[Keleier « Splann ! »] Erik Tegnér a bep tu : etre bresañ bier ha krouiñ ur media breizhat
Pierre-Yves Bulteau - 05/30/2026
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

O redek war-lerc’h Erik Tegnér e oa bet Splann ! e-pad an darn vrasañ eus an devezh, d’ar 14 a viz Mae tremenet. Ret eo lavar e oa merket an deiz-se e deiziataer pep hini abaoe ma oa bet lavaret e vefe lidet neuze digoradur ar vreserezh Kerfave e Plian (22).
Merket e oa bet gant pennoù-bras an tu dehoù pellañ rannvroelour ha broadelour – evel Pierre-Yves Thomas, dilennet e Sant-Brieg evit strollad Éric Zemmour, Roland Hélie, rener Synthèse nationale, ur gelaouenn eus emsav an identelezh, pe Pierre Cassenou c’hoazh, diazezer al lec’hienn Riposte laïque. Gant an enep-faskourien e oa bet merket ivez.
Ar Yaou a zo, ha glav a ra. 400 eneber a vet harzet gant ul linennad archerien difiñv. Eus tu all an no man’s land strizh gwarezet gant ar jañdarmed eo niverus an dud deuet da dañva bier an embregerezh lec’hel nevez. Prezidant ar gelaouenn eus an tu dehoù pellañ Frontières eo unan eus an daou zen e penn an embregerezh.
Erik Tegnér a zo o tont eus ur familh a-du gant ar Front National ha kar-nes ouzh ar re Le Pen. Klasket en deus mont da bolitikour a-raok dibab ar c’hazetenniñ evit ledañ e vennozhioù souverenour hag eus tu an identelezh.
Fellout a ra dezhañ kaout « un tu dehoù kilstourmer, dibleg gant an islam hag a-enep d’ar Stad », hervez ur poltred anezhañ bet embannet er gazetenn Libération e 2023. An den en e dregont vloaz a zo deuet brudet nevez-zo gant taolioù-kaer e gelaouenn : embann anvioù ha chomlec’hioù alvokaded arbennik war gwir an estrenien ha kenlabourerien eus ar strollad La France insoumise, betek aozañ meur a happening e liorzhoù ar Vodadeg Vroadel.
Anavezet eo e zoare d’ober evit ar politikerezh hag ar c’hazetenniñ abaoe ar chadenn YouTube Livre noir. Ar media kentañ bet krouet gant Erik Tegnér a oa, e 2021. E anv a ra dave d’ul levr skrivet gant un Éric all : Le livre noir de la droite, gant Éric Zemmour, e 1998.
N’eo ket digoradur ar vreserezh Kerfave a zedenn Splann !. Meur a gronikenn a zo bet e kazetennoù ar vro hag e mediaoù Frañs dija, evel ar pennad-mañ gant hor c’heveler Basta !. Ur raktres all gant kronikour CNews an hini a zedenn ac’hanomp : krouiñ ur media e Breizh, gant unan eus pennoù brudet chadenn tele Bolloré.
Lennet hon eus ur postel bet kaset d’ar re goumanantet d’e lizher-kelaouiñ d’ar 16 a viz Kerzu 2025. Ennañ e skriv ar c’hazetenner-breser : « Ha ma rafemp annez e Breizh asambles ? » Ur pik-goulennata a zo da gomañs, met asuriñ a ra da c’houde : « N’eo ket dav bezañ breizhat evit souten ar raktres-mañ. Karout Frañs a zo dav. »
« E Breizh emañ ma c’halon da gentañ, hen gouzout a rit, a skriv ar c’hazetenner. O chom eno on bet abaoe ma oan bihanik. […] Lod ac’hanoc’h o deus gouezet kement-se e-pad an hañv paseet, pa zeuas enep-faskourien da dagañ ac’hanon eno, asambles gant ma mestrez, e-pad fest ur barrez. »
Komz a ra Erik Tegnér eus fedoù bet c’hoarvezet d’ar 31añ a viz Gouere 2025 e-pad fest ar « Jeudis en fête » e Plouha (22). D’ar 24 a viz Gwengolo e voe kondaonet ur gwaz a 24 bloaz d’un taol-kastiz a 400 euro evit « feulster a-stroll » evit bezañ taget anezhañ.
« Komprenet em eus un dra bennak d’an deiz-se : kavout a ra d’ar re a-du gant tu kleiz pellañ emaint er gêr er rannvro gaer-se c’hoazh, ha poent eo e paouezfe, a skriv an den bet ezel eus an FN, ha deuet da emezelañ en Identité-Liberté, strollad bihan-tout Marion Maréchal. »

Evit « kunujennoù foran gouennelour » e oa bet kondaonet ivez, d’ar 15 a viz Here 2025, evit ar pezh he doa lavaret Marguerite Stern, ur Femen gozh, er gelaouenn renet gantañ. Engalv en doa graet goude-se. Resisaat a ra evit ar re goumanantet d’e lizher-kelaouiñ penaos e fell dezhañ « difenn ken kaer ur rannvro », gant ur « raktres az afe asambles gant hini Frontières ».
« Gallout difenn hon teroueroù a rankomp, ha kas un emgann ouzh an enbroidi a zeu da aloubiñ anezho, hag ouzh an disurentez a zeu d’en em silañ tamm-ha-tamm er c’hornioù-bro bravañ eus Frañs, ouzhpenn d’ar stourm a gasomp er vro a-bezh » a skriv Erik Tegnér.
Eus ar media da-zont hag eus an arc’hant dastumet gantañ evit se (50 000 euro, a-hervez) e felle deomp kaozeal asambles gantañ. Rak skrivet en doa en e lizher-kelaouiñ e felle dezhañ embann ar gelaouenn drimiziek gentañ « e-kerzh miz Mae 2026 »
Prometiñ a rae ouzhpenn : « Enni e adkavoc’h lod eus pennoù brudet Frontières a zo tomm ouzh Breizh eveldon-me. »
Diwar-benn Jordan Florentin e vefe Erik Tegnér o komz, marteze ? Deuet eo al levezoner eus an tu dehoù pellañ, anavezet evit goulennata ha difiañ tud er manifestadegoù, da vezañ rener nevez an embann evit Frontières e 2026.
Gwelet hon oa anezhañ d’ar 14 a viz Mae paseet, ur sac’h-kein pounner gantañ war e chouk, daou sac’h-kousket a-istribilh dezhañ, trebez ur c’hamera en e zorn. Gantañ e oa « ur skipailh a-bezh », hervez eneberien a oa deuet a-benn da dremen ar stignad surentez ha da vont e-barzh lid-digeriñ ar vreserezh.
N’ouzimp tra ebet diwar-benn ar raktres media-se. N’ouzimp ket o soñj diwar-benn an tamalloù bezañ deuet da Vreizh evit brudañ mennozhioù an tu dehoù pellañ, evel ma gred da annezidi ha da vaerez Plian. Teir gwech e oamp bet digouviet, gant doareoù seven met didro. Nepell eus un dennerez bier e oamp deuet a-benn da eskemm gant Erik Tegnér berr-ha-berr.
« Respontet em eus da c’houlennoù ho kenseurted e-pad pell dija, emezañ da Splann ! Ha ne fell ket din kaout media ebet e-barzh ar vreserezh peogwir ne fell ket din klevet e vez graet politikerezh el lec’h-mañ. »
Ne respont ket paotr ar mediaoù pa c’houlennomp gantañ pegoulz e c’hellimp kaozeal asambles. Minc’hoarzhin a ra, fouge ha difi ennañ, war-zu e genseurt Jordan Florentin : « Emaon o paouez lavar deoc’h ne fell ket din gwelout kazetenner ebet amañ, ar re a labour evit mediaoù a anavezan mat zoken. »
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel. Existe aussi en breton.