Nav eur eo ar Merc’her 10 a viz Mezheven e ti-feurm Trofalc’her. Goude bezañ goroet o ugent gavr emañ Margot ha Pierre Dinahet o vont da gemer o dijuniñ gant o merc’h, ha setu kirri-tan ha diflukañ e traoñienn ar Skiriou, sioulik mat da gustum.
Nav a dud, tri archer en o zouez, a oa degouezhet da ober un enselladenn dic’hortoz war o menaj. « N’hon eus ket komprenet abalamour da betra ober kement a charre. Biskoazh n’hon eus bet darempredoù tenn gant ar velestradurezh », a zispleg ar c’houblad desaverien, stalier e traoñ an draoñienn daouzek vloaz zo, ha gwerzhañ a reont o fourmaj givri bio en tri marc’had tro-dro da Werliskin.
Kontrollerien renerezh departamant an tiriadoù hag ar mor (RDTM pe DDTM e galleg), renerezh departamant gwareziñ ar boblañs (RDGB pe DDPP e galleg), hag Ofis gall ar vevliesseurted ac’h ensell ar menaj ha stenn eo an aergelc’h.
Kemer a reont dour da zielfennañ rak diwar an eienenn e teu, ar pezh a zo boutin e bed al labour-douar. An dour-se a vez implijet da naetaat al labourva. « Gouzout a ouzomp ez eo un dalc’h ar fed n’omp ket kenstaget gant an dour-red evadus pa vez produet fourmaj ha bet e oamp e darempred gant ar servijoù da esaeañ kaout un diskoulm kenstagañ. »
E-diabarzh al labo e ra ar gontrollerien eztennadennoù diwar ar fourmaj ivez. Dek devezh diwezhatoc’h e kas an DDPP dezho disoc’hoù an dielfennadennoù ha diskouezh a reont emaint un nebeudig a-us d’ar vevenn gant an Escherichia coli, ur vakterienn a servij da ditourenn a-benn priziañ an doare da ober. En ur bellgomzadenn etre an desaverien hag an DDPP, « ez eus bet lavaret deomp gant ar gontrollerez ne oa ket anv serriñ diouzh ar velestradurezh, ha gallout a raemp kas kinnigoù gwelladennoù an argerzh ober fourmaj dezho ».
Un diviz taer evit ar venajerien
Antronoz da 6 eur e oa bet klevet un ton all : an den atebeg en DDPP a c’halv en-dro da lavaret dezho eo ret serriñ ar stal, ur serradur melestradurel, ha rediet int da baouez da werzhañ o fourmaj diouzhtu-kaer. Aet omp e darempred gant servijoù an DDPP ha prefeti Penn-ar-Bed ha n’o deus ket respontet d’hon goulennoù.
Da heul e resev ar c’houblad sikour eus perzh ar pratikoù, hag en o zouez ez eus biologourien hag unan a oa bet e karg an naetadurezh en ospital, Christian Horn. « Seblantout a ra strizh an diviz, emezañ da zielfennañ. Gallet ‘vije bet leuskel anezho da genderc’hel ha goulenn dielfennadennoù nevez. »
Hervezañ eo abalamour ma « ne vez ket graet enselladennoù gante o-unan ». Rak an desaverien a vez atebeg da ober dielfennadennoù ingal war o fourmaj. En ul lizher kaset d’an 8 a viz Gouere e pouez an DDPP war ar fed « n’eus ket roll-istor kontrollerezh o-unan gant ar venajerien war an dour pe war ar produioù » da abegoù pennañ ar serradur melestradurel.
« Damanavezout ar reolennoù eo, met ar pennadurezhioù war an naetadurezh zo aze da harpañ an dud pe da ziskar anezho ? Ne oa ket ezhomm da skeiñ diouto ken kreñv », eme Christian Horn.
An diaestaer da vezañ kenstag d’an dour
Diouzh soñj Yann*, saver givri staliet e kreiz Breizh tost da dregont vloaz zo, « mont a ra re bell ur serradur melestradurel ». Eñ e oa bet degouezhet gantañ kaout re eus ur vakterienn pa oa bet kontrollet, alese e oa bet galvet gant an enseller da gelaouiñ anezhañ tra ken. « Gant-se em boa kavet e oa krog ur c’havr da gaout gor war an tezhioù. »
Hervezañ « ez eus nebeutoc’h a riskloù dre vras evit ar yec’hed en ur sistem ti-feurm, rak diwar laezh livrizh e vezont graet, eget er sistem agrobouedel paz vez trec’h flora ar bakteriennoù war ar re noazhus ».
Julo, un desaver givri staliet en Aodoù-an-Arvor a lak 300 euro ar bloaz da ober dielfennadennoù war e fourmaj. Koulskoude, hervezañ « e ouzer diouzhtu pa vez ur vakteriennn pa dreuzfeurmer al laezh e-unan peogwir ne deu ket ar fourmaj, pe neuze e weler diouzhtu kaer en ur sellout ».
Memes tra evit kalite an dour implijet : « Hon loened a ev an dour, hag ar givri ‘vez kizidik o sistem koazhañ. Reiñ a ra da c’houzout diouzhtu pegen mat e vez an dour. » Evit Aziliz Klapper, medisinez loened e Breizh, « bezañs Escherichia coli a redi tennañ ar produioù rak un dañjer eo evit an dud bresk o yec’hed ».
« Met ar goulenn a c’haller sevel ouzhimp hon-unan , emezi da zielfennañ, eo perak ez eus Escherichia coli ? Stadañ a reer ivez eo saotret an dour muioc’h muiañ, abalamour d’ar c’hrevier moc’h ha goude eo war an tiez-feurm bihan e vez lakaet bec’h pa reont gant dour eien pe gant ur puñs. »
Stadañ a ra Yann kement-mañ ivez, eñ ac’h implij dour eienn ivez da ober e fourmaj. Deuet eo a-benn da stadañ, en ur ober dielfennadennoù e-unan e kreske ar bakteriennoù ha dezhañ emañ e liamm gant an atant desaverezh moc’h nepell. An dalc’h zo ez eo re goustus bezañ kenstaget diouzh ar rouedad dour a-wechoù, ha dibosupl zoken. Evit menaj Trofalc’her, estroc’h eget an diaesterioù teknikel e koustfe 40.000 a euroioù.
« Ar redi da implij dour ar rouedad zo ur gudenn evit kalz a zesaverien, eme Romane Jany, kargadez a gefridi desaverezh tiez-feurm bihan e Kevredad broadel an desaverien givri (KBDG pe FNEC e galleg). Labourat a reomp war se, dreist-holl emañ Europa o paouez digeriñ an hent da vezañ larkoc’h war ar redi implij dour evadus da naetaat an ekipamantoù pe ar sal-c’horo. »
Ar pezh eo bezañ ur menaj bihan
Stadañ a ra an deknikourez, e pep lec’h e Frañs, e sav an enselladennoù gant an DDDP bec’h war an desaverien, ha bec’h etreze da heul : « Kalz kontrollerien ne gemeront ket e kont ar pezh eo bezañ ur menaj bihan. »
Un hentenn da heuliañ an doareoù-mat evit an naetadurezh, azasaet d’an hentad givri, zo bet savet gant an aozadurioù micherel hag anzavet eo gant Unvaniezh Europa ha Frañs. En hentenn-mañ n’eus ket da c’houzañv e-keñver an normoù, ha resisaat a ra mat « e tle azasaat ar pourvezioù reoliañ d’an doareoù produiñ ».
An dalc’h, hervez Romane Jany bepred, « ar gwir da vezañ gwevn n’eo ket anavezet koulz lavaret gant an DDPP » ha « n’eo ket heñvel an doare da gompren ar reolennoù etre an ensellerien na diouzh an eil departamant d’egile ».
Desaverien menaj Trofalc’her, Margot ha Pierre Dinahet o deus savet kinnigoù disheñvel d’an DDPP : mont da glask dour ar rouedad bep 48 eurvezh (gant ur penton bras) pe lakaat puñs ar menaj da vezañ diouzh an normoù, gant kloradur an dour, goulenn aotreoù digant ar prefeti, ha dielfennadennoù ingal. E fin ar gont eo an trede kinnig, dilec’hiañ al labourva da lec’h all, an hini zo bet miret gant ar velestradurezh.
D’an 22 a viz Gouere e oa deuet un enseller da gontrolliñ al labourva nevez, 800 metr eus ar menaj, en ul lec’h feurmet, ha kenstaget gant ar rouedad dour evadus. Ar menaj-se, zo da werzhañ ha 17 hektar douar gantañ zo e kreiz ur raktres a-stroll. An desaverien zo gant ar soñj da « staliañ peizanted all » ennañ ha war an dro, « [suraat] kaout douaroù da labourat pa vez bras ar gwask a-benn prenañ abaoe un nebeut bloavezhioù ».
Echuet eo bet ar serradur melestradurel d’an 23 a viz Gouere evit an darevaat e menaj Trofalc’her, hag aotreet zo bet ober fourmaj el lec’h nevez. Adkavet eo bet fourmaj Trofalc’her war stalennoù ar marc’had adalek ar Gwener 24 a viz Gouere. « Bras-mat eo bet ar skoazelloù, muioc’h a fourmaj hon eus gwerzhet evit kustum », eme ar c’houblad.
Chom a ra da c’houzout ma vo mat d’ar velestradurezh azasaat d’ar menajoù bihan.
Un dalc’h a chom, rak ar c’hav darevaat a zo chomet e Trofalc’her. « An ensellerez he deus lavaret deomp e oa mat evit an naetadurezh met n’eo ket evit ar velestradurezh », a zispleg Margot.
* Cheñchet eo bet an anvioù
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






