Ur barrad-amzer a c’hwezhe war aod ar Gelveneg, en deiz-se eus miz Genver 2026, ha chomet e oa ar bigi er porzh. Gwintañ a rae o c’houc’h gant ar fourradoù avel, goullo o c’hambrigoù ha punet o rouedoù en a-dreñv. Nebeutoc’h anezho a zo hiziv, met ur gwir ziduañs eo ar chaluterioù c’hoazh. E-pad an hañv e teu touristed kement ha tud eus ar vro war ar c’hae da sellet outo pa zeuont en-dro d’ar porzh d’abardaez. Pep hini d’e dro ez en em gavont, evel en un dibunadeg, gouelaned e-leizh o nijal war o lerc’h. En istor ar Vro Vigoudenn emañ ar pesketaerezh dre vras, ha gant ar chalu dreist-holl : e meur a familh e kaver martoloded, micherourien a labour evit marc’hadourien-pesked pe e chanterioù-bagoù. E porzh marilh ar Gelveneg e vez graet 17,5 % eus produiñ Frañs. An trede porzh-pesketa eo er stad a-bezh. 89 chaluter a oa ennañ e 2024, pa oa 12 anezho e Konk-Kerne, 7 e Montroulez ha 3 e Brest nemetken. Gant ar pesketaerezh-se e tegaser merluzed, grilhed-traezh ha boultouzed. E-kreiz ekonomiezh ar vro emañ. 60 % eus ar pesked diskarget e koc’hu-pesked ar Gelveneg, ha betek 80 % eus an dalvoudegezh a zo bet pesketaet gant chaluterien, hervez Poellgor-rannvro ar pesketaerezh hag ar sevel loened-mor.
10 % eus he fostoù-labour he deus kollet ar filierenn “produioù-mor da zebriñ” dindan 5 bloaz.
Abegiñ war an ostilh-se a vez graet kalz bremañ : abaoe pell e vez meneget e efedoù ouzh an endro, met nevez ‘zo ez eus anv eus an arc’hant ivez. Enkadenn ar pesketaerezh a c’hellfe bezañ pell pa n’ouzer ket petra eo hec’h efedoù er vro. Anat eo amañ : ur gennad ekonomikel ret-holl eo ar pesketaerezh. Ur sevenadur, ur glad hag ene ar vro eo ivez. Emañ ar glav oc’h ober war ar c’hae : ha ma ‘z afe pep tra da get ?
Anat eo ar sifroù. 10 % eus he fostoù-labour he deus kollet ar filierenn « produioù-mor da zebriñ » etre 2019 ha 2024, da lavaret eo 1 828 post-labour, hervez Arsellva an ekonomiezh-mor e Breizh, a zo bet embannet e drede danevell e miz Kerzu 2025 (teul 1 p.20). 1 394 he deus kollet Bro-Gerne (enni porzhioù-mor ar Vro Vigoudenn evel ar Gelveneg, Sant-Wennole ha Leskonil). Ar vro-se an hini he deus gouzañvet ar muiañ (p.13). Diaes e oa bet ar bloaz 2023 : ur steuñv tennañ diwar al lestraz a oa bet goude ar Brexit evit ma vefe pesketaet nebeutoc’h gant lestraz Frañs pa oa bet serret takadoù mor saoz. Distrujet e oa bet 45 bag e Breizh, Ouest France, 17 a viz C’hwevrer 2023), 26 chaluter eus porzh ar Gelveneg en o zouez. Kouezhet eo fard koc’hu-pesked ar Gelveneg dre 20 % etre 2022 ha 2023. Anat eo ne bado ket pell e mod-se ken.
Pesketa a re hag a bep seurt… kaoz a zo eus ar chalu
Ur c’hantved ‘zo e vez implijet rouedoù-stlej don er Vro Vigoudenn : « E fin an 19vet kantved e voe diorroet ar rouedoù-stlej gant panelloù e Breizh-Veur, ha ken abred ha 1934 e veze graet ganto amañ evit mont da ravanelliñ war « al lec’hideg vras« , ur bladenn vras a lec’hid, a draezh hag a vein. (Mont a ra eus Su ar Gelveneg betek Enez Oleron, lec’h ma vez graet ar grilheta, NGAS.) 8 martolod a oa ret kaout evit punañ ar roued-stlej gant an dorn. Goude-se e oa deuet ar mekanikaat, bigi galloudusoc’h, hiroc’h, ha punerioù mekanikel », a gont Joseph Coïc, istorour ar pesketaerezh er Vro Vigoudenn. Er bloavezhioù 1960 e voe savet koc’hu-pesked ar Gelveneg pa oa muioc’h a bakadurioù, ha deuet e oa an niver a chaluterioù-donvor da dri-ugent kazimant.
Fall-tre eo sell ar gevredigezh ouzh ar chalu abaoe bloavezhioù. Buan e voe pesketaet a re abalamour dezhañ. Gant ar c’hefluskerioù e oa gouest listri Europa da bakañ muioc’h-muiañ a besked, ha dont a raes diaes dezho gouennañ. Diarbennoù a voe kemeret en Europa, hag e Frañs goude, ken abred hag ar bloavezhioù 1980, an dibab kotaioù evit gwareziñ ar stokoù en o zouez. Met n’eo ket bet a-walc’h. Drastus eo ar chaluioù evit strad ar mor c’hoazh, ha paket e vez n’eus forzh peseurt pesked ne glasker ket pakañ ganto.
“Efedoù eeun en deus ar pesketa gant rouedoù don war ar spesadoù bentek hag o annezioù. Un ostilh o tremen a c’hell tennañ anezho”
En ur studiadenn embannet gant an IFREMER e 2023 e lenner : « Efedoù eeun en deus ar pesketa gant rouedoù don war ar spesadoù bentek hag o annezioù. Un ostilh o tremen a c’hell tennañ anezho — evit ar re a zo staget ouzh ar strad —, breviñ, flastrañ pe endonañ anezho, pe kas anezho da c’horre an dour er rouedoù. Fiñvet e vez ar gouelezennoù, ar pezh a cheñch o annez ha morfologiezh ar strad, zoken …/… An tammoù gouelezenn a vez strewet en-dro. Gallout a reont lakaat diaes analañ ha debriñ da spesadoù ‘zo« .
Kalz pesked na oant ket klasket a vez paket gant ar rouedoù-stlej ivez. Aet eo an traoù war wellaat, eme ar besketaerien : brasaet eo ment al lagadoù evit leuskel ar re yaouank da baseal, da skouer. Met n’eo ket a-walc’h. Hen anzav a ra ur pesketaer kozh gant ar roued-stlej don : « paket e vez pep tra gant ar mekanik-se, se ‘zo kaoz e vez pesketaet re a besked ivez. Pakañ spesadoù na vezont ket klasket en deus un efed war an endro hag an ekosistemoù, sur-mat eo« . Abegoù o deus lakaet Unaniezh Europa da verzañ ober gant rouedoù-stlej don, dindan 800 metr, da heul ur c’houlzad kelaouiñ gant an ONG Bloom e 2016.
Lonkerien gaz-eoul, n'eo ket ampletus ar chaluterioù ken
Daoust d’e efedoù war an endro e veze implijet ar chalu kalz peogwir e oa ampletus. Met ampletus e oa, hervez an ONG Bloom, peogwir e veze sikouret gant ar skoaziadennoù publik a vez roet d’ar gennad dre ar gazeoul didailh. Cheñchet pep tra e 2022 : deuet e oa goulennoù war e batrom ekonomikel ivez. Kalz energiezh a vez lonket gant ar chaluterioù : 413 946 litrad gazeoul a vez implijet bep bloaz gant ur chaluter etre 20 ha 24 metr, hervez sifroù ar programm europat Amarrée. Ur vag-rouedañ ken bras ne implij nemet 101 751 litrad bep bloaz, da lavaret eo 4 gwech nebeutoc’h, hag ur vag-kevella dindan 16 metr 38 603 litrad bep bloaz, da lavaret eo 10 gwech nebeutoc’h. Kresket eo priz an danvezioù krai gant ar brezel en Ukraina ha daoust d’an didailhoù publik : 0,35 sañtim e kouste ul litrad ar gazeoul e 2020. 0,84 sañtim e kouste e 2022. Priz an danvezioù dresañ ha sevel bigi a zo kresket dre 30 % ouzhpenn, ar pezh a lak ar c’hempenn anezho da vezañ koustus-tre. Ur chaluter nevez, evel ar Marie Lou, a zo brasoc’h eget 20 metr en Oriant, a goust ouzhpenn tri milion a euroioù.
Un deiz goañv arnevek e oa. Christophe Collin, rener an Armement Bigouden, a oa en e vurev e porzh ar Gelveneg. Sellet a rae ouzh stad e listri ouzh un tele bras peget ouzh ar voger : lod eus e nav chaluter-donvor a oa er Mor Keltiek hag en hanternoz Pleg-mor Gwaskogn, hag o hent a veze gwelet ouzh ur gartenn. Gant ar bigi-se etre 23 ha 25 metr e vez pesketaet boultouzed, raeed ha maraved, spesadoù bentek a vev e strad ar mor.
Liv gris evel an tourmant o tont en doa e spered. An hanter eus e lestraz en deus kollet porzh ar Gelveneg : « Ispisial eo hor micher. Kontrol d’ar micherioù all, nemet al labour-douar, ne c’hellomp ket lakaat priz ar pesked da greskiñ pa gresk ar prizioù. Ne werzhomp ket pesked, prenet e vez diganeomp« . Setu an dra ispisial gant priz ar pesked : cheñch a ra bemdez, rak gwerzhet e vez ar pesked diouzh ar c’hresk hag an digresk, hervez ar c’hementadoù bet diskarget er vro, hag e Frañs a-bezh. Neuze ne oar ket an dud a-vicher pegement e vo gwerzhet o fesked pa ziskargont anezho, ha ne c’hellont ket azasaat o marz d’ar priz ma vo gwerzhet. N’ouzont ket ha kollet e vo arc’hant ganto.
« Un tabou eo echuiñ gant ar chalu »
Edo al luc’hed o strinkañ en aer a-us d’ar c’hae, hag anat e oa : skoet e vo ar Vro Vigoudenn gant enkadenn ar chalu da vat. Ret e vefe soñjal enni, kavout disoc’hoù pe ur mod all d’ober evit mirout ekonomiezh ar vro ha lakaat anezhi da vevañ a-hed ar bloaz. Pe, da nebeutañ, diwall na vefe harpet war an douristelezh nemetken, pa n’eus anezhi nemet en hañv. An enkadenn-mañ a c’hellfe bezañ gwelet evel un digarez da adsoñjal ar pesketaerezh en e bezh, eus tu an ekologiezh, an ekonomiezh hag ar gevredigezh.
An dud a-vicher n’o deus ket labouret war an dachenn-se, eme un den a anavez mat ar pesketa : « Un tabou eo echuiñ gant ar chalu. Gouzañv an enkadenn a vez graet, n’eo ket soñjal anezhi« . Eus tu Poellgor broadel ar pesketaerezh e responter trumm : « N’eus forzh petra ‘vefe paouez gant ar rouedoù-stlej. Bihanaet eo bet o efedoù war an endro hag un ostilh produiñ eo a warant pesked evit an holl dud d’ur priz dereat, dreist-holl. »
Er porzhioù-mor, pell diouzh an ensavadurioù ofisiel, e klasker adkavout ur patrom ekonomikel. Gant ur pal : implijout nebeutoc’h a c’hazeoul oc’h ober gant teknikoù nevez-grouet. Jean-Baptiste Goulard, er Gelveneg, en deus savet ar chaluter kentañ a vez kaset war-raok gant ur c’heflusker diesel-tredan, ar « Blue wave », e 2022 : « Pemp bloaz a zo bet etre ar meizañ hag ar sevel. Ret eo bet kavout un hent etre ment al lestr, digreskiñ ar roued hag ar fardaj ha ment ar chalu evit espern 20 % a energiezh. E penn-kentañ e lavare ar galloudoù publik e oant o vont d’am skoazellañ, met e fin ar gont on bet ma-unan evit ar riskloù arc’hant. N’em eus ket keuz bremañ, met ne rafen ket ar memes tra en-dro, re arvarus eo ar blegenn ekonomikel« .
Julien Lebrun, armatour gant dek chaluter etre 14,5 ha 16 metr e porzh marilh ar Gelveneg, en deus studiet mennozh an hidrogen eus e du. Paouezet en deus buan : « Bras-divent eo ar c’hementad hidrogen a ranker kaout evit produiñ kement a energiezh hag a reer gant gazeoul, n’eus bag ebet akipet evit se e Breizh. Ha ne vefe ket ampletus kemm ur vag evit ma ‘z afe en-dro gant tredan« .
Eus tu an enklask, emañ an IFREMER o klask nevesaat an ostilh e-unan gant daou raktres. Pal an hini kentañ a zo lakaat ar roued da zibab gwelloc’h ar pesked : « emaomp en soñj staliañ un IA e toull ar roued-stlej evit anavezout ar spesadoù. Tretet e vez an titouroù diouzhtu, ha hep gortoz e c’hell ar pesked bezañ laosket da vont. E-barzh ur c’hoñsorsiom europat e labouromp evit an ostilh-mañ, hag asambles gant un embregerezh breizhat – Marport – a-benn industrielaat anezhañ evit ma vefe implijet gant ar besketaerien » eme bPierre Le Bourdonnec, teknikour war an deknologiezh evit ur pesketaerezh padus. « Pas Cap » eo anv an eil : « Azasaet hon eus ur sistem a zistok ar panelloù evit bihanaat o efed war ar strad hag arboellañ trelosk. Mont a ra en-dro an doare-se met n’eus framm lezennel ebet evit broudañ ar besketaerien d’ober gantañ, evel ma zo e Spagn« , eme vBenoît Vincent, arbennigour war nerzh an dour ha mekanik an ostilhoù pesketa, keuz ennañ.
