📬 Hon dibab enklaskoù foran a c’hellit kaout bep miz dre bostel, o vezañ koumanantet d’hol lizher-kelaouiñ. Digoust eo, hag embannet e galleg hag e brezhoneg.
Lostachoù
Terrug (29). Gant an embregerezh Kerspern TP e vez miret lostachoù abaoe meur a vloavezh en anv-lec’h Lintan. Dont a reont eus e chanterioù ha lakaet int da c’houde evit azezañ chanterioù liesseurt (lec’hioù parkañ, savadurioù, hentoù…). Ar stokañ lostachoù a rank reizhekaat. Kuzuliadenn foran etre an 11 a viz Mae hag an 8 a viz Even.
Plozeved (29). Un astenn eus e unvez fardañ rotel a blijfe ober an embregerezh AC Campeon evit ma vefe rotelet fank ar purlec’hioù kêr, industriezhioù agro-boued hag uzinoù produiñ dour mat da evañ. Kuzuliadenn betek an 13 a viz Mae.
Dour
Vitrë / Gwitreg (35). Ur raktres etre ar c’humunioù douget gant Gwitreg Kumuniezh-kumunioù a zo evit tretañ an dourioù lous er gumun Kastell-Bourc’h / Châteaubourg. Kuzuliadenn foran etre ar 4 a viz Mae hag ar 4 a viz Even.
Kêraozañ
Pont-’n’-Abad (29). Kentenklask publik diwar-benn an disklêriadur a laz foran raktres sevel an Takad Armerzherezh (ZAE) Le Sequer/Kerargont. Krouiñ un ZAE e Pont-’n’-Abad eo ar pal, evit degemer embregerezhioù hag ur c’hrematoriom. Enklask foran betek an 9 a viz Mae.
Labour-douar
Plouenan (29). Raktres sevel daou di-gwer en anv-lec’h Kerivoas gant an EARL Panier Gourmand / EARL de la Rocade. Kuzuliadenn foran betek ar 1añ a viz Even.
Prad (22). Kreskiñ e vagerezh-voc’h evit magañ div wech muioc’h a benn-moc’h (2.656) kevatal, sevel savadurioù nevez ha modernaat e gorvoiñ a blijfe da SARL Peuplier. Kuzuliadenn foran betek an 12 a viz Mae.
Noyal-Châtillon-sur-Seiche / Noal-Kastellan (35). Kreskiñ gouested tretañ unvez vetanaat en anv-lec’h La Jousselinais gant an embregerezh SARL Castelmetha. Kuzuliadenn foran etre ar 4 a viz Mae hag ar 5 a viz Even.
Energiezhioù
Logivi-Plougraz ha Plougonveur (22). Goulenn diazezañ ha korvoiñ raktres aveldredan Parc Ar Hoat gant teir rod-avel e kumunioù Logivi-Plougraz (div rod-avel) ha Plougonveur (unan), en Aodoù-an-Arvor, gant an embregerezh Eg parc ar hoat hag a zo dalc’het da 70 % gant Engie Green ha da 30 % gant ar SEM Lannion-Trégor. Kuzuliadenn foran betek an 20 a viz Gouere.
Plouared (22). Kreskiñ e unvez vetanaat ha mont eus 14,7 tonenn da 50 tonenn bemdez. « N’eo ket bet priziet an efed a vije war stad metoù naturel tro-dro » gant an dalc’her raktres, hervez ar MRAE. Kuzuliadenn foran betek an 18 a viz Mae
Greanterezh
Bain-sur-Oust (35). Kreskiñ an traoù ha bodañ an holl obererezhioù e Bains-sur-Oust eo raktres an embregerezh Adeos. Produet e vez akiperezhoù metal evit embregerezhioù eus gennad an energiezh, Enedis en o zouez. Kuzuliadenn foran betek an 11 a viz Mae.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: [Enklask nevez] Disturiet eo pesketaerezh Breizh
- Article suivant: [Atersadenn] Nicolas Legendre : « An agro-industriezh zo aozet e-giz un arme ha kas a ra un doare brezel labour-douar »






