Linennnañ, higennañ ha sevel un nebeud kevell a ra Christian gant e vag 8 metrad hirder en hanternoz Penn-ar-Bed. N’eus mod all ebet da besketa a vefe muiañ dizañjer evit ar pesked ha strad ar mor eget e hini, gant meur a deknik. E 2024 e teue 80 % eus e sifr berzh eus ar brizhilli. 8 tonenn en doa tennet eus ar mor, neuze. Met bloavezhioù ‘zo e vez ar skiantourien o lakaat da ziwall, rak digreskiñ a ra a-galz an niver a besked arc’hantek er mor.
Tost d’ar « poent terriñ » edo ar spesad e 2025 rak pesketaet e oa bet betek re, hervez ar c’huzul etrebroadel evit enklask ar mor (CIEM). Se ‘zo kaoz da Stadoù Europa bezañ divizet digreskiñ ar pakañ da vat. Ha setu deuet ar sifroù evit 2026 : aotreet eo Christian da besketa 25 kilo bemdez d’ar muiañ, 100 kilo bep miz. Skoet eo, e batrom ekonomikel gantañ. « Gant priz ar gazeoul, ‘dalv ket ar boan mont war vor ken », emezañ. « Prenet ‘m oa peadra d’ober ar vicher brizhilli pa oan bet skoet da vat e 2024 pa oa bet difennet mont da levnegeta. Petra y in da besketa bremañ ? Tra ebet ? », emezañ ouzh taol e gegin, e vanne kafe gantañ. « Padal e welan ar pesked en ma zakadoù pesketa ! Met n’int ket evit ar besketaerien vihan, war a seblant. »

Chaluterien a rank teurel pesked dreist ar bourzh
Kreñvoc’h eo deuet soñj Christian d’an 12 a viz Genver 2026. Un notenn guzh gant ar From Nord, aozadur galloudusañ ar besketaerien c’hall, a oa bet diskuliet d’an deiz-se gant an ONG Bloom, a stourm hardizh ouzh ar « pesketaerezh industriel ». Enni e embannont ar mod ma vo meret ar brizhilli e-pad mizvezhioù kentañ ar bloaz.
Drouklaouen eo pesketaerien an aodoù gant reolennoù an dasparzhañ. 4 % a vrizhilli, da lavaret eo 40 tonenn bep sizhun hervez jedadennoù Bloom, eo aotreet ar Scombrus hag ar Prins Bernhard da gaout e strad o lestr. An daou chaluter-skornerez bras-divent a zo perc’henn an embregerezh France Pélagique (ur filierenn eus ar strollad izelvroat Cornelis Vrolijk) warno a vez anvet « Ankoù ar mor » er c’hazetennoù a-wechoù.
Nac’hañ ar sifroù-se en deus graet Geoffroy Dhellemmes, penn-rener France Pélagique, dre bostel. « 60 gwech well-wazh dindan ar c’hementadoù meneget » e vefe pouez ar pesked a vez tapet ganto. Daou chaluter all a besket kalz brizhilli o deus ar gwir da dapout 4 zonenn bep sizhun. Ouzh ar bigi all e vez difennet, pe kazi-difennet, brizhillia. Rivinet int.
War ar chaluterioù e rankont teuler ar pesked dreist ar bourzh, enta. Padal int marv-tout p’en em gavont war o font. « Un druez eo, distruj a reomp evit netra », eme Aurélien, kabiten ar Jajane, ur chaluter a 12 metr marilhet e Sant-Ke-Porzh-Olued (Aodoù-an-Arvor).
Arc'hant bras e mor an Hanternoz
Gant cheñchamant an hin ez a spesadoù ‘zo evel ar brizhilli d’an hanternoz da chom, war-zu an Inizi Faero, an Island ha Norvegia. Brasoc’h-brasañ eo ar c’hotaioù kemeret gant ar broioù-se, rak niverusoc’h eo ar pesked dirak o aodoù. Unaniezh Europa, eus he zu, a zalc’h gant he doare istorel da reiñ kotaioù. Pell ez a ar c’hotaioù en tu all d’ar pezh a vez aliet gant ar skiantourien, enta, ha re a besked a vez paket.
« Ar re vras a besket milionoù a donennoù eno, distruj an danvez a reont e mor an Hanternoz hag e mor Breizh, hag artizaned ar vro n’o deus ket droad da vont war vor ken », eme Jérémie Gourmet, kabiten ur boliñcher er Vro Vigoudenn. Berzet eo outañ brizhillia evit ar mizvezhioù o tont, padal e rae kalz eus e c’hounidegezh gant ar pesked arc’hantek paket en e roued-tro.
Fuloret eo ar mestrouer ivez rak en Ijmuioden, en Izelvroioù, e vez diskarget tout ar pesked a vez paket gant an daou lestr-uzin a zo perc’henn France Pélagique warno. Ezporzhiet e vezont goude, war-bouez un nebeud dregantadoù a vez kaset da Frañs en-dro. « 3 % well-wazh, dre friturioù e Portugal hag e Spagn », en deus lavaret penn-rener an embregerezh deomp. Kadarnaet en deus un dra bennak all ivez : kement pesk a vez paket gant e listri a vez prenet goude ha lakaet war ar marc’had gant an embregerezh liesvroadel hollandat perc’henn war ar paramantiñ, Cornelis Vrolijk.
Arouez ur sistem klañv eo ar brizhilli, hervez Dimitri Rogoff, prezidant Poellgor-rannvro ar pesketaerezh hag ar sevel loened-mor e Normandi. « Laeret e vez ar pesked evit luskoù arc’hant », emezañ. Evit ar bloavezh 2024 e embanne laouen ar strollad izelvroat Cornelis Vrolijk, a ren France Pélagique, e oa kresket e sifr berzh dre 5,5 % hag aet e c’hounid war-raok da liveoù na oant ket bet tizhet james.
Ur sistem difiñv evit interest al listri brasañ
Evit kompren stad an traoù e ranker anavezout teir reolenn merañ bras a ren labour ar besketaerien vreizhat.
Ar reolenn gentañ a vez divizet e live Europa, lec’h ma vez lodennet an holladoù pakañ degemeret etre ar Stadoù ezel. Bep goañv ez en em gavont e Brusel gant skiantourien ar c’huzul etrebroadel evit enklask ar mor (CIEM e galleg pe ICES e saozneg), a zo karget da reiñ alioù war emdroadur ar stokoù pesked. Asambles e sellont ouzh stad an danvez er morioù.
Diwar istor ar pesked paket gant an armatourien etre 1973 ha 1983 lodennont ar gwirioù da besketa. Gant gerioù all, ar re a beskete kalz hanter-kant vloaz ‘zo eo ar re o devez atav ar gwir da besketa ar muiañ hiziv.
An eil reolenn a ya da heul an hini gentañ, ha cheñch a ra e pep bro. E Frañs e vez ingalet ar c’hotaioù-bloaz etre an aozadurioù produerien. Diwar bloavezhioù kozh e vez graet an ingalañ ivez, rak ar bloavezhioù 2001, 2002 ha 2003 eo ar re a ra dave.
Pep aozadur produerien en deus e reolennoù dezhañ goude evit lodennañ ar c’hota etre listri e izili. Ar mod ma reont n’eo ket splann atav, ha kalz pesketaerien hon eus kejet outo a damalle ouzh aozadurioù ‘zo mont en-dro en ur mod kuzh.
En o zouez emañ ar From Nord, un aozadur war-dro 150 lestr ennañ, evel re an embregerezh France Pélagique, an daou ramz a vern ouzhpenn da 50 % eus ar c’hota broadel evit ar brizhilli, hervez Bloom. Meur a wech omp bet e darempred gant ar From Nord, met n’o deus ket asantet ober ur pennad-kaoz ganeomp. Geoffroy Dhellemmes, penn-rener France Pélagique, en deus nac’het rannañ sifroù kozh ar pesked paket gant e listri p’hon eus graet ar goulenn gantañ, o venegiñ e oa « kuzhut » ar roadennoù.
Festival kentañ ar pesketaerezh artizanel a oa bet dalc’het e Brest e miz Genver 2026. Alan a besket gant linennoù. Ezel eo eus an aozadur produerien « Les pêcheurs de Bretagne », ha droug a oa ennañ pa lavare : « Evit ar brizhilli e ouzomp mat piv a besket ar muiañ anezho, ha piv ‘rankfe ober strivoù ma fellfe deomp bezañ efedus da vat ».
Pa voe klozet an darvoud e oa ur pal gant ar re o doa kemeret perzh ennañ : kas ur stourm asambles, pesketaerien ha kevredigezhioù a zifenn an endro, evit ma vefe doujet ouzh mellad 17 Politikerezh boutin ar pesketaerezh (PAC ar besketaerien). Ennañ e vez diferet e rankfe ar c’hotaioù bezañ roet hervez vertuz ar bigi, ha n’eo ket hervez ar c’hementad a besked a veze paket ganto gwechall. Kotaioù brasoc’h a rankfe mont da besketaerien a werzh o fesked e Frañs, neuze.
Lamet o gwirioù da besketa digant pesketaerien an aodoù
Penaos eo bet tennet o gwir da besketa er gêr digant ar besketaerien-aod vihan ? E fin an 20vet kantved ne oa ket gwall zedennet ar voraerien vreizhat gant ar brizhilli, pesked ordinal na vezent ket gwerzhet ker. Un armatour, er c’hontrol, en doa pariet warno ken abred hag ar bloavezhioù 1980 : Antoine Dhellemmes, krouer France Pélagique.
Un armatour kozh en deus soñj eus an istor : « Kejet en doa ouzh tud eus an Izelvroioù a oa e penn Cornelis Vrolijk. Kinniget o deus dezhañ krouiñ France Pélagique evit degas kotaioù Frañs d’o embregerezh ». « O soñj dezho a oa kaout kotaioù ar spesadoù pesked a veze laosket en dour gant ar besketaerien e Frañs ».
E-pad bloavezhioù o doa paket kement a vrizhilli – kuzh eo ar sifr resis, hervez Bloom – ken o deus o listri gwarantizoù fetis evit gallout leuniañ o rouedoù gant pesked bihan druz evit ar bloavezhioù o tont. Antoine Dhellemmes en doa gwerzhet e lodennoù d’an Izelvroiz a-raok mont war e leve. « Trec’h int da vat. Pennrener eo e vab Geoffroy Dhellemmes hiziv, met o goprad eo dezho nemetken », eme hon titourer da glozañ.
Setu penaos ez eus bet skrapet ul lodenn vras eus kota brizhilli Frañs gant un embregerezh liesvroadel izelvroat, o toujañ da reolennoù ar marc’had. War vor e vezont gant ur banniel triliv, met o listri « n’eus tra gall ebet enno – nemet o c’hota » hervez kalz pesketaerien vreizhat. France Pélagique a respont e vez gopret martoloded eus Frañs ganto dreist-holl, ha kalz Bretoned en o zouez.
Tamallet e vez France Pélagique gant ar besketaerien vihan, met war-zu hanternoz Europa emañ an embregerezh o sellout. « Mantrus eo. Ar pesketaerezh er-maez lezenn a soñjer e c’hoarvez en donvor da Berou pe da Indez, met graet e vez kenañ e-tal d’an Europ », eme Geoffreoy Dhellemmes dre bellgomz e fin miz Genver. Komz a ra eus an diviz bet graet e fin ar bloavezh 2025 gant ministred ar pesketaerezh er Stadoù ezel eus Unaniezh Europ, evit digresk ar c’hotaioù dre 70 %. Mont a raent a-du gant ali ar skiantourien. Splann e oa ar gaoz ganto, hag adlavaret e veze e pep lec’h : kiriek e oa Unaniezh Europa, hag ober a rae ar pezh a oa dleet evit an endro. Ar Stadoù arvorek (Norvegia, Island, Inizi Faero, Rouantelezh-Unanet) o doa divizet digreskiñ nebeutoc’h o c’hotaioù, dre 48 %, o priziañ ar stok brizhilli uheloc’h ouzhpenn.
Geoffroy Dhellemmes lavar eo atebek ar besketaerien eus broioù maez Unvaniezh Europa evit diskar an niver a vrizhilli. Padal e adkaver anv Cornelis Vrolijk (perc’henn France Pélagique), e strolladoù listri evit ar pesketa en donvor er Rouantelezh-Unanet hag en Inizi Faero… Lodennoù bras eus kotaioù ar broioù-se o deus skrapet ivez.
D’an 30 a viz Meurzh, e oa bet divizet gant an UE mont en-dro a-benn ar fin en ur genderc’hel gant an digresk da c’hortoz eus -48% eus an hollad aotreet da dapout ar makrell, an hini dibabet gant ar Stadoù arvor kritiket.
Anat eo n’eo ket an daou lestr-uzin gall a zo kiriek o-unan evit diskar ar pesked-donvor-se. Ne cheñchont ket kalz traoù e-barzh al lestraz industriel a labour er morioù lec’h ma vev an taoladoù-brizhilli.
E fin ar bloaz 2021 e veze kontet 94 lestr industriel war vor e Stadoù Unaniezh Europa ha Rouantelezh-Unanet gant Kevredigezh chaluterioù-skornerez ar pesketaerezh en donvor. 214 a oa pa veze ouzhpennet an takadoù-pesketa e Norvegia, Island hag en Inizi Faero. Met o ferzh o deus, ha perc’henn int war ar gwirioù-pesketa gall evit un embregerezh liesvroadel marlonk gant ar pesked-donvor, se ‘zo kaoz e vez droug outo er vartoloded vreizhat.
Lakaat ul lodenn eus ar c'hota evit an artizaned ?
E penn-kentañ ar bloaz 2026 e voe krouet ur strollad-labour e bal klask kaout diskoulmoù diouzhtu evit ar besketaerien brizhilli. Kaset e oa gant Mayeul de Drouâs, isrener an danvez pesketouriezh e Pennrenerezh an aferioù-mor. D’an 20 a viz Genver e voe aozet un emgav dre vizio. Tenn e voe. Delphine Roncin, kannadez ar From Nord, an aozadur produerien m’eo ezel France Pélagique anezhañ, a zifenne an embregerezh hep envel anezhañ met oc’h implij e holl arguzennoù.
Sevel a rae he mouezh a-enep d’ar Stad, a soñje lakaat ul lodenn eus ar c’hota evit an artizaned, evit ur bloaz. Un nebeud sizhunvezhioù goude, d’an 11 a viz C’hwevrer, e embannas ministrez ar pesketaerezh, Catherine Chabaud, he doa lakaet « ur c’hota kengret » a 400 tonenn dre an 2 400 er c’hota broadel « da ingalañ etre an artizaned », o treuzkas anezho « diouzh ar re vras d’ar re vihan ». Da lavaret e vefe adkaset un drederenn eus kota France Pélagique evit c’hwec’h miz kentañ ar bloaz (hervez jedadennoù an ONG Bloom).
Un trec’h bihan evit pesketaerien an aod. Ur « striv ret » gant ar From Nord hervez Geoffroy Dhellemmes, a bouez memes tra evit lavar ez eo « dibar » an diarbenn, ha « ne vo ket ur skouer evit an amzer-da-zont ha ne grouo gwir ebet, evit jediñ an niver a besked paket peurgetket ». N’eo ket prest an traoù da cheñch, enta.
« Freuz a vo »
Teñval eo an oabl evit ar besketaerien-donvor e Breizh. Brizhilli n’eus ket mui anezho, pe dost. Keineged n’hellont ket pakañ kalz hag ar genougammed ‘zo bresk, kudennoù ment ha kreskiñ ganto. Gwir int aotreet da besketa muioc’h a vraoged, met « n’eus ket anezho » hervez kabiten ur boliñcher eus Sant-Wennole. Sardineta emaint o vont d’ober evel e 2025, neuze, pa n’eus kota ebet war ar sardin.
” Puilh ‘vefent, hervez ar re a besked anezho, met e pep lec’h e welomp ez a fall an traoù ganto. “
« Evit ar c’hementadoù, n’eus nemet se a chom deomp », eme Jérémy Gourmet, kabiten ar Sardane, a labour gant ar boliñch hag a bak 1 000 tonenn sardin bep bloaz. « Ma ‘z aio an traoù a-dreuz gant ar sardin e vo echu ganeomp », emezañ, ankeniet, pa n’int ket yac’h ouzhpenn, bihanoc’h-bihanañ, breskoc’h-breskañ. « Evel an holl besked eus an donvor », eme gClaire Sergent eus Bloom. « Puilh ‘vefent, hervez ar re a besked anezho, met e pep lec’h e welomp ez a fall an traoù ganto. Ar merlanked glas zoken, a vez graet surimi ha bleud diwar loened ganto, a vefe mat-tre an traoù ganto, sañset : digresket ar c’hota dre 41 % ar bloaz-mañ ! »
« N’heller ket ober hep kotaioù, d’am soñj, met ret e vefe soñjal anezho gwelloc’h, war hir amzer [ha n’eo ket a vloaz da vloaz] o telc’her kont eus ober ur spesad war egile. Ar sardin, da skouer, n’eus kota ebet warno, met magañ kalz pesked all a reont, hag ar re-se eo a ya da goll » eme zDidier Gascuel, kelenner war ekologiezh ar mor en Agrocampus Ouest e Roazhon.
Daoust ha diwallet e vo d’ar sardin ? « Tout an dud ‘zo ‘vont da skeiñ e-barzh, d’ober vol, ha goude-se ‘vo ret lakaat ur c’hota ha serriñ war-lerc’h », a gav d’ar pesketaer eus Sant-Wennole. « Memes mod e c’hoarvez an traoù ha gant ar brizhilli, met ar wech-mañ n’eus nemet se ken. Amañ e Sant-Wennole, ne vo ket ken nemet ober ur steuñv da derriñ bigi. » Da lavaret eo distruj al listri ha digollañ ar besketaerien.
Skeudennoù gant Damien Roudeau
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da contact [@] splann.org evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →






