« Ouzhpenn ar gont a fulor » : setu ar pezh a oa bet santet gant Jean-Pierre Rossé p’en doa diskoachet e miz Gouere 2025 e peseurt stad e oa e vamm, Annick Rossé. He stad e gwirionez d’ar poent ma oa bet kaset davet Ehpad Mousterel-an-Il, en Il-ha-Gwilun. Tri bloaz zo e oa o chom en Ehpad Komborn, un diazezadur a ro bod da 104 annezad, meret gant ar gevredigezh Clinique Saint-Joseph, hag en e benn emañ Joël Le Besco, maer ar gumun abaoe pemp respetad.
« Ma oa chomet ma mamm en Ehpad Komborn e vije marv hirie an deiz », eme Jean-Pierre Rossé, ha labouret en doa e-pad un toullad bloavezhioù er metoù mezegel ha sokial ha savet klemm gantañ d’ar 24 a viz C’hwevrer 2026 gant an abeg « lakaat buhez an nen en arvar » ha « na-skoazell d’un den en arvar », evel ma oa bet embannet gant Ouest-France d’an 20 a viz Ebrel.
Klemm abalamour da « lakaat buhez an nen en arvar »
Pa oa erruet en he zi-annez nevez e oa bet lakaet un emgav mezegel da Annick Rossé, 93 bloaz anezhi. Hag an deznaou a deu da heul gant medisin al lec’h nevez, hag ankenius mat eo : ar vaouez ouzhpenn dek vloaz ha pevar-ugent a c’houzañv diwar daou eskar « stad 3 » (diwar ur skeuliad grevuster 4) gant marvennoù (pe nekroz a vez graet eus se ivez), unan war an askorn kroazell (pe ar sakrom a vez graet anezhañ ivez), unan all war ar seul troad.
« Pa ouzer pegen kemplezh eo ar preder mezegel a vez ezhomm evit-se ha pegeit a amzer a vez ezhomm da gemer se e karg », e lavar ar medisin ez eus ezhomm un ospitaladur er gêr, ar pezh a vo graet en deizioù da c’houde.
Ar c’hlemm, en deus bet tro Splann ! da gaout a gemer harp war tennadoù eus doser mezegel e vamm, bet savet gant implijidi koskor mezegel Ehpad Komborn. Aze e c’heller lenn e oa bet stadet gant an implijidi e karg ar preder mezegel, tud e karg da soagnañ eta, ha meur a wech, e oa aet war fallaat daou c’hloaz war gorf Annick Rossé. Daou ginnig mont d’an ospital gant ur glañvdiourez zo chomet direspont.
Aet eo Splann ! e darempred gant ar breutaer ha resisaat a ra deomp emañ o c’hortoz « distro lez-varn Sant Maloù da c’houzout ma z’eus bet digoret un enklask da heul ar c’hlemm bet savet ».
Ar renerezh galvet da ziwall gant familhoù an annezidi
Jean-Pierre Rossé zo maget kounnar ennañ abaoe. « An diouer a breder mezegel zo diwar ar c’hudennoù mont en-dro bet stadet meur a wech en Ehpad Komborn, disoc’h tout ar pezh a lakaen abeg warno bloavezhioù zo », emezañ gant dipit, ha eñ bet kadoriad Kuzul ar Vuhez Sokial (KVS pe CVS e galleg) e-kerzh an tri bloaz e-keit ma oa e vamm anneziadez eno.
Jean-Pierre Rossé a oa o tileuriañ familhoù an annezidi en aozadur kuzuliañ-mañ, hag aze e kaver ivez izili eus ar c’hopridi hag eus renerezh kevredigezh Clinique Saint-Joseph, meret Ehpad ha klinikenn Combourg ganto, hag un Ehpad all c’hoazh e Planfili (Pleine-Fougères e galleg). E-kerzh e respetad a-youl vat, e tispleg ez eus bet kaset dezhañ meur a lizher klemmvan gant familhoù all o testeniañ gwallegezhioù, pe faziadennoù e mont en-dro an Ehpad.
D’an 2 a viz Kerzu 2024 e treuzkas Catherine A. ur postel dezhañ, ur postel bet kaset da renerezh kevredigezh Clinique Saint-Joseph. Kontañ a ra ne oar ket petra ober evit he zad, degouezhet un nebeut sizhunioù abretoc’h eno. « An noz kentañ e oa kouezhet ha chomet e oa en e c’hourvez war al leur ouzhpenn un eurvezh hanter ha skoet en doa gant e droad ouzh ar speurenn, met kaer e oa bet, den na oa deuet » a gont Catherine A.
Ur sizhun goude ma oa degouezhet he zad en Ehpad e oa bet paket fall ha setu « ur gudenn gant ar sond stroazhañ, ne gaved ket ar stouv ken », ha beradennoù alese. Skrivañ a ra : « N’eus ket stouvoù lañs gant an Ephad hag ar glañvdiourez a oa bet ranket dezhi kempenn se well-wazh gant sparadrap. » E dibenn miz Du adarre e oa bet spontet Catherine A. evit he zad rak « chomet e oa div sizhunvezh hep bezañ bet er strikadenn ».
Testenioù zo gant ar familhoù a zeskriv traoù gwashoc’h c’hoazh. D’an 28 a viz Kerzu 2024, ar familh K. a oa ar vamm o chom en Ehpad, a gas ul lizher da renerezh kevredigezh Clinique Saint-Joseph. Skrivañ a reont bezañ stadet « e oa aet war fallaat ar pouchasoù a vije graet hag ambroug an annezidi ivez, meur a viz zo, ha fallaet an aergelc’h labour » eno. E penn kentañ miz Kerzu, e-keit ma oa yec’hed o mamm o vont war fallaat e stadont un heuliad « gwallegezhioù » er sizhunioù war-lerc’h : n’eus sonetenn ebet, dizingal heuliañ al louzoù, ankounac’het ur pred.

« Hon mamm zo aet da anaon d’ar Sadorn 28 a viz Kerzu » a skrivont d’un doare uvel, ha war-lerc’h e teu un heuliad goulennoù ouzh ar renerezh : « Peseurt stignadoù pleustrek a gemerit da vezañ sur eo aozet mat servijoù an Ehpad ? […] A-benn ma ne vefent (an annezidi) ket ankounac’het ken en o c’hambr ? »
Renerezh kevredigezh Clinique Saint-Joseph a respont d’ar 4 a viz C’hwevrer 2025. Diwar-benn aozadur labour implijidi ar yec’hed, e lavar ez eus gant an diazezadur « ur protokol ambroug hag emellout evit pep hini nevez erruet ». Lakaet e pleustr fichennoù obererezhioù da ober, dre ar munud, a ro tro da sikour an dud en o labour.
« An diazezadur a lak pep tra e pleustr a-benn ma vo doujet d’an erskrivadennoù mezegel » a fell da renerezh ar gevredigezh da adlavaret da c’houde,an itron Hosquet, ha hi hag ouzhpennañ diwar-benn ar sonetennoù « e oa bet gwiriet holl eureieroù gervel annezidi an Ehpad gant ar c’hoskor yec’hed skoazellet gant ar servijoù teknikel ». Pa n’eus ket deiziad ebet evit ar c’heloù-se, n’eo ket resisaet ma oa bet graet war-dro a-raok pe war-lerc’h marv an itron K..
Ur « merañ aotrouniek »

An testenioù-mañ n’emaint ket o-unan. Estroc’h evit an dielloù skrivet (eskemmoù dre lizher, danevelloù) en deus bet tro Splann ! da vont e darempred war-eeun gant div familh annezidi all bet eno, ha stadañ a reont ar memes traoù diwar-benn an diazezadur-se.
Un testeni all, hini Enora, sterniadez yec’hed e Komborn etre 2018 ha 2023 a stade ez eus « ur merañ aotrouniek ». E miz Eost 2023 he doa savet gant meur a implijad all ur c’henstroll, « Collectif 35 », ha kaset ul lizher da renerezh kevredigezh Clinique Saint-Joseph, da vedisinerezh al labour ha da ensellerezh al labour. Difenn a reont, en o c’homzoù o-unan, an « harellerezh dibaouez » o deus gouzañvet, ar pezh en deus degaset spont, dismegañs ha diforc’hidigezh paeañ.
Diouzh soñj Jean-Pierre Rossé « n’eo ket nevez siwazh ar pezh a c’hoarvez en Ehpad Komborn, padout a ra bloavezhioù zo ».
E miz Genver 2023, da heul diwalloù dileuridi ar c’hKVS -d’ar c’houlz dija, Ajañs rannvroel ar yec’hed (pe ARS) a gas un enselladenn en Ehpad Komborn. An danevell alese zo sklaer. An danevellerien a ra anv eus meur a graf o vont a-dreuz, diouzh tu gouarnerezh ar framm, en aozadur al labour, ha penaos e vez kemeret an annezidi e karg. Evit ar c’houarnerezh ez eo skrivet « diouer a zielloù ensavadur d’an Ehpad e-unan » pe c’hoazh « diouer a emvodoù reoliek gant ar familhoù ».
Ur riskl gwallgaserezh uhel e 2023

Evit ar pezh a sell ouzh kemer an annezidi e karg e pouez an ARS war ar fed n’eus ket a « raktres ambroug personnelaet » evit an dud degemeret, diskouez a ra « ur mont-en-dro a-dreuz evit hidratadur an annezidi » ha keuziañ a ra « riskladur ar c’hefridioù etre an dud a-vicher », ha « mankoù da geñver ar prederioù kineziterapiezh » ivez.
Ul listenn a n’eo ket klok, ha ret e vije ouzhpennañ falladennoù « war surentez ar savadurioù » pe c’hoazh an diouer « stignad reizhadekaet skoazell psikologel ma vez diaesterioù gant un den a-vicher ».
En o c’hlozadurioù ec’h embann an danevellerien e seblant « saviad an diazezadur bezañ prederius dre holl. Diwar ar pezh zo bet stadet ganeomp, el lec’h-mañ ez eo al live da gas an dud davet riskloù gwallgaserezh unan hag a zo UHEL (sic), diwar ar pevar live zo gant ar skeul (gwan, krenn, uhel, fall). »
Er mizioù da heul e vo gwelet cheñchamantoù e mont en-dro kreizenn Komborn. E miz Gwengolo 2023 e oa bet tutet an eil-renerez gouestlet d’an Ehpad, ur post labour ne oa ket anezhañ betek-hen, ha sinoù gwelladennoù a oa bet stadet. Met ar welladenn ne oa ket padet pell.
Galvioù da ziwall nevez en Ehpad Komborn

« Aet eo an traoù war fallaat da vat e-tro 6 pe 7 miz zo dreist-holl » a skriv Jean-Pierre Rossé, en e anv ezel dilennet e KVS, en ur postel galv d’an evezh bet kaset d’an ARS d’ar 15 a viz Du 2024. Ouzhpennañ a ra : « D’un doare sklaer e oa bet santet gant ar familhoù o-unan e penn kentañ ar bloaz 2024 e oa sederoc’h an aergelc’h, dreist-holl e-mesk ar skipailh gopridi […], siwazh ez eo bet torret al lañs-se gant ehan-labour an eil-renerez. »
An hini a oa bet a-vicher er sektor mezegel ha sokial a renabl un heuliad traoù o vont a-dreuz er mont-en-dro, ha graet e oa bet anv dezhañ deus se gant familhoù all da sachañ an evezh.
Ne vo roet respont ebet gant an ensavadur d’al lizher kentañ-se. Jean-Pierre Rossé a gaso ur galv d’an evezh all d’ar 14 a viz Genver 2025, un nebeut deizoù goude ma oa marv an itron K.. Rener an ARS en departamant, David Le Goff, a respont dezhañ d’an 2 a viz Meurzh 2025. Goude bezañ saludet emouestl Jean-Pierre Rossé e buhez Ehpad Komborn, ec’h embann ez a koulskoude « re bell ganti pa gemer perzh rak mont a ra dreist d’ar pezh eo ret dezhañ ober pa n’eo nemet dileuriad ar familhoù ».
Kenderc’hel a ra ha lavarout da geñver danevell enselladenn 2023, « emañ an holl e skipailhoù [an Ehpad] o soursial a-zevri a-benn bezañ sur e vo ho kerent en o bleud hag an holl annezidi ivez » ha pediñ a ra anezhañ da adkavout « e fiziañs en diazezadur hag en ensavadurioù evit ma c’hallfe ho kerent, met ivez an implijidi bevañ ha labourat en un aergelc’h habaskaet ».
Tri miz diwezhatoc’h e troio an traoù a-dreuz evit kemer e karg Annick, e vamm. « En desped ma oa bet sachet evezh meur a wech ha diskuilhet abaoe bloavezhioù, e kendalc’h c’hoazh », eme Jean-Pierre Rossé da zisperediñ. « Met ma zu breizhat imor ennañ ha prest da vont d’an emgann betek penn, ha ma etik den a-vicher bet o labourat er metoù a vroud ac’hanon da chom hep lezel ma c’hrog da gouezhañ, emezañ serzh en-dro, abalamour da se hon eus savet klemm. » Aet e oa Splann ! e darempred gant renerezh ar gevredigezh Clinique Saint-Joseph hag an ARS n’o deus ket teurvezet respont d’hon goulennoù.
Geriaoueg
Gwallegezh : négligence
Gwallgas, gwalldretiñ : maltraiter
Gwallgaserezh : maltraitance
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Agrokimiezh, Stad ha pestisidoù : « kenwadel tout », hervez Hélène Grosbois, stourmerez evit an endro
- Article suivant: Ur menaj-laezh bihan dindan selloù kontrollerezh ar Stad






