E fin miz Even en deus votet ar Sened un enkemmad evit ma vo aotreet a-nevez implijout « diwar zirojañs, pa vez ezhomm » an acetamiprid hag ar flupyradifurone, daou bestisid berzet e Bro C’hall koulskoude. D’ar 16 a viz Gouere eo savet a-du gant an diviz-se ar CMP (Commission Mixte Paritaire) hag a vod senedourien ha kannaded, daoust d’ar produioù-se bezañ kañserogenek. Petra soñjit eus kement-se ?
Degas a ra soñj eus ar pezh a oa c’hoarvezet e Brusel e miz c’hwevrer 2025. D’ar c’houlz-se e oa bet kinniget gant ar C’homision European ul lezenn da lakaat izeloc’h ar redi e keñver endro evit an embregerezhioù. An ekonomiezh lakaet da vezañ talvoudusoc’h eget an ekologiezh en despet d’ar pezh e vez embannet gant Unvaniezh Europa e-keñver difenn an endro.
Gant al « lezenn war ar vallusted a-fet labour-douar » eo heñvel. Fellout a ra d’ar CMP diskouez d’an FNSEA emañ eus he zu, met respont a ra ivez d’ar C’huzul Bonreizhel. Bloaz ‘zo e oa bet nullet gant hennezh an enkemmadoù-se war o stumm muioc’h eget e-keñver an danvez a zo enno.
Dre ar vouezhiadenn-se e fell d’an dilennidi mirout ouzh ar c’hevredigezhioù ober prosezerezhioù. Evel an hini hon doa kaset c’hwec’h vloaz zo gant Corinne Lepage a-enep an aotre da implijout an dilouzaouer « avanza » e-touez ar riz e bro Gamarg.
Ouzhpenn-se he deus divizet ar CMP e vo aotreet al labourerien-douar da implijout ar stokoù pestisidoù e-pad pelloc’h amzer, e ken kaz ma vefe berzet lakaat en gwerzh unan eus ar produioù-se.
Aze c’hoazh ne ra ar c’homision-se nemet lakaat el lezenn ar pezh a vez graet dija. Rak e Bro C’hall e vez implijet ar stokoù produioù berzet dalc’h-mat pelloc’h eget an daou vloaz aotreet d’ar muiañ tout. Bep bloaz e vez dirojañsoù, ha war gantadoù a broduioù ouzhpenn. N’eus nemet war an neonikotinoidoù ne veze ket aotreet implijout ar stokoù dre ma z’int berzet gant al lezenn.
Ar pezh a fell din lavar eo e vez eus tout an dirojañsoù-se dija, daoust dezho bezañ e-maez lezenn, met den na seblant gouzout kement-se.
Ma gomprenan mat, ne rafe ar vouezhiadenn-mañ nemet reiñ ur stern d’an traoù dispis a vez eus outo abaoe bloavezhioù neuze ?
Penn da benn, ha pal ar sterniañ-se eo diskouez ur youl a-du gant ul lodenn eus al labourerien-douar ha lakaat sklaeroc’h al lezenn e-keñver ar Bonreizh.
Ha koulskoude eo savet ur bern skiantourien hag ul lodenn eus ar gouarnamant a-enep ar raktres lezenn er mod m’eo bet kemmet gant ar Sened e fin miz Even…
Ret eo gouzout emañ tost-tre Prezidant ar Sened, Gérard Larcher, eus Laurent Duplomb (ar c’hannad skrivet gantañ al lezenn Duplomb bet votet warlene, hag adlakaet al lodenn anezhi bet nullet gant ar C’huzul Bonreizhel el « lezenn war ar vallusted a-fet labour-douar » ar bloaz-mañ). Gwall nec’hus an aferioù mignoniaj pa gomzer eus un dalc’h ken pouezus a-fet yec’hed an holl.
Koulskoude eo arabat krediñ e soñj an holl zilennidi evelto, er gouarnamant zoken, rak hennezh a oa « a-enep ar fed e vije lakaet an enkemmad-mañ el lezenn war ar vallusted a-fet labour-douar ».
Er bed politikel koulz hag e lec’h all eo niverus an dud hag a gompren pegen dañjerus eo ar pestisidoù evit an natur hag ivez evit o familhoù hag o bugale. Tud klañv gant ar c’hrign-bev a vez a-bep tu, forzh peseurt micher e rajent. Merc’hed paket gant an endometrioz, kalz muioc’h eget a-raok…
E pep korn eus Bro C’hall on bet e-doug ar pevar bloaz diwezhañ, o komz gant an aozadurioù ar re vrudetañ koulz ha gant annezidi ar c’heriadennoù bihan. Aon o deus an dud gant ar pezh a c’hoarvez. Ul luskad don a zo o sevel.
Koulskoude n’eus ket kalz a dra nevez abaoe ma oa bet embannet e 1962 gant Rachel Carson he levr diaraoger « Silent Spring » (Nevez-amzer didrouz), e lec’h ma tisplege dre ar munut dañjerioù ar pestisidoù war an natur…
An diforc’h etre 1962 hag an deiz a hiriv eo an niver a dud klañv. E 2022 ez eus bet 13,4 milion a dud tretet evit ur c’hleñved hir, an hanter anezho o vezañ liammet da vat gant ur c’hrign-bev. Ret eo kompren n’eo ket mat tamm ebet yec’hed an dud e Bro C’hall.
N’eus ken gwelout tout ar maouezed hag ar gwazed dindan 50 vloaz paket gant ar c’hrign-bev, kleñved Charcot pe un dagadenn skoanadurel, daoust dezho chom hep butuniñ na evañ alkool, hag int o ren ur vuhez ar yac’husañ posupl.
N’eus ken gwelout an niver a gerent hag a gelennerien a deu d’am gwelet evit lavar din e vez muioc’h mui a vugale ha ne gomprenont netra ken er skol. Ha ne c’hell ket bezañ dre fazi ar skrammoù nemetken. An holl dud-se a wel mat ez eus ur gudenn, hag al liamm gant ar pestisidoù a grogont d’ober.
Ha setu embannet ganeoch ur gartenn o tiskouez pegen pistrius eo bevañ e kumun-mañ kumun e Bro Chall. Ha n’eo ket an niver a litradoù pestisidoù skuilhet en natur ho peus divizet lakaat war wel met an niver a dud marvet (EHM : équivalent humains morts). Perak an dibab-se?
Peogwir em eus bet c’hoant da lakaat an dud da vevañ ar pezh am eus bevet me ma-unan. Dezho da vont en tu-all d’an displegadurioù boutin hag a chom dispis a-ratozh kaer, dezho da gompren perak emañ ar Vuhez o vont da get dirazomp.
Marteze ez eo diaes da ijinañ met, hervez ar spesadoù, eo al lazhadeg a-vremañ betek 10.000 gwech drastusoc’h ha founusoc’h eget ar pezh a c’hellfe c’hoarvezout ma kouezfe mein-kurun war hor voulenn-zouar.
Peseurt mod ho peus labouret evit sevel ar gartenn-mañ hag a ziskouez ar c’hementad a bestisidoù bet gwerzhet e Bro C’hall, kumun dre gumun,dre ar kodoù-post ?
E kimiezh e vez muzuliet pegen pistrius eo un danvez hervez ar c’hementad eus outañ a ranker kaout evit lazhañ 50% eus ur spesad, ar pezh a vez graet LD50 eus outañ. Neuze omp bet o klask LD50 an holl bestisidoù kavet ganeomp war an dataeg etrevroadel Pubchem e-lec’h ma kaver 20.000 danvez pistrius. Kodet int bet ganeomp ha lakaet en hor c’hartenn etreoberiat.
Adal ar poent-se hon eus divizet lakaat war wel ar sifroù evit hor spesad deomp-ni, mab den. Evit ma vo skoet an dud. Evit ma komprenfent da vat pegen pistrius eo ar produioù-se.
Ha Liger-Atlantel eo an departamant ho peus bet c’hoant da lakaat ar muiañ war wel. Perak ‘ta ?
Un departamant lec’h ma c’hounezer ur bern legumajoù eo, reoù vresk, hag a-bep seurt. Kalz kalz a bestisidoù a vez implijet gant al labourerien-douar eno, ar meta-sodium da skouer. Berzet eo bet strinkañ ar gaz astuzlazher-mañ e 2018, met chom a ra eus outañ c’hoazh en endro.
Hervez marilh ar c’hrignoù-bev emañ al Liger-Atlantel e-touez an tiriadoù lec’h ma kaver ar muiañ a dud klañv gant ar c’hrign-bev liammet gant ar pestisidoù. En eizhvet plas emañ an departamant-se e Bro C’hall e-keñver pistriusted.
Ouzhpenn-se e kaver eno dilennidi engouestlet, koulz war dachenn kalite an dour puñset, pa vez saotradurioù alies, ha war afer an niver bras a vugale paket gant ar c’hrign-bev e lec’hioù zo, evel e Sant-Pazane.
Evit distreiñ war ho mod da labourat, perak ho peus laosket a-gostez produioù evel ar c’houevr hag ar soufr hag a vez implijet el labour-douar bio ?
Pouezus-tre eo, a gav deomp, ober an diforc’h etre ar pestisidoù kenaozet hag ar re n’int ket. Ne vo ket posupl ober labour-douar hep implijout ar pestisidoù aotreet evit al labour-douar bio, ar c’houevr hag ar soufr da skouer. Ha betek gouzout, an daou brodu naturel-mañ n’o deus bet efed drastus ebet war yec’hed an dud betek-hen. Rak hor c’horfoù zo bet gouest a-viskoazh da genvevañ gant ar seurt karg kimiek-se.
Ar gudenn a zo gant ar pestisidoù kenaozet eo e trevezont perzhioù an hormonoù hep ober o labour. Prinsip ar strafuilher endokrinel eo, taget ganto ar mont en dro elfennel hag a zo boutin d’an holl gelloù bev war ar voulenn-zouar.
Ur c’harg kimiek ha ne c’hell na korfoù an dud nag an natur kenvevañ gantañ. Gant ar produioù evel ar c’houevr hag ar soufr e oar ar bevlieseurted diazezañ hag adaozañ ar c’harg kimiek. Gant ar pestisidoù kenaozet n’eo ket posupl en em zisober diouto : o mod da dagañ eo ar gudenn.
An dalc’h chalus all eo ar mod ma vez krouet douetañs, ar pezh a weler ur wech ouzhpenn gant diviz ar CMP (Commission mixte parlementaire), n’eo ket ? Ur strategiezh fardet gant an agrokimiezh, amplaet gant lod eus ar mediaoù ha deus ar bolitikourien, lonket ha treuzkaset gant un darn eus an dud, labourerien-douar en o zouez.
Evit ar pezh a sell ouzh an agrokimiezh, ouzh mediaoù ha politikerien ’zo, anat eo ez eo un afer brizh -kelaouiñ. Ar youl da douellañ an dud a zo ganto, o veskañ da skouer afer ar pestisidoù gant kudenn an hin o vont war dommañ.
Ma vez lâret, hag adlâret deoc’h dizehan ez eo liammet ar c’hudennoù a-vremañ gant direizhded an hin, e kroger d’e grediñ a-benn ar fin . Disoñjal a raer ne deu ket ar bistriegezh eus kemm an hin met kentoc’h eus ar produioù implijet evit lazhañ an astuz. Produioù graet evit lazhañ,
Ret eo kompren e vo lazhet peptra gant ar pestisidoù a-raok ma vo graet gant kemm an hin. Ne dreuzvevimp ket degadoù a vloavezhioù ouzhpenn gant ar bistriegezh er mod fonnus ma ya war-raok. Poezon ha gaou kemmesket a vez fardet an agrokimiezh dre ar strategiezh-mañ.
Hag evit ar pezh a sell ouzh al labourerien-douar ?
Lod anezho a dreuzkas ar gevier o c’houzout mat ez int gaou. Lod all a dreuzkas anezho hep gouzout dezho n’eo ket gwir ar c’heleier a vrudont. Tud touellet o touellañ reoù all. Mantrus eo da vat, koulz a-berzh al liverien gevier, koulz a-berzh ar re douellet o treuzkas forz petra a glevont.
Ganeoc’h e vez kaoz eus ar mod ma vez gwallgaset ar skiantourien hag ar c’hlaskourien gant an doareoù-se da « fardañ an douetañs »…
Er bloavezhioù 1980 eo bet lakaet an enklask skiantel da vont war brevezaat. Ha setu an disoc’h mantrus! Dre ma z’eo en em dennet kuit ar Stad, eo bet fiziet an enklaskoù war gudennoù al labour-douar, an endro hag ar yec’hed d’an embregerezhioù bras. Hag ouzhpenn-se zo bet roet gant minister al labour-douar ouzhpenn 800 a zirojañsoù e-doug dek vloaz evit implij lod eus ar pestisidoù er parkeier.
Kendeuzet ha kenwadel tout eo erru an traoù, hag a-bep tu. Morse n’am eus gwelet kement-se! Da skouer, a-raok reiñ an aotre da implijout ar pestisidoù kenaozet-se hag a zo gwir armoù brezel kimiek anezho, estreget an embregerezhioù a brodu anezho, ne ra den ebet studiadennoù evit muzuliañ an efedoù dañjerus a c’hellont kaout ur wech strinket en natur. Nag an Anses, ajañs ar surentez yec’hedel, na den all ebet. Spontus eo penn da benn. Peseurt sistem all a ya en dro er mod-se ?
Boest du
Graet eo bet an atersadenn-mañ d’ar 15 ha 17 a viz Gouere, da lâret eo a-raok ma voe bet votet da vat al lezenn o plediñ gant dalc’h ar pestisidoù, d’an 20 a viz Gouere gant ar gannaded, ha d’an 21 gant ar senedourien.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






