-se ?
Un dra ret eo an treuzkemm-se met arabat ober an traoù forzh penaos. Dav eo kemer e kont an dilerc’hoù lec’hel a c’hell c’hoarvezout diwar lod eus an uzinioù-se.
E Breizh e soñjer kerkent en uzinioù metanizañ da skouer. Evit liesaat ar produiñ energiezh e c’houlenn ar Stad gant EDF kreskiñ ar produiñ « gaz glas ». Ha setu ar produer energiezh oc’h ober tro ar c’hambreier labour-douar evit broudañ ar metanizañ e-touez o izili. Petra a c’hell c’hoarvezout diwar-se ?
Da gentañ penn e ranker lavar e c’hell ur raktres metanizañ bezañ savet ha meret mat. Met gall a ra ivez degas noazadurioù a-fet c’hwezh ma ne vez ket graet mat war e dro. Gallout a ra c’hoarvezout ma ya ar sistem a-dreuz, pe c’hoazh pa vez degemeret ar pezh a ya da vouetañ ar metanizer, pa vez stocket al libistr a chom diwar ar metanizañ, pa vezont skuilhet war an douaroù…
Gwir eo e vez broudet kalz ar mod-se da broduiñ biogaz ha ne vez ket pledet kalz gant ar c’hwezhioù. Noazadurioù subjektivel sañset, hag a ranker « ober ganto », evit ma c’hello an treuzkemm energiezh mont war-raok.
E Breizh e vez kalz a raktresoù metanizañ dre ma zo kalz a atantoù sevel chatal. Met produiñ energiezh adnevezadus ne vir ket e ranker diwall ouzh an endro hag ouzh yec’hed an amezeien. Setu pal Odour.Live : reiñ an tu d’ar geodedourien da ditouriñ ar pezh a c’houzañvont a-fet c’hwezh fall tro-dro dezho. Kuit dezho da zispign miliadoù a euroioù da gas prosezerezhioù pe studiadennoù arbennik.
Ur mod kenstroll ha digoust da zerc’hel soñj eus ar prantadoù c’hwezh fall c’hoarvezet er vro eo ivez ?
Dres. Ur benveg eo ivez evit broudañ an amezeien d’en em lakaat a-stroll en ur mod efedus, o kadarnaat evezhiadennoù pep hini, o titouriñ ar prantadoù hag al lec’hioù ma zo bet c’hwezh fall. Ur mod da vezañ kreñvoc’h pa ranker mont da dabutal gant al labourerien-douar, gant pennoù an embregerezhioù, gant ar strollegezhioù lec’hel pe gant servijoù ar Stad.
Hor youl : reiñ an tu d’ar geodedourien da zifenn o gwirioù a-fet c’hwezh tro-dro dezho, ha kinnig un dataeg d’ar pennadurezhioù, dezho da gompren deus pelec’h e teu an noazadurioù ha penaos kavout un diskoulm d’ar c’hudennoù-se.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