Evit « dichaluaat »
Daoust ha padus e c’hell bezañ an diskoulmoù-se ? N’eo ket gwall entanet ar re a-du gant an « dichaluaat » gant an taolioù-arnod-se. Evit an ONG Bloom, a brezeg fin ar chalu tamm-ha-tamm, n’eus nemet un doare d’ober : diorren ar pesketaerezh artizanel. « Ar pesketaerezh bihan artizanel a zeu postoù-labour gantañ evit kementadoù bihan a besked paket hag un talvoudekaat mat. Gantañ omp sur da vont war-zu ur pesketaerezh padus, a-enep d’ar pesketaerezh industriel a vez distrujet pep tra gantañ« .
Gant ar sav-poent-se emañ a-du Didier Gascuel, kelenner war ekologiezh ar mor, rener ar Pol pesketouriezh, mor hag arvor en Ensavadur Agro, hag en deus skrivet al levr La pêchécologie, bet embannet e 2023. « Ar ger « dichaluaat » ‘oan bet e-touez ar re gentañ oc’h ober gantañ. D’ar mare-se e seblante bezañ diaes, met bremañ eo anat : mare ar rouedoù-stlej a zo o tostaat d’e zibenn. Troet eo ar bed : n’eus ket kalz pesked ken ha ne vo ket mui posupl pesketa en ur feson a zistruj kement ; ouzhpenn da se ez a priz an eoul-maen war-gresk hag ar chaluterioù ne c’hellint ket derc’hel. Soñjomp ivez e ranker dispign ul litrad gazeoul evit pesketa ur c’hilo pesked. Bezomp soñj e vez paket 40 % a re yaouank ganto ha ne chom bev ar gennad a-bezh nemet gant ar skoaziadennoù publik. Poent eo echuiñ an abadenn. »
“Ret e vo cheñch ar bigi-pesketa forzh penaos. Profitomp evit sevel bigi-rouedañ pe bigi-linennañ e-lec’h chaluterioù er 15 vloaz o tont”
Un doare all a vez kinniget gant an enklasker : « pell ‘zo e vez pesketaet al lodenn vrasañ eus ar spesadoù gant ostilhoù chag. Grilhed-traezh real a c’heller pakañ gant kevell, da skouer. An doare-se ‘m eus kinniget da veur a vinistr : dav e vefe leuskel un takad hep pesketaerezh e-pad daou vloaz, ha lakaat kevell goude, evel ma vez graet en Iwerzhon. Ar mordouseged pe ar boultouzed c’heller pesketa anezho gant linennoù pe rouedoù. N’eus ket anv da besketa en takad aod nemetken evel-just, gallout a ra ar bigi brasoc’h mont d’an donvor« . Posupl e vo ober ar cheñchamant bras-se war grenn dermen, hervezañ, ma vo adingalet ar c’hotaioù evit ar pesketaerezh artizanel : « 32 vloaz eo oad krenn ar bigi-pesketa , ret e vo cheñch anezho forzh penaos. Profitomp evit sevel bigi-rouedañ pe bigi-linennañ e-lec’h chaluterioù er 15 vloaz o tont » emezañ c’hoazh.
Charles Braine en deus krouet Pleine Mer, a bled patrom ar pesketaerezh artizanel. Stourm a ra ivez evit ma vefe kemmet ar gennad : « Ret eo deomp cheñch hor feson d’ober evit pakañ ar pesked, met evit gwerzhañ anezho ivez. Dav e vefe adperc’hennañ ar c’hoc’hu-pesked evit kaout ul lec’h gwerzhañ meret gant an dud a-vicher asambles a-benn talvoudekaat priz ar pesked, met evit stokañ skorn ivez da skouer. Erfin, gallout a reer mont dre lec’hiennoù evel Poiscaille, a ginnig produioù a-galite d’ar brenerien, ha moneiz a-walc’h d’ar besketaerien da vevañ. »
Dibab ur patrom sokio-ekonomikel
Hag evit ar postoù-labour, peseurt efed a vefe hini ar cheñchamant-se ? Diaes eo gouzout resis. Ar re a sav a-du gant digresk implij ar chalu a gav dezho eo kalz gwelloc’h ar pesketaerezh artizanel (graet gant listri bihanoc’h eget 12 metr ha gant ostilhoù chag) evit an implijoù eeun. Deskrivet eo er studiadenn Transipêche bet embannet e 2025 : « en tu all d’ur post-labour dre zaou a zo er pesketa gant ostilhoù chag. Kontañ a reer ouzhpenn da 3 200 post-labour evit ar pesketaerezh-aod, (35 % eus hollad an implijoù) 1 700 en o zouez e pennvro Frañs. War an aod Atlantel ez eus bigi-rouedañ ha kevella dreist-holl, ha bigi-linennañ tramor « . Ar re a zifenn ar pesketa gant rouedoù-stlej a bouez war ar filierenn en he fezh hag ar vro a vev gant an implijoù ameeun. Anv a reont eus ar chanterioù-bagoù, an teuzerezhioù hag ar varc’hadourien-pesked, met ivez eus implijidi ar gourmarc’hadoù, an apotikerien pe c’hoazh ar gelennerien.
Souezhus-tre e c’hell bezañ : n’eus ket a sifroù resis evit gouzout ped post-labour eeun pe ameeun a vez krouet er vro a-drugarez da bep mod da besketa. Evit ul live hollek ez eus bet embannet ur studiadenn gant skol-veur Naoned. Hervezi, war ar fasadenn « Akitania, Poatev Charentez, Broioù al Liger », e teu tro-dro da zaou bost-labour en aod evit ur post-labour war vor, etre hollad ar postoù-labour leun-amzer war vor hag ar postoù-labour krouet en holl c’hennadoù en aod (teul 7, p.22). Pouez gennad ar pesketaerezh evit kaout labour en arvor a-hed ar bloaz a vez diskouezet gant an disoc’hoù-se. Met n’eo ket a-walc’h evit sikour d’ober divizoù politikel hervez efedoù pep doare pesketa.
Peseurt diviz politikel ober evit an tiriad, neuze ? Dilennidi ar vro a sav a-du evit kenderc’hel gant ur patrom ma vez mistri ar chaluterioù ennañ, en ur brometiñ memes koulz e vo digarbonet ar pesketaerezh : « Dav e vefe sevel bigi a ya en-dro gant energiezhioù digarbon. Met berzet eo gant Politikerezh boutin ar pesketaerezh arc’hantaouiñ bigi nevez gant skoaziadennoù publik, setu an dalc’h. Emaomp o varc’hata e Brusel evit adwelet Politikerezh boutin ar pesketaerezh ha harp ar vinistrez hon eus. Sevel bigi ledanoc’h evit ma vefent aes d’an akipajoù ha gant ur c’hefluskañ nevez eo hor pal. Heñvel e vefe ar c’hementad pesked paket » eme zDaniel Cueff, besprezidant Rannvro Breizh, e karg eus ar mor hag an arvor.
Menegomp n’o deus respontet d’hor goulennoù evit an enklask-mañ na ministrez an Treuzkemm ekologel, ar Vevliesseurted, ar C’hoadoù, ar Mor hag ar Pesketaerezh, na Pennrenerezh an aferioù-mor (DGAMPA).
Kalz goulennoù a chom e penn hon enklask. Dibab ur patrom evit ar pesketaerezh a dalvez dibab patrom ar gevredigezh dre vras. Dibab un doare da broduiñ protein o tont eus ar mor en do efedoù war gwareziñ ar meurvorioù, terkañ an tiriad, war vuhez ar vro, war an darempredoù sokial hag an implij. An diskoulmoù teknologel a c’hell sikour war verr dermen, met ker int da broduiñ ha da brenañ evit ar besketaerien. Ur skoilh int ouzhpenn evit ma vefe goulennataet ar patrom da vat. Brav eo an diskoulmoù all, evel ar pesketaerezh gant kerdin-higennoù en donvor. Met hir e vo lakaat anezho e plas ha n’ouzer ket hag e vint a-walc’h evit magañ al lodenn vrasañ eus an dud gant prizioù dereat. Da echuiñ, kenderc’hel gant ar patrom a zo anezhañ dija o kaout spi e vo digarbonet gant teknologiezhioù a zo nevez-tout hag o tont a-benn, moarvat, da lakaat al lezennoù da cheñch, a c’hell leuskel ac’hanomp hep diskoulm ebet.
Dre vras, ne c’hell hini ebet eus an tresoù-se diluziañ ur gudenn vras : gant annezidi Frañs e vez enbroet an div drederenn eus ar pesked a zebront. Ha n’eo ket pesket paket er vro a vez debret ganto, met kolined Alaska pe chifretez eus Greunland.
Skeudennoù gant Damien Roudeau
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da contact [@] splann.org evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →






