E park naturel mor an Irwazh eo ken bresk demokratelezh an endro hag ar vevliesseurted
Kristen Falc'hon - 05/05/2026
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

« Sikour da wareziñ hag anavezout muioc’h glad ar mor » ha « kas war-raok diorren padus an obererezhioù micherel ha reoù an dudi », setu pal parkoù naturel ar morioù. E 2007 e oa bet krouet an takadoù mor gwarezet gant lañs ar « Grenelle de l’environnement ». Eizh takad mor gwarezet a zo e Bro-C’hall, reoù an Drom-Com en o zouez, hag unan nemetken e Breizh : hini park naturel mor an Irwazh (PNMI). Gant ur budjed a 950.000 euro bep bloaz e implij 21 den. En em astenn a ra eus bae Douarnenez betek ar Pays d’Iroise, en holl 350.000 hektar war vor.
Gant ur c’huzul merañ e vez kemeret divizoù hag alioù ar park. Ennañ e kaver 6 dileuriad eus ar Stad, 10 dilennad lec’hel, 9 skiantour, 12 dileuriad eus an obererezhioù micherel (pesketa ha labour-douar), 8 evit re an dudi ha 2 eus kevredigezhioù an endro. Renet e vez ar PNMI gant prezidant departamant Penn-ar-bed hag abaoe 2021 ez eo Maël de Calan hag a zo e penn an traoù.
Meur a interest kontrol a zo ha se zo kaoz ma vez bec’h kenetrezo alies ha start neuze lakaat en a-raok interestoù an endro e-keñver reoù an ekonomiezh. E-kreiz raktres ar park emaint koulskoude. « Un dachenn dreistordinal hag ur repu lec’hel eo ar PNMI », a zispleg Frédéric Jean, rener Ensavadur Skol-veur Europat ar Mor, hag a zo e kuzul merañ ar park mor evel arbennigour barrek. « Met a-wechoù ne vez ket klevet a-walc’h hor mouez, evel pa vijemp tapet en ur mor a interestoù dislavarus », a zispleg ar skiantour.
Abaoe 2021 emañ Christophe Le Visage e kuzul-merañ ar park evel dileuriad Dour ha stêrioù Breizh. « Asantet ez eus bopret bet raktresoù hag a zo noazus evit an endro, emezañ. Kontrol-mik eo ouzh pal kentañ ar park-mañ. » Un ali a-du gant astenn ur c’hraou-moc’h e Plougonvelen a zo kaoz da skouer hag ivez ur pempzek dirojañs bennak e-kerzh an daou vloavezh tremenet evit skuilhadegoù hañvouez en takad e-lec’h m’eo difennet groñs hen-ober, hini ar vandennad 500 metrad e-tal kichen un tachad sevel kregin. Kuit da saotrañ an dourioù ez eus bet graet ul lezenn strizh evit sterniañ ar skuilhañ hañvouez rak re a nitrat a vez en dour abalamour da-se. Dirojañsoù a c’hell bezañ aotreet gant ar prefed hag ur votadeg a-du eus kuzul-merañ park naturel mor an Irwazh.
Baie de Douarnenez environnement n’emañ ket a-du gant ar mont en-dro nevez : « Ral-kenañ e tlefe bezañ an dirojañsoù, mod-all n’eo ket dirojañsoù ken. » Jean Hascoët, dileuriad ar gevredigezh-mañ, a zispleg deomp eo dre faot ar skuilhañ hañvouez ez eus kement a vezhin glas ha saotradur an traezhennoù e bae Douarnenez. « Re alies e vez diferadoù-prefed o verzañ ar pesketa a-vicher hag amatour abalamour d’ar pistriennoù. »
Gant an hini diwezhañ d’an 23 a viz Ebrel e oa bet « difennet dastum ha debriñ kregin bae Douarnenez – aod-vev » ablam d’al live re uhel a bistriennoù ankoun (ASP), produet gant spesadoù mikrobezhin hag a c’hell bezañ entoksekaet lemm an dud ganto. Hervez Jean-Alain Divanac’h, dileuriad kambr al labour-douar e diabarzh ar park-mor, vez gwellet o c’hresk a-gaoz d’ « ur protokol nevez », o rediañ bremañ al labourerien-douar da ober ar goulennoù digoll-se. « Graet hon eus koñsesionoù en ur asantiñ skarzhañ penn-da-benn an doareoù da skuilhañ etre 0 ha 50 metr », a zispleg kannad al labourerien-douar. Chom a ra ar riskl saotradur « poent-kenañ » hervezañ. Kavout a ra gwelloc’h lakaat ar biz war « rouedadoù yac’husaat n’eo ket diouzh ar reoladoù ».
Eus e du e laka renerezh ar park ar pouez war an araokadennoù a vez graet war an dachenn-se : « A-drugarez d’ar c’hendivizoù-se eo bet digresket gorread an douaroù a c’hallfe bezañ skuilhet e-barzh 500 metrad eus an tachennoù sevel kregin. Digresket eo an holl zouaroù a-hed tro-dro d’ar park eus ouzhpenn 300 hektar da 111. Ar park en deus ivez embannet ur mennozh negativel diwar-benn raktresoù 53 hektar. »
Sevel o mouezh a-enep an divizoù-se a vez graet gant ar c’hevredigezhioù difenn an endro. Padal e seblant bezañ un tamm disheñvel sell ar skiantourien, evel hini Eric Thiebault, kelenner war ar morouriezh biologel hag ezel eus kuzul-merañ ar park. Hervezañ « n’eo ket talvoudus bezañ a-enep ar raktresoù bewech peogwir n’hon eus ket ar galloud da skoilhañ outo. »
« Kizidikaat a rankfer ober kentoc’h, evit chom efedus », emezañ. Keuz en deus ar c’hlasker e kreizenn biologel Rosko « ne vije ket ur sell hollek » war dalc’h ar skuilhañ-hañvouez : « Data war ar flus enkas hag ar flus diskas a vefe brav kaout met n’hon eus sifr ebet diwar-benn ‘se. »
« Evel skiantourien, n’eo ket simpl an traoù », a anzav Frédéric Jean. « Diwar benn sujedoù sansupl, e c’hall hor mennozhioù bezañ komprenet evel bezañ a-du gant un abeg. »
« Den ebet n’en deus ar muiañ-niver er c’huzul-merañ-se », a zispleg Fabien Boileau. Bet rener park naturel mor an Irwazh, e komz bremañ evel rener an takadoù gwarezet e Ofis Frañs ar vevliesseurted. « Ar parkoù naturel mor zo un ensav demokratelezh evit an endro, gant ur gouarnerezh lec’hel. Bodet e vez tud gant interestoù disheñvel a-wechoù, ar pezh a vez graet nebeut a-walc’h e lec’h-all », a zispleg-eñ. « Gallout a ra ar park reiñ mennozhioù strishañ ha gwirioù veto war raktresoù zo. E giz-se e vez miret ouzh kalz disoc’hoù ekologel absurd », rak, hervezañ, « ar mennozhioù-se a zic’hoanta an dud da gas raktresoù war-raok. »
Met evit lakaat e obererezh da dalvezout penn-da-benn e ranker kemer e kont divizoù ar PNMI. War ar poent-se e oa bet studiet an afer gant Lez-varn Melestradurel Roazhon. Nevez zo e oa bet embannet gantan an ali a-du gant Eau et rivières de Bretagne, o kreñvaat, sañset, galloud park ar mor. D’an 10 a viz Gouere 2025 e oa bet divizet gant al lez-varn e oa ret da prefed Penn-ar-Bed kavout asant park naturel mor an Irwazh a-raok aotren adsevel moc’h ha saout-laezh. Ar park, goulennataet war an afer, en doa roet un ali a-enep, ha ne oa ket bet kemeret e kont gant dileuriad ar Stad.
Un dalc’h all a zo hervez Dour ha stêrioù : ur studiadenn analizañ ar riskl liammet gant ar pesketa a rank ober park naturel mor an Irwazh evit ma vefe anavezet resis dilerc’hioù ar pesketa war an endroioù hag ar spesadoù a zo anavezet o mirout evel ret gant ar sturiadoù Natura 2000. « Ar re a gemer perzh en dielfennadurioù-se a zo dreist-holl izili eus Poellgor rannvroel ar pesketaerezh mor : ganto e vez priziet e gwirionez hag-eñ eo bras o efedoù, hag e vez kinniget doareoù evit o digreskiñ », eme Christophe Le Visage. « Lakaet eo bet er-maez an dud n’int ket eus ar vicher pesketa, tud kevredigezhioù an endro da skouer. Dre-se e vez breskaet an disoc’h a-fet teknik ha war an dachenn lezennel ivez », a zegas dileuriad Dour ha stêrioù da soñj. E 2006 en doa kemeret perzh hennezh e bodad-skrivañ an dekred evit krouiñ ar parkoù-mor pa oa kargiad evit ar Stad.
N’eo ket bet goulennet e ali kennebeut gant ar skiantour Eric Thiebault evit sevel ar studiadenn-mañ, 150 pajennad enni, hag a zo al lec’hioù-annez spesadoù mor danvez he lodenn gentañ. « Met kenlabourat a ran war an eil lodenn hag a vo embannet diwar-benn ar spesadoù », emezañ. Padal e chom kevredigezhioù an endro maez ar jeu evit an eil lodenn.
Goulennataet diwar-benn ar poent-se, renerezh ar park Mor a anzav c’hoant ar skiantourien hag ar c’hevredigezhioù da gemer perzh muioc’h hag e oa bet sur dezho e « chomfent e-barzh an argerzh » dre « un emvod labour ». An doare-ober-se, daoust ma vez rebechet dezhañ, a glot gant « an doareoù lakaet da dalvezout evit holl renerien an takadoù mor gwarezet e Frañs », hervez renerezh ar PNMI. « Ne c’hellfed ober netra ma ne vefe ket degemeret ar besketaerien el labour-se » a ro da c’houzout eus e du Fabien Boileau.
« An demokratelezh lec’hel a ya en-dro gant kenemglevioù ha kempouezioù n’int ket aes da gavout atav », a zispleg rener an takadoù mor gwarezet. Hervezañ eo an doare-ober-se un obererezh « diplomatiezh » evit « kas an traoù war-raok ».
« Ur c’hempouez a c’hell bezañ gwellaet bopret eo, ha chomomp aketus outañ », a zispleg Poellgor Rannvroel ar Pesketaerezh. En ul lizher, 18 pajennad enni, hag hon eus gellet lenn, ez eus bet kaset gant Dour ha stêrioù ha Breizh vev (Bretagne vvante) meur a rebech ha meur a c’houlenn da vMaël de Calan, prezidant departamant Penn-ar-bed anezhañ, diwar-benn an danevell-mañ hag a zo bet arc’hantaouet gant Unvaniezh Europa. « Lavaret e vez deomp ne servij da netra berzañ ar pesketa gant ur roued-stlej rak n’eus ket eus ar mod pesketa-se er park met ma n’eus ket eus outañ. »
Ouzhpenn-se e lavar an div gevredigezh ez eus un diouer a c’houizidigezh war ar fed e chom lec’hioù-annez ar spesadoù-mor e stad vat pe get ha re nebeut ivez war ar c’hementad a besked hag a vezhin dastumet. Hervez ar studiadenn e vije an titouroù-mañ. « Dindan sekred statistikel ». « Titouroù zo a vez gwelet evel kizidik adal ma c’haller anavezout war-eeun obererezh un embregerezh pe ul lestr », eme ar Poellgor rannvroel pesketa.
Arguzennoù ha ne blijont ket dileuridi c’hevredigezhiou war dachenn an endro. D’o soñj n’eo ket ar rentañ-kont hervez lezenn pa ne zouj ket d’ar sturiad Habitats, faune, flore (DHFF) a sell ouzh al lec’hioù Natura 2000. Padal eo park mor an Irwazh ul lec’h Natura 2000 just a-walc’h. « O soñj mont dirak al lez-varn emaomp », emezo. E PNMI evel e lec’h all, pa vez ezhomm da ziskouez an demokratelezh, ne vez ket pell al lezioù-barn.
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel