Essure : drouk mouget e korf ar merc’hed

Juliette Cabaço Roger, Faustine Sternberg - 10/19/2022

221010 - Splann ! Implant Essure. Image Victimes DMI

Digoradur

Abaoe bloavezhioù e c’haller lenn testenioù merc’hed tapet fall o yec’hed goude bout bet lakaet an ensteudoù (implants e galleg) Essure. Hiziv an deiz e kendalc’h da lâret an embregerezh ‘neus gwerzhet anezho ‘n eus ket kudenn ebet gant an ensteudoù. Un diell eus ajañs ar yec’hed a lâr ar c’hontrol e 2017. Splann ! ‘n eus kavet anezhañ.

Kinniget e oant bet e-giz dazont an hilastalerezh (koñtrasepsion) peurbad. An ensteudoù Essure a oa bet lakaet da hogozik 200 000 maouez e Frañs etre 2002 ha 2017. An embregerezh amerikan Conceptus a oa bet o werzhañ anezho da gentañ. Da c’houde e oa bet adprenet en 2013 gant ar ramz alaman Bayer.

N’eus ket ezhomm lakaat an dud da gousket, na chom en ospital, an teknik-mañ a-benn dont da vezañ gaonac’h a oa an hini implijet ar muiañ e Frañs adalek 2009, hervez sifroù Renerezh hollek ar Yec’hed (Direction générale de la santé pe DGS). Mann nemet er bloavezh 2013 e oa bet lakaet 28 000 ensteudad gant ginekologourien ! En holl ec’h embann Bayer bezañ bet gwerzhet ur milion a ensteudoù dre ar bed, 240 000 e Frañs, al lec’h ma oa bet gwerzhet ar muiañ diouzh sellet ouzh an niver a annezidi.

Met buan-tre e sav mouezhioù maouezed da ziskuilhañ efedoù-all. Skuizhder, bezañ breviet betek ma n’heller ket bale ken, poan benn, poanioù liesseurt, diwadennoù, kudennoù neurologel… Hir eo al listenn ha start ober al liamm gant Essure. Hiziv eo bet tennet o uterus pe korzennoù an uterus d’un 30 000 maouez bennak e Frañs, pa ‘z eo an doare nemetañ da dennañ an ensteudad kuit. Da lâret eo 15 % ar re o doa dibabet an doare hilastaliañ peurbad-se. An darn vrasañ anezho ‘z a gwelloc’h gant o yec’hed kerkent ha tennet koulz lâret.

Bayer a zibab tennañ an ensteud deus ar marc’had gall en 2017, ha deus ar Stadoù-Unanet en 2018. An embregerezh liesvroadel ac’h embann ez eo abalamour da « abegoù kenwerzhel » ha nac’hañ a ra kement si a vefe gant ar produ. Koulskoude ez eus dielloù, e-kerz savour an ensteud hag ar pennadurezhioù yec’hedel, pere en deus gallet kaout Splann ! a lak abeg war surentez an ensteudad

Boest du

E-pad an enklask omp bet o furchal en kantadoù a deuliadoù, hag o vont e darempred gant dekvedoù a dud. N’eus nemet un nebeud anezhe a zo bet meneget e lodennoù an enklask.
Savet hon eus goulennoù da Ajañs ar yec’hed, an ANSM, a zo e-kreiz an afer. Bet omp bet e darempred ivez gant ministrerezh ar Yec’hed, an embregerezh alaman Bayer, ha gant an aozadurioù o ‘deus roet ar siell CE da Essure, an NSAI ha Tüv Sud. Amañ dindan e kavit o respontoù a-bezh.

  • Respont klok an ANSM

  • Respont klok Bayer

  • Respont klok Tüv Sud

  • Respont klok ministrerezh ar yec'hed / Renerezh hollek ar yec'hed (DGS)

Mont pelloc'h

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Juliette Cabaço Roger
Faustine Sternberg
Rozenn Le Carboulec
Guy Pichard
skoazellet gant :
Sylvain Ernault
Gwenvaël Delanoë
Caroline Trouillet
Anne Kiesel
Raphaël Baldos
Mersi bras da :

Troet eo bet an testennoù gant Riwanon Kallag. An enklask-mañ zo bet embannet digoust a-drugarez d’ar mediaoù a genlabour ganeomp : France 3 Breizh, Ya !, Dispak, kelaouenn Elle, rouedad Radio Breizh, rouedad radioioù kevredigezhel, Frap ha Corlab.

Hor c'hevelerien