Ur maner eus ar XVIvet kantved, 40 hektar douar ha savadurioù liesseurt war ar maez en Hañveg : kreizenn stummañ war al labour-douar hag an ardremez e Kerliver zo ul lec’h karget a istor. Bep bloaz, etre ar Menez Are ha morlenn Brest e vez stummet e-tro 200 a dud eno war an diskourrañ, al liorzherezh, ar gounid legumaj, ar vañsonerezh pe c’hoazh war labourioù ar c’hoadeier.
Un istor a c’hallfe echuiñ prestik. Diaesterioù gant an arc’hant, peogwir zo bet paouezet da reiñ yalc’hadoù zo, o deus kaset ar c’huzul-merañ da ziviz serradur al lec’h e miz Gouere 2025.
Un endro « divoas meurdezus »

Da heul ul legadenn eo deuet kumun Hañveg da vezañ perc’hen war lec’h Kerliver e 1884, hag ar skol labour-douar kentañ evit ar merc’hed e oa e Frañs. Un het a oa bet graet gant ar berc’heien bet. Arboretom, koadeier, pradeier, girzhier war ar maez ha lec’h repu evit Lig gwareziñ al laboused (pe LPO) zo un testeni eus an hêrezh-se, ouzhpenn kant vloaz zo.
E miz Meurzh ez eo etre mogerioù ministrerezh an Treuzkemm ekologel en devoa graet meuleudiñ David Moalic, stummer war an terkadurioù ardremez, d’al lec’h stummañ « divoas meurdezus » e lec’h « ma vez lakaet an ekologiezh dirak an ekonomiezh hag an teknikerezh ». Ar greizenn a oa bet graet enor dezhañ evit an eil gwech dre labelaat an takad gant EcoJardin.
Un anaoudegezh ensavadurel kontrol a-grenn eo gant an trubuilhoù o verniañ tro-dro d’al lec’h stummañ koulskoude. Un toull ac’hant bet braspriziet e-tro 360.000 a euroioù, un digresk a skolidi hag un diouer a dreuzdougen-skol o deus bountet ar Rannvro da embann e miz Gouere 2025 e vo kaset ar stummadurioù a oa eno da liseoù all, hini ar stêr Aon, e Kastellin, hag hini Susinioù e Montroulez. Abaoe 2009 emañ an teir c’hreizenn er memes unvezh melestradurel, hag evit poent emañ ar penn embregerezh Loïc Hénaff prezidant kuzul-merañ an hollad , pa ‘mañ eñ dileuriad ar c’huzul Rannvro.
Raktreset e oa da gentañ-penn serriñ al lec’h e 2029, met ar serradur zo bet lakaet abretoc’h, a-benn miz Even 2027. Adalek an distro-skol-mañ ez aio ar breved micherel atebek embregerezh labour-douar (pe BPREA e galleg) arbennikaet war ar gounid legumaj bio da Susinioù, hag ar BPREA nemetañ a seurt-se e oa e Penn-ar-Bed.
« Primoc’h eo bet ar cheñch lec’h-se abalamour da stad an arc’hant, eme Christophe Matrat rener Kerliver abaoe 2022, da arguzenniñ. Ar pal zo kreñvaat an daou lec’h all, ar Rannvro an hini zo perc’hen warno. »
« Sklaer eo e oa an niver a dud enskrivet o vont da goazhañ goude an embann-se », eme Célia da geuziañ, ha hi stummerez. « Bez’ e oa diskoulmoù all. Ne cheñcher ket plas d’un dervenn ouzhpenn kant vloaz evel ma vije cheñchet plas d’ur sal klas », eme Daniel da eilgerañ. O daou int ezel eus ar c’henstroll Avenir Kerliver, e lec’h ma kaver implijidi ar c’helenn hag ar melestradur, ne fell ket dezho e vo graet menneg eus o zesteni dindan o anv gwir amañ.
« Daou a dud zo bet skarzhet da vat hag un daouzek bennak n’eus ket bet graet kevratoù dezho en-dro », eme Dominique Blivet, kelenner e Susinioù ha dileuriad ar sindikad Sud Rural Territoires.
Riskloù psiko-sokial « bras »

Stadañ a ra ar sindikalour e kemer perzh an diviz serradur d’un aergelc’h labour fallaet. Notennet eo gantañ « en em sant fall an dud war an tri lec’h deskiñ » hag ivez ez eo « pistrius an aozadur el labour ». Emzalc’h ar renerezh a zo kavet « gwallgasus » gant meur a implijad.
« Abaoe 2022 ez eus un turnover implijidi er melestradur, lavaret a ra se kalz deomp war an aergelc’h labour », eme Lucie* ha hi a labour war al lec’h e Montroulez. « N’eo ket ral dont maez eus burev an Aotroù Matrat en ur ouelañ », eme Célia da desteniañ.
D’an testenioù e respont rener ar skol evel ma vije un tonkadur. « Ul labour lous eo, met daoust hag ez eus un hentenn vat d’hen ober ? »
Rener lec’hioù d’ober skol eo hemañ 30 vloaz zo ha Christophe Matrat ac’h anzav e vank ambroug d’ar stummerien « staget int mat d’al lec’h ha soñjoù kreñv zo gante » da dalañ diouzh ar serradur-mañ. « Savet em eus ar goulenn da gaout ur bodad harpañ psikologel ha sañset e vo amañ a-benn an distro-skol. O bedig zo o vont en e boull, met lavarit din ‘ta, petra a c’hellan me ober ? Ar pal gant ar steuñv-se zo saveteiñ ar c’helenn, met ne vo ket savetaet an holl dud », emezañ da huanadiñ.
Aet omp e darempred gant renerezh rannvroel al labour-douar (Draaf) diwar-benn an dra-se, rak stag eo ar greizenn-skol dezho, ha kaset o deus ac’hanomp davet ar rener. Ar Rannvro he deus kaset ac’hanomp davet an Draaf ha n’eus ket bet roet respont ebet ganti d’ar goulenn bet savet ganeomp atersiñ Loïc Hénaff e miz Gouere.
« Prezidant ar c’huzul-merañ, Loïc Hénaff en deus ar galloud koulskoude da lakaat e pleustr ur steuñv priziañ ar riskloù psiko-sokial, met n’en deus ket graet, eme Vincent*da bouezañ, ha eñ ezel eus ar c’henstroll ivez. Ar fed ez eo unan eus ar re e penn ar preder war an agrovouederezh breton o serriñ seurt lec’hioù a ziskoach kalz war e zoare da welet ar bed. »
Diouzh e du e fell da gChristophe Matrat chom gwellwelus : « Moarvat ez eus muioc’h a berzhioù fall evit a berzhioù mat d’an degouezh-se, met ar pezh a veze graet e Kerliver a c’hellimp ober e lec’h all. »
Ur blegenn vroadel « luziet »

« Tout ar stummañ war al labour-douar an hini a c’houzañv an diouer a arc’hantaouiñ », eme Dominique Blivet da zisplegañ. Brasañ niver a-bell, skoaziadioù publik bras mat, ha diret koulskoude, arc’hant publik a vez roet d’ar prevez e Breizh, evel ma oa bet titouret gant Splann ! en un enklask bet embannet ur bloaz zo.
Un digempouez ac’h anzav Christophe Matrat, evitañ ez eus bet un troc’h e 2008. « Abaoe ma ‘z eus bet frankizadur war ar stummañ micherel, ez eus re a beuriñ er c’helenn labour-douar (sic). Ar prevez n’a ket war raok gant ar memes peadra. »
« Ar prevez ne ra ket c’hoari ar bio, eme Dominique Blivet da sachañ an evezh. An hentadoù stummañ d’al labour-douar biologel zo er publik tout. Ur poell war berr-amzer eo. ». « Un hañvezh gorijenn hon eus, , direizhamantoù an hin, met serriñ a reer ul lec’h a ginnig diskoulmoù da dalañ d’an enkadenn-mañ », eme Daniel.
Dazont al lec’h en etremar

« Goulennet em boa ur steuñv saveteiñ ha respontet zo bet deomp gant ur steuñv ezfredañ », eme Yves Cyrille taer anezhañ, ha eñ nevez dilennet maer Hañveg (2.000 annezad) adarre, evit un eil respetad, war ul listenn hep etiketenn e lec’h ma oa ivez ar gannadez (PS) Mélanie Thomin.
Harpañ a ra an dilennad « stummadurioù efedus hag azasaaet d’an ezhommoù a-vremañ da gaout ur mont en-dro padus ». Doan en deus ivez da goll desachusted. « Ul lec’h stummañ gant 200 a dud o serriñ a raio ur roud war hon c’humun dre ret. »
Hag ar Rannvro en deus roet da c’houzout ne oa senario ebet divizet c ‘hoazh evit ar poent diwar-benn dazont al lec’h, Yves Cyrille a resisa neuze, « ur bodad leviañ zo lañset da ijinañ ar pezh a vo war-lerc’h » hag « izili ar c’henstroll [Avenir Kerliver] a vo lakaet er jeu ». Ar re-mañ a bed an holl dud o deus c’hoant da zont ganto a-benn « krouiñ ul lañs pozitivel ha lakaat al lec’h da vevañ en-dro ».
Geriaoueg
Ardremez : paysager
Diskourrañ : élaguer, élagage
Ezfredañ : licencier, licenciement
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






