Ur frazenn ken heverk ha dic’hortoz hag an den a lavar anezhi, gantañ gouzougenn wenn an dud a Iliz dindan ur bod-spern a varv louet. Chomet eo Jean-Eudes Fresneau a-sav ur pennadig. A-raok lavarout, ken sirius ha tra : « An Iliz n’eo ket ur verc’hodenn Barbie™. Un ospital-brezel eo, gant tud c’hloazet a ranker ober war o zro. »
Ne fell ket da berson Sarzhav diforc’hañ e-touez an « dud c’hloazet ». Heñvel eo dezhañ ar « gatoliked a-gleiz » hag ar re « a c’hiz kozh ». Daoust m’en deus merzhet ur pennadig ‘zo e teue an traoù da vezañ digempouez un tamm e-touez tud fidel ha beleien eskopti Gwened. « Degemer al lodenn-se eus an Iliz ‘zo mat. Met hon eskopti a zigor hent d’ur mod identelour da vezañ katolik, muioc’h eget e lec’h all e Breizh. »

Ouzhpenn Jean-Eudes Fresneau a embann kement-se. « Kalz a dud engouestlet en Action Catholique Ouvrière (Ober katolik ar vicherourien) a zeue eus Breizh. Met mont a ra ar rummad tud-se da get », eme un den a oa bet e karg eus an hollad luskadoù-se a labour hervez kelennadurezh sokial an Iliz.
N’eo ket Maryvonne Kermarec a vo souezhet. « Chrétiens dans le monde rural » he deus prezidet er Mor-Bihan e-pad dek vloaz. Displeget he deus da Splann ! e oa ar gevredigezh an hini diwezhañ eus luskad katolik ar vicherourien a vez arc’hantaouet gant an eskopti. Goprañ un den darn-amzer a c’hellont ober gant se.
Un douar demokrat-kristen eo bet Breizh e-pad pell amzer. Met mont a ra al luskadoù araokaour da get tamm-ha-tamm, pa yelo an dud a gase anezho da get.
« Ur veaj d'ar gaezouregezh »
Ar cheñchamant-se a vefe « tost a-walc’h ouzh ar pezh a c’hoarvez er gevredigezh er mare-mañ », hervez daou gelenner e skolioù prevez kevratet gant ar Stad. Betek en em vellañ e mont en-dro ar c’helenn er Mor-Bihan.
« Pa oan bet stummet e veze lavaret didro hon oa da vezañ ur skol digor d’ar relijionoù all ivez, pa oamp ur skol kristen », eme an hini a vo anvet Matthieu da Splann !
Tremenet un ugent vloaz bennak, pevar o ren ur skol en o zouez. « Keuz am eus e vefe bet kollet an doare digor-se », eme vMatthieu. N’eo ket ur cheñchamant bihan eo e lec’hioù ‘zo. Cheñchet penn d’ar vazh a-wechoù zoken, evel e skol Camille*, bet rener meur a skol eus ar Mor-Bihan abaoe ur pemzek vloaz bennak.
« Alies e vezomp dibaseet gant al labour war ar pemdez, emezañ. Se ‘zo kaoz e c’houlennomp bezañ sikouret gant tud all a-wechoù evit digreskiñ ar garg a zo war hor chouk. »
Setu penaos e asantas leuskel div vaouez a-youl vat eus ar barrez e-kichen e skol dont e-barzh unan eus e glasadoù.
« Ha setu-int, e-kreizig-kreiz ur gentel katekiz, da gaozeal diwar-benn plas an islam e Frañs ha perzhioù dibar Trump ha Poutine », eme gCamille.
« Alies-tre e vez seurt tud e-barzh hor skolioù, eme an daou skolaer, keuz enno. Hag ar pezh a lavaront d’ar vugale a vez eus tu dehoù a c’hiz kozh ar c’helenn kristen. »
Ar memes doare traoù eo a vez klevet er salioù-klas gant ar « veaj d’ar gaezouregezh », emezo. Abaoe 2025 ma vez anezhi ez eus bet dek skol kentañ derez ha pevar-ugent o deus graet o mad eus ar servij-se pourchaset gant an eskopti.
Doare katolik an EVARS eo – ur programm deskiñ diouzh ar vuhez trivliadel, an darempredoù hag ar sekselezh, a oa deuet da vezañ ret ar bloaz-se er skolioù publik. Ur reportaj a zo bet en Télégramme diwar-benn ar « veaj ».
Ennañ e klever Domitille de Chabot, klañvdiourez-kenurzhierez en EARS – buhez trivliadel, darempredoù ha sekselezh – o lavar : « ar vugale o deus ezhomm da gaout spi, da glevet traoù brav diwar-benn ar sekselezh […] Ma komzomp gant sell ar yec’hederezh hag an dizarbenn, n’eo ket a-walc’h ».
« Tuet eo o c’homzoù war ar relijion da vat », eme gCamille c’hoazh. A-raok mont habaskoc’h : « Gwir e tiwallont rak ar skolaerien ha me a vez ganto pa vezont o kas o abadenn. »
Goulennoù hon eus graet ouzh renerezh an eskopti war an temoù-se. N’hon eus bet respont ebet.
Eus tu an eskopti e responter « ez eus eus an EARS en deskadurezh katolik Frañs abaoe ouzhpenn ugent vloaz, kalz a-raok na vefe bet eus ar programm EVAR(S) ha n’eus ket anezhañ nemet abaoe an distro-skol 2025 ».
Person CNews
Hervez an dud aterset ganeomp ez afe an traoù muioc’h war an tu-se er Mor-Bihan eget en departamantoù all eus Breizh. Hag e berzh en defe an abad Fagot, bet anvet da zileuriad eskopti ar gelennadurezh katolik.
Gant ar gefridi-se e oa dija e 2023 pa voe anvet person parrez Sant Padern Gwened. « E skiant-prenet war ar c’helenn hag e ziplomoù skol-veur eo a zispleg e vefe gant ar gefridi-se », a skriv an eskopti da Splann ! Ha da resisaat : « bras eo e garg a berson en e barrez, setu perak n’eo ket an abad Fagot e karg eus ar servij-se war-eeun ken abaoe 2024. En un den gopret eo bet fiziet, daoust ma chom an abad Fagot gant ar garg a beleg ambrouger an deskadurezh katolik ».
Ur penn-den a zo anezhañ, hegarat ha likaouer, hervez an holl dud hon eus gwelet. « Gwelet a reer ivez e vo fachet ruz ma ne sentimp ket outañ evel deñved », eme vMatthieu ha Camille. Ne gomprenont ket mat « choaz an eskopti, hag a zo arouezius. Politikel kentoc’h eget relijiel ».

Bras eo levezon an abad, a oa bet beleget e miz Kerzu 2012 gant an Aotrou ‘n eskob Centène. E 2026 e oa en e iliz Sant Padern e oa bet filmet oferenn ar Yaou Bask evit bezañ skignet war-eeun gant CNews.
Reter kêr Gwened hag hanternoz kumun Sine a ra tachenn parrez Sant Padern. En iliz e vez kinniget daou lid d’ar barrezianiz. An oferenn ordinal, e galleg, hag an oferenn latin.
« Tri-c’hant iliz parrez ha seizh kant chapel a zo en eskopti Gwened. Lidet e vez an oferenn e galleg e pep hini anezho », a respont an eskopti. « Ne sellit nemet ouzh unan, iliz Sant Padern Gwened, lec’h ma vez lidet an oferenn gant al lid hengounel ouzhpenn d’an oferenn c’hallek », eme an ensavadur c’hoazh. Ha da resisaat c’hoazh : « n’eo ket an eskob a-vremañ en deus graet an dibab-se, e ziagentour, an Aotrou ‘n eskob Gourvès, an hini eo. »
E 1995 e oa. Yann-Baol II a c’houlennas neuze gant Iliz Frañs « degemer gant madelezh an dud fidel a oa tomm o c’halon ouzh al liderezh kozh c’hoazh met a nac’he chism Marcel Lefebvre ».
« Person ar barrez-se on bet me », en deus kontet Gwenaël Maurey da Splann ! . Person iliz-rouanez Santez-Anna-Wened e oa betek an 3 a viz Mezheven paseet, pa oa bet anvet da berson parrezioù Pont-Skorf ha Kleger. Anzav a ra ne oa ket deuet a-benn da unaniñ an daou skourr a oa en e barrez.
Pa oamp bet o komz gantañ e ouiemp e oa un enklask diwar e benn evit « harellerezh seksel ». Ar pezh a vefe « falstamalloù » hervezañ. « Pellaet [eo bet] diouzh e gefridioù » p’emañ ar justis o labourat, hervez Ouest-France.
« Difenn mision an Iliz er plasennoù »
Evit kompren ar frailh-se omp bet en iliz Sant Padern. Ur Sulvezh a viz Ebrel a oa, ha leun-chouk an ti. Ar gurusted a vrañselle o ezañsoueroù diwar-bouez ar vrec’h, o kargañ an aer gant rodelloù ezañs put. Tro 40 vloaz eo al lodenn vras eus ar barrezianiz. Paotred a ya alies war bennoù o daoulin, pa vez ar mammoù oc’h ober war-dro ar vugale.
Da heul al lidoù latin e vez an abad Fagot o cheñch kazul. Stagañ a ra a-bouez-penn gant ar c’hantikoù. Betek ma savfe er gador-brezeg. En e sarmon, a-us d’an dud fidel, e asped anezho « da zifenn mision an Iliz betek mont er plasennoù ».
Evit kompren petra a dalvez ar frazenn-se omp bet o welet an abad Fagot. Souezhet e oa bet o welet ac’hanomp oc’h en em gaout en e bresbital. Diouzhtu en doa asuret deomp « ne zeue ket eus al luskadoù a c’hiz kozh ». Ha pouezet en doa meur a wech : « N’on nemet ur beleg en e barrez. N’on ket intereset gant ar sell politikel war an traoù. »
A-raok bezañ beleget da 43 bloaz en doa skrivet levrioù evit politikourien, avat. En ur pennad eus Ouest-France e lenner e vefe bet skoazeller ur c’hannad er Vodadeg Vroadel zoken. N’eo ket bet gouest Splann ! da gadarnaat an titour-se.
Gouzout a reer sur en doa skrivet ur vestroniezh war an istor gant an titl (e galleg) : Ur bobl en armoù : istor arme ar chouaned e distrikt Felger (1793-1799).
Un doktorelezh en doa kaset da benn goude, ha gant se e oa bet degemeret e Puy du Fou Philippe de Villiers. Kroniker evit CNews eo ar politikour eveltañ, hag unan eus e verc’hed a zo mouezh aotreet ha priolez Dominikanezed ar Spered Santel..
Un eskob « dibaseet » gant an tu dehoù
Meur a afer a zo bet c’hoarvezet tro-dro d’an ensavadur Dominikan, hini kevrinus diankadenn person Ploermael en o zouez. Gantañ e komprener penaos e oa komañset al luskad kristen a c’hiz kozh d’en em aozañ er Mor-Bihan.
Anavezet eo ar gouent gant an anv « Kumuniezh seurezed Pontkalleg » alies, hag aprouet eo gant ar pab. Diazezet e oa bet e 1943 gant Victor-Alain Berto, un abad eus eskopti Gwened. Tost e oa ar beleg-se ouzh an Action française, ha teologour personel an Aotrou ‘n eskob Lefebvre. Eskob diazezour ar vreudeuriezh Sant Pi X a oa-eñ, bet eskumunuget e 1988 gant Yann-Baol II evit bezañ bet anvet pevar eskob a c’hiz kozh a-enep ali Roma.
« Bro an Aotrou ‘n eskob Lefebvre eo amañ » eme Wenaël Maurey ivez da Splann ! Hervez an den a Iliz e c’heller kavout ar perak eus doareoù a c’hiz kozh an eskopti en e istor. Met « lod ne welont ket e oa disheñvel an traoù gwechall ha lod a zo techet d’ober berradennoù teologel ».
« Hon eskob en deus fiziet Sant Padern d’an abad Fagot evit adtapout an dud fidel a oa aet gant ar breudeuriezhoù, just a-walc’h », eme Ronan Graziana gant muioc’h a zamant.
Ar breudeuriezhoù a zo lec’hioù buhez a c’hiz kozh. Lod anezho a zo e diabarzh an Iliz, evel hini Sant-Pêr. Lod all a zo maez anezhi ha n’o deus statud ebet evit ar pab, evel ar vreudeuriezh beleien Sant Pi X. Erprioldi Sant Visant Ferrer int staliet e Breizh, e Sant-Nolf, e-kichen Gwened.
« O klask lakaat anezho da zistreiñ e-barzh an Iliz eo bet dibaseet an Aotrou ‘n eskob Centène gant an tu dehoù », eme veleg an Henbont. Met sur eo ivez « ne felle ket dezhañ e vefe ken taer an traoù ».
Pa lenner dielloù ar gelaouenn Golias e weler en doa skrivet an Aotrou ‘n eskob Centène e-barzh ar gelaouenn Kephas, a-raok bezañ eskobet. Hen anzav a ra an den a Iliz en e respont da Splann !
Képhas a zifenn ur « relijion gatolik dibleg », evel ma oa bet termenet gant an istorour Denis Pelletier. Renet e oa bet gant an abad Le Pivain betek e varv, e 2019. « Bras eo bet e labour evit lakaat anavezout soñj an abad Berto », hervez ar gelaouenn sizhunvezhiek France catholique.
Goulennet hon eus soñj an eskopti diwar-benn kement-se. Setu o respont : « ar beleg-se eus eskopti Gwened, aet da Anaon e 1968, a oa teologour personel an Aotrou ‘n eskob Lefebvre da vare Sened Vatikan II. Menegomp en doa lakaet an eskob e sinadur dindan holl Aktaoù ar Sened gant levezon [an abad Berto] ».
« Divorfilañ ar c'houstiañsoù ouzh redioù an Aviel »
Anavezet eo an eskob Gwened evel un eskob didrouz, « kloz ha prennet » hervez ar c’hazetenner Philippe Arden. Gwir ne gomz ket an Aotrou ‘n eskob Centène alies. Da vare 400 bloaz santual Santez-Anna-Wened e oa da ziwezhañ.
Ar c’hazetenner Constantin de Vergennes an hini a oa bet dibabet evit klevout e gomzoù. Kustumet eo-eñ ouzh studioioù tele ha radio Pascal Praud, ha hennezh eo a skrive an atersadenn bet graet d’ar 17 a viz Gouere 2025 evit France catholique.
Diazezet e oa bet ar gelaouenn e 1924 gant « strollad ar gatoliked eus an tu dehoù pellañ e Frañs ». Adprenet eo bet gant Vincent Bolloré abaoe. Ar miliarder breizhat a lakaas Aymeric Pourbraix, un den a fiziañs evitañ, e penn ar gelaouenn e 2018. Gantañ e vez lusket an abadenn « En quête d’esprit » e CNews ivez. Reuz en doa graet e miz C’hwevrer 2024 o lavar e oa an IVG « ar gaoz vervel gentañ er bed ».

Un dell-gastiz a 100 000 euro he deus ranket ar chadenn paeañ d’an Arcom, hag he renerien o deus lavaret o doa keuz, a-benn ar fin. Ar pezh ne c’hoarvez ket alies. Daoust da se en deus kemeret perzh an abad Fagot en abadenn ar 26 a viz Gouere 2025 evit displegañ war-eeun oferenn ar jubile lidet gant ar c’hardinal Sarah e Santez-Anna-Wened.
Goulennataet hon eus an abad diwar-benn e abadennoù tele, met n’en deus ket respontet deomp. Eus tu an eskopti e respontont da Splann ! : « Evel an holl bastored en deus ar garg a zivorfilañ ar c’houstiañsoù ouzh redioù an Aviel, n’eus forzh piv a deufe da gomz outañ. Hag an istorour an hini a oa bet pedet d’an abadenn tele « En quête d’Esprit », un abadenn ma kustumont pediñ kalz tud, beleien pe laiked. »
O prientiñ 2027
Ne oa ket gwall vrudet ar c’hardinal Sarah pa voe poltredet gant e soutanenn e pajenn gentañ Paris Match, en hañv 2022. D’ar mare-se e oa Vincent Bolloré kevranneg muianiver ar gelaouenn.
Levezon en deus ar c’hardinal e Roma. En hañv 2025 edo e Santez-Anna-Wened. Ha d’an deiz-se e yeas e homelienn da brezegenn bolitikel.
Ouzh an 30 000 den fidel bodet el leurenn-iliz e lavaras : « Na zisakrit ket ar Frañs gant ho lezennoù barbar ha dizenel a bron ar marv pa fell ar vuhez d’an Aotrou Doue. »
N’eus ket plijet da dout an dud bezañ galvet e mod-se, eme an tad Fresneau. « Ar gwellañ skouer a zo eus ur rannvro demokrat-kristen eo Breizh. Kalz ac’hanomp o deus klevet an dra-se evel ur mod da wiriekaat un Iliz a-blom hag a laka ar politikerezh a-us d’ar feiz », eme berson Sarzhav, keuz ennañ.
Ar pezh en deus lakaet anezhañ da c’houlenn div wech ouzh e eskob petra ‘oa « an hent nevez kemeret gant an eskopti, evit ar relijion, hag ar politikerezh zoken ». En e lizhiri, a zo bet lennet gant Splann !, e ra ar beleg anv didro eus « pedadennoù ar c’hardinal Sarah hag ar chadenn CNews evit ar jubile meur e Santez-Anna-Wened ».
Goulennet hon eus gant an Aotrou ‘n eskob Centène petra a oa an hent a oa bet dibabet gant e eskopti abaoe ma oa bet anvet. Respontet en deus dileuriad an eskopti evit ar c’hehentiñ : « E Frañs e fell d’an Iliz kas he c’hefridi da benn gant frankiz, rak frankiz al lid katolik a vez gwarantet gant al lezenn betek ma vo doujet ouzh an urzh publik. N’eo ket kefridi an Iliz unan politikel, met unan a garitez, da lavaret eo karantez Doue degemeret gant Mab-Den evit reiñ anezhi d’ar re all. »
Blaz ar c’hwerv a zo gant ar respont-se evit Jean-Eudes Fresneau. « D’an deiz-se em eus bet ar santimant edo ar c’hardinal Sarah o prientiñ 2027, o vroudañ an dud da votiñ evit strolladoù ar penn pellañ en e homelienn », eme ar person, gant fulor. Evitañ « ez eo krog an traoù da vont re bell ».
*Cheñchet eo bet an anv-bihan
« Tu dehoù pellañ : enklask, diskuliañ, herzel »

Aterset ez eus bet ur pemzek den test bennak gant hor c’hazetennerien evit an enklask-mañ. Furchet o deus kontoù, foromoù ha rouedadoù sokial aozadurioù hag izili eus luskadoù an tu dehoù kristen pellañ. N’hellomp ket embann tout an danvez niverel bet kavet ganto evit abegoù surentez. Skoazellet eo bet an enklask-mañ gant an FPL (Fonds pour une Presse Libre) evit an arc’hant hag ar skrivañ, da heul ar galv da raktresoù « tu dehoù pellañ : enklask, diskuliañ, herzel ».
Skeudennoù gant Placide
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da contact [@] splann.org evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →






