An adtapout tiez-feurm stanket

09/12/2023
Julie Lallouet Geffroy
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 12 mn lenn

Tost ur c’hard eus al labourerien-douar e Breizh a ya davet ul labour-douar padusoc’h gant doareoù eun da werzhañ, bio, gouniderezh legumaj ha desaverezh divoaz evel ar gouennoù lec’hel. Ar rummad nevez-se en deus da dalañ ouzh dispriz al labourrien-douar mestr, re hentad al laezh hag ar produiñ ezdouar.

  • Darn eus ar berc’heien ne fell ket dezho gwerzhañ ma vez raktresoù divoas
  • Rouedadoù-all a deu war wel evit aesaat staliañ ar raktresoù-se ;
  • N’emañ ket o tont eus bed al labour-douar, ur vaouez, gwerzhañ war-eeun, sevel gouennoù lec’hel, gouniderezh, bio : pimpatrom ar remziad nevez ;
  • E 2021 e oa 2.500 den war ar renk d’en em staliañ, e fin ar gont ne oa nemet un drederenn o kregiñ gant e stal er bloaz-se.

« An afer-mañ a sko an DDTM », a gont un dileuriad eus ar c’hConfédération paysanne. « Abaoe ma ‘z eo aet an doser betek ar C’huzul Stad ez eo luziet », eme ur vouezh aotreet eus an FDSEA. An afer-se zo hini Karim Arab. Un afer o c’hortoz un deiziad evit an dalc’h er C’huzul Stad, live uhelañ ar barnadurezhioù.

E 2018 en doa c’hoant Karim Arab d’en em staliañ ha sevel deñved bio. An aotre en doa tapet evit labourat 54 hektar douar, met ul labourer-douar en doa tapet an aotre ivez. Ha hennezh-all a vo an hini kentañ da gaout ar parkoù. Koulskoude ez eo sklaer brastres renerezh rannvro ar plasoù labour-douar (schéma direction régional des exploitations agricoles, an SDREA e galleg), an diell a ro ar reolennoù evit dibab ar re war ar renk zo didroc’h : unan oc’h en em staliañ e bio zo mestr war unan oc’h en em staliañ n’eo ket. War baper ez a ar maout gant Karim Arab ; war an dachenn ez eo Gaec ar Ruais an hini zo e-barzh ar park. Ar saver deñved a c’houlenn digant prefed rannvro Breizh tennañ an aotre labourat an douar digant egile, ha nac’het e voe gantañ hen ober e miz Du 2018. Karim Arab a gendalc’h ganti ha mont a rak dirak al lezioù-barn a-benn nullañ diviz ar prefed lezel Gaec ar Ruais er plas-se. E miz Genver 2022 e vo roet rezon dezhañ gant lez-varn galv velestradurel Naoned.

Gaec ar Ruais a ya a-benn ha sezisañ a ra ar C’huzul Stad. Spi zo gant Karim Arab da c’hounit : « An deiz ma vo kemeret harp gant ar varnadenn evit lakaat ar gwir d’en em staliañ da dalvezout e vin laouen, n’em bo ket kollet ma amzer evit mann. »

Ruzal a ra an afer abaoe 2018 : ma vez ret d’an daou yaouank eus Gaec ar Ruais kuitaat al lec’h e vo pemp bloaz labour ha postadurioù kollet.

Dont da vezañ labourer-douar pa n’eur ket eus ar c’horn-bro

Karim en deus kroget da ober e vuhez nevez e Lanrelaz, en Aodoù-an-Arvor e 2005, pell-mat eus e vro c’henidik, ar Pikardi. « Pa ne vezer ket mab d’ul labourer-douar ne vez tamm herêzh douar ebet. Ha pa ne vez ket pinvidik ar gerent, n’eus ket peadra da adtapout un ti-feurm. » Labourat a ra kalz Karim, lakaat a ra arc’hant a-gostez, heuliañ a ra an hent evit en em staliañ evel ma vez embannet gant Kambr al labour-douar, solutaat a ra e raktres desaverezh deñved Shropshire. « Plas zo war ar marc’had evit ar ouenn deñved-se ha talvoudegezh ouzhpenn a gasont hep kaout riskloù re », a gont-eñ.

Goude ar c’hwitadenn war an ti-feurm 54 hektar en doa kaset anezhañ d’an emgann dirak al lezioù-barn ha betek ar C’huzul Stad e kav unan 29 hektar e ti un amezeg. Mont a ra e darempred gantañ. Un deiz, diouzh ar mintin e kinnig dezhañ e raktres ha selaou a ra ar perc’henn gant resped. Goude-merenn e c’halv hemañ Karim ha soñj en deus mat eus an eskemm a oa bet :

« – Ne dalvez ket ar boan prederiañ : an deñved, ne gredan ket e se.

– Met petra ra se deoc’h p’emaoc’h o werzhañ ?

– Du-mañ eo ! »

Ar respont-se en deus bet Karim ha reoù-all c’hoazh da dalañ outañ. « Ur c’hoant a vez gant al labourer-douar da vezañ mestr war ar pezh a vo graet gant an hini a deuio war-e-lerc’h, a zielfenn an desaver. Stag don en e greiz eo ar menaj. N’eo ket digor a-walc’h ar spered. »

Raktresoù labour-douar a vez gwelet evel mont war gil

Evit ar re o doa gwelet Breizh (pevar departamant) oc’h arbennikaat er produiñ laezh, moc’h ha yêr ezdouar ez eo souezhus an doareoù nevez da labourat an douar ha divarc’hañ a reont meur a hini zoken.

Ar Gambr labour-douar a ra un daolenn diouto.


E 2022 e oa un drederenn eus al labourerien-douar nevez labourerezed-douar. 42 % ar re oc’h en em staliañ ar bloaz-se ne oant ket eus ur familh liammet gant bed al labour-douar ha ne oant nemet 26 % e 2018. Ur c’hard eus ar re oc’h en em staliañ a oa, diouzh lavaret ar Gambr labour-douar « toleadoù bihan produiñ » : sevel deñved, kezeg, givri, chas ha kizhier, istri, gwenan, maligorned, gwerjez, plant frondus, plant louzeier, bara, bier, kaotigell hag all.

Sofia zo e-touez an tresoù nevez-se. Ur vaouez eo, n’emañ ket o tont eus un ti-feurm, o klask un dachenn vihan evit sevel ur ouenn lec’hel e bio da werzhañ war-eeun. Un degemer a oa bet graet deomp gant he chas ha harzhadeg a oa bet. War an daol-vras he doa lakaet Sofia un teuliad bras : studiadennoù ekonomikel, goulennoù aotre labourat an douar, lizhiri, pep tra zo e-barzh. Erruet e oa Sofia e Frañs ugent vloaz zo. Emañ o chom gant he c’hamarad Pascal en ul lec’h war ar maez ha tri desaver saout-laezh tro-dro.

E 2018 e oa graet he soñj ganti mont da sevel saout. Klask a ra un ugent devezh-arat bennak evit sevel saout brizh-du. Saout-bihan ne reont ket kalz a laezh met kalz druzoni ennañ, mat-kaer d’ober amann, fourmaj ha Gwell, laezh-tev pe laezh kaouled, hanter-hent etre ar fourmaj gwenn hag ar yaourt. Evel Karim ez eus ur marc’had gant kalz a briz, n’emañ ket gant an doareoù boas Ha hi ivez n’emañ ket eus ar vro ha n’eo ket merc’h d’ul labourer-douar.

Tro-dro dezhi ez eus un toullad re o vont war o leve, ha tiez-feurm gant ouzhpenn 60 hektar douar. C’hoant he deus da lakaat hec’h anv war ar renk evit ur park 5 hektar ha kinnig a ra ur banne kafe da unan eus ar berc’heien. Kontañ a ra dezhañ diwar-benn ar brizh-du, ar Gwell, diskouez a ra ar sifroù dezhañ, ar studiadenn ekonomikel gant siell Kambr al labour-douar. « Ar perc’henn en doa choazet an hini a vo war-e-lerc’h, unan gant saout-laezh boutin, a gont Sofia, blaz an trenk gant he c’homzoù. Kompren a ran e c’hallfe darn eus al labourerien-douar bezañ souezhet bras gant ma raktres. E-touez ar re o vont war o leve ez eus lod o deus bet ur vuhez simpl-tre, hag evito kaout nebeut a loened zo mont war-gil. »


Skoet e oa bet Sophia met ne oa ket bet trec’het c’hoazh. Esaeañ a reas Sophia kaout muioc’h a chañs gant parkeier-all. Mont a reas da welet un desaver o vont war e leve nebeut goude. Eus 5 hektar a oa kaoz bepred. « Respontet en doa din en doa c’hoant da reiñ ar an dachenn d’unan yaouank en doa ezhomm 5 hektar da skuilhañ hañvouez [kaoc’haj]e loened. Lakaat a rae an hañvouez a live gant ma raktres a lako an ekonomiezh lec’hel da vont war-raok.»

Harzañ a ra an disrannoù e bed al labour-douar da zegemer ar remziadoù nevez

Un desaver o vont kuit hag ur produour legumaj o tont a glot gant ur pemdez disheñvel hag ezhommoù disheñvel. An eil en do ezhomm plas da lakaat al loened da beuriñ hag ober boued dezho, egile a chomo war un dachenn vihan da c’hounez legumaj. Ur saver moc’h ezdouar en devez kalz dleoù hag ezhomm en do muioc’h a savadur eget ur saver gwenan Diaes eo keñveriañ sevel saout brizh-du evel raktres Sophia gant hini deñved Shropshire Karim.

Al labourerien-douar nevez, ar re gant tresoù divoas zo erru 20 % eus an dud oc’h en em staliañ e Breizh. Dont a ra da vezañ start ober van n’eus ket diouto. Ar sokiologourien François Purseigle ha Bertrand Hervieu a zeskriv3 an dalc’hoù tenn e bed al labour-douar. Dreist-holl tro-dro d’ar re o devez c’hoant « “tremen e bio”, distreiñ d’ar peuriñ geot, degas gouennoù lec’hel pe lakaat e pleustr hentadoù gwerzhañ war-eeun. ». Al labourerien-douar-se « a gav war o hent tud na gredont ket anezho, pe kasoni memes alies-mat. Ha kavet e vez ar gasoni muioc’h c’hoazh pa vez kaoz en em staliañ gant ar « re nevez deuet ». Peurliesañ e vez nac’het dezho prenañ douar. »

An douaroniour Adrien Baysse-Lainé, enklasker CNRS e skol-veur Grenoble Alpes, a zielfenn pegen digempouez eo kaout an dro da gaout douar : « Evit ar re e penn an FNSEA, ar sindikad muiañ niver gantañ, ez eo al labourerien-douar dellezekañ ( da lavaret eo ez eont gant hent ar pal modernaat al labour-douar) a dle tremen da gentañ ; evit ar c’hConfédération paysanne, ez eo ar re o devez ezhomm douar ar muiañ, da lavaret eo an tiez-feurm bihan, a dle tremen da gentañ ; evit ar c’hCoordination rurale, sindikad eus an tu-dehou muioc’h, ez eo doujañ ouzh dibab ar berc’heien ar pep pouezusañ. »

Adrien Bayse-Lainé a zeskriv aozadur un doare-all d’ar rouedad sindikad pennañ gant « enep-rouedadoù ». An aozadurioù, ar sindikadoù ha kevredigezhioù zo e luskad an tu-kleiz peizan, e-giz ar c’hConfédération paysanne, al luskad Via campesina, ar Civam-où, ar pol Inpact, an Adear-où, ar Ciap-où pe c’hoazh Terre de liens a ra stummadurioù war gwir ar prenañ douar, gedal a reont ar gwerzhioù ha harpañ a reont ar re o devez c’hoant d’en em staliañ. Ganto e vez ivez keodedourien a striv evit ma vo raktresoù di-voas, evel Terre de liens a bren douaroù gant arc’hant esperniet keodedourien a-benn staliañ peizanted. E-tro tri-ugent abaoe 2006 e Breizh. « E stummoù zo, e vez adsavet ar memes doareoù da ober hag ar sindikalouriezh muiañ-niver gant an obererezhioù-se. Sevel a reont rouedadoù nevez diouzh ma plij dezho ar raktresoù, e-kichen ar rouedadoù-all, ha keleier a vez kaset. », a zielfenn an douaroniour.

Adaozañ marc’had an douaroù, an dra gentañ da ober ?

An testenioù bet en enklask a eztaol santadoù direizhder kreñv en dibaboù tapout an douaroù. An douaroniour Adrien Baysse-Lainé zo evit ur justis war ar font. Ar gwirour Benoît Grimonprez a ginnige-eñ un adaozañ ar font e 2018. Kas a ra da soñj eo an douar « ur mad dre gevezerezh, ma vez unan war an douar e vount egile kuit dre ret. Alese an ezhomm aozañ en a-raok ha gwarantiñ e c’hello pep hini ober e vad eus an douar gant un dasparzh reizh etre ar geodedourien. » Kinnig a ra bodañ an holl ensavioù liammet gant ar font en un aozadur hepken, diwar skouer ajañs vroadel ar vevliesseurted. Un ensavadur savet diouzh un tu gant « un ensavadur demokratel awenenet diwar “parlamant lec’hel an dour” », ha diouzh un tu-all un ensavadur tost « d’ar re zo bremañ “bodadoù teknikel Safer” pe bodadoù departamant heñchañ al labour-douar a vefe goulennet e ali digantañ evit kement goulenn aotre. »

N’eus ket bet eus an adreizh font-se. En e lec’h emañ al lezenn Sempastous bet votet e 2021, da vezañ lakaet e pleustr adalek miz Ebrel 2023, honnezh a gresk galloudoù emellout ar Safer.


Evit Breizh e vo embannet un SDREA nevez ar bloaz-mañ, an diell-se a renabl ar reolennoù evit bezañ an hini kentañ da gaout an douaroù. Cheñchet eo neuze bremañ, en em staliañ zo er renk kentañ dirak astenn an dachenn pe eskemm parkeier. An dilennidi rannvro o deus votet a unvouezh evit an diell nevez-mañ. Un trec’h evit ar Rannvro a dap muioc’h a varregezhioù e domani al labour-douar.

E-barzh un danevell eus miz Ebrel diwezhañ e talc’h Lez ar C’hontoù da soñj e vez dalc’het las ar yalc’hadoù evit ar sikourioù d’en em staliañ gant ar rannvroioù ha int-i a zibab diwar beseurt abeg e vo roet. Un doare a c’hell Rannvro Breizh implijout evit cheñch tresoù al labourerien-douar a fell d’ar galloudoù publik kaout. P’hon doa savet ur goulenn diwar-benn ar poent-se ouzh bez-prezidant ar Rannvro e karg al labour-douar, Arnaud Lecuyer, en doa nac’het respont deomp.

A-benn fin ar bloaz e vo votet sañset ur pakt hag ul lezenn war heñchañ ha dazont al labour-douar ha tri ahel alese : ar stummañ, ar staliañ hag an azasaat d’ar cheñchamant hin. Evit al lodenn diwar-benn ar staliañ e oa bet lezet meur a ginnig war burev ministrerezh al Labour-douar e miz Mezheven. Er renk kentañ : gouzout piv eo «ar re nevez, an danvez labourerien-douar , ha dreist-holl ar re o tont eus kêr ha n’emaint ket eus bed al labour-douar. ». E Breizh e kaver an dud-se. E-tro 2.500 a dud a oa bet o welet ar burev degemer ar staliadurioù er Gambr labour-douar e 2021. 600 a oa aet betek penn o hent stummañ. 507 a oa en em staliet gant ur yalc’had. 270 a oa en em staliet hep yalc’had. Ar pal zo kaout 1000 a dud oc’h en em staliañ bep bloaz, « N’emañ ket an dalc’h gant ar re nebeut a dud war ar renk e Breizh met ezhomm zo harpañ anezho ».

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →