C’hoant zo staliañ mil labourer-douar ar bloaz bep bloaz a-benn 2028 e Breizh. Hiziv n’eus nemet 500 a-boan a zeu a-benn d’en em staliañ e-keit ma weler tiez-feurm divent o tont war wel dre doareoù luziet d’o sevel diouzh al lezenn. Tiez-feurm 1.000 hektar, 1400 a-wechoù memes. Boaz eo deuet gwelet atantoù gant ouzhpenn eget 200 hektar tachenn. En ur ober dek vloaz e oa deuet an hanter muioc’h diouto.
Darn en devez c’hoant devezhioù-arat ouzhpenn evit hadañ maiz, darn all evit skuilhañ hañvouez o loened, sevel ur metanizer, solutaat an embregerezh, brasaat a-raok treuzkas ar stal d’ar vugale. Ha ne gonter ket lontegezh ar c’hêrioù a gemerfe a-walc’h un dornad devezhioù-arat da ober lodennoù ha sevel-tiez pe c’hoazh sevel ur greizenn-genwerzh bennak. Pep hini a ya gant ur strategiezh evit dont a-benn d’ober diouzh e c’hoant, na pa vefe war bevennoù al lezennoù pe c’hoazh implij ar feulster.
Ul luskad don an hini eo : roet lañs dezhañ gant ar Stad C’hall goude an eil brezel bed, bodañ an tiez-feurm ha kreskiñ anezho war goust al labour-douar familh. Embann a ra kaout c’hoant da cheñch penn d’ar vazh bremañ ha harpañ an dud d’en em staliañ.
Evit tizhout ar pal ez eus daou dredeog. Ar Safer a vez o verañ gwerzh an douaroù kuit da gaout brokerezh war ar font ha soursial sikour an atantoù da chom. Ar CDOA, bodad departamant heñcherezh al labour-douar (commission départementale d’orientation de l’agriculture), a ro an aotreoù labourat an tachennoù d’al labourerien-douar. Ha teknikoù zo kuit da vezañ tapet berr ha kastizet.