Tro-kein ur c’hêriekaat war an aodoù ha n’eo ket mestroniet ken

01/23/2025
Jérémie Szpirglas, Denis Vannier
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 16 mn lenn
E-tal ar betoniñ o plantañ tizh en Arvor e c’heller kavout harzelloù, rakwelet e oant bet gant al lezenn zoken. Da skouer, an teulioù hag aktoù kêriekaat a rank tremen ur c’hontroll lezennegezh kemeret e karg gant servijoù ar Stad. Seul daol e ya an dilennidi da gavout repu dindan disglavier ar prefetioù, pezh a ro dezho pep reizhded, hervezo. E lec’h all emañ ar wirionez, pa n’eus ket a-walc’h a dud ha diouer a bolontez politikel.
  • Gwechoù zo e vez servijoù ar prefetioù o reizhekat savadurioù er-maez lezenn, evel m’eo bet diskouezet splann gant skouer Visant Bollore hag enez al Loc’h ken arouezius.
  • N’eus ket a-walc’h a dud hag a arc’hant gant servijoù ar prefeti evit ma c’hellfent kontrolliñ lezennegezh ar steuñvoù kêriekaat lec’hel, an aotreoù sevel ti hag aktoù all.
  • Gant ar brefeded emañ ar galloud divizout, hep ma vefe heuliet ganto bepred ali ar servijoù bet lakaet da studiañ an teuliadoù.

Lakaet e oa bet an afer a-wel d’an holl e 2012 a-drugarez d’ar gevredigezh Breizh Vev, merourez mirva naturel enez Sant Nikolaz er Su d’an inizi Glenan (29). Soñj en deus Romain Ecorchard, gwiraour ar gevredigezh Breizh Vev da vare an darvoud : « Implijidi ar gevredigezh o doa merzhet e oa bet lakaet skloturioù tro-dro da Enez al Loc’h, er Su d’ar Glenan, hag e oa bet savet un ti-gwer-tunel ivez, ha kempennet a-galz ar savadurioù a veze eno, en o zouez an ti-feurm chomet dilezet betek-henn ».

Kempennadurioù er-maez lezenn penn-da-benn hervez lez-varn Kemper, e-keñver Lezenn an Aodoù da gentañ, met ivez abalamour m’eo rummataet al lec’h, an uhelañ gwarez ma c’hell kaout.

Kalz a drouz tro-dro d’an afer, dreist-holl abalamour d’an hini a oa bet lakaet e kaoz, ur penn-bras anavezet gant an holl : an SA Bollore, da lâret eo Vincent Bollore, paotr an aferioù, miliarder ha perc’henn meur a vedia. Gant al lez-varn e vez kinniget an SA Bollore evel perc’henn an enezenn. Dre ma felle da baotr an industrioù brasaat gorread e annez ha kaout peoc’h da vat war an enez, en doa lakaet ober un toullad labourioù, met hep kemer ar boan da sevel un diskleriadur diagent pe ur goulenn aotre sevel a vefe bet nac’het forzh penaos.


N’emañ ket a-du gant an dra-se an SA Bollore o lâr ne oa ket dañjerus evit ar vevliesseurted al labourioù o deus graet. Hervezi, pep tra zo bet graet hervez al lezenn.

A-benn ar fin eo ar gevredigezh Breizh Vev he deus skoet an taol. « An dud e kont o deus goulennet meur a wech kaout emgav ganeomp, o klask kendrec’hiñ ac’hanomp da dennañ hor c’hlemm a-raok ma yafemp betek ar breudoù, evel ma lâr deomp Romain Ecorchard. Padal, e-keit ma oa ar justis o vont gant he hent eo bet reizhekaet ul lodenn eus al labourioù kempenn gant prefeti Penn-ar-Bed. Pezh n’en deus ket miret al lez-varn da gondaoniñ an embregerezh Bollore da baeañ ur sammad dister a-walc’h d’ar gevredigezh. »

7.000 € a zic’haou, ouzhpenn ar frejoù lez-varn hag hucher, evit ur sammad a 2.238 €. Mantret eo memes tra Romain Ecorchard gant emzalc’h ar brefeded an eil war-lerc’h egile : « A-benn ar fin n’o deus graet diaester ebet evit reiñ an aotreoù, ha pa oa evit reizhekaat labourioù a oa er-maez lezenn koulskoude. Diouzh un tu all, sañset e vefe bet ar prefeti bezañ diouzh hon tu evit reiñ dorn deomp evit ar rekourioù el lez-varn. N’o deus graet tra ebet… »

N’he deus ket prefeti Breizh respontet d’hon c’houlennoù.

A-wechoù ne ra van ar prefed gant servijoù ar Stad diouer a dud enno

An istor-se a «dreuztremen ordinal », kaset gant Vincent Bollore war Enez al Loc’h zo arouezius eus an doare ma c’heller tremen bemdez e-biou da Lezenn an Aodoù. Meur a di a vez savet hep kaout an aotreoù ret er Frañs, kuit d’o ferc’henn da gaout ur respont nac’h pa vez goulennet an aotre.

Diaes-mat eo gellet reiñ an niver resis anezho dre m’az int er-maez lezenn, met niver an torradurioù lezenn graet ouzh gwir ar c’hêriekaat hag ar sevel ti bet enrollet gant servijoù ar polis ha gant an archerien a oa eus 4.100 ar bloaz etre 2012 ha 2021.

Tost da zDouarnenez (29) e oa sañset da vezañ savet meur a diez. Ur gevredigezh zo deuet a-benn da harzañ ar raktres. Poltred : Vassili Feodoroff.

Tud all c’hoazh a ya da heul hentenn ofisiel ar velestradurezh, gant ar spi e c’hellint lakaat o zeuliad da dremen dre fazi. Pe gant ar spi e vo re a labour gant ar servijoù e kaoz (en tiez-kêr pe er prefetioù) evit ma vefe ensellet o aotreoù e koulz, da lâret eo e vefe aotreet goude ma chomfe daou viz hep tamm respont. Hervez Laurent Le Clech*, gwiraour hag arbennigour war gwir kêriekaat an aodoù, « alies-kaer, evit kaout ar peoc’h, e vez ar maer oc’h asantiñ, peotramant e reizhekaat war-lerc’h ur savadur bet graet hep tamm aotre — ha pa rank a-wechoù kemm ar steuñv lec’hel kêraozañ(SLK/PLU) ».

E hanternoz kumun Treveneg, dindan 150 metrad diouzh ar mor, setu ma oa erruet e penn-kentañ 2017 un astenn war un ti, padal ne oa bet kavet roud ebet outañ e diaz broadel an aotreoù sevel ti abaoe 2014. Ha n’eo ket hep abeg : en SLK, a oa bet savet e 2007, e oa bet rummataet an tachennoù e kaoz e rumm Na (tachenn naturel), p’eo hewel diouzh ar mor, ha n’eus savadur evet war an tachennoù all tro-dro (pezh a rafe da neuze un torr-kêriekaat) : n’eo ket posupl e vefe bet deroet un aotre evel-se. Ha koulskoude, en SLK/PLU nevez, e 2020, e oa erru « UB » an takadoù a-greiz-holl, da lâret eo e oant kêriekaet evit bezañ annezioù dreist-holl, pa ne oa c’hoazh tamm savadur ebet war an takadoù tro-dro.

N’hon eus bet respont ebet gant ti-kêr Treveneg ouzh hor goulennoù.

Emañ Vincent Esnaul, stourmer ha dilennad Ar re wer e ti-kêr Fouenant (29), o tiskouez ur savadur maez-lezenn e trezenn Beg Meil. Poltred : Vassili Feodoroff.

Anavezet eo ar gudenn, evel ma tispleg deomp Gwendal Vasseur*, bet renerezh departamant an tiriadoù hag ar mor e Rannvro Breizh, hag arbennigourez war Lezenn an Aodoù, nevez zo war he leve, « diouer a dud a vez o labourat e servijoù ar prefetioù ». Kefridi all ouzhpenn a vez gant ar skipailhoù gouestlet da wiriañ al lezennegezh – da lâret eo gwiriañ m’eo reizh an aktoù bet kemeret gant ar strollegezhioù lec’hel hag o ensavadurioù publik e-skoaz an diferadurioù lezennel a dalvez.

« Peurliesañ ne vez ket ouzhpenn pemp den lakaet da blediñ gant kontroll lezennegezh ar c’hêriekaat, ha nebeutoc’h a-wechoù. Da vareoù zo n’int nemet un pe zaou evit kontrolliñ an holl aktoù ! », eme Gwendal Vasseur. Pa ouzer e rank ar c’hontrolloù-se bezañ kaset dindan daou viz.

Padal e vez ar prefetioù o tegemer etre 25.000 ha 30.000 akt pe teul e-liamm gant ar c’hêriekaat bep bloaz. E-barzh ur Sintezenn eus an holl evezhiadennoù bet embannet da geñver kontroll ar c’halite bet embannet e miz Kerzu 2020, e veneg prefeti Penn-ar-Bed e vefe tro 28.320 akt kêriekaat ar bloaz. En o zouez 11.507 a zo bet kontrollet ar bloavezh-se (war-dro 41 %), pezh en deus roet tro da 190 rekour dre youl gaer, ha da 49 lizher evezhiadennoù, an darn vras anezho evit lâret ez eo re soubl an doare m’eo bet implijet Lezenn an Aodoù.

« Berr-tre eo daou viz evit gellet studiañ un akt, dastum an elfennoù a-bouez, sevel un teuliad ha lakaat anezhañ da vont en-dro, eme an arbennigourez ivez. Ouzhpenn da-se ez eus bet goulennoù e-leizh abaoe enkadenn ar C’hovid, ha n’eo ket aet niver an dud da heul. N’eus ket atav arbennigourien an danvez eus kargidi ar servijoù. Gellet a reont gwechoù zo goulenn skoazell arbennigourien an DDTM — met aze e kemer amzer ivez c’hoazh. »

Ha pa vez ganto amzer da blediñ gant kontroll lezennegezh un akt pe un teul, roll ar servijoù a bled ganto ne ya ket pelloc’h eget strollañ ar reoliadurioù, sevel teuliadoù ha skrivañ erbedadennoù.

« Ar brefeded eo a sin ar galvoù da ziwall pe an adkasoù da soñj deuet diwar kontroll al lezennegezh, pa vez eus outo, eme c’hoazh Gwendal Vasseur, hag erbedadennoù ar servijoù n’int ket bepred heuliet gant ar brefeded. Aet eo an traoù kalz war-raok abaoe ugent pe tregont vloaz : gwechall e veze fiziañs gant ar brefeded en o servijoù ha ral a wech e veze disfiz en o erbedadennoù. N’eo ket tamm ebet an traoù evel-se hiriv an deiz. »

Poltred : Vassili Feodoroff.

Ha kement-mañ evit brasañ displijadur kargidi ar prefetioù, gwall nec’het pa welont eo bet laosket a-gostez darn vras o evezhiadennoù el lizher ofisiel, enno « pennadoù a-bezh bet diverket », emezi ouzhpenn.

Ar memes tra tamm-pe-damm evit an teulioù kêraozañ (Scot pe PLU), ha memes m’eo bet servijoù ar prefeti hag an DDTM o kemer perzh er sevel teuliad peurvuiañ, anavezet eo gant an dilennidi an diferadennoù bet lakaet war-raok. Pezh ne dalvez ket e vint kemeret e kont.

War enez Berder un otel cheuc’h war un takad rummataet

Kemeromp afer Giboire war enez Berder (56). Ul lec’h da vont da bourmen eo an takad glas-se e-kreiz ar Mor-Bihan, hag aes da vont di war e dreid pa vez izel an tre. Eno e veze savadurioù eus an XIXvet kantved. Michel Giboire, perc’henn an enez abaoe 2013, a oa da neuze prezidant ar strollad embregerezhioù Giboire, en doa bet digant ar prefed un aotre annezañ dibad (AOT) war an domani foran mor evit obererezhioù « obererezhioù e-liamm gant ar mor » — un nemedenn da Lezenn an Aodoù a oa bet soñjet evit reiñ lañs d’an ekonomiezh e-liamm gant metoù ar mor.

Etre miz Gouere 2017 ha deroù 2018 eo bet lakaet kempenn an daou savadur gant M. Giboire, hep tamm aotre kêraozañ : kemmet e oa bet dorioù ha prinistri ar peskerezh kozh, kempennet an diabarzh ha krouet siminalioù evit ma vefe troet da lec’h annez. Hag abaoe ez eo deuet e berc’henn da dremen e amzer eno, deuet eo neuze da vezañ e lojeiz. Difennet eo gant Lezenn an Aodoù koulskoude seurt cheñchamant kefridi en ur savadur en takad a 100 metrad. Diouzh ar mor. E-kreiz an enezenn e kaver ivez ur maner.

SLK (pe PLU) ar gumun a oa bet degemeret e 2018 en doa raktreset e vefe bet troet anezhañ un ul leti chik ha cheuc’h gant an embregerezh Giboire — un aotre hag a greskfe eus 30 % ar gorread savadurioù warnañ. Dirak kement a torroù-lezenn sklaer eo bet taget ar raktres hag an SLK gant peder c’hevredigezh gwarez an endro — hag aet ar maout ganto (barnadenn da vat abaoe diviz ar c’huzul Stad d’an 10 a viz Du 2023). Lakaet da ehanañ raktres ar strollad Giboire. Evit poent bepred.

Meur a wech e oa bet desachet evezh ar maer hag e guzul-kêr koulskoude.


« Sevel ur Scot pe ur PLU a c’hell tapout meur a vloaz, a zispleg deomp Gwendal Vasseur, betek 10 vloaz a-wechoù. Ret eo d’an dilennidi en em lakaat a-du, met gellet a ra ivez servijoù ar Stad lakaat o fri ennañ, ha kargidi an DDTM a c’hell bezañ pedet pe dont drezo o-unan en emvodoù prientiñ. Evit pezh a sell afer Giboire e oa bet kargidi an DDTM o sachañ evezh ar maer adalek ar bazenn gentañ diwar-benn breskted lezennel degaset gant takadiñ enez Berder hag ar riskloù war ar raktres leti evel ma oa soñjet. Met ar maer n’en deus ket fellet dezhañ klevet.»

N’eo ket gant se ez eo echu an afer : « ur wech m’eo degemeret ar raktres Scot pe PLU, e vez embannet un ali gant ar Stad, dileuriet aze gant ar servijoù prefeti, hag e anv un den publik kevelet. Aze e oa niverus an dud c’hoazh o lakaat war-wel kudenn Berder, a ouzhpenn Gwendal Vasseur. Da heul e oa bet un enklask publik, lec’h ma oa bet goulennet digant an holl da lâret o soñj, hag ar geodedourien dreist-holl. Pedet e oa bet an dilennidi da reiñ ur respont da bep evezhiadenn, pe e vefent digant an dud publik kevelet pe digant tud ar vro. Ur wech echu gant an enklask e teu ur c’homiser enklasker d’ober ur sintezenn ha da embann e soñj d’e dro. »

En degouezh-mañ e oa bet ar gomiserez enklaskerez evit SLK an Arvor-Baden oc’h ober fed « e oa diaes a-walc’h lakaat savadurioù Berder e renk ur gêriadenn pe e renk un takad kêriekaet stank a-walc’h, ha neuze ne oa ket a zigarez da rummañ anezho e takad U ». Ha da embann un ali a-du gant ar raktres SLK, met war-vete gouzout e oa ret gwareziñ Berder ha mirout anezhi evel takad heverk. Met daoust da-se n’eus ket fellet d’ar maer kemm e raktres. N’en deus ket bet c’hoant reiñ deomp resisadurioù deomp daoust d’hor goulennoù.

Forzh penaos ne oa ket ret dezhañ hen ober. Memestra gant Pascal Puisay, aotrou maer (Horizons) e Pennestin (56) a chom ar gwir gantañ embann, evel m’en deus bet graet e miz Gouere 2024 war lec’hienn an ti-kêr, e fell dezhañ « kadarnaat dibaboù politikel ar raktres evel m’eo bet divizet » evit an SLK/PLU, daoust da ali kontrol bet embannet gant ar c’homisered-enklaskerien d’ar 26 a viz Even 2024, ha daoust da ziferadennoù ar prefed ha re tud publik all kevelet.

War drezenn Beg Meil e Fouenant e oa bet troc'het hent an aod gant un ti. Ur gevredigezh lec'hel zo deuet a-benn e vefe moaien tremen en dro gant ar GR34. Poltred : Vassili Feodoroff.

En e ali, an MRAE, Mision Rannvroel Aotrouniezh an Endro, a lak war-wel an diouer a gempoell etre ar raktres SLK hag an tiriad e gwir, ha dre vras en deus keuz o welet un hentenn priziañ an endro ne ya ket betek penn, « abalamour d’un diouer a raktres demografek kempoell, d’un diouer a briziañ an ezhommoù lojeiz, ha dre ma n’eo ket bet dielfennet kenfeurelezh ar c’hizidigezhioù war an endro, hag an dalc’hioù e kont, war an tachennoù lec’h ma oa raktreset un astenn kêriekaat dreist-holl».

Padal ez eo ar c’huzul-kêr a-bezh en deus votet a-du gant an SLK. Daou viz a oa evit servijoù kêraozouriezh ar prefeti evit gwirañ ma oa diouzh lezenn, evel evit forzh peseurt aotre sevel ti. Ha dres evel evit un aotre sevel ti e c’hell ar prefed heuliañ erbedadennoù e servijoù, ha disfiziout an SLK, pe treuzkas anezhañ d’al lez-varn melestradurel…. pe get ! « Met ral a wech e vez kaset un SLK d’al lez-varn, eme Gwendal Vasseur. N’em eus gwelet se nemet ur wech e-doug ma buhez micherel ». Ur sifr souezhus pa gemerer amzer da sellet pizh ouzh SLK an 263 kumun a gaver en Arvor.

Eizh kumun eus an Arvor ha n’o deus ket a steuñv lec’hel kêriekaat c’hoazh

Klasket hon eus kemer harp war gement teul a oa da gaout (en o zouez al Levrig Lezenn an Aodoù ken prizius, bet embannet gant Rannvro Breizh), ha lennet hon Lezenn an Aodoù eus en ur glask chom neptu, hag hon eus gellet jediñ e oa dre vras 87 kumun eus Rannvro Breizh a ziskoueze kaout peadra da sevel bec’h.

Evit 54 kumun all e oa niverusoc’h c’hoazh ha liesseurt o gwanderioù lezennel, (termeniñ ar c’hêriadennoù, kudennoù takadiñ, troc’hoù kêriekaat aet da get, tresoù souezhus an takadoù tost ouzh ar mor, ha kement zo…). Diamzeret eo un tregont bennak outo, da lâret eo ez int re gozh ha zoken ma ‘z int bet hizivaet, n’eo ket bet trawalc’h evit derc’hel kont eus an diferadurioù lezennel diwezhañ.

A-benn ar fin, ma ’z eo ur redi lezennel abaoe 2000 kaout un SLK, eizh kumun eus an Arvor n’o deus hini ebet c’hoazh en deiz ma embannomp an teuliad-mañ (lod abalamour m’ eo bet nullet gant al lez-varn, evel Fouenant) : Sant-Pêr Poualed, Ploveur, Trebabu, Menez-Dol, Fouenant, Tregarvan, Enez Sun hag Enez Eusa.



  • Kumunioù gant ur PLU mat (85 )

  • Kumunioù gant ur PLU gant traoù da dabutal (87 )

  • Kumunioù gant ur PLU gant breskted justis (54 )

  • Kumunioù gant ur PLU ha n’eo ket mat ken (30 )

  • Kumunioù hep PLU ()

Evit pezh a sell ouzh afer Giboire, ar prefed n’eus ket graet mann, daoust d’an holl evezhiadennoù bet graet gant an dud publik kevelet, an DDTM, ar c’hevredigezhioù, ha kement zo. Evit Laurent Le Clech, arbennigour war gwir ar c’hêriekaat war an aod : « Ar brefeded n’eus nemet taolioù da bakañ gant an istorioù kêriekaat. Alies-mat ne welont interest ebet nag evito nag evit o hent micherel gant an aferioù kêraozañ-se. Setu perak e c’hellont gwechoù zo chom hep heuliañ erbedadennoù o servijoù, ha chom hep mirout ouzh ar raktresoù-se da vont betek penn. Merzhet ez eus bet alies-mat ne grogont en aferioù nemet pa ouzont emaint war-nes mont kuit evit tapout ur post gwelloc’h. »

Hervez Gwendal Vasseur, gwelloc’h e kav ar brefeded lakaat an ekonomiezh da gentañ kentoc’h eget forzh petra all, ha ne glaskont ket mirout ouzh ur raktres a c’hellfe krouiñ charre hag implijoù war un tiriad. Evel, da skouer ar raktres terkañ industriel war porzh Sant-Kast-ar-Gwildoù (22), bet nullet gant ar justis da heul ur rikour digant Kevredad kevredigezhioù gwarez an endro hag an arvor en Aodoù-an-Arvor (Fapel 22). Sur a-walc’h eo bet kendrec’het ar prefed da lezel a-gostez ar fed ma oa er-maez lezenn dre ma oa bet lakaet da soñjal e vefe bet 140 implij da gaout.

Gwashoc’h c’hoazh, ar c’homzoù bet distaget gant prefeded zo a glaske bihanaat an dalc’hoù ekologel, hag a zo bet klevet gant hon test : « Klevet ‘meus bet unan o lâret nevez zo, diwar-benn krignerezh an aodoù da skouer : ‘amzer zo, an dra-se a vo ur gudenn evit hor bugale-bihan’. Unan all o kadarnaat ‘ne blije ket dezhañ an takadoù heverk’ ha ne rae forzh eus o gwarez – padal ez eo pinvidigezh an tiriadoù an takadoù heverk-se. War veur a dachenn eo n’hell ket ar brefeded nac’hañ ur raktres ekonomikel, ar spi ganto e vo graet al labour gwiriañ lezennegezh en o flas. N’eo ket koulskoude d’ar re-se d’ober, ha n’o deus ket peadra alies-mat ! Ha ne stag ket ar brefeded ouzh o oberoù el lezioù-barn. »

E-doug hon enklask hon deus bet savet goulennoù ouzh un toullad mat a zilennidi. N’eus bet roet respont deomp gant kazi hini ebet. War-bouez Laurence Fortin, bez-prezidantez Rannvro Breizh e-karg eus an tiriadoù, an ekonomiezh hag an annezioù, hag he deus anzavet deomp : « gwechoù zo e vez ar brefeded oc’h ober muioc’h a bolitikerezh eget ar bolitikourien ». Evit pezh a sell ouzh prefetioù Breizh, hini ebet en deus bet roet e asant evit respont ouzhomp, na kaset deomp respontoù ouzh hor goulennoù dre skrid.

* Cheñchet eo bet anvioù an dud.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →