Pesketaerezh Breizh o koll ar stur

Catherine Le Gall, Robin Bouctot - 04/28/2026

Digoradur

An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn pa voe postet arc’hant gant an embregerezh en ur ramz war-neuñv ken hir ha 145 metr. Ha klevet e vez ur goulenn :
petra a zeuio ar pesketaerezh da vezañ e Breizh ?

Emañ hor feson da besketa oc’h ober e dalaroù, eme lod er porzhioù-mor, ha setu ar pezh a c’hoarvez pa glasker e lakaat da genderc’hel, kousto pe gousto. Lod a sell ouzh al lestr ramzel gant anken evit un amzer-da-zont ma vefe didruez ar pesketa ennañ evit ar vartoloded hag an endro. Mouezhioù disheñvel a glever, ha tenn eo an tabutoù gwezhioù ‘zo. Enkadennoù e-leizh a zo o kas ar pesketa d’ar strad. Grevus eo stad an traoù. Gant an dra-se e sav a-du pep hini.

Diouer a ra ar vartoloded evit sevel akipajoù, ken e chom listri ‘zo er porzh a-wechoù. Evit kavout tud labour ez a ar vestrouiri da vroioù pelloc’h-pellañ da glask martoloded, betek Indonezia. Ar vartoloded nevez-se, a vez lakaet da labourat muioc’h ha ne vezont ket gwarezet gant ar sindikadoù, o deus riskloù bras da vezañ korvoet. Diskouez a reont emañ ar vicher o cheñch da vat.

Diouer a ra ar pesked er mor ivez. Ar brizhilli, da skouer, a zo bet pesketaet betek re hag aet int war-zu an hanternoz gant direizhamant an hin. An artizaned vreton n’o deus ket ar gwir da bakañ anezho ken, pe dost. Diskouez a reont penaos e vez rastellet ar gwirioù da besketa gant embregerezhioù liesvroadel. E Breizh e vez gwelet gant ar Scombrus, chaluter modern-kenañ an armatour France Pélagique.

Difioù e-leizh a zo hag un ostilh a vez e-kreiz ar jeu : ar roued-stlej don, a vez anvet chalu don ivez. Anv ‘vo eus ar Vro Vigoudenn, rak eno emañ al lodenn vrasañ eus al listri a ra gant an ostilh-se. Daou dra az a a-dreuz evit ar chaluterioù hiziv : bevennoù ekologel ar rouedoù-stlej, a vez meneget abaoe pell, ha bevennoù ekonomikel ur mod da besketa a implij kalz energiezh pa ‘z eo kresket he friz a-galz abalamour d’ar brezel en Ukraina hag en Iran bremañ.

Un enkadenn zemokratel an hini a zo deuet da heul cheñchamantoù ar filierenn. Kalz mouezhioù o deus an embregerezhioù liesvroadel en ensavioù a c’houarn ar vicher. Kavout a ra d’ar besketaerien artizaned ne vezont ket selaouet pa vez graet divizoù bras, padal e labouront evit ur pesketaerezh a zouj muioc’h ouzh an endro. Se ‘zo kaoz ez eo ken diaes d’ar besketaerien soñjal en o doareoù d’ober ha cheñch anezho.

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Catherine Le Gall
Robin Bouctot
skoazellet gant :
Caroline Trouillet
Julie Lallouët-Geffroy
Mersi bras da :

Lena Catalan Marcos evit an troidigezhoù ha Damien Roudeau evit an tresadennoù

Hor c'hevelerien